Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 47

Salm 47

(Heb. 48)

E-kreiz da balez, Aotrou,
e reom soñj euz da garantez.

2 Braz eo an Aotrou ha meurbed meulet,
E kêr on Doue, e venez santel.

3 Eur gaer a venez, joa an douar a-bez,
Menez Sion, e don an Norz, kêrbenn ar Roue meur.

4 Doue en he faleziou
A zo anavezet ’vel eun difenn asur.

5 Setu m’o-doa rouaned greet emgleo,
A-unan ez int deuet dezi.

6 Ouz he gweled e oent sabatuet-krenn,
Gand ar milaon o-deus skarzet.

7 Hag int-i da grena,
Evel eur vaouez o wilioudi.

8 Evel ma vez gand an avel-reter
Draillet listri Tarshish.

9 Klevet on-oa, ha gwelet on-eus,
E kêr an Aotrou, an Oll-halloudeg.

E kêr an Aotrou on Doue,
Hag Eñ he dalho divrall da viken.

10 E diabarz da dempl, o Doue,
E reom eñvor euz da garantez.

11 Evel da Ano, Doue, da veuleudi
A zo skignet beteg penn pella an douar.

A justis eo leun da zorn dehou ;
12 Ra vo laouen menez Sion.

Ra drido merhed Yehouda
Gand da varnedigeziou.

13 Grit tro Sion, tro-war-dro, kontit he zouriou,
Gwelit he mogeriou-kreñv, niverit he faleziou,

14 Evid konta d’ar rummadou da zond :
15 Ez eo an Doue-ze on Doue a-viskoaz, ha bepred or sturier.