Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 23

Salm 23

(Heb. 24)

An den dinamm e zaouarn, ha glan e galon
a bigno war da venez, Aotrou. 

1 D’an Aotrou an douar hag e binvidigez,
Ar bed ha kement a zo ennañ.
2 Gantañ eo bet diazezet war ar moriou,
Gantañ eo dalhet divrall war ar steriou.

3 Piou a bigno war venez an Aotrou,
Piou a zavo en e lec’h santel ?
4 Neb a zo dinamm e zaouarn ha glan e galon,
Neb n’eo ket douget d’ar gaou ha ne dou ket evid touella.

5 Warnom bennoz an Aotrou,
Ha justis e Zalver.
6 Setu pobl ar re a glask anezañ,
Ar re a glask da zremm, Doue Yaakob.

7 Doriou, savit ho talbennou,
Uhelloh, porastelliou ar peurbad :
Emañ o tond ar Roue a c’hloar !

8 Piou eo hennez, ar Roue a c’hloar ?
An Aotrou eo, kreñv ha gallouduz,
An Aotrou gallouduz en emgann.

9 Doriou, savit ho talbennou,
Uhelloc’h, porastelliou ar peurbad :
Emañ o tond ar Roue a c’hloar

10 Piou eo hennez, ar Roue a c’hloar ?
An Aotrou eo, Doue ar bed a-bez,
Eñ eo ar Roue a c’hloar.

Deuit, tud benniget gand va Zad,
resevit da lod ar Rouantelez !