Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 122

Salm 122

(Heb. 123) Kanenn pirhirinaj.

On daoulagad savet davedout, Aotrou,
e c’hedom da druez !

1 War-zu ennout e savan va daoulagad,
War-zu ennout hag a zo en neñv.

2 Evel daoulagad ar zervicherien
           war-zu daouarn o mistri,
Evel daoulagad ar vatez
           war-zu dorn he mestrez,
Evelse on daoulagad war-zu an Aotrou on Doue,
           beteg m’e-no truez ouzom.

3 Truez ouzom, Aotrou, truez ouzom ;
Rag kalz re ez om bet disprizet !

4 Kalz re e-neus bet on ene
           euz goaperez ar re binvidig,
Ha dismegañs ar re lorhuz !

Ar pez a garva Zad, a ran bepred !

« Eüruz ar zervicherien a vo kavet war-veill gand o mestr pa zistroio. » Lk 12,37)