(Heb. 63)
2 Doue, o va Doue, da glask a ran a-dal ar beure,
Sehed ahanout e-neus va ene.
Va c’horv a langis etrezeg ennout
War eun douar kraz, skuiz ha dizour.
3 Hag ec’h arvestan ouzit en da zantual,
Da weled da c’halloud ha da c’hloar.
4 Gwelloc’h da garantez eged ar vuhez :
Va muzellou a veulo ahanout.
5 Da venniga a rin a-hed va buhez,
En da Ano e savin va daouarn.
6 ‘Vel gand druz ha lard e-neus va ene e walc’h ;
Youhadennou war va muzellou, meuleudiou em genou.
7 Nag e soñjan ennout war va gwele,
A-hed beillou an noz e prederian warnout.
8 Ya, eur skoazell out evidon,
Tridal a ran dindan skeud da ziouaskell ;
9 Ouzit en em stag va ene,
Da zorn dehou a zo krog ennon.
10 (Hag ar re a glask distruja va buhez,
Mond a raint a-zindan douar ;
11 Stlapet e vezint etre daouarn ar c’hleze,
Lod ar chakaled e vezint !
12 Ar roue a laouenaio e Doue,
An neb a dou drezañ en em veulo ennañ,
Tra ma vo serret o genou
D’ar re a lavar geier.)