Lizer d’ar Halated

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

GALATED.
Pennad-kinnig

Paol e-noa savet an Iliz e-touez ar Halated, eur boblad Keltiek, annezet en Azia-Izella. Lod kristenien a oa mennet da zistreiñ d’o boazamañchou Juzeo ha da lavared e oa red o heulia, evid beza salvet. A-unan gand an ebestel all ha gand Iliz Jeruzalem, Paol a embann e-neus ar Hrist or frankizet euz al lezenn Juzeo hag eo dre ar feiz ennañ e teu deom an donezon doueel hag ar zilvidigez. Ha neuze, al lezenn Juzeo heh-unan a gemenn dija an urz a zilvidigez dre ar feiz.

Al lizer-mañ a gavom ennañ, e berroh, komzou ar gelennadurez displeget hirroh el lizer d’ar Romaned.

Lizer d’ar Halated

I. 1 Me, Paol, abostol n’eo ket a-berz an dud, na dre zorn eun den, med dre Jezuz Krist ha Doue an Tad e-neus e adsavet a-douez ar re varo, 2 hag ivez an oll vreudeur a zo ganin, da Ilizou Galatia 3 deoh bennoz ha peoh aberz Doue an Tad hag a-berz an Aotrou Jezuz Krist, 4 e-neus en em roet en abeg d’or pehejou evid on diframma euz ar bed-mañ a fallagriez hervez bolontez Doue, eñ hag a zo on Tad. 5 Dezañ ra vo ar hloar da virviken. Amen.

6 Souezet on ho-pefe dilezet ken buan all an hini e-neus ho kalvet, dre hras ar Hrist, evid tremen d’eun aviel all. 7 E gwirionez, ne lavaran ket e vije unan all, n’eus nemed lod tud o taoler trubuill en ho touez hag a fell dezo cheñch Aviel ar Hrist. 8 Med ma teufe unan bennag, ha goude ma vefen me va-unan pe eun êl euz an neñv, da brezeg deoh eun Aviel disheñvel diouz an Aviel on-eus prezeget deoh, ra vo milliget !

9 Henn lavaret on-eus dija ha bremañ henn lavaran adarre : ma teu unan bennag da brezeg deoh eun aviel disheñvel diouz an hini ho-peus resevet, ra vo milliget ! 10 Daoust ha beza deuet mad d’an dud eo a glaskan bremañ, pe beza deuet mad da Zoue ? Daoust ha plijoud d’an dud eo a glaskan ? Ma vefen bremañ c’hoaz o klask plijoud d’an dud, ne vefen ket servicher ar Hrist.

11 Henn diskleria a ran deoh : an Aviel ez on bet o prezeg deoh, n’eo ket bet awenet gand den pe zen. 12 Ha me kennebeud, n’eo ket digand eun den am-eus bet anezañ hag am-eus e zesket, med digand Jezuz Krist deuet d’en em ziskouez din. 13 Klevet ho-peus lavared penaoz e heulien gwechall relijion ar Juzevien, pegen dirollet e oan da ober droug da Iliz Doue ha d’he diskar. 14 Juzeo e oan, ha gwelloh gwella Juzeo e teuen da veza, ha treh e oan war ar poent-se d’ar peb muia euz tud va gouenn en oad ganin, o veza startoh divennour kelennadurez va zadou.

15 Med Doue e-noa va lakeet a gostez araog ma oan ganet, ha va galvet e-neus dre hras e vadelez 16 ha dond a reas an eur ma plijas gantañ diskouez din e Vab, evid ma ’z afen da embann ar helou mad anezañ d’ar poblou payan. 17 Dioustu neuze, heb kemer kuzul digand den, heb pignad zoken da Jeruzalem da gavoud ar re a oa ebestel em raog, ez on eet da vro-Arabia, ha goudeze on deuet en-dro da Zamas. 18 Tri bloaz diwezatoh, ez on pignet da Jeruzalem evid ober anaoudegez gand Pèr hag ez on chomet pemzeg devez gantañ. 19 Hini all ebed euz an ebestel n’am-eus gwelet, nemed Jakez, an hini a oa kar d’ar Zalver. 20 Ar pez a skrivan deoh aze, me henn asur dirag Doue, n’eo ket gaou a lavaran. 21 Goudeze ez on eet diouz kostez ar Siria hag ar Silisia. 22 Med va dremm a oa dianav da Ilizou ar Hrist e bro Judea. 23 N’o-doa greet nemed beza klevet : an hini on heskine gwechall a embann bremañ ar feiz edo o tiskar d’ar mare-se, 24 ha diwar va fenn, e lavarent gloar da Zoue.

