Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 150

Salm 150

Ra vo meulet an Aotrou
gand kement a zo beo !

1 Allelouia !
Meulit Doue en e zantual !
E veulit dre an oabl ’vid e splannder.

2 E veulit ’vid e daoliou-kaer,
E veulit ’vid e vraster dispar !

3 E veulit e son an drompill,
E veulit war an delenn hag ar gitar ! (D)

4 E veulit gand taboulin ha koroll,
E veulit war ar c’herdin hag ar fleüt !

5 E veulit gand simbalennou o skiltra,
E veulit gand simbalennou o strakal (D)

6 Neb e-neus alan ra veulo an Aotrou !

Gloar d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Spered Glan !
Allelouia !

Allelouia, meulit an Aotrou, Allelouia !

« Da Zoue, ar c’hloar en Iliz hag e Jezuz Krist a rummad da rummad, a gantvejou da gantvejou. Amen. » (Ef. 3,21)