Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 83

Salm 83

(Heb. 84)

Eüruz ar re a zo o chom en da di,
Da veuli a reont heb ehan !

2 Nag eo karet da diez, Doue oll-c’halloudeg !

3 Va ene a langis beteg sempla
           warlerc’h porchedou an Aotrou ;
Va c’halon ha va c’horv a youc’h etrezeg an Doue beo.

4 Ar golvan zoken a gav eun ti,
Hag ar wennilienn eun neiz evid lakaad he labousedigou :
Me, da aoteriou, Aotrou oll-c’halloudeg,
Va roue ha va Doue.

5 Eüruz ar re a zo o chom en da di,
Da veuli a reont heb ehan !
6 Eüruz an den a gav e nerz ennout,
A galon vad e kemer an hent.

7 En eur dremen e traonienn ar zehor,
           e reont eur feunteun anezi,
Hag ar glaveier kenta a wisk anezi a vennoz.
8 Entanet muioc’h-mui e kerzont,
Beteg en em gavoud dirag Doue e Sion.

9 Aotrou Doue oll-c’halloudeg, selaou va fedenn,
Ro skouarn Doue Yaakob.
10 O Doue, gwel an hini a zo or skoed,
Sell ouz dremm da olevad.

11 Peogwir eun devez en da borchedou
A dalv ouzpenn mil,
Dibabet ’m-eus chom war dreuzou ti va Doue
Kentoc’h eged beva dindan teltennou an dud difeiz.

12 Ya, an Aotrou a zo eun heol hag eur skoed,
An Aotrou a ro gras ha gloar.
Ne zinac’h mad ebed
Ouz an hini a vale didamall.

13 Aotrou Doue oll-c’halloudeg,
Eüruz an den a lak e fiziañs ennout.

El lec’h m’emaon, eme an Aotrou, e vezoc’h ive ganin.

« N’on-eus ket war an douar-maii eur gêr da badoud ;
war glask emaom euz Kêr an amzer da zond. » (Heb. 13.14)