Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 146

Salm 146

(Heb. 147a)

Plijoud a ra da Zoue ar re a zouj anezañ,
ar re a esper en e c’hras.

1 Allelouia ! Meulit an Aotrou, rag mad eo !
Sonit evid on Doue ken hegarad !
Ar veuleudi a zo dleet dezañ.

2 An Aotrou e-neus savet Jeruzalem,
Harluidi lzrael a vodo,
3 Hag e pareo ar re oa bet gloazet o c’halon,
En eur liana ar gouliou.

4 Konta a ra niver ar stered,
Pep hini anezo dre hec’h ano e c’halv.
5 Braz eo an Aotrou, ha braz e c’halloud,
E skiant divuzul.
6 Difennour an dud keiz eo an Aotrou,
Hag izellaad a ra ar re fallagr beteg douar.

7 Diskanit ’vid an Aotrou d’e drugarekaad,
Sonit ’vid an Aotrou war an delenn.

8 Goloi a ra an neñvou a goumoul,
Evid kas d’an douar ar glao,
Lakaad ar geot da ziwan war ar meneziou,
Hag ar plant a zervij d’an den.
9 Rei a ra d’al loened o boued,
Ha da re vihan ar vran, a vez o koagal.

10 Euz nerz ar marc’h n’e-neus ket ezomm,
Nag euz diouhar ar brezelour.
11 Plijoud a ra da Zoue ar re a zouj anezañ,
Ar re a esper en e c’hras.

« Ho Tad euz an neñv a oar euz petra ho-peus ezomm. » (Mz 10,32)