Kenta lizer d’an Tesalonisianed

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

TESALOSIANED I.
Pennad-kinnig

Gwallgaset gand ar Juzevien, Paol e-neus ranket kuitaad Tesalonig, heb beza gellet rei deskadurez a-walh d’ar re genta deuet d’ar feiz. O veza klevet e choment stard en o feiz, Paol a skriv dezo evid o meuli da veza roet degemer vad d’an Aviel ha da veza dalhet mad e-kreiz an Heskinèrèz. Evid ar pez a zell ouz ar gristenien eet dija da anaon, e lavar dezo chom heb nehamant : adsevel a raint endro da veo, abred awalh evid gweled distro-meur ar Hrist en e hloar da fin ar bed.

Kenta lizer d’an Tesalonisianed

I. 1 Paol, Silvan ha Timote da Iliz an Desalonisianed a zo e Doue an Tad, hag en Aotrou Jezuz Krist. Deoh gras ha peoh. 2 Heb ehan e lavarom bennoz da Zoue, ablamour deoh oll, oh ober meneg ahanoh en or pedennou. 3 Heb ehan e talhom soñj dirag Doue an Tad, pegen nerzuz eo ho feiz, pegen aketuz ho karantez, pegen stard hoh esperañs silet ennoh gand Jezuz Krist on Aotrou, dirag Doue on Tad, 4 rag ni a oar mad, breudeur karet gand Doue, ez oh bet dibabet gantañ, 5 rag an Aviel a embannom, n’eus ket bet anezañ komzou hebken en ho touez, med diskouezet e-neus dreist-fonn, galloud ha vertuz ar Spered Santel ; setu aze ivez, c’hwi a oar, ar pez on-eus greet en ho touez evid ho mad. 6 Ha c’hwi a zo deuet da gemer skouer diwarnom, ha diwar an Aotrou, o tegemer ar Gomz, e kreiz kalz a drubuillou, gand levenez ar Spered Santel. 7 Evel-se ez oh deuet da veza eur skouer evid an oll dud fidel euz ar Makedonia hag an Akaia. 8 Rag n’eo ket hebken Komz Doue he-deus tregernet er Makedonia hag en Akaia, azaleg ho pro, med e peb leh eo brudet ho feiz e Doue, evel-se n’on-eus ezomm ebed da lavared netra diwar he fenn. 9 Rag ar re-ze a lavar o komz ahanom, penaoz ho-peus on degemeret, penaoz oh deuet da drei ouz Doue, o trei kein d’ar fals-kredennou evid servicha an Doue beo ha gwirion, 10 hag evid gortoz euz an neñvou e Vab e-neus savet a-douez ar re varo, eñ hag on diwall euz ar gounnar da zond.

 Labour abostol Sant Paol

II. 1 Gouzoud mad a rit hoh-unan, breudeur, n’eo ket en aner ho-peus roet degemer deom. 2 Med goude ar poaniou hag an dismegañsou or-boa bet da houzañv e kêr Filip, evel ma ouzoh, on-eus kavet en on Doue, e kreiz e-leiz a stourmajou, an hardisegez da brezeg Aviel Doue. 3 Rag ne brezegom ket eur fals-kredenn na traou dizonest, ne glaskom ket korvigella. 4 Med, evel m’e-neus Doue or havet mad da fizioud ennom an Aviel a brezegom, evel-se ivez e komzom heb klask plijoud d’an dud med da Zoue a amprou or halonou. 5 Morse, her gouzoud a rit, n’on-eus bet komzou luban, na morse menoziou kuz da hounid arhant, test eo Doue a gement-se ; morse n’on-eus klasket gloar a-berz an dud, nag en ho touez, nag e leh all ebed. 7 Gellet on-nije, evel ebestel ar Hrist, beva diwar ho koust.