II. 1 Goudeze, a-benn pevarzeg bloaz, ez on pignet en-dro da Jeruzalem gand Barnabas, kas a ris ivez Tit ganin. 2 Hogen, goude eun diskuliadur am-boa bet, e oan pignet, ha me displega dezo an Aviel a embannen e-touez ar bayaned ; e zisplega a ris ivez o tivizoud a-gostez gand eun nebeud tud ar muia prizet, gand aon da redeg pe da veza redet en aner. 3 Med Tit e-unan, va hompagnun, eur Gresiañ anezañ, ne oa ket bet redet dezañ beza amdrohet. 4 Ne vije bet nemed ablamour d’ar falz-vreudeur deuet en on touez a-eneb peb gwir, en em zilet evid spia or frankiz, an hini a zeu·deom digand Jezuz Krist, evid ober sklaved ahanom. 5 An dud-se n’on-eus ket-ni pleget dezo, goude ma ne vije bet nemed evid eun nebeudig amzer, evid ma vefe miret gwirionez an Aviel evidoh. 6 Med evid ar pez a zell ouz ar pennadureziou, – ar pez a oant neuze ne vern ket din, « Doue ne zalh ket kont euz ar renkou », – n’o-deus ket goulennet netra muioh diganin. 7 Er hontrol eo, gweled a rejont oa bet fiziet ennon aviela an dud diamdroh evel m’oa bet fiziet e Pèr henn ober d’an dud amdrohet. 8 Rag an hini e-neus greet euz Pèr abostol an dud amdrohet, eo ivez an hini e-neus greet ahanon abostol an dud diamdroh. 9 Neuze, o weled ar hras a oa bet roet din, Jakez, Pèr ha Yann, kemeret gand an oll evel kolonennou, a astennas deom o dorn, din-me ha da Varnabas, e merk an unvaniez evid ma ’z afem-ni daved ar bayaned hag int-i daved an dud amdrohet. 10 Deom-ni avad dond war zikour ar beorien, ar pez om bet aketuz da ober.

11 Med pa zeuas Kefas da Antiokia, am-eus dalhet penn dezañ war eeun, dirag an oll, rag fazia a ree. 12 Rag, araog ma oa deuet lod euz tud Jakez, e kemere e brejou gand ar bayaned ; med goude ma oant degouezet, e stagas d’en em denna kuit hag e chome a-gostez gand aon rag ar re amdrohet. 13 Hag ar Juzevien all a reas eveldañ, ken na oe sachet Barnabas e-unan en o falsentez. 14 Med pa welis ne gerzent ket eeun hervez gwirionez an Aviel, e lavaris da Gefas dirag an oll : ma teuez te hag a zo Juzeo da veva evel ar bayaned, ha n’eo ket evel ar Juzevien, penaoz e helles redia ar bayaned da veva eve! ar Juzevien ?

15 Ni a zo, ni, Juzevien a ouenn ha n’eo ket payaned evel ar beherien-se. 16 Goûd a ouzom koulskoude, ne vez ket justizet an den dre oberou al Lezenn, med dre ar feiz e Jezuz Krist nemed ken. Ni on-eus kredet, ni ivez e Jezuz Krist, evid beza justizet dre ar feiz en Aotrou Krist, ha n’eo ket dre oberou al Lezenn, ablamour ma ne vo den justizet dre oberou al Lezenn.

17 Med ma ’z om bet kavet peher ni ivez o klask beza justizet er Hrist, daoust hag ar Hrist a vefe ministr ar pehed ? N’eo ket a-dra-zur. 18 Rag ma teuan da zevel en-dro ar pez am-eus diskaret, me va-unan en em laka da veza peher. 19 Rag me, dre al Lezenn eo ez on maro d’al Lezenn evid beva evid Doue. Gand ar Hrist ez on eun den staget ouz ar groaz. 20 Beva a ran, med n’eo ket me a vev, ar Hrist eo a vev ennon. Rag va buez a-vremañ em horv, he beva a ran er feiz e Mab Doue e-neus va haret hag e-neus roet e vuez evidon. 21 Ne lakan ket gras Doue da vez a didalvez, rag ma teuer da dizoud ar justis dre al Lezenn, en aner e vefe eta maro ar Hrist.

III. 1 O Galated diskiant, piou e-neus boemet ahanoh goude m’eo bet lakeet dindan ho taoulagad Jezuz Krist stag ouz ar groaz ? 2 Sklerijennit ahanon netra nemed war ar poent-ma : daoust hag eo en abeg m’ho-peus selaouet kemennadurez ar feiz ? 3 Daoust ha ken diskiant-se e vefeh, c’hwi hag no-peus kemeret da genta hent ar Spered ? Daoust hag e teufe bremañ ar horv d’ho ren d’ar zantelez ? 4 Beza bet kement a hrasou evid netra ! Ha c’hoaz ma vefe bet en aner ! 5 An hini eta a ro deoh ar Spered gand largentez hag a ra burzudou en ho touez, daoust hag henn ober a ra en abeg ma virit al Lezenn pe en abeg ma selaouit kemennadurez ar feiz ?

6 Peogwir e-noa Abraham feiz e Doue, ha ma oa bet kontet kement-se dezañ da justis, 7 intentit mad eta eo an dud a feiz mibien da Abraham. 8 Hag ar Skritur, o houzoud en a-raog eo dre ar feiz e teufe Doue da justiza ar bayaned, e-neus embannet en a-raog ar helou mad da Abraham : « Ennout, emezi, e vo benniget an oll bayaned ». 9 Evel-se eta, an dud a feiz a zo benniget da heul Abraham, an den a feiz. 10 Rag ar re a heuill al Lezenn a gouez oll dindan ar valloz, peogwir eo skrivet : « Malloz da gement hini ne zalh ket da vired kement a zo skrivet e levr al Lezenn. » 11 Ha sklêr eo ne vez justizet den ebed dirag Doue dre al Lezenn peogwir « e vevo dre ar feiz an hini a zo just », 12 hag al Lezenn ne zeu ket diwar ar memez urz evel ar feiz, eviti an neb a viro gourhemennou al Lezenn e-no buez diwarno. 13 Ar Hrist e-neus paeet evid hor frankiza euz malloz al Lezenn, o tond da veza e-unan malloz evidom peogwir eo skrivet : « Milliget ra vezo an hini a zo e-skourr ouz ar c’hoad. » 14 hag an dra-ze evid ma tremenfe beteg ar bayaned bennoz Abraham e Jezuz Krist ha ma resevfem dre ar feiz ar Spered prometet.

15 Breudeur, gwelom boazamañchou an dud : netra nemed eun testamant greet gand eun den hervez ar reiz, n’hell den e derri pe e astenn. 16 Mad, Abraham eo an hini a zo bet greet dezañ ha d’e ziskennadur ar prornesaou. N’euz ket lavaret d’e lignezou, evel ma vefe ano euz meur a hini ; med n’eus ano nemed euz unan hebken ; ha d’e ziskennadur, da lavared eo ar Hrist. 17 Setu aman va zoñj : eun testamant reiz a zo bet savet da genta gand Doue, al Lezenn deuet pevar hant bloaz ha tregont diwezatoh ne dorr ket anezañ, ar pez a rentfe didalvez ar promesaou. 18 Rag mar deo dre al Lezenn eo e teuer da veza heritour, n’eo ket mui diwar ar bromesa. Hogen, dre eur bromesa eo e-neus roet e hras da Abraham.

19 Neuze ’ta, petra ’zeu da ober al Lezenn ? Dond a ra da askoueza evid ma vo diskleriet ar pehejou da hortoz ma teufe an diskennadur ma oa greet evitañ ar bromesa. Embannet eo bet gand an êlez dre zorn eun hanterour. 20 Hogen n’eus ket a hanterour pa vezer an unan ; ha Doue a zo e unan. 21 daoust hag ez afe al Lezenn a-eneb da bromesaou Doue ? Ne da ket avad ! Rag ma vije bet roet eul lezenn galloud dezi da rei buez, neuze eo dre al Lezenn eo e teufe e gwirionez ar justis. 22 Med ar Skritur he-deus lakeet peb tra e dalh ar pehed evid ma vefe sevenet ar bromesa d’ar re a gredfe dre ar feiz e Jezuz Krist.

23 Araog donedigez ar feiz edom e dalh al Lezenn da hortoz ar feiz a dlee beza diskuliet ; 24 evel-se eta eo bet al Lezenn or gward da hortoz ar Hrist evid ma vefem justizet dre or feiz. 25 Med, eur wech deuet ar feiz, n’om mui sujet d’ar gward-se ; 26 rag dre ar feiz ez oh oll bugale da Zoue e Jezuz Krist. 27 Ya, c’hwi oll a zo bet badezet e Jezuz Krist a zo warnoh dremm an Aotrou Jezuz Krist. 28 N’eus mui ano euz Juzeo na payan, euz sklav na den libr, euz gwaz na maouez, peogwir n’hoh nemed unan, c’hwi oll, er Zalver Jezuz. 29 Ha ma ’z oh d’or Zalver, ez oh eta bugale Abraham, heritourien hervez ar bromesa.

IV. 1 Setu eta va zoñj : e-keit ha m’eo krouadur an heritour n’eus kemm ebed etrezañ hag eur sklav, eñ hag a zