Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 97

Salm 97

(Heb. 98)

Kanit d’an Aotrou eur c’han nevez,
rag burzudou e-neus greet !

1 Kanit d’an Aotrou eur c’han nevez,
Rag burzudou e-neus greet ;
Dre e zehou hag e vrec’h santel
E-neus gounezet an trec’h.

2 An Aotrou ’neus roet da anaoud e zilvidigez,
D’ar poblou ’neus diskleriet ar justis ;
3 Soñj e-neus bet euz e vadelez,
Euz e fealded e-keñver ti lzrael.

Oll zibennou an douar
O-deus gwelet trec’h on Doue.
4 Youhit evid an Aotrou, douar a-bez,
Youhit, kanit ha sonit ;

5 Sonit evid an Aotrou war an delenn,
War an delenn ha mouez ar muzikou ;
6 Gand trompillou ha mouez ar c’horn-boud,
Youhit dirag or Roue, an Aotrou.

7 Ra drido ar mor, ha kement a zo ennañ,
Ar bed, ha kement a zo warnañ ;
8 Ra stlako o daouarn ar steriou,
Ha da heul, ra youho ar meneziou.

9 Dirag an Aotrou, rag dond a ra,
Dond a ra da ren an douar ;
Ren a ray ar bed gand justis
Hag ar poblou gand eeunded !

Doue a ziskleir e drec’h d’an oll boblou !