Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 141

Salm 141

(Heb. 142)

Te eo va lod, Aotrou, war zouar ar re veo !

2 Gand va mouez, etrezeg an Aotrou e krian,
Gand va mouez, etrezeg an Aotrou ec’h aspedan !
3 Skuill a ran dirazañ va c’hlemmadenn,
Va anken dezañ a zisklerian.

4 Pa n’hellan ken tenna va alan,
Te a oar da belec’h ez an ;
War an hent ez an gantañ,
Ez eus kuzet eur pech evidon.

5 Sell a zehou ha gwel :
den ebed na anavez ahanon !
Goudor ebed evidon,
Den n’eo nehet gand va buhez !

6 Kriet am-eus etrezeg ennout, Aotrou,
Hag em-eus lavaret :
« Te eo va minihi,
Va lod war zouar ar re veo. »

7 Taol evez ouz va fedenn,
Rag gwall izel on lakeet,
Va diwall diouz ar re a wallgas ahanon,
Rag kreñvoc’h int egedon.

8 Tenn euz an toull-bac’h va ene,
Ma veulin da Ano.
Hag an dud just a en em vodo en-dro din
Pa po greet vad din.

Ro din ar frankiz, Aotrou,
ma veulin da Ano !

« Dilezet on bet gand an oll ; an Aotrou a-vad e-neus va zikouret
ha va hennerzet. » (2 Tim 4,16.17)