Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Testamant Nevez – eil lodenn  -  Kenta lizer d’ar Gorintianed

Kenta lizer d’ar Gorintianed

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

I KORINTIANED.
Pennad-kinnig

Er bloavez 50, e-noa Paol savet an Iliz er porz-mor braz Korint. Er gêr bayan-se, el leh ma oa braz an dizursiou kalz kristenien, nevez deuet d’ar feiz, ne zeuent ket a-benn d’en em zizober euz ar menoziou payan (da skouer war adsao ar horvou da veo), ha muioh c’hoaz da drei kein da zoareou payan da veva. Hag ahano e teue skoueriou fall : dizunaniez, gadaliez, orgedèrèz, evadegou, pe diboellèrèz a beb seurt er bodadegou.

Paol e-noa bet kelou a gement-se hag a felle dezañ merka ar pez a zo da gredi hag an doareou-buez a zo da ren.

Kenta lizer d’ar Gorintianed

Salud ha bennoz

I. 1 Paol, galvet da veza abostol Jezuz Krist, dre volontez Doue, ha Sosten or breur, 2 da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelleet en Aotrou Krist ha galvet da veza sent, evel d’ar re oll a halv Ano Jezuz Krist on Aotrou, e-neus forz peleh e vefem, int-i ha ni, 3 deoh gras ha peoh a-berz Doue on Tad hag a-berz Jezuz Krist on Aotrou., 4 Trugarekaad a ran Doue bepred ablamour deoh evid gras Doue a zo bet roet deoh er Hrist Jezuz. 5 Peogwir oh bet pinvidikeet ennañ e peb tra, e peb komz hag e peb gouiziegez, 6 evel ma ’z eo bet starteet en ho touez an testeni roet d’ar Hrist… 7 Evel-se ne vank gras ebed deoh endra ma hortozit diskuliadur an Aotrou Krist ; 8 Eñ ivez a zalho mad ahanoh beteg penn, deoh da veza direbech pa erruo Deiz an Aotrou Krist. 9 feal eo Doue, eñ hag e-neus ho kalvet da veva en unaniez : gand e vab Jezuz Krist an Aotrou.

Dizunaniez en Iliz

10 Hoh aspedi a ran, va breudeur, en ano on Aotrou Jezuz Krist, lavarit armemez tra, diwallit na ve dizunaniez en ho touez, bezit unanet stard er memezspered, er memez menoz, 11 rag diskouezet eo bet din diwar ho penn, breudeur, gand tud Kloe, ez eus rendaelou etrezoh. 12 Setu amañ va soñj : peb hini ahanoh a lavar : me ’zo evid Paol, me ’zo evid Apollos, me evid Kefas, me evid ar Hrist. 13 Daoust ha rannet eo ar Hrist ? Daoust ha Paal a zo bet staget ouz ar groaz ? Daoust hag en ano Paol ez oh bet badezet ? 14 a drugarez Doue n’am-eus badezet nikun ahanoh nemed Krispus ha Kaius. 15 Evel-se ne hell den lavared e vefeh bet badezet em ano. 16 Ha c’hoaz ! Badezet am-eus ive famill Stefanas, a-hend-all, n’ouzon ket ha badezet am-befe unan bennag all. 17 rag ar Hrist n’e-neus ket kaset ahanon da vadezi, med da embann ar Helou-mad, ha n’eo ket gand komz ar furnez, en aon na vefe kaset da netra kroaz ar Hrist.

Furnez ha follentez

18 Rag komz ar groaz a zo e gwirionez follentez evid ar re a zo en argoll, med evid ar re a zo salvet, evidom-ni, ez eo galloud a Zoue. 19 Rag skrivet eo : distruj a rin furnez ar re fur ha kas da netra skiant an dud skiantek. 20 E peleh ema an den fur ? E peleh an doktor war al lezenn ? E peleh rendaeler ar bed-mañ ? Daoust ha n’e-neus ket Doue lakeet furnez ar bed-mañ da bennfolli ? 21 Rag peogwir n’e-neus ket ar bed, gand ar furnez, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo plijet da Zoue salvi ar re a gred, dre follentez an embannadur. 22 P’ema ar Juzevien o houlenn burzudou hag ar Hresianed o klask furnez, 23 ni a-vad, a embann eur Hrist staget ouz ar groaz, eur skoill evid ar Juzevien, eur follentez evid ar bayaned. 24 Med evid ar re a zo galvet gand Doue, koulz Juzevien ha Gresianed, ez eo ar Hrist nerz Doue ha furnez Doue, 25 rag follentez Doue a zo furroh eged an dud, ha gwanded Doue kreñvoh eged an dud.

26 Komprenit, breudeur, piou ez oh, c’hwi hag a zo bet galvet gand Doue, rag gwelit, n’eus ket en ho touez, kalz a dud fur hervez ar bed, na kalz a dud galloudeg, na kalz a dud a lignez uhel. 27 Med dibabet e-neus Doue ar pez a zo foll evid ober mez d’an dud fur, ar pez a zo gwan er bed-mañ evid ober mez d’an dud kreñv, 28 ha dibabet e-neus Doue ar pez a zo a lignez izel, ar pez a zo disprizet, ar pez n’eo netra, evid kas da netra ar pez a zo anezañ, 29 evid na zeuio den da lorha dirag Doue, 30 rag drezañ emaoh e Jezuz Krist deuet da veza evidom, dre hras Doue, furnez, justis, santelez ha dasprenadur. 31 Evel-se, evel m’eo skrivet, an den lorheg, dezañ lakaad e lorh en Aotrou.

Paol o prezeg e Korint

II. 1 P’on deuet davedoh n’eo ket gand levezon ar gomz pe ar furnez eo ez on deuet da embann deoh mister Doue. 2 En ho touez n’eo ket fellet ganin anaoud netra all ebed nemed Jezuz Krist ha Jezuz Krist bet staget ouz ar groaz. 3 Disterig, aonig ha krenidig on degouezet en ho touez. 4 Va homzou ha va embannadur ne zeue ket o nerz euz ar furnez, med diskuill a reent eo nerz Doue ha galloud ar Spered eo a bare enno, 5 evid ma vefe diazezet ho feiz n’eo ket a-vad war furnez mab den, med war galloud Doue. 6 Koulskoude eo euz furnez e vez ano ganeom pa gomzom dirag ar gristenien peurvad, med n’eo ket a-vad euz furnez ar bed, nag euz hini ar re a ra o mistri war ar bed hag a zo o vond da goll. 7 Komz a reom er hontrol euz furnez Doue er mister dalhet kuzet, pourchaset gand Doue araog ar hantvejou evid rei deom or gloar. 8 Eur furnez eo ha n’eo ket anavezet gand hini ebed euz mistri ar bed-mañ, rag m’o-defe anavezet anezi, morse n’o-defe staget an Aotrou a hloar ouz ar groaz. 9 Hervez ar Skritur, ar pez n’e-neus morse an den gwelet gand e zaoulagad, na klevet gand e ziskouarn, ar pez n’eo ket bet diwanet en e galon, kement-se a zo bet greet gand Doue, evid ar re o-deus karantez evitañ.

10 Deom-ni eo e-neus Doue o diskuliet dre ar Spered, rag ar Spered a wel peb tra beteg donderiou Doue zoken. 11 Pehini euz an dud a anavez ar pez a zo en den nemed ar spered-den a zo ennañ. Evel-se ivez ne anavez den ar pez a zo e Doue nemed spered Doue. 12 Ni a-vad n’eo ket spered ar bed on-eus resevet, med ar Spered a zeu euz a Zoue, evid rei deom da anaoud an donzeon a zeu deom dre hras Doue. 13 Hag ano a vez ganeom anezo n’eo ket gand komzou desket diwar or furnez-den, med diwar komzou a zeu deom euz ar Spered, o tisplega evel-se an traou speredel gand komzou speredel. 15 An den speredel avad a intent peb tra ha n’eo intentet gand den. 16 Rag piou e-neus anavezet menoz an Aotrou da helloud e gentelia ? Ni avad a zo ganirn menoz ar Hrist.

Labour prezegerien ar feiz

III. 1 Evidon-me, breudeur, n’am-eus ket gellet komz deoh evel da dud ha ga zo ganto ar Spered, med netra nemed evel da dud ha n’eus ganto nemed o natur-den, evel da vugaligou ar Hrist. 2 Lêz eo am-eus roet deoh da eva ha n’eo ket boued sasun, ne vefeh ket bet gouest d’e houzañv. Ha bremañ c’hoaz ne vefeh ket gouest d’henn ober, 3 rag ma ’z oh c’hoaz troet gand an natur-den : peogwir ez eus en ho touez gwarizi ha rendael, daoust ha n’emaoh ket dindan beli an natur, ha ne renit-hu ket ho puez en eun doare denel ? 4 Pa ziskler unañ : me a zo evid Pao !, hag unañ all : me a zo evid Apollos, daoust ha ne vevit ket en eun doare denel ?

5 Petra eo Apollos ? Petra eo Paol ? Servicherien hag o-deus degaset ahanoh d’ar feiz. Peb hini e-neus labouret hervez an donezonou bet roet dezañ gand an Aotrou. 6 Me am-eus plantet ; Apollos e-neus douret ; med Doue eo an hini e-neus lakeet da greski. 7 Evel-se an hini a blant n’eo netra ; netra an hini a zour. Doue hebken a gont : an hini a laka da greski. 8 Planta pe zoura a zo heñvel, ha peb hini a resevo e hopr hervez al labour e-no greet, 9 – rag asamblez e labourom e labour Doue, ha c’hwi eo ar park labouret gand Doue, an ti ema o sevel.

10 Evel eun ijinour-tiez, ampart gand sikour ar hras e-neus roet Doue din, am-eus lakeet an diazezou. Unan all a gendalho gand al labour, med da beb hini teurel evez e pe zoare e sav an ti. 11 Ar fondasionou, ne hell den diazeza re all, er mêz euz ar re a zo dija anezo ; ar Hrist eo ar fondasionou-se. 12 Kendelher a heller da zevel, gand aour, arhant ha mein kaer, gand koad, foenn ha plouz, 13 med labour peb hini a vo lakeet er sklerijenn. Deiz ar varn a roio anezañ da anaoud, rag dre an tan e vo diskuliet, hag an tan a verko petra dalv labour peb hini. 14 An hini a jomo e labour en e zav, hennez a resevo eur gopr. 15 Med an hini a vo devet e labour, n’e-no ket ; eñ, e-unan, a vo salvet, med evel ma vezer a-dreuz an tan.

16 Ne ouzoh ket ez oh templ Doue hag ema Spered Doue o chom ennoh ? 17 An hini a ziskar templ Doue a vo d’e dro diskaret gand Doue, rag santel eo templ Doue ha c’hwi eo an templ-se. 18 Arabad fazia war gement-man : ma ’z eus unan bennag ahanoh hag a zoñj dezañ beza fur hervez doare ar bed, ra zeuio da veza foll evid gounid ar furnez ; 19 rag furnez ar bed-mañ a zo follentez dirag Doue ; rag ar skritur a lavar : « Tapoud a rei an dud fur el lasou stignet ganto o-unan. » 20 hag ivez : « An aotrou a anavez menoziou an dud fur, gouzoud a ra n’int nemed avel ha moged ». 21 N’ho-peus ket eta da denna lorh euz an dud. 22 Med deoh eo peb tra : Paol, Apollos, Pèr, ar bed, ar vuez, ar maro, an amzer vremañ hag an amzer da zond ; med c’hwi a zo d’ar Hrist, hag ar Hrist a zo da Zoue.

N’eus barner all ebed war an ebestel, nemed an Aotrou.

IV. 1 Ni a dle beza kemeret evid servicherien an Aotrou Krist, karget da evezia war misteriou Doue. 2 Hogen, petra hortozer diouz merourien, nemed beza feal en o harg ? 3 Evidon-me, ne ran van ebed evid beza barnet ganeoh pe gand eul lez-varn euz ar bed-mañ, ne gredan ket kennebeud va barn va-unan. 4 Rebech ebed na ra din va houstiañs, gwir eo, med n’eo ket an dra-ze eo a zeu d’am justiza, va barner eo an Aotrou. 5 Setu perag na varnit ket araog.ar mare, araog ma teuio an Aotrou ; eñ a lakay sklerijenn da bara war ar pez a zo kuzet en deñvalijenn hag a zizoleio menoziou kuzet ar galon. Neuze e resevo peb hini digand Doue ar veuleudi dleet dezañ.

6 Ablamour deoh, va breudeur, am-eus displeget an traou-se en eun doare-all, ouz o lakaad war gont Apollos ha war va hont din va-unan, deoh da zeski, diwar ar skouer a room, chom heb kemer lorh o sevel gand unan a-eneb egile. 7 – Rag piou a ra dit beza disheñvel ? Petra az-peus ha n’az-pefe ket resevet ? Ha m’az-peus resevet, perag kemer lorh ahano evel ma n’az-pefe ket resevet ? 8 Bremañ dija ho-peus bet ho kont ! Dija ez-oh pinvidig ! Hebdom ez oh rouaned ! Salv e vefeh, ma hellfem ni ivez beza rouaned ganeoh, 9 rag me a zonj din e-neus Doue on lakeet, ni ebestel, er plas diweza, evel tud barnet d’ar maro, roet da arvesti d’ar bed, d’an êlez koulz ha d’an dud. 10 Ni a zo foll ablamour d’ar Hrist, med c’hwi a zo fur e Jezuz Krist, ni a zo gwan, med c’hwi leun a nerz, c’hwi a zo enoret, ha ni disprizet. 11 Bremañ c’hoaz on-eus naon, on-eus sehed, emaom en noaz, gwallgaset, o foeta-bro ; 12 poan a gemerom o labourad gand on daouarn. Komzou dismegañsuz a vez distaget ganeom, hag e respontom gand bennoziou ; heskinet e vezom hag e houzañvom ; droug prezeget e vez diwar or penn ha ni a glask frealzi. 13 Beteg bremañ e heller lavared ez om lastez ha lostennajou ar bed.

14 N’eo ket evid ober mez deoh e skrivan kement-se, med evid ho reprcn evel va bugale muia-karet, 15 rag, ha goude m’ho-pefe deg mil mestr kelenner er Hrist, n’ho-peus nemed eun tad, me an hini eo a zo bet tad deoh e Jezuz Krist dre an Aviel. 16 Hoh alia a ran eta : « Kemerit skouer diwarnon ». 17 Evid an dra-se end-eeun, am-eus kaset davedoh Timote, va meurbed karet ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoh er pez a zo evidon an doare beva er Hrist, evel m’her prezegan e peb leh, en oll ilizou. 18 Rag, o kredi dezo ne zistrofen ket davedoh, lod a zo deuet da c’hweza gand an ourgouill. 19 Padal, ez in heb dale, ma plij gand an Aotrou, hag e ouezin da vad petra eo an dud-se, n’eo ket diouz o homzou, med diouz o oberou. 21 Petra ’zo gwelloh ganeoh ? Ez afen davedoh gand eur skourjez em dorn, pe gand karantez ha dousder ?

Eur skouer a vuez fall.

V. 1 E peb leh e vez klevet lavared e kaver en ho touez skoueriou a vuez fall, skoueriou ha na gaver ket e-touez ar bayaned zoken : unan ahanoh a zo o veva gand gwreg e dad ; 2 hag ez oh karget a ourgouill ! Red e vefe deoh beza kemeret ar hañv, evid ma vefe taolet er-mêz euz ho touez an hini e-neus greet kement-se. 3 Evidon-me, pell diouzoh a gorv, med ganeoh a spered, am-eus dija barnet evel ma vijen bet war al leh, an hini e-neus greet kemend-all ; 4 en ano an Aotrou Jezuz Krist ha gand e halloud, e-kerz eur vodadenn, ma vezin-me unanet ganeoh a spered, 5 ra vo eur seurt den lakêet e dalh Satan, ma vo e gor v distrujet evid ma vo salvet e ene da zeiz an Aotrou.

6 N’eo ket kaer an abeg ho-peus da gaoud ourgouill, c ’hwi a oar mad eo eun nebeudig goell a laka an toaz a-bez da hoi. 7 Taolit kuit ahanoh ar goell koz, deoh da veza toaz fresk, peogwir n’eus ket a hoell ennoh, rag lakeet eo bet d’ar maro an Oan Pask, an Aotrou Krist. 8 Ablamour da-ze, greom gouel ; n’eo ket gand goell koz, goell brein an droug hag ar pehed, med gand baraennou dihoell, nêt a beb loustoni ha leun a wirionez. 9 Skrivet am-boa deoh, em lizer, chom heb darempredi an dud gadal, 10 ne zoñjen ket, dre vraz, en dud gadal a zo er bed pe en dud troet da zastum, da laerez pe da azeuli an doueou faoz, rag neuze e vefe red deoh kuitaad ar bed. 11 Nann, skrivet am-eus deoh chom heb kaoud darempred gand eun den hag a zoug an ano a gristen, ma ’z eo gadal, troet gand an arhant, touet d’an doueou faoz, droug-prezeger, mezvier, laer, ha zoken da jom heb debri gand eur seurt den. 12 Daoust ha d’in-me eo barn an dud a ziavêz ? daoust ha n’eo ket ar re a-ziabarz eo ho-peus da varn ? 13 An dud a-ziavêz, Doue o barno ; tennit an den fallagr euz ho touez.

Prosez etre breudeur

VI. 1 Pa zav tabut etrezoh, penaoz eta e kredit goulenn barnedigez ar bayaned ha n’eo ket hini ar zent ? 2 N’ouzoh-hwi ket eo ar zent a varno ar bed ? Ha ma ’z eo ganeoh e tle ar bed beza barnet, ha ne vefeh ket gouest da varn traou dister ? 3 Ha n’ouzoh-hwi ket e varnoh an élez ? Kentoh a-ze neuze traou ar vuez-mañ. 4 Neuze ’ta, pa vez seurt tabutou da renka, e halvit da varn tud hag he-deus an Iliz dispriz evito. 5 Evid ober mez deoh eo e lavaran kement-se. Evel-se ne vije en ho touez den ebed fur awalh evid beza gouest da varn etre e vreudeur ? 6 Med prosezi a reer, breur eneb breur, ha kement-se dirag tud difeiz. 7 N’eus forz penaoz, kaoud prosezou etrezoh a zo dija evidoh mond war ziskar. Perag ne gavit ket gwelloh e vije greet gaou ouzoh ? Perag ne gavit ket gwelloh ez afe ho peadra gand al laer ? 8 Padal, c’hwi eo a ra gaou hag a laer, ha diwar goust breudeur.

9 Ha n’ouzoh-hwi ket n’o-do an dud disleal lod ebed e Rouantelez Doue ? Na faziit ket ! Na gadaled, nag idolerien, nag avoultrerien, nag an dud orgeduz gand bugale, 10 na laeron, na skraperien arhant, na mezvierien, na droug-prezegerien, na filouterien, n’o-dezo perz e Rouantelez Doue. 11 Setu ar pez ez oah, lod ahanoh, med gwalhet oh bet, santelleet oh bet, justizet oh bet en ano an Aotrou Jezuz Krist ha dre Spered on Doue.

12 Aotre am-eus da ober peb tra, med n’eo ket mad peb tra din. Aotre am-eus da ober peb tra, med ne fell ket din koueza e dalh netra. 13 Ar boued a zo evid ar horv, hag ar horv evid ar boued. Doue o distrujo an eil hag egile ; med ar horv n’eo ket evid an hudurnez med evid an Aotrou hag an Aotrou evid ar horv. 14 Rag Doue hag e-neus savet an Aotrou a varo da veo a adsavo ahanom-ni ivez dre e halloud. 15 Ha n’ouzoh-hwi ket eo ho korvou izili ar Hrist ? Ha me a gemerfe izili ar Hrist evid ober anezo izili eur vaouez a vuez fall ? A nann a-vad ! 16 Ha n’ouzoh-hwi ket ne ra an hini a ya gand eur vaouez a vuez fall nemed eur horv ganti, rag skrivet eo : « ne vezo anezo o-daou nemed eur horv hebken ». 17 Hogen an hini a zeu d’en em unani gand an Aotrou a zo eun heveleb spered gantañ. 18 Tehit diouz an hudurnez. An oll behejou a vez greet a-hend-all gand an den a zo en diavêz euz e gorv, med an den gadal a beh a-eneb d’e gorv e-unan. 19 Pe n’ouzoh-hwi ket eo ho korv templ ar Spered Santel a zeu ennoh hag a zeu deoh a-berz Doue ? N’oh ket perhenn deoh hoh-unan. 20 Rag unan bennag a zo bet a paea priz ho tasprenadur. Rentit eta gloar da Zoue dre ho korv.

Responchou da houlennou greet diwarbenn ar briedelez

VII. 1 Ha bremañ ar respont diwar-benn ar pez ho-peus skrivet din. Mad eo d’ar gwaz chom heb mond gand eur vaouez. 2 Koulskoude, evid diwall diouz peb dizurz, da beb gwaz kaoud e wreg ha da beb maouez kaoud he gwaz. 3 D’ar gwaz ober e zever e keñver e wreg ha d’ar wreg kemend-all e keñver he gwaz. 4 N’eo ket d’ar wreg ober evel ma vije dezi he horv, med d’he gwaz ; en heveleb doare n’eo ket d’ar gwaz ober evel ma vije dezañ e gorv, med d’e wreg. 5 Na nahit ket an eil d’egile ho tever, nemed hag a-du e vefeh ho-taou, hag evid eur pennad nemed-ken, evid en em rei d’ar bedenn. Ha goudeze it endro an eil gand egile, gand aon n’e-nefe Satan tro d’ho touella diwar an dihalloud ma vefeh da veza treh warnoh hoh-unan. 6 O komz evel ma ran eo eun aotre eo a roan deoh ha n’eo ket eur gourhemenn. 7 Me ’garfe e vefe an oll eveldon-me, med peb hini a reseo digand Doue, hemañ an donezon-mañ, egile unan all. 8 D’an dud dizimez eta ha d’an intañvezed e lavaran eo mad dezo chom er stad-se eveldon va-unan. 9 Med, ma n’int ket gouest da drehi warno o-unan, dezo dimezi, rag gwelloh eo dimezi eged leski. 10 D’ar re a zo dimezet e roan ar gouhemenn-mañ, n’eo ket me, med an Aotrou : arabad eo d’ar vaouez dispartia, ’iouz he gwaz. 11 Mar deo dispartiet, dezi chom heb dimezi en-dro pe dond en-dro gand he gwaz. Arabad d’ar gwaz kas kuit e wreg.

12 D’ar re all e lavaran, hag euz va ferz eo, ha n’eo ket a-berz an Aotrou : ma ’z eus eur wreg hag he-deus eur gwaz difeiz hag a-du evid chom ganti, arabad eo dezañ he has kuit, 14 rag ar gwaz difeiz a vez santelleet gand e wreg, hag ar wreg difeiz a vez santelleet gand he gwaz. A-hend-all e vefe dilhan ho pugale ha padal ez int santel. 15 Ar pried difeiz, ma fell dezañ ober disparti, dezañ henn ober. Pa vez kont evel-se ar breur pe ar c’hoar n’int ket dalhet, da veva e peoh eo ez oh bet galvet gand Doue. 16 Ha gouzoud a rez, maouez, ha te a zalvo da waz ? Ha gouzoud a rez, gwaz, ha te a zalvo da wreg ?

17 A-hend-all ra vevo peb hini hervez ar stad m’edo p’eo bet galvet gand Doue. Setu ar pez a hourhemennan en oll ilizou. 18 Hemañ a oa amdrohet p’eo bet galvet ? Arabad eo dezañ kuzad kement-se. Egile a oa diamdroh ? Arabad eo dezañ beza amdrohet. 19 Beza amdrohet pe ziamdroh, an dra-ze n’eo netra, ar pez a gont eo mired gourhemennou Doue. 20 Ra jomo eta peb hini er stad m’edo p’eo bet galvet. 21 Ha sklav e oas p’out bet galvet ? Ne da ket d’en em jala, ar hontrol eo, ha goude ma hellfes beza frankizet, tenn da vad kentoh euz da stad a sklav. 22 Rag eur sklav hag a zo bet galvet gand an Aotrou a zo eur frankizad d’an Aotrou. Evel-se ivez an hini a oa frank p’eo bet galvet a zeu da veza sklav d’ar Hrist. 23 Unan a zo hag e-neus paeet priz ho tasprenadenn : na zeuit ket da veza sklaved d’an dud. 24 Da beb hini eta, breudeur, chom dirag Doue er stad m’edo p’eo bet galvet gand Doue.

25 Diwarbenn an dud dizimez, n’am-eus ket a hourhemenn a-berz an Aotrou ; eun ali eo a roan deoh, ali eun den din da veza kredet dre drugarez an Aotrou. 26 D’am zoñj eo mad ar stad-se en abeg d’on amzer ankeniuz ; ya, kredi a ra din eo mad d’an den chom evel-se. 27 M’ar dout dimezet gand eur vaouez, na glask ket an disparti ; ma n’out ket dimezet gand eur vaouez, na glask ket a wreg. 28 Koulskoude ma teu dit dimezi, ne rez ket a behed, ha ma teu d’eur werhez dimezi, ne ra ket a behed. Med an dud dimezet o-do trubuillou braz da houzañv en o horv ha me a garfe ho mired outo. 29 Lavared a ran deoh, breudeur, berr eo an amzer. Ahanta ! Neuze d’ar re o-deus gwreg beza evel ma n’o dije ket, 30 d’ar re a ouel, evel ma ne oueljent ket, d’ar re a zo eüruz, evel ma ne vijent ket, d’ar re a bren, evel ma n’o-dije netra dezo, 31 d’ar re a denn gounidegez euz ar bed, evel ma ne rajent ket. Rag ar bed, evel m’her gwelom, a zo o vont da get.

