Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 15

Salm 15

(Heb. 16)

Mir ahanon, o va Doue, va oll fiziañs !

1 Mir ahanon o va Doue,
Va gwarez a zo ennout.

2 Lavaret ’m eus d’an Aotrou : « Va Doue,
N’eus ket a eurvad evidon nemed en da gichenn. »

3 Ar zent a zo er vro, ar re-ze eo an noblañs,
Va oll blijadur a vez ganto.

4 Niveruz eo ar falsdoueou ha war o lerc’h e haster *
Ne ginnigan ket dezo gwad ar zakrifisou,
Ne zao ket o ano war va muzellou.

5 An Aotrou eo va lod, va c’halirad :
Te eo gwarant va lod.

6 Al lodenn a deu din a ra va dudi ;
Ya, va c’herez a zo eur splannder evidon.

7 Bennoz d’an Aotrou a guzuill ahanon :
Beteg en noz e kelenn ahanon em diabarz.

8 Lakaad a ran an Aotrou bepred dirazon ;
a-zehou din emañ, hag ez on divrall.

9 Hag ez eo laouen va halon, hag e trid va ene,
Ha va horv a ziskuiz e peoc’h :

10 Ne zilezi ket ahanon d’ar maro,
Ne lezi ket da vignon da weled ar vreinadurez.

11 Diskouez a rez din hent ar vuhez *
Dirag da zremm eur gwalc’h a levenez,
Eun dudi a-zehou dit bepred.

Laouen eo va c’halon, hag e trid va ene :
diskouez a rez din hent ar vuhez !