Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 66

Salm 66

(Heb. 67)

Ra vezi meulet, o Doue, gand ar poblou,
Ra vezi meulet gand an oll boblou !

2 Doue da gaoud truez ouzom ha d’or benniga,
Da lakaad da skedi e zremm warnom !

3 ’Vid ma vo anavezet war an douar da henchou,
E-touez an oll vroiou da zilvidigez

4 Ra vezi meulet, o Doue, gand ar poblou,
Ra vezi meulet gand an oll boblou !

5 Ra gano ar broadou gand levenez, *
Rag barn a rez an dud gand justis,
Ha ren ar poblou war an douar.

6 Ra vezi meulet, o Doue, gand ar poblou,
Ra vezi meulet gand an oll boblou !

7 An douar e-neus roet e drevad ;
Or benniga a ra Doue, on Doue.

8 Ra vim benniget gand Doue,
Hag an douar a-bez a zoujo anezañ !

« Bremañ avad, e Jezuz-Krist, c’hwi hag a oa pell gwechall
a zo degaset da dost dre wad ar C’hrist. » (Ef. 2.13)