32 Me ’garfe ho kweled dibreder ; an den dizimez e-neus preder gand aferiou an Aotrou. Klask a ra an doare da blijoud da Zoue. 33 An den dimezet e-neus preder gand traou ar bed. Klask a ra an doare da blijoud d’e wreg ha setu eo daouhanteret e galon. 34 Evel-se ivez, ar vaouez dizimez pe ar plah yaouank a gemer preder gand aferiou an Aotrou ; c’hoant he-deus beza santel a gorv hag a spered ; an hini a zo dimezet a gemer soursi gand traou ar bed. Klask a ra an doare da blijoud d’he gwaz. 35 o lavared kement-se e klaskan ho mad, n’eo ket evid ho paka en eur stign, med evid digeri deoh hent ar mad hag evid ma vefeh unanet heb mired netra gand an Aotrou Krist.

36 Ma z’eus unan bennag hag a gred dezañ n’eo ket deread dezañ lezel e verh dizimez mar deo dija eet er mêz a oad hag eo e zever ober evel-se, dezañ ober ar pez a gar ; ne beh ket, dezo dimezi. 37 An hini avad e-neus divizet stard en e galon heb beza poulzet gand netra hag euz e benn e-unan, da zelher ganta e verh, hennez a ra mad. 38 Evel-se an neb a zimez e verh a ra mad, an hini ne zimez ket anezi a ra gwelloh c’hoaz. 39 Ar wreg a zo unanet gand he gwaz dre al lezenn e-keid ha m’eo hemañ beo. Ma teu d’ar gwaz mervel, he-deus frankiz neuze da zimezi gand an neb a blij dezi, gand ma vo kristen. 40 Eürusoh e vo koulskoude, d’am zonj, ma chom evel m’ema, hag e kred din ema Spered Doue ganin ivez.

Kigou bet kinniget d’an idolou

VIII. 1 Evid ar pez a zell ouz kigou bet kinniget d’an idolou, ni oll, her gouzoud a reom, on-eus anaoudegez a gement-se. Hag an anaoudegez a zeu ourgouill diwarni, ar garantez a-vad a zo skouer vad. 2 Ma kred da unan bennag anaoud eun dra bennag, ne anavez ket c’hoaz evel ma tlefed anaoud. 3 Med ma kar unan bennag Doue, eñ a zo anavezet gantañ. 4 Neuze ’ta, daoust hag aotre a zo da zebri kigou bet kinniget d’an idolou ? Goûd a reom n’eus Doue faoz ebed er bed, ha n’eus Doue all ebed nemed unan, 5 rag daoust ma ’zeus en neñv ha war an douar ar pez a vez anvet doueou, dre fazi, -rag e gwirionez ez eus evel-se meur a zoue ha meur a aotrou, 6 n’eus, d’or menoz-ni, nemed eun Doue hebken, an Tad a zeu peb tra anezañ hag ez eom davetañ, hag eunAotrou nemed ken, Jezuz Krist a zo drezañ peb tra ha ni ivez a zo drezañ.

7 Med n’eo ket an oll o-deus an anaoudegez. Lod, merket gand an darempredou o-deus bet n’eus ket pell c’hoaz gand an doueou faoz, a zebr kig ar zakrifisou evel ma vefe kinniget e gwirionez d’an doueou faoz, hag o houstiañs, gwan anezi, a vez louzet. 8 N’eo ket boued pe voued eo a raio deom tostaad ouz Doue : ma ne zebrom ket, ne vo ket eur holl evidom, ma tebrom, ne vo ket eur gounid. 9 med diwallit na zeufe ar frankiz-se hag a zo ho lod da veza eur skoill evid an dud sempl. 10 Rag, ma vezes-te gwelet ouz taol en eun templ doueou faoz, te ha n’emaout ket heb gouzoud, daoust ha ne vo ket douget ganit da zebri kig bet kinniget d’an doueou faoz, an hini a zo sempl a goustiañs. 11 Hag ablamour d’an anaoudegez m’eo da hini ez a da goll an hini a zo sempl, ar breur-se dit m’eo maro ar Hrist evitañ. 12 O pehi evel-se a-eneb ho preudeur hag o hloaza o houstiañs, a zo gwan anezi, a-eneb ar Hrist eo e pehit. 13 Setu perag, ma teu eur boued hag a zebran da lakaad va breur da goueza, e chomin heb debri kig da viken kentoh eged beza eur skoill a lakay va breudeur da goueza.

Paol a dro kein d’e wiriou

IX. 1 Daoust ha me n’on ket libr ? Daoust ha n’on ket abostol ? Ha n’am-eus me met gwelet Jezuz on Aotrou ? Ha ma n’on ket abostol, evid tud a zo, evidoh-hwi da vianna ez on, rag c’hwi hoh-unan a zo ar merk anad euz va labour a abostol, en Aotrou. 3 Setu aman ar respont d’ar re a damall ahanon. 4 Daoust ha n’on-eus ket droad da zebri ha da eva ? 5 Daoust ha n’on-eus ket droad da gas ganeom eur vaouez kristen evel an ebestel all, breudeur an Aotrou ha Kefas ? 6 Daoust ha ne vefe nemed-on ha Barnabas ha n’on-dije ket ar gwir da jom heb labourad ? 7 Piou a zo bet soudard diwar e goust e-unan ? Piou a labour eur winieg o chom heb debri frouez anezi ? Piou a gas eun tropell loened da beuri hag a jom heb eva euz e lêz ?

8 Ha ne vije an dra-ze nemed eur mod e-touez an dud, pe lavared a rafe al lezenn ar memez tra ? 9 Evid gwir, skrivet eo e Lezenn Voizez : « Ne laki ket ar vinell d’an ejenn a zo o vresa ar greun ». Ha daoust eo gand ejenned eo darbaret Doue ? 10 Daoust ha n’eo ket evidom-ni eo e komz ? Ya, evidom-ni end-eeun eo bet skrivet kement-se, rag fiziañs a dle kaoud an hini a labour an douar, ha fiziañs ivez da gaoud e lod an hini a zorn ar greun. 11 Peogwir on-eus hadet evidoh ar madou speredel, daoust ha re e vije deom gortoz diouzoh madou danvezel ? 12 Peogwir ez eus lod tud o kemer ar gwir-se warnoh, daoust ha re e vije deom gortoz diouzoh madou danvezel ? 12 Peogwir ez eus lod tud o kemer ar gwir-se warnoh, perag ne rafem-ni ket muioh c’hoaz ? Koulskoude n’on-eus ket kemeret ar gwir-se. Ar hontrol eo, gouzañv a reom peb tra evid chom heb beza eur skoill evid Aviel ar Hrist. 13 Ha n’ouzoh-hwi ket e vev diwar goust an templ ar re a zo e servich an templ, hag o-devez lod euz ar provou kinniget war an aoter ar re a zo e servich an aoter. 14 Evel-se ivez e-neus an Aotrou roet urz d’ar re a brezeg an Aviel da veva diwar goust an Aviel.

15 Me avad n’am-eus ket kemeret hini ebed euz ar gwiriou-se, ha n’eo ket evid o goulenn eo e skrivan an dra-mañ. Kentoh mervel ! Ne denno den diganin an abeg-se a ourgouill. 16 Ma prezegan an Aviel, n’am-eus ket leh da fougeal a gement-se, eun dra red eo evidon ; gwaz-a-ze din ma ne brezegan ket an Aviel ! 17 M’her grafen euz va ferz va-unan, am-befe gwir da gaoud digoll, med n’eo ket ahanon va-unan eo her gran, med hervez ar garg fiziet ennon. 18 Peseurt digoll eo eta va hini ? Prezeg a ran an Aviel heb klask digoll ebed, heb lakaad e kount ar gwir am-eus vel prezeger an Aviel.

19 Rag libr e keñver an oll, am-eus greet ahanon sklav an oll, evid gounid an muia posubl euz an dud, 20 gand ar Juzevien ez on bet evel eur Juzeo evid gounid ar Juzevien ; gand ar re a zo dindan al Lezenn, evel ma vijen bet me va-unan – daoust ma n’emaon ket, – evid gounid ar re a zo dindan al Lezenn ; 21 gand ar re a zo heb lezenn, evel ma vijen heb lezenn, – daoust ma n’emaon ket heb lezenn e keñver Doue peogwir eo ar Hrist va lezenn, – evid gounid ar re a zo heb lezenn. 22 Dister gand ar re zister, evid gounid ar re zister. En em roet am-eus penn-da-benn d’an oll evid savetei, kousto pe gousto, hiniennou. 23 Ha kement-se evid an Aviel, evid kaoud va lod ennañ.