Er hontrol eo, leun a zouster om bet en ho touez, evel eur vamm-vagéréz a domm war boull he halon ar re ema o vaga. 8 Kement a garantez or-boa evidoh ma ’z oam prest da rei deoh n’eo ket hebken Aviel Doue, med or buez zoken, ken tomm oa or harantez evidoh. 9 Soñj ho-peus, va breudeur, euz or poaniou, euz or skuizder : o labourad noz-deiz da vired na vefem eur zamm evid nikun ahanoh eo on-eus embannet deoh Aviel Doue. 10 C’hwi a zo test, ha Doue ivez, euz ar vuez santel, just ha direbech on-eus renet en hoh andred deoh, an dud fidel. 11 Ha gouzoud a rit ivez : evel ma ra eun tad evid e vugale, on-eus, peb hini ahanoh d’e dro, 12 ho kuzuliet, frealzet, hag hoh aspedet da veva en eun doare din a Zoue, an hini ho kalv d’e rouantelez ha d’e hloar. 13 Setu amañ perag e lavarom, ni ivez, bennoz da Zoue heb ehan : p’ho-peus resevet komz Doue a embannem deoh, ho-peus he degemeret n’eo ket evel eur gomz a-berz tud, med evid ar pez ma ’z eo e gwirionez : komz Doue a zo ivez o labourad ennoh-c’hwi, an dud fidel. 14 Rag, breudeur, kemeret ho-peus skouer diwar Ilizou Doue a zo e bro Judea, er Hrist Jezuz, peogwir ho-peus bet, c’hwi ivez, da houzañv, a-berz ho kenvroiz, ar pez o-deus int-i ivez gouzañvet a-berz ar Juzevien ; 15 int-i hag o-deus lazet an Aotrou Jezuz hag e brofeded, o-deus on heskinet ni ivez, ne blijont ket da Zoue, enebourien int d’an oll dud. 16 Mired a reont ouzom da brezeg d’ar bayaned evid o zilvidigez ; gand kement-se e kasont o fehed d’e wasa. Med d’ar fin eo kouezet ar gounnar warno. 17 Evidom-ni hag a zo dispartiet diouzoh evid eur pennad amzer, pell diouz on daoulagad, med n’eo ket diouz or halon, ni or-boa mall braz da vond d’ho kweled dre garantez vraz. 18 Setu perag on-eus klasket mond davedoh, me va-unan Paol, diou wech… ha Satan e-neus miret ouzom. 19 Rag piou eo on esperañs, ol levenez, or hurunenn a lorh dirag an Aotrou Jezuz pa zistroio, piou nemedoh ? 20 Ya, c’hwi eo or gloar hag ol levenez.

III. 1 Neuze eta, ma n’hellom ket gortoz pelloh, on-eus kavet gwelloh chom ni on-unan e Aten, 2 hag on-eus kaset deoh Timote, or breur, servicher Doue, da brezeg Aviel ar Hrist, evid ho startaad, ho kennerzi en ho feiz, 3 evid ma ne zeuio den da horjella e-kreiz an trubuillou a-vreman, rag gouzoud a rit on-eus d’o houzañv. 4 Pa edom en ho touez on-eus kemennet deoh or-befe trubuillou da houzañv ha degouezet eo kement-se, her gouzoud a rit. 5 Setu aze perag, pa n’hellom ket gortoz muioh, am-eus kaset da houlenn kelou euz ho feiz, gand aon na vefe deuet an Toueller d’ho touella ha n’or befe kollet or poan. 6 Bremañ, ema Timote o tegouezoud amañ o tond euz du-ze ; degas a ra deom kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez. Lavared a ra e talhit atao soñj vad ahanom, hag ho-peus c’hoant d’or gweled kement ha m’on-eus-ni c’hoant d’ho kweled. 7 Evel-se, breudeur, ez om-ni bet frealzet ganeoh dre ho feiz deoh, e-kreiz on oll enkrez hag or poaniou, 8 ha bremañ e teu buez nevez deom peogwir e chomit stard en Aotrou. 9 Penaoz trugarekaad Doue diwar ho penn evid an oll levenez a darz ennom ablamour deoh dirag Doue ? 10 Noz-deiz e houlennom stard ma vo roet deom ar hras d’ho kweled ha da rei ar pez a vank d’ho feiz. 12 Plijet gand an Aotrou lakaad da greski ennoh a-fonn ar garantez an eil e keñver egile hag e keñver an oll, kenkoulz ha ma karom ahanoh. 13 Ra zalho stard ha direbech ho kalonou er zantelez dirag Doue an Tad a-benn distro an Aotrou gand an oll zent.

IV. 1 A hend-all, breudeur, e pedom hag e aspedom ahanoh en Aotrou Krist : evel m’ho-peus desket ganeom penaoz eo red deoh ren ho puez evid plijoud da Zoue, – hag evel-se eo e renit –, kendalhit da vond war wellaad. 2 Rag c’hwi a oar peseurt kenteliou on-eus roet deoh a-berz an aotrou Jezuz. 3 Setu amañ petra eo bolontez Doue hag ar zantelez evidoh : en em vired ouz an hudurnez, 4 gouzoud peb hini ahanoh beva gand e wreg er zantelez hag en onestiz, ha n’eo ket o heulia ar c’hoantegeziou fall evel ma ra ar bayaned ha na anavezont ket Doue. 6 Arabad eo da zen noazoud d’e vreur nag ober gaou outañ war ar poent-se, rag reiza a ra an Aotrou an oll draou-se, evel m’on-eus dija lavaret ha testeniet deoh. 7 Rag Doue e-neus or galvet n’eo ket da veva en hudurnez, med da veva er zantelez. 8 Rag-se eta an hini a zisprij ar gelennadurez-se, n’eo ket eun den eo a zisprij, med Doue, eñ hag a ro deom ar Spered Santel. 9 Diwarbenn ar garantez etre breudeur, n’ho-peus ket ezomm e vefe skrivet deoh, rag c’hwi hoh-unan ho-peus desket gand Doue en em gared an eil egile. 10 Hag henn ober a rit a-vad e keñver an oll vreudeur euz ar Masedonia a-bez.

Ni ho ped, breudeur, da ober gwelloh c’hoaz : 11 klaskit a-zevri beva e peoh, kemerit preder gand hoh aferiou hoh-unan, labourit gand ho taouarn, evel m’on-eus kemennet deoh, 12 evid beza dirag an diavêzidi tud a vrud vad, ha chom heb kaoud ezomm a zen. 13 Ne fell ket deom e chomfeh heb gouzoud ar wirionez diwarbenn ar re varo ; na vezit ket glaharet evel ar re all ha n’o-deus esperañs ebed ; 14 rag ma kredom eo marvet Jezuz hag adsavet da veo, kredom kenkoulz all e lakaio Doue da vond gand e Vab ar re a zo maro e karantez Jezuz. 15 Setu amañ petra lavarom deoh hervez komz Doue : ni, ar re veo, ni, ar re a vo lezet beteg distro an Aotrou or Zalver, ne vezim ket a-raog ar re varo ; rag an Aotrou e-unan, pa vo roet an urz gand mouez an arhêl ha gand trompill Doue, a ziskenno euz an neñv hag ar re varo er Hrist a adsavo da genta. 17 Da houde, ni, ar re veo, lezet beteg neuze, a vo douget a-unan ganto war goabrenn an neñv, evid mond da ziambroug or Zalver en êr, hag evel-se e vezim da viken gand an Aotrou Doue. 18 En em frealzit eta an eil egile dre ar homzou-se.

V. 1 Evid ar pez a zell ouz an amzer hag ar poent, n’ho-peus ket ezomm, breudeur, e vefe skrivet deoh diwar gement-se. 2 Rag gouzoud a rit ervad e tegouezo deiz an Aotrou, evel eul laer en noz. 3 Pa Iavaro an dud : « Pebez peoh, pebez dienkrez ! », neuze, end-eün e kouezo warnoh an dismantr, en eun taol kont, evel gwentiou war ar vaouez dougéréz ; n’hellint ket tehed ; 4 c’hwi avad, breudeur, o veza ma n’emaoh ket en deñvalijenn, ne gouezo ket an deiz-se warnoh evel eul laer, 5 rag oll ez oh bugale ar sklerijenn, bugale an deiz : n’om ket tud an noz, na tud an deñvalijenn. 6 Neuze ’ta, arabad eo deom en em rei da gousked, evel ma ra ar re all, beillom, mirom da eva re. 7 Ar re a gousk, en noz eo e kouskont, ar re en em vezv, en noz eo eh en em vezvont. 8 Med ni hag a zo euz an deiz, mirom da eva re, gwisket ganeom hobregon ar feiz hag ar garantez, gand tok-brezel esperañs ar zilvidigez. 9 Rag Doue n’e-neus ket or galvet evid ar gounnar, med evid kaoud da lod ar zilvidigez dre or Zalver Jezuz Krist maro evidom, 10 evid ma vefem o veva unanet gantañ, pe zihun pe gousket e vefem. 11 Setu perag, roit frealzidigez ha skouer vad an eil d’egile evel m’her grit dija. 12 Goulenn a reom diganeoh, breudeur, ober stad ouz ar re a gemer poan en ho touez evid ho heñcha en Aotrou hag ho reiza. 13 Bezit evito ar vrasa karantez ablamour d’o labour. Bevit e peoh kenetrezoh. 14 Ho pedi a reom, breudeur, reizit an dud direiz, kennerzit ar re laosk, sikourit ar re wan, bezit habask e keñver an oll. 15 Diwallit na zeufe den da renta droug evid droug, klaskit avad atao ar mad kenetrezoh hag e keñver an oll. 16 Bezit atao laouen. 17 Pedit heb ehan. 18 Trugarekait e peb tra, kement-se eo bolontez Doue en ho keñver e Jezuz Krist. 19 Arabad eo deoh mouga ar Spered. 20 Na rit ket fae war ar brofediez. 21 Pouezit mad peb tra ha dalhit d’ar pez a zo mad. 22 En em ziwallit diouz peb droug. 23 Ra zeuio Doue ar peoh e-unan d’ho peurzantellaad ; ra vo dalhet direbech ho spered, hoh ene hag ho korv evid distro an Aotrou Jezuz Krist. 24 Feal eo an hini ho kalv, eñ c’hoaz a raio kement-se. 25 Breudeur, pedit evidom-ni ivez. 26 Dre eur pok santel, saludit an oll vreudeur. 28 Ra vo ganeoh gras an Aotrou Jezuz Krist.

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.