Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 94

Salm 94

(Heb. 95)

Deuit, stouom, plegom, daoulinom
dirag an Aotrou e-neus greet ahanom.

1 Deuit da youhal evid an Aotrou, *
Da huchal evid or Roc’h, or Zalver !
2 Deom war arbenn dezañ gand meuleudi,
Gand soniri, greom fest dezañ.

3 Rag eun Doue braz eo an Aotrou,
Eur roue braz a-uz d’an oll zoueed !
4 En e zorn emañ kondoniou an douar, *
Teñzoriou ar meneziou a zo dezañ ;
5 Dezañ eo ar mor bet greet gantañ,
Hag an douarou gand e zaouarn a zo bet stummet.

6 Deuit ! Stouom ! Plegom ! Daoulinom !
Dirag an Aotrou e-neus greet ahanom !
7 Rag Eñ eo on Doue,
Ha ni, pobl e beuraj, deñved e zaouarn.

Hirio, ma klevit e vouez, *
8 Na galetait ket ho kalon evel e M’riba,
Deiz an tentadur en dezerz,
9 M’o-doa tentet ahanon ho tadou,
Tentet ahanon goude ma welent pez a reen.

10 Daou-ugent vloaz ez on bet gand an heug ouz ar rumm-se *
Hag em-eus lavaret : « Pobl dianket e galon,
N’anavezont ket va henchou !
11 Hag em-eus touet em c’hounnar :
Ne zaint ket beteg lec’h va diskuiz.