Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 137

Salm 137

(Heb. 138)

Kana ’rin an Aotrou dirag an Elez !

1 A greiz va c’halon, Aotrou, e veulan ahanout,
A-dal d’an doueou, e sonan evidout.
2 Stoui a ran warzu da dempl santel
Ha meuli da Ano evid da vadelez ha da fealded,
Rag ar promesaou ’peus greet
Zo brasoc’h c’hoaz eged da vrud.

3 En deiz m’am-eus pedet ahanout ’peus respontet din,
Ha kresket an nerz em ene.
4 Ra veulo ahanout, Aotrou, oll rouaned an douar,
Rag klevet o-deus promesaou da c’henou.

5 Ra ganint war henchou an Aotrou :
« Na braz eo gloar an Aotrou ! »
6 Ken uhel ma ve an Aotrou, gweled a ra an izella,
Hag anaoud a-bell ar penn lorhuz.

7 Ma kerzan e-kreiz an anken,
E roez buhez din ;
War fri va enebourien e kasez da zorn,
Ha da Zehou a zaveta ahanon.

8 An Aotrou a ray pep tra evidon :
Aotrou, peurbaduz eo da vadelez !
Na zilez ket oberou da zaouarn.

Aotrou, pep tra ’peus greet evidon,
na zilez ket oberou da zaouarn.

« Ar poblou payan a gerzo ouz sklerijenn kêr zantel Doue ha rouaned an douar a zegaso dezi o gloar. » (Disk. 21,24)