Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 21

Salm 21

(Heb. 22)

I. Va c’has a rez da boultrenn ar maro.

2 Va Doue, va Doue, perag az-peus va dilezet ?
Pell diouzin ar zilvidigez,
pell diouz ar c’homzou a yudan.

3 Va Doue, gervel a ran a-hed an deiz, ha respont ebed,
A-hed an noz, ha peoc’h ebed.

4 Koulskoude ez out santel,
Te hag a zo e meuleudiou Izrael !
5 Ennout o-deus bet fiziañs on tadou,
Fiziañs o-doa, hag e savetaes anezo !
6 Etrezeg ennout e krient, hag ec’h en em dennent a-biou ;
Ennout e fizient, ha n’o deze ket da gaoud mez.

7 Med me, eur preñv ez on, n’on mui eun den,
Dismeget gand an dud, disprizet gand ar bobl.
8 Ar re a wel ahanon a zo ganto komzou trenk,
C’hoarzin goap a reont hag heja o ’fenn ;
9 « Tro warzu an Aotrou !
« Hemañ d’e zieubi ha d’e ziboania
peogwir e kar anezañ ! »

10 Te koulskoude am zennas euz kov va mamm,
Am lakeas e fiziañs war he divronn.

11 A-vec’h ganet, warnout on bet taolet ;
Adaleg kov va mamm ez out va Doue.

II. O va nerz, buan d’am zikour !

12 Na jom ket kén pell diouzin,
An anken a zo tost, ha skoazell ebed.
13 Koleed e-leiz endro din,
Loened gallouduz euz Bazhan, kelhiet on ganto.
14 Digor-frank warnon o genou,
Leoned o trailla hag o yudal.

15 Evel dour e tiveran,
Diframmet eo va oll izili,
Bez’ emañ va c’halon evel koar
O teuzi e-kreiz va bouzellou.
16 Dizehet eo va nerz evel pri,
Va zeod a stag ouz va javedou.

Va c’has a rez da boultrenn ar maro. *
17 En-dro din ez eus chas,
Eur vandennad tud droug e kelc’h en-dro din.
Toulla ’reont va daouarn ha va zreid ;
18 Niveri a c’hellan va oll eskern.

An dud-se a wel ahanon, a zell ouzin. *
19 Lodenna ’reont va dillad etrezo,
Ha war va gwiskamant e tennont plouz.

20 Med Te, Aotrou, na jom ket pell :
O va nerz, sikour ahanon buan !
21 Saveta euz ar c’hleze va buhez,
Va zenn euz pao ar c’hi ;
22 Salv ahanon euz genou al leon,
Hag euz kerniel ar c’holeed.

III. Embann a rin da Ano d’am breudeur,
E-kreiz an emvod e veulin ahanout !

Respontet ’peus din ! *
23 Embann a rin da Ano d’am breudeur,
E-kreiz an emvod e veulin ahanout.
24 Doujerien an Aotrou, meulit anezañ, *
Oll lignez Yaakob, roit gloar dezañ,
Oll lignez lzrael, doujit anezañ.

25 N’e-neus ket disprizet, n’e-neus ket bet a heug
Ouz reuzeudigez eur paour-kêz ;
N’e-neus ket kuzet e zremm dioutañ :
Selaouet e-neus p’e-neus kriet warzu ennañ.

26 Ouzit e teu va meuleudi en emvod braz ;
Va gouestlou a zevenan dirag ar re a zouj ahanout.
27 An dud keiz a zreb o gwalc’h ;
Meulet vezo an Aotrou gand ar re a glask anezañ :
« Ra vevo o c’halonou da viken ! »

28 An douar a-bez ’nezo soñj, hag e tistroio d’an Aotrou,
Hag e stouo dirazañ oll rummadou ar broadou.
29 « Ya, d’an Aotrou ar rouantelez,
Ar galloud war ar broadou ! »

30 Ar re a frikote war an douar a stouo dirazañ ;
Plada a raint oll en eur ziskenn d’ar boultrenn.

31 Ha me a vevo evitañ : tud va lignez e zervijo ;
Komz a raint euz an Aotrou d’ar rummadou da zond.
32 Kemennet ’vo e justis d’ar bobl a vezo ganet :
« Setu ar pez e-neus greet an Aotrou. »