Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 86

Salm 86

(Heb. 87)

An oll vroiou a gan ho kloar, Kêr zantel Doue !

1 He diazez a zo war ar meneziou santel *
2 An Aotrou a gar dorojou Sion
Muioc’h eged tiegeziou Yaakob.

3 Traou gloriuz a lavarer diwar da benn, kêr Doue,
Menegi a ran an Ejipt ha Babilon hag a anavez ahanon.

Setu Filistia, Tir hag Etiopia, ganet int bet eno, *
4 Med euz Sion e vez lavaret : « Va Mamm »
Rag peb den a zo ganet enni.

An Uhel-meurbed a zalc’h anezi en he flom, *
6 An Aotrou a lavar en eur skriva ano an dud
« Hemañ a zo ganet amañ ».

7 Oll asamblez e kanont hag e sonont :
« On oll eien a zo ennout ! »

Iliz an Doue beo,
on oll eien a zo ennout !