24 Ha n’ouzoh-hwi ket e red an oll rederien war al lis ha n’eus nemed unan o hounid ar priz. Redit eta e-doare da hounid anezañ. 25 Ar re oll a glask priz war al lis a rank dioueri kalz, hag int-i eo evid gounid eur gurunenn hag a wenvo, ha ni evid eur gurunenn ha ne wenvo ket. 26 Me, eta, eo evel-se eo e redan, n’eo ket mouchet va daoulagad, hag e tistagan taoliou n’eo ket e goullo. 27 Rust on evid va horv hag e zelher a ran em dalh gand aon na vefen laket er mêz va-unan goude beza prezeget d’ar re all.

Skouer Israel er goueleh

X. 1 Ne garfen ket e chomfeh heb gouzoud, breudeur, penaoz eo bet on tadou gwechal, p’o-doa kuiteet Bro-Ejipt ; oll on tadou a zo bet goloet gand ar goabrenn, oll o-deus treuzet ar mor ; 2 oll int bet, dre Voizez, badezet er goabrenn hag er mor ; 3 oll o-deus debret an heveleb boued a oa hini ar spered ; 4 oll o-deus evet an heveleb evaj, a oa ivez euz ar spered, rag eva reent dour euz ar roh a gerze d’o heul hag ar roh-se oa ar Zalver. 5 Ha koulskoude ar peb brasa anezo o-deus displijet da Zoue, hag ez int bet diskaret er goueleh.

6 Kement-se a zo degouezet ganto evid rei kentel deom hag herzel ouzom da hoantaad an droug, evel m’o-doa greet ar re-ze. 7 Na droit ket gand an doueou faoz, evel m’o-deus greet lod, hervez m’eo skrivet : « Azeza a reas ar bobl evid debri hag eva ha goudeze e savjont da ebati ». 8 N’en em room ket kennebeud d’an hudurnez, evel lod anezo ma kouezas en eun devez hebken tri mil war ’n ugent anezo. 9 Na glaskom ket amproui an Aotrou, evel ma reas lod anezo, ma oent lazet gand an naered. 10 Na hrosmolit ket a-eneb Doue, evel m’o-doa greet lod anezo hag a zo bet lazet gand an êl destrujer. 11 Oll an traou a oa c’hoarvezet ganto a oa ken aliez a genteliou evidom, ha laket int bet dre skrid evid or sklerijenna, ni hag a zo en em gavet e fin an amzeriou.

12 Rag-se eta, an hini a zoñj dezañ beza stard en e zav, taoler evez da goueza. 13 N’eus kouezet warnoh tentadur ebed hag a vije en tu all d’ho nerz-den ; feal eo Doue, ne houzañvo ket e vefeh tentet en tu all d’ho nerz. Da heul an tentadur e roio deoh an tu d’en em denna hag an nerz da herzel outañ. 14 Setu perag, va breudeur muia-karet, tehit diouz an idolèrèz. 15 Komz a ran deoh evel da dud fur ; grit ho soñj hoh-unan war ar pez a lavaran. 16 Benniga ar halir a vennoz, daoust ha n’eo ket evidom kemer perz e korv ar Hrist ? 17 Peogwir n’eus nemed eur bara hebken, n’eus ahanom nemed eur horv, daoust ma ’z om niveruz, rag oll on-eus perz en eur bara hebken. 18 Sellit ouz bugale Israel war an douar : daoust hag ar re a zebr euz kig ar zakrifis n’emaint ket e komunion gant an aoter ? 19 Petra ’fell din lavared ? e vefe eun dra bennag ar hig kinniget d’an doueou faoz, hag eun dra bennag an doueou faoz ? 20 N’int ket, med peogwir eo d’an droug-sperejou ha n’eo ket da Zoue eo e vez kinniget ar zakrifisou-se, ne feil ket din ho-pefe unvaniez gand an droug-sperejou. 21 N’hellit ket eva war eun dro euz kalir an Aotrou hag euz kalir an droug-sperejou ; n ’hellit ket mond ouz taol an Aotrou hag ouz taol an droug-sperejou ; 22 pe felloud a rafe deom hega an Aotrou. Daoust ha kreñvoh egetañ e vefem ? 23 Aotreet eo peb tra, med peb tra n’eo ket mad evidom. Aotreet eo peb tra, med peb tra ne ro ket skouer vad. 24 Na glasko nikun e vad e-unan, med hini ar re all. 25 Kement a vez gwerzet er marhad, debrit anezañ heb beza chalet gand ho koustiañs, 26 rag an douar ha kement a zo ennañ a zo d’an Aotrou.

27 Ma teu eun den difeiz d’ho pedi ha ma kavit mad mond, debrit euz kement a vo kinniget deoh heb klask petra lavar ho koustiañs. 28 Med ma lavar unan bennag deoh : « an dra-mañ a zo kig bet provet d’an idolou », na zebrit ket anezañ ablamour d’an hini e-neus henn lavaret deoh hag ablamour d’ar goustiañs, ha n’eo ket euz ho koustiañs eo e komzan amañ, med euz e hini dezañ, 29 rag perag e ve barnet va houstiañs gand koustiaiñs unan all ? 30 Ma kemeran boued en eur drugarekaad, perag tamall ahanon evid ar pez a rentan gloar evitañ ?

31 Pe e vefeh eta o tebri, pe oh eva, pe ho ober tra pe dra, grit peb tra evid gloar Doue. 32 Na roit tro da goueza da zen ebed, na d’ar Juzevien, na d’ar Gresianed, nag eta da Iliz Doue. 33 Er giz-se eo e klaskan-me plijoud d’an oll e peb tra heb klask n’eo ket va mad va-unan med hini kalz a dud evid ·ma vezint salvet.

Ar gwaz hag ar vaouez dirag Doue

XI. 1 Kemerit skouer diwarnon evel ma kemeran skouer diwar ar Hrist. 2 Meuleudi a roan deoh en-abeg m’ho-pevez soñj ahanon bepred, ha ma virit ar boazamañchou koz evel m’am-eus roet anezo da anaoud. 3 Felloud a ra din koulskoude e ouezfeh kement-mañ : peb gwaz e-neus ar Hrist da benn, ar vaouez he-deus he gwaz da benn hag ar Hrist e-neus Doue da benn. 4 Kement gwaz a bed pe a brofed goloet e benn a zizenor e benn. 5 Kement maouez a-vad a bed pe a brofed digabell a zizenor he fenn, rag an dra-ze a zo evel ma vije bet touzet he bleo dezi. 6 Ma ne zoug ket ar vaouez eur ouel, dezi neuze lakaad touza he bleo ; med mar deo eur vez evid eur vaouez kaoud he bleo trohet pe douzet, dezi neuze lakaad eur ouel. 7 Ar gwaz a-vad ne dle ket golei e benn, o veza ma ’z eo skeudenn ha gloar Doue, med ar vaouez a zo gloar ar gwaz, 8 rag n’eo ket ar gwaz a zo bet tennet euz ar vaouez, med ar vaouez euz ar gwaz. 9 Ha n’eo ket ar gwaz a zo bet krouet evid ar vaouez, med ar vaouez evid ar gwaz. 10 Setu perag e tle ar vaouez dougen war he fenn ar merk euz he zujidigez ablamour d’an êlez. 11 Koulskoude en Aotrou, eur gwaz ne da ket heb ar vaouez nag ar vaouez heb ar gwaz. 12 Rag, mar deo bet tennet ar vaouez euz ar gwaz, ar gwaz a vez gan et gand ar vaouez ha peb tra a zeu euz a Zoue.

13 Ennoh hoh-unan eo barn : daoust ha deread eo d’eur vaouez pedi Doue hag hi digabell. 14 Daoust ha ne zesk ket deoh an natur eo eur vez evid ar gwaz kaoud bleo hir, 15 pa ’z eo eun enor evid ar vaouez.rag ar bleo a zo roet dezi e-giz gouel ; 16 ha neuze, ma ’z eus hini pe hini hag a blij dezañ rendaeli a-eneb, n’om ket kustum a gement-se, na ni, nag Ilizou Doue kennebeud. 17 A-hend-all, n’am-eus ket d’ho meuli, ar bodadegou a rit a ra muioh a zroug eged a vad, 18 rag da genta, war a glevan, p’en em vodit e-giz Iliz e vez disparti etrezoh, hag e kav din n’eo ket gevier penn-da-benn ; 19 rag red eo e savje disrann en ho touez evid ma vo diskuliet pe re ahanoh a zalh mad. 20 Med p’en em vodit oll asamblez, n’eo ket pred an Aotrou eo a gemerit. 21 Rag peb hini a zo mall gantañ kemer e bred e-unan e doare m’e-neus hemañ naon ha m’eo egile mezo. 22 Daoust ha n’ho-peus ket ho tiez evid debri hag eva ? Pe fae a rit war Iliz Doue, ha mez d’ar re n’o-deus netra. Petra lavarin deoh ? Rei meuleudi deoh ? ne rin ket war ar poent-se, 23 rag kement-mañ am-eus resevet digand an Aotrou hag am-eus roet deoh : an Aotrou Jezuz, en nozvez end-eeun ma oe gwerzet, a gemeras bara, 24 ha goude beza greet eur bedenn a drugarez, e torras ar bara hag e lavaras : « va horv eo hemañ, roet evidoh, grit kement-mañ da ober koun ahanom ». 25 Evel-se e reas c’hoaz evid ar halirad goude koan en eur lavared : « Bez’ ez eo ar halirad-mañ an emgleo nevez em gwad, bewech ma ’h evoh anezañ, grit kement-mañ da ober koun ahanon ». 26 Rag beweh ma tebrit ar bara-mañ ha ma ’h evit ar halirad-mañ, eh embannit maro an Aotrou beteg ma teuio en-dro.

