Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 48

Salm 48

(Heb. 49)

« Eun den pinvidig a vo diêz braz dezañ antreal
e Rouantelez Doue. » (Mz 19.23)

I. An den pinvidig-mor ne bad ket !

2 Klevit kement-mañ, oll boblou,
Selaouit mad, oll dud ar bed.

3 Koulz tud izel ha tud uhel,
A-unan tud pinvidig ha tud paour.

4 Va genou a ziskleir ar furnez,
Ha va c’halon a vouskan komzou a skiant vad.

5 Gand evez e selaouan eur barabolenn,
Ha war an delenn e tibunan va c’hudenn.

6 Perag em-befe aon en deiziou a reuz,
Pa vezan kelhiet gand fallagriez an drubarded ?

7 Fizia a reont en o madou,
Dre m’o-deus kalz a binvidigez e fougeont.

8 Ne c’hell ket eun den dasprena unan all,
Na paea da Zoue eun daspren.

9 Forz pegement e vefe paet evid eur vuhez,
Houmañ a ranko echui.

10 Ha beva a rafe da viken,
Heb gweled ar bez ?

11 Mervel a ra an den fur,
ha mervel ar foll hag an diskiant,
O lezel o ’feadra gand reou all.

12 Soñjal a reent e padfe o ziez da viken, *
O deumeurañs a oad da oad,
Hag o-doa lakeet o anoiou war zouarou.

13 An den pinvidig-mor ne bad ket,
Heñvel eo ouz al loened mud.

II. Da betra ’talu d’an den beza perhenn
d’ar bed a-bez,
ma teu da goll e ene ?

14 Setu planedenn an dud foll a lak o fiziañs enno o-unan,
Amzer da zond ar re en em blij en o c’homzou :

15 Emaint evel deñved e leur ar Sheol,
Kaset da beuri gand an Aotrou.

D’ar mintin e vo trec’h an dud just warno,
O skeudou a zo steuziet er Sheol, pell emañ o ’faleziou !

16 Med Doue a zaspreno va ene euz skilfou an iverniou,
Hag Eñ a gemero ahanon gantañ.

17 Bez dizaon pa binvidika an den,
Pa gresk al lorc’h en e di.

18 Rag pa varvo, ne gaso netra gantañ,
Ne ziskenno ket e vadou d’e heul.

19 E ene, keid ha ma veve, a vennige :
« Meulet out, peogwir ez a mad ganit. »

20 Mond a ray da gaoud lignez e dadou
Ha ne welint biken mui ar sklerijenn.

21 An den en e lorc’h, ha ne gompren ket,
A zo heñvel ouz al loened mud.