Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 33

Salm 33

(Heb. 34)

An neb a glask an Aotrou n’e-neus diouer
euz mad ebed !

2 Me a vennigo an Aotrou e peb amzer,
Bepred e veuleudi em genou.
3 Va ene a lako e c’hloar en Aotrou :
Klevit, tud izel, ha bezit laouen !

4 Lavarit ganin braster an Aotrou,
Uhel-veulom e Ano asamblez.
5 Klasket am-eus an Aotrou, hag e-neus respontet ahanon,
Euz va oll spontou e-neus tennet ahanon.

6 Sellit outañ hag e viot sklerijennet,
Hag o tremm ne ruzio ket gand ar vez.
7 Eur paour-kêz a c’halv : an Aotrou a zelaou,
Hag euz e oll ankeniou e salv anezañ.

8 Kampa a ra ael an Aotrou
E-kichen ar re a zouj anezañ, d’o zavetei.
9 Tañvait ha gwelit pegen mad eo an Aotrou !
Eüruz an den en em c’houdor ennañ.

10 Doujit an Aotrou, c’hwi e zent :
N’eus ket a zienez evid ar re a zouj anezañ ;
11 Al leonedigou o-deus dienez ha naon ;
An neb a glask an Aotrou n’e-neus diouer euz mad ebed.

           *

12 Deuit, bugale, selaouit ahanon,
Doujañs an Aotrou a zeskin deoc’h.
13 Pehini eo an den a gar ar vuhez,
A garfe kaoud deiziou da weled an eürusted ?

14 Diwall da deod diouz an droug
Da vuzellou diouz ar c’homzou touelluz.
15 Distro diouz an droug, gra ar mad,
Klask ar peoc’h hag heuill anezañ.

16 Daoulagad an Aotrou evid an den just,
E ziskouarn evid e c’hopadennou,
17 Dremm an Aotrou a-eneb an dud fallagr,
Hag e falho o anoiou euz ar vro.

18 Pa c’halver, an Aotrou a glev,
Hag euz peb anken e vezer tennet ;
19 Tost emañ an Aotrou ouz an dud rannet o c’halon,
Savetei a ra ar sperejou glaharet.

20 Poaniou e-leiz en-devez an den just,
Anezo oll e vez tennet gand an Aotrou.
21 An Aotrou a vir e oll eskern :
Hini ebed ne vo brevet.

22 Mervel a ra ar fallagr euz e zroug,
Enebourien an dud just a vo kastizet.
23 Dasprena a ra an Aotrou buhez e zervicherien,
Kastiz ebed evid ar re a c’houdor ennañ.