27 Setu perag an neb a zebro bara an Aotrou pe a evo e galirad, heb beza din, en em rento kabluz e keñver korv ha gwad an Aotrou. 28 Da beb hini eta selled mad ennañ e-unan araog debri euz ar bara-se hag eva euz ar halirad-se, 29 rag an neb a zebr hag a ev heb kompren eo korv an Aotrou, a zebr hag a ev e gondaonidigez e-unan. 30 Se tu perag ez eus en ho touez kement a dud klañv hag a dud gwan, hag ez eus maro meur a hini. 31 Ma karfem en em varn on-unan, ne vefem ket barnet. 32 Med an Aotrou or barn evid or hentelia e-doare ma ne vefem ket kondaonet a-unan gand ar bed.

33 Evel-se eta, breudeur, p’en em vodit evid ar pred, en em hortozit an eil egile. 34 M’e-neus unan bennag naon, ra zebro er gêr evid miret d’en em voda evid ho kondaonidigez.

Donezonou ar Spered

XII. 1 Evid ar pez a zell ouz an donezonou speredel, ne fell ket din e vefeh diouizieg diwar o fenn. 2 Pa oah payan, her gouzoud a rit, e vezeh poulzet warzu an idolou mud. 3 Setu perag e tisklerian deoh, n’eus den ebed o komz dre Spered Doue hag a lavarfe : « Milliget ra vo Jezuz », ha n’hell den lavared « Jezuz eo an Aotrou » nemed dre ar Spered Santel.

4 Liez seurt donezonou a zo, med ar memez Spered eo. 5 Liez karg disheñvel a zo ivez, med ar memez Aotrou eo. 6 Liez seurt oberiadou a zo, med ar memez Doue oh oberia peb tra en oll. 7 Evid mad an oll e vez roet da beb hini e zonezon evid ma vo diskleriet ar Spered. 8 Da unan e vez roet, gand ar Spered, komz ar furnez, da unan all, dre ar memez Spered komz ar ouiziegez ; 9 da unan all, er memez Spered, donezon ar feiz, pe c’hoaz, dre ar Spered n’eus memetañ, an donezon da rei ar pare ; 10 da unan all da ober burzudou, da unan all da brofedi, da unan all da zigemma ar sperejou, da unan all da gomze yezou a beb seurt, da unan all da ziskleria ar yezou-se. 11 An oll zonezonou-se a zeu euz ar memez Spered ha n’eus nemetañ, o ingala a ra war beb hini evel ma kar.

12 Da skouer, lakom ar horv : n’eus anezañ nemed eur horv hebken, ha koulskoude e-neus kalz izili, med an oll izili, kaer a-deus beza niveruz, n’eus anezo nemed eur horv. Evel-se ema kont gand an Aotrou Krist ; 13 rag en eur spered hebken om-ni oll bet badezet da veza eur horv hebken, koulz Juzevien ha Gresianed, koulz sklaved ha tud libr, bet deom or gwalh euz an heveleb Spered, 14 rag sklêr eo, n’eo ket greet ar horv gand eun ezel hebken, med gand meur a hini. 15 Ma lavarfe an troad : me n’on ket an dorn, n’on ket eta euz ar horv, daoust ha ne vefe ket c’hoaz euz ar horv ? 16 Ma teufe ar skouarn da lavared : me n’on ket lagad, n’on ket eta euz ar horv, daoust ha ne vefe ket c’hoaz euz ar horv ? 17 Ma ne vefe euz ar horv nemed lagad, e peleh e vefe ar hleved. Ma ne vefe anezañ nemed diskouarn, e peleh e vefe ar c’hwesa ? 18 Med Doue e-neus greet an izili ha reet e blas da beb hini er horv, e-giz ma felle dezañ. 19 Ma ne vefe ar horv a-bez nemed eun ezel, e peleh e vefe ar horv ? 20 Med meur a ezel a zo, ha koulskoude eur horv hebken.

21 N’hell ket eta al lagad lavared d’an dom : « N’am-eus ket ezomm ahanout » nag ar penn kennebeud lavared d’an treid : « N’am-eus ket ezomm ahanoh ». 22 Kalz gwelloh c’hoaz : an izili euz ar horv hag a gavom-ni ar re zisterra a zo ivez red evidom, 23 hag ar re a lakom er renk izella eo ar re a enorom ar muia. Evel-se on izili dizonest a vez greet kalz dereatoh auto. 24 An izili onest n’o-deus ket ezomm a gement-se. Doue e-heus renket ar horv e-doare da rei muioh a enor d’ar re a-deus diouer, 25 evid ma ne vo ket a freuz er horv, med, er hontrol, evid ma vo an izili prederiet an eil gand egile. 26 Ha gouzañv poan a ra eun ezel ? An oll izili a houzañv gantañ ; hag enor a zeu d’eun ezel ? An oll a gemer perz en e levenez.

27 Hogen bez ez oh korv an Aotrou Krist, hag izili anezañ peb hini evid e lod. 28 Dam a zo bet lakeet gand Doue en Iliz, da genta Ebestel, d’an eil prezegerien, d’an trede kelennerien, goudeze e teu an donezonou da ober burzudou, da barea, da skoazella o breudeur, da houarn, da gomz e yezou. 29 Daoust hag ez int oll ebestel, oll prezegerien, oll kelennerien ? daoust hag oll o-deus an donezon d’ober burzudou, 30 da barea, da gomz e yezou pe da zisplega ? 31 Klaskit gand gred an donezonou gwella, hag ouspenn-emaon o vond da ziskouez deoh eun hent dispar.

Meulgan ar garantez

XIII. 1 Ha goude ma oufen komz yezou an dud ha re an êlez, ma n’am-eus ket ar garantez, n’on nemed arem o seni pe simbalenn o tregerni. 2 Ha goude m’am-befe an donezon a brofed, goude ma ’h anavezfen an oll misteriou hag ar ouisiegez a-bez, 3 ha goude ma rofen va oll vadou en aluzenn, pe ma taolfen va horv en tan da zevi, ma n’am-eus ket ar garantez ne dalvez da netra. 4 Ar garantez a zalh mad, ar garantez a zo madelezuz hag heb avi, ar garantez ne zeu ket da fougeal na da c’hweza gand an ourgouill. 5 Ne ra ket troiou kamm, ne glask ket he mad heh-unan, ne zeu ket da daeri, ne zalh ket kaont euz an droug, 6 ne gemer ket plijadur o weled ober gaou, med kavoud a ra he flijadur er wirionez, 7 peb tra a zidamall, peb tra a gred, peb tra a esper, peb tra a houzañv.

8 Ar garantez n’eus diskar ebed dezi ; an donezon a brofed ? da netra ez ay ; hini ar yezou ? ehana a ray ; pe hini ar ouiziegez a Zoue ? da netra ez ay ivez, 9 rag eul lodenn hebken a hellom gouzoud, eul loden hebken a hellom profedi. 10 Setu, pa vo degouezet ar pez a zo klok, ar pez n’eo nemed eul lodenn a yelo da netra. 11 Evel-se pa oan bugel, evel eur bugel e komzen, evel eur bugel e soñjen, evel eur bugel eh inteñten ; med deuet da veza eur gwaz, am-eus dilezet troiou-lavar ar bugel. 12 Bremañ e welom a-dreuz eur melezour en eur damskeud, med neuze e welim war-eeun. Bremañ eh anavezom eul lodenn, neuze eh anavezim evel m’om anavezet. 13 Bremañ eta e chom an teir-ze : ar feiz, an esperañs hag ar garantez, med ar vrasa anezo eo ar garantez.

Donezonou ar Spered evid diorren an oll

XIV. 1 Bezit war glask euz ar garantez, klaskit gand gred an donezonou speredel, 2 rag an neb a gomz e yezou ne gomz ket ouz an dud, med ouz Doue, n’eus den ebed evid e intent, rag d’ar Spered eo e lavar traou misteriuz. 3 Er hontrol, an neb a vez o profedi a gomz d’an dud evid sevel anezo, o hentelia, o hennerza. 4 An neb a gomz e yezou en em uhela e-unan, med an neb a brofed a uhela an Iliz.

