Salm 8

« Lakeet e-neus pep tra dindan e dreid, roet e-neus
anezañ da veza ar penn euz an Iliz e gorv. » Ef. 1,22

2 O Aotrou, on Aotrou,
Na kaer eo da Ano
Dre an douar a-bez !

3 Kanet gand genou ar vugale hag ar babigou :
Moger a-eneb da enebourien,
A zioula da enebourien dirollet.

4 Pa welan an neñv, labour da vizied,
Al loar hag ar stered krouet ganez,

5 Petra eo an den, ma talhez koun anezañ,
Ha mab an den, ma rez van outañ ?

O Aotrou, on Aotrou,
Na kaer eo da Ano
Dre an douar a-bez !

6 Hel lakeet az-peus a-vec’h izelloc’h eged eun Doue,
O kuruna anezañ a c’hloar hag a sked ;
7 Hel lakeet az-peus mestr war oberou da zaouarn,
Ha lakeet pep tra dindan e dreid :

8 An oll zaout ha deñved,
Hag oll loened ar mêziou,

9 Laboused an neñv ha pesked ar mor,
Kement a vale e gwennojennou ar mor.

O Aotrou, on Aotrou,
Na kaer eo da Ano
Dre an douar a-bez !