Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 136

Salm 136

(Heb. 137)

Ra spego va zeod ouz va staon,
ma n’am-eus ket mui soñj ahanout-te !

1 Du-hont, war ribl stèriou Bave !
Edom azezet, hag e ouelem o soñjal e Sion.

2 Ouz an c’haleg tro-war-dro,
On-noa istribillet on telennou.

3 Ha neuze e c’houlenne diganeom or gwarded
Komzou eur ganaouenn,
Or gwaskerien, eur zonenn laouen :
« Kanit deom eur ganaouenn euz Sion. »

4 Penaoz e kanfem euz kanaouennou an Aotrou
War eun douar estren ?

5 Ma tizoñjan ahanout, Jeruzalem,
Ra zizoñjo va dorn dehou…

6 Ra spego va zeod ouz va staon
Ma ne zalhan ket soñj ahanout,
Ma ne lakan ket Jeruzalem
Araog peb Ievenez !

Pell diouzit, Aotrou, evel en harlu,
e kerzom gand ar feiz !

 « Bez’ emaom en harlu, pell diouz ti an Aotrou. » (2 Kor. 5,6)