Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 18 A

Salm 18 A

(Heb. 19)

Bennoz dit Aotrou, evid da c’hloar !

2 An neñvou a gont gloar Doue,
An oabl a embann oberenn e zaouarn.

3 An deiz he displeg d’an deiz,
Hag an noz c’her ro da anaoud d’an noz,

4 Hep lavar ebed, hep geriou,
Hep na glever o mouez !

5 Dre an douar a-bez ez a o c’hemennadurez,
Hag o homzou beteg penn ar bed.

6 Eno e-neus Doue lakeet eun deltenn evid an heol ;
Bez ez eo eur pried yaouank o tond er-mêz euz ar gambr ;

Bez ez eo eur c’hadour laouen o redeg e redadenn.
7 Euz eur penn euz an neñvou e sao,

Ha mond a ra da drei d’ar penn all,
Ha n’eus netra kuzet ouz e dommder.

Sklerijenn ganet euz ar sklerijenn,
skleraad a rez an oll dud !