Lizer da Filemon

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

Pennad-kinnig

Ar sklav Onesim a zo tehet kuit euz ti e vestr Filemon. Degemeret eo bet gand Paol. Hemañ e-neus degaset anezañ d’ar feiz evel m’e-noa greet dija evid Filemon e-unan. Ha setu ma skriv al lizer-mañ, evid goulenn digand Filemon kaoud ar vadelez da zegemer Onesim, n’eo ket avad evel sklav, med evel eur breur hag e lavar dezañ, diwar hanter-her, rei e frankiz da Onesim.

Lizer da Filemon

1 Paol, prizoniad Jezuz Krist, hag ar breur Timote, da Filemon, or henlabourer karet, 2 da Apia or c’hoar, da Arkip or henstourmer, ha d’an Iliz en em vod en da di, 3 deoh gras ha peoh a-berz Doue on Tad hag a-berz Jezuz Krist an Aotrou.

4 Trugarekaad a ran va Doue oh ober dalhmad ano ahanout em fedennou ; 5 rag kleved a ran ano euz da garantez hag euz da feiz e-keñver an Aotrou Jezuz, hag e-keñver an oll zent. 6 Evel-se e vo frouezuz ar perz a gemerez er feiz, o tiskouez kement a hellom ober evid an Aotrou Krist. 7 Rag, kalz levenez ha frealzidigez am-eus bet ablamour d’az karantez, rag frealzet eo bet kalon ar zent drezout-te, breur. 8 Setu perag, goude kaoud er Hrist hardisegez da hourhemen dit da zever, 9 eo kentoh dre garantez e ran eur goulenn ouzit : ya, me Paol, hag a zo koz, ha bremañ ivez prizoniad Jezuz Krist, 10 a asped ahanout, evid va mab Onezim, an hini am-eus ganet er prizon. 11 Didalvez eo bet evidout gwechall ha talvoudeg bremañ evidout-te hag evidon-me, 12 kas a ran anezañ dit endro, eñ hag a zo evel va halon va-unan. 13 A galon vad am-bije dalhet anezañ ganin evid va zervicha en da blas, er prizon m’e-maon ablamour d’an Aviel.

14 Med, n’eo ket fellet din ober netra heb da asant evid n’e-nefe ket ar madober-se tres eun dra greet ganit dre red, med unan greet a galon vad. 15 Onezim marteze n’eo ket eet kuit diouzit evid eun nebeud amzer, nemed evid beza rentet dit da viken, 16 n’eo ket evel eur sklav, med evel kalz gwelloh eged eur sklav, evel eur breur karet meurbed. 17 Ken karet ganin ha na pegement muioh ganit, e-giz den, hag e-giz kristen. Setu eta, evel ma ’z on breur dit er feiz, gra dezañ an degemer az-pije greet din va-unan. 18 Ha m’e-nije greet gaou ouzit e doare pe zoare, mar deo dleour dit euz tra-pe-dra, laka an dra-ze din war va hont. 19 Me, Paol a skriv kement-mañ gand va dorn va-unan, me a baeo. Ha ne zegasan ket dit da zoñj out da-unan dleour em heñver, ha te eo an dle-ze. 20 Ya, breur, gortoz a ran kement-se diouzit, ro d’am halon he frealzidigez en Aotrou Krist. 21 Gand fiziañs en da zentedigez, am-eus skrivet. Goûd a ouzon e ri muioh c’hoaz eged na lavaran. 22 War eun dro, pourchas din lojeiz, rag fiziañz am-eus, gand sikour ho pedennou, da veza rentet deoh. 23 Epafras, prizoniad ganin e Jezuz Krist, ho salud ; 24 hag ive Mark, Aristark, Demaz ha Lukaz va henlabourerien. Gras an Aotrou ra vo ganeoh !