5 Me ’garfe e teufeh oll da gomz e yezou, med muioh c’hoaz da brofedi. Brasoh eo an hini a brofed eged an hini a gomz e yezou, nemed ha displega a rafe hemañ e unan ar pez a lavar ma hellfe evel-se an Ilizad beza santelleet. 6 Lakom bremañ, breudeur, e teufen d’ho kweled hag e komzfen e yezou, peseurt vad a rafen deoh, ma ne zeu deoh diwar va homzou na diskuliadur, na gouisiegez, na profesi, na kelennadurez.

7 Evel-se ema kont gand ar binviou sonerez, evel ar fleüt, ar gitar, ma ne zeu ket ganto soniou disheñvel, penaoz gouzoud petra c’hoari ar fleüt pe ar gitar ? 8 Ha ma ne zeu ket gand an drompill eur zon sklêr, piou a raio e bourchasou evid an emgann ? 9 Evidoh-hwi eo heñvel, ma ne zeu ket gand ho teod komzou hag a heller intent, penaoz e vo intentet ar pez a lavarit ? En aner eo e komzoh. 10 Na ped ger a zo er bed ha peb hini e-neus e dalvoudegez. 11 Med ma ne anavezañ ket talvoudegez ar ger, e vezin eun den ayez dianav evitañ, hag eñ, eun den a yez dianav evidon. 12 C’hwi ivez, klaskit kaoud, ar muia posubl, donezonou speredel peogwir e hoantait o haoud, med ra vezo evid diorroadur an Iliz.

13 Setu perag e tle an neb a gomz e yezou pedi evid kaoud an donezon d’o displega. 14 Ma pedan e yezou, va spered a bed, med va skiant ne denn frouez ebed ahano. 15 Petra zo da ober eta ? Pedi a rin gand va spered, med me a bedo ivez gand va skiant ; kanmeuli a rin gand va spered, med me a ganmeulo ivez gand va skiant. 16 Rag ma rentez bennoz da Zoue gand da spered hebken, penaoz ; e vo gouest da respont AMEN ar re n’int ket c’hoaz desket mad pa ne intentont ket ar pez a lavarez ? 17 Kaer kenañ eo moarvad da bedenn a drugarez, med egile n’eo ket diorroet.

18 A drugare Doue, me a gomz e yezou muioh egedoh oll. 19 Med en eur vodadenn e kavan gwelloh lavared pemp ger êz da intent gand va skiant, evid kelenn ar re all ivez, kentoh eged deg mil e yezou. 20 Breudeur, na vezit ket bugale e-keñver ar skiant vad. E-keñver an droug ya, bezit bugaligou, med ekeñver ar skiant vad, bezit tud vraz. 21 Skrivet eo el Lezenn : komz a rin d’ar bobl-mañ dre dud a yez estren hag evel-se zoken n’am zelaouint ket, eme an Aotrou. 22 Evel-se ar yezou a zo eur zin, n’eo ket evid ar re a gred, med evid ar re ne gredont ket ; e-leh ar brofediez a zo eur zin n’eo ket evid ar re ne gredont ket, med evid ar re a gred.

23 Ma teufe, lakom, en eun ilizad tud bodet, an oll da gomz e yezou, ar re ne reont nemed selaou, pe an dud difeiz a zeufe da antreal, daoust he ne gredfe ket dezo ho-pefe kollet ho skiant-vad. 24 Er hontrol, ma teuont oll da brofedi, an den difeiz pe an den ne ra nemed selaou hag a zeu da an treal en em gav tamallet gand an oll, barnet gand an oll ; 25 sekrejou e galon a zo dizoloet ; en em deurel a raio, e benn d’an douar, azeuli Doue ha diskleria ema Doue e gwirionez en ho touez.

26 Petra ’ta da ober neuze, breudeur ? Pa vez bodadenn ganeoh, peb hini ahanoh a hell kana eur hantik, rei da houzoud eur gelennadurez pe eun diskuliadur, komz e yezou pe rei diskleriadur ; ra vo greet peb tra evid diorroadur an oll. 27 Pa vez komzet e yezou, ra vo greet gand daou zen, gand tri d’an hirra, ha peb hini d’e dro, hag unan bennag da ziskleria. 28 Ma n’eus den da ziskleria, ra jomo sioul ar breur er vodadenn, dezañ da gomz outañ e-unan hag ouz Doue. 29 Pa vez profedet, ra gomzo daou pe dri, d’ar re all lavared o zoñ. 30 Ma teu eun diskuliadur da unan pe unan euz ar zelaouerien, ra baouezo an hini a zo o komz. 31 Profedi a hellit oll, en eil goude egile, evid ma vo kenteliet an oll ha starteet en o menoz. 32 Ar profed a zo mestr war ar spered a brofediez a zo ennañ, 33 rag Doue n’eo ket eun Doue a zizurz med eun Doue a beoh.

34 Evel ma vez greet e oll ilizou ar zent, ra davo ar merhed en ilizou, rag n’o·deus ket aotre da gomz, dezo chom en o flas, evel ma lavar al Lezenn. 35 M’o-devez c’hoant da veza kenteliet war dra-pe-dra, n’o-deus nemed goulenn ouz o gwaz er gêr ; n’eo ket deread d’eur vaouez komz en eur vodadenn. 36 Daoust hag euz ho ti eo bet savet komz Doue ? Daoust ha n’eus nemedoh hag ho-pefe he resevet ? 37 Ma ’zeus unan bennag hag a gred dezañ beza profed pe beza resevet eun donezon speredel bennag, dezañ anzav eo ar pez a skrivan deoh eur gourhemenn a-berz an Aotrou. 38 Ma ’zeus unan bennag ha n’henn anzav ket, hennez e-unan n’eo ket anavezet gand Doue. 39 Evel-se, breudeur, klaskit kaoud an donezon a brofediez ; ha na virit ket e vefe komzet e yesou. 40 Med ra vo greet peb tra deread, hag en urz vad.

Ar Hrist savet a varo da veo

XV. 1 Bremañ am-eus da zisplega deoh an Aviel am-eus prezeget deoh, ho-peus degemeret hag a zalhit dezañ : 2 Dre an Aviel-se e vezoh saveteet gand ma viroh anezañ evel m’am-eus e brezeget deoh ; a-hend-all eo en aner ho-pefe kredet. 3 Ar pez am-eus desket deoh araog peb tra hag am-eus-me desket va-unan, eo kement-man : ar Hrist a zo maro evid or pehejou, evel ma oa lavaret er Skrituriou, 4 lakeet eo bet er bez, ha d’an trede deiz eo adsavet da veo evel ma oa lavaret ivez er Skrituriou ; 5 en em ziskouezet e-neus da Bèr ha goude d’an daouzeg ; 6 goudeze eo bet gwelet gand ouspenn pemp kant a vreudeur war-eun- dro, a zo beo c’hoaz an darn vuia anezo, med lod a zo maro. 7 Goudeze eo bet gwelet gand Jakez, ha goude gand an oll ebestel.

8 D’an diweza toud, eo en em ziskouezet din-me evel d’ar paour-kêz kollidig, 9 rag an disterra on euz an ebestel : n’on ket din zoken da veza anvet Abostol, o veza m’am-eus gwallgaset Iliz Doue. 10 Med dre hras Doue ez on ar pez ma ’z on, hag e hras ennon n’eo ket chomet difrouez, pell ahano : muioh egeto oll am-eus lakeet va foan, n’eo ket me eo, a-vad, med gras Doue ganin. 11 Evel-se ’ta, int-i koulz ha me, setu ar pez a brezegen, setu ar pez ho-peus kredet. 12 Ma prezeger eo savet an Aotrou Krist a-douez ar re varo, penaoz e hell lod ahanoh lavared n’eus ket a adsav evid ar re varo ? 13 Ma n’eus adsav ebed evid ar re varo, ar Hrist kennebeud n’eo ket adsavet da veo, 14 ha ma n’eo ket adsavet ar Hrist eo goullo or prezegerez ha goullo ivez or feiz. 15 Dond a reom zoken da veza testou faoz e-keñver Doue, peogwir on-eus douget testeni faoz o lavared e-neus Doue adsavet ar Hrist da veo pa n’e-neus ket e adsavet, mar deo gwir n’eus adsav ebed evid ar re varo. 16 Ma ne adsav ket ar re varo, neuze an Aotrou Krist kennebeud n’eo ket adsavet da veo, 17 ha ma n’eo ket adsavet an Aotrou Krist, n’eo diazezet ho feiz war netra, hag emaoh c’hoaz en ho pehejou. 18 Neuze ivez ar re a zo maro en Aotrou Krist a zo kollet. 19 Ha ni, ma ’z eo evid ar vuez-man nemed ken on-eus lakeet on esperañs en Aotrou Krist, ez eo or stad ar reuzeudika a hell beza.

20 Med bremañ, setu ar wirionez : an Aotrou Krist a zo savet a varo da veo, eñ ar henta a-douez an dud tremenet. 21 Evel-se, koulz ha ma oa deuet ar maro dre eun den, dre eun den ivez e teu an adsao da veo. 22 Evel ma varv an oll e Adam, an oll ivez o-do ar vuez er Hrist ; 23 med peb hini en e renk : an Aotrou Krist da genta-penn, goudeze ar re ’vo d’an Aotrou Krist, da geñver e zistro. 24 Da houde e vo echu peb tra, pa lako ar rouantelez etre daouarn Doue an Tad, goude beza diskaret peb domaniez, peb galloud, peb nerz, 25 rag dezan eo ren beteg m’e-no lakeet e oll enebourien dindan e dreid. 26 Hag an diweza enebour da veza diskaret eo ar maro, 27 rag lakeet e-neus peb tra dindan e dreid. Med pa lavaro : « peb tra a zo sujet » sklêr eo, n’ema ket da lakaad er gont an hini e-neus lakeet peb tra d’a zuja dezañ e-unan. 28 Ha goude ma vo bet lakeet peb tra da zuja dezañ, ar mab e-unan a blego d’an hini e-no lakeet peb tra da zuja dezañ, evid ma vo Doue peb tra e kement tra.

29 A-hend-all petra glaskfe ar re a reseo ar vadèziant e leh ar maro ? Ma n’eus adsao ebed evid ar re varo perag neuze beza badezet en o leh ? 30 Ha ni on-unan, perag ez eus riskl evidom dalhmad ? 31 Bemdez e vez riskl a varo evidon, ken gwir ha ma ’z oh evidon, breudeur, eun abeg a lorh e Jezuz Krist or Zalver. 32 Da betra e-nefe servichet din en em ganna ouz al loened e Efez ma vije bet evid kaoud gloar dirag an dud ? Ma n’eus ket evid ar re varo a adsao d’ar vuez : debrom hag evom, rag warhoaz e varvim. 33 N’it ket da fazia : an darempredou fall a vrein an onestiz. 34 Deuit en-dro d’eur vuez eeun hag onest ha na behit mui ; rag lod ahanoh ne anavezont ket Doue, lavared aran ez eo eur vez evidoh.

35 Med lavared e vo : ·penaoz eh adsao ar re varo da veo ? Gand peseurt korv e teuint en-dro ? 36 Diskiant a zen : ar pez a hadez-te ne zeu ket buez ennañ nemed ha mervel a rafe da genta. 37 Hag ar pez a hadez, n’eo ket eur blantenn a dle sevel med eur hreunenn noaz, eur winizenn pe eun dra bennag all. 38 Doue a ro korv dezi evel ma fell dezañ ha da beb hadenn he doare dezi. 39 Kig ebed n’eo ar memez hini gand un an all. Kemm a zo etre hini an dud, hini al loened, hini al laboused, hini ar pesked. 40 Bez ez eus korvou en neñv, ha korvou war an douar ha n’o-deus ket ar memez sked. 41 Kemm a zo etre sked an heol ha sked al loar, pe hini ar stered : kemm a zo zoken etre sked eur steredenn ha sked eur steredenn all.

42 Evel-se ema kont ivez evid adsao ar re varo : hadet evel eun dra tonket da vreina, ar horv a zav a varo divarvel : 43 hadet evel dismegañs, e sav leun a hloar ; hadet evel sempladurez, e sav leun a nerz ; 44 hadet evel korv douarel, e tazorh korv speredel ; ma ’z eus eur horv douarel, ez eus ivez eur horv speredel. 45 An den kenta, Adam, evel ma lavar ar Skritur, a zo bet eur horv roet buez dezañ ; an eil Adam, Jezuz Krist a zo eur spered hag a ro buez. 46 Ar pez a zeu da genta, n’eo ket buez ar. spered, med buez naturel an den, ha goude e teu hini ar spered. 47 An Adam kenta, tennet euz an douar, a zo douar, e-leh an eil a zeu euz an neñv ; 48 par d’an hini douarel, an oll dud ivez a zo douarel, ha par d’an hini deuet euz an neñv, an oll dud ivez a zo an neñv o bro. 49 Setu perag, evel m’on-eus douget ennom poltred an hini douarel, e tleom dond da denna ivez d’an hini deuet euz an neñv. 50 Setu ar pez a zisklerian, breudeur : ar hig hag ar gwad n’hellont ket kaoud da hêrez rouantelez Doue, nag ar pez a zo brein kaoud da hêrez ar pez a jom heb breina.

51 Mond a ran da rei deoh da anaoud eur mister : ne varvim ket oll, med oll e cheñchim doare ; 52 En eun taol-kont, amzer eur wilhadenn, ouz son an drompill ziweza -rag sini a ray an drompill-, ar re varo a zavo da veo divreinuz, ha ni a jeñcho doare, 53 rag, red eo e teufe ar horv breinuz-se da veza divreinuz, hag ar horv marvel-mañ tla veza divarvel, neuze e teuio da wir komzou ar Skritur : an treh a zo deuet a-benn euz ar maro. 55 E peleh, maro, ema da dreh ? e peleh ema da vroud ? 56 Broud ar maro eo ar pehed ha galloud ar pehed eo al Lezenn. 57 Bennoz da Zoue a ro deom an treh dre an Aotrou Jezuz Krist. 58 Evel-se, va breudeur ker, bezit stard, divrall, kit a tao war well, ne vo ket ho poan didalvoud en Aotrou.

Ar gest evid Iliz Jeruzalem

XVI. 1 E keñver ar gest greet evid ar zent, c’hwi a viro, c’hwi ivez, ar gourhemennou am-eus roet da Ilizou Galasia. 2 D’an deiz kenta a beb sizun, peb hini a lakaio a-gostez en e di ar pez e-no gellet espern, evel-se ne vo ket gortozet e vefen distro evid ober ar gest. 3 Pa vezin degouezet, e kasin, gand liziri euz va ferz, ar re ho-po dibabet da gas ho tonezonou da Jeruzalem. 4 Mar deo deread ez afen me va-unan, e raint hent ganin.

5 Mond a rin davedoh o tremen dre Vakedonia, rag ne rin nemed treuzi ; 6 du-ze e chomin ganeoh eur pennad, marteze zoken a-hed ar goañv, evid ma teufeh d’am zikour da vond pelloh, da gendelher gand va hent ; 7 rag er wech-mañ ne fell ket din ho kweled netra nemed en eur dremen dre ho kêr, fiziañs am-eus da jom ganeoh eur pennad amzer, mar deo bolontez Doue. 8 Med e Efez e chomin beteg ar Pantekost, 9 rag eun nor a zo digor braz d’am labour ha niveruz eo an enebourien. 10 Ma teu Timote, lakit evez ma vo dienkrez en ho touez, rag eveldon-va-unan e labour e servich an Aotrou. 11 Arabad eo da zen eta kaoud dismegañs evitañ ; grit gantañ ar pez a zo red evid ma hello dond en-dro beteg ennon, rag gortoz a reom anezañ, ar vreudeur ha me. 12 Evid ar pez a zell ouz Apollos, or breur, e aliet am-eus stard da vond davedoh gand ar vreudeur, med ne fell ket dezañ, a briz ebed, mond bremañ, mond a raio p’enezo tro vad.

13 Bezit war evez, bezit stard er feiz, bezit gwazed, bezit nerzuz. 14 Grit peb tra gand karantez. 15 Eun dra all a gemennan deoh, breudeur : gouzoud a rit eo Stefan as hag e famill ar re a zo deuet da genta d’ar feiz e bro Akaia, o-deus en em lakeet e servich ar zent. 16 Bezit eta leun a zoujañs evid tud ken kaloneg hag evid kement hini a gemer lod en o labour hag en o foan. 17 Eüruz on e vefe ganin Stefanas, Fortunatoz hag Akaikoz, dalhet o-deus em hichenn ho plas- ’hwi, 18 frealzet o-deus va spered hag hoh hini, deoh eta prizoud seurt tud. 19 O saludi a ra Ilizou Azia. O gwella gourhemennou a gas deoh, en Aotrou, Akuilas ha Priska hag ivez an Iliz en em vod en o zi. 20 O saludi a ra an oll vreudeur ; en em zaludit gand eur pok santel. 21 Ar zalud-mañ a zeu euz va dom-me, Paol. 22 Ma ’z eus unan bennag ha ne gar ket an Aotrou, ra vo milliget ! Marana tha. 23 Gras an Aotrou Jezuz ra vo ganeoh. 24 Ho kared a ran, c’hwi oll e Jezuz Krist.

Paol e-noa bet kelou a gement-se hag a felle dezañ merka ar pez a zo da gredi hag an doareou-buez a zo da ren.