Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 124

Salm 124

(Heb. 125) Kanenn pirhirinaj.

An Aotrou a vez war-dro e bobl,
a-vremañ ha da viken !

1 An neb a lak e fiziañs en Aotrou
           a zo heñvel ouz menez Sion :
Divrall eo, ha da viken e chomo.

2 Jeruzalem he-deus meneziou tro-dro dezi,
Hag an Aotrou a vez tro-dro d’e bobl
           a-vremañ ha da viken.

3 Nann, biken ne blavo baz ar fallagr
           war lodenn an dud just,
Gand aon na astennfe an dud just
           o daouarn warzu an droug.

4 Gra vad, Aotrou, d’an dud vad,
           d’an dud eeun a galon,
Med ar re a zach a-dreuz hag a-hed,
           kas anezo Aotrou gand ar re fallagr !

Peoc’h war lzrael !

Fidel eo an Aotrou : ho tiwall a ra,
hag ho lakaad divrall !

« Peoc’h ha trugarez da Izrael Doue ! » (Gal. 6,16)