Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 64

Salm 64

(Heb. 65)

Bennoz dit, Te hag a vennig an douar !

2 Dit-Te, o Doue, ar veuleudi e Sion,
Evidout e sevener ar gouestlou,
3 Te hag a zelaou ar bedenn,
Beteg ennout peb den a zeu.

4 Ar pehejou a zo bet kreñvoc’h egedon,
Med Te a bardon or mankou.
5 Nag eüruz da vignon
A bedez da jom en da di.
Or gwalc’h on-no euz madou da di,
Euz santelez da dempl.

6 Gand burzudou, en da justis, e respontez deom,
Doue or zilvidigez,
Esperañs pennou pella an douar
Hag ar moriou pella.

7 Stabilaad a ra ar meneziou a-bouez e nerz,
Gourizet a c’halloud ;
8 Sioulaad a ra trouz ar moriou,
Trouz o gwagennou, ha safar ar poblou.

9 Tud pennou pella ar bed
A jom bamet gand da vurzudou ;
Lakaad a rez da youhal a levenez
Ar zav-heol hag ar c’huz-heol.

10 Gweladennet ’peus an douar ha douret anezañ,
Aliez ha gand puillentez ;
Gwaziou Doue a zo leun a zour.
Kempenn a rez an douar evid gwiniz an dud.

11 Doura a rez an irvi,
Frigasa ar pouloud,
Distrempa an douar gand glaveier,
Ha benniga an had o tiwan.

12 Kurunenna a rez ar bloaz gand da vadou,
Ha war da roudou e red puillentez ;
Diruilla a ra ivez peuri an dezerz,
An torgennou a zo gwisket a levenez.

14 Ar prajeier ’zo fichet a zeñved,
An traoniennou goloet a winiz,
Hag an oll a youc’h hag a gan !

Nag eüruz da vignon a bedez da jom en da di !
« O c’hortoz ema ar grouadelez, gand ar brasa mail, an diskleriadur-se euz bugale Doue. » (Rom. 8.19)