Salm 3

Eur skoed out evidon, Aotrou !

2 Aotrou, na pegement a enebourien am-eus !
Niveruz ar re a zav a-eneb din,

3 Niveruz ar re a lavar euz va ene :
« N’eus ket a zividigez evitañ en e Zoue ! »

4 Med te, Aotrou, a vo eur skoed evidon,
Va gloar ez out, ha sevel a rez va fenn.

5 A vouez uhel e krian etrezeg an Aotrou,
Hag eñ a respont din euz e venez santel.

6 Gourvez a ran hag e kouskan ;
Dihuna a ran : an Aotrou eo va harper.

7 N’am-eus ket a aon dirag ar bobl niveruz
Tro-war-dro din ha savet a-eneb din.

8 Sav, Aotrou Doue !
Saveta ahanon, o va Doue !
Skei a rez gand va enebourien war o harvan,
Dent ar re fallagr a vo brevet.

9 Euz an Aotrou e teu ar zilvidigez ;
War da bobl emañ da vennoz.