Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 134

Salm 134

(Heb. 135)

I. An Aotrou a ra kement a fell dezañ,
en neñvou ha war an douar.

Allelouia !
1 Meulit Ano an Aotrou,
Meulit servicherien an Aotrou,
2 C’hwi hag a veill e ti an Aotrou,
E porchedou ti on Doue.

3 Allelouia, rag mad eo an Aotrou,
Sonit evid e Ano, rag kaer eo !
4 Rag Yaakob a zo bet dibabet gand an Aotrou,
lzrael da veza e lod dezañ.

5 Ya, gouzoud a ran : braz eo an Aotrou :
On Aotrou a zo brasoc’h eged an oll zoueou.
6 Kement e-neus bet c’hoant an Aotrou, e-neus greet,
En neñvou ha war an douar, er mor hag en oll islonkou.

7 Euz pennou pella an douar
E lak da bignad ar c’houmoul ;
Greet e-neus al luhed, evid ma vo glao,
Ha tenna a ra avel euz e deñzoriou.

8 Eñ a skoas gand ar re genta-ganet euz an Ejipt,
Re an dud ha re al loened.
9 Kas a reas sinou ha burzudou en da galon, Bro-Ejipt,
A-eneb Faraon hag e oll zervicherien.

10 Skei a reas war vroadou e-leiz,
Ha laza rouaned gallouduz :
11 Sihon, roue an Amorreed, hag Og roue ar Bashan,
Hag oll rouanteleziou Kenaan ;
12 Ha rei o bro da herez,
Da herez da lzrael e bobl.

II. Meulit madelez on Aotrou,
sonit evid e Ano, rag kaer eo !

13 Aotrou, da Ano a bado da virviken,
Aotrou, ar zoñj ahanout a oad da oad.
14 Rag an Aotrou a rent justis d’e bobl,
Truez e-neus ouz e zervicherien.

15 ldolennou ar broadou a zo arhant hag aour,
Labour daouarn an dud.
16 Eur genou o-deus ha ne gomzont ket,
Daoulagad o-deus ha ne welont ket.

17 Diouskouarn o-deus ha ne glevont ket,
Eur fri o-deus ha n’eus ket a alan en o genou.
18 Evelto ra vezo ar re o-deus greet anezo,
Kement hini a lak e fiziañs enno.

19 Tiegez lzrael, bennigit an Aotrou,
Tiegez Aharon, bennigit an Aotrou,
20 Tiegez Levi, bennigit an Aotrou,
Doujerien an Aotrou, bennigit an Aotrou !

21 Benniget ra vezo an Aotrou euz Sion,
Eñ hag a zo o chom e Jeruzalem, Allelouia !

« Pobl Doue, embannit burzudou an hini e-neus ho kalvet euz an deñvalijenn d’e sklerijenn estlammuz. » (1 Per 2,9)