Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 22

Salm 22

(Heb. 23)

Va fastor eo an Aotrou,
Ha bepred va zikour !

1 An Aotrou eo va fastor,
N’am-eus diouer a netra.
2 War brajeier peuri glaz
Am laka da c’hourveza.

Va c’has a ra d’an doureier sioul,
Ha va lakaad da adveva ;
3 Va c’has a ra dre ar gwenojennou mad
Ablamour d’e Ano.

4 Ma treuzan traonienn zu an Ankou,
N’am-eus aon rag droug ebed,
Rag ganin emaout :
Da vaz ha da gammel am laka dinec’h.

5 Aoza a rez dirazon eun daol
A-dal va enebourien ;
Eoul a c’hwez-vad a ziruill diouz va ’fenn,
Va c’halir ’zo leun-barr.

6 A dra-zur, eürusted ha karantez a heuill ahanon
Oll deiziou va buhez ;
Hag e vezin o chom e ti an Aotrou
Evid hirder an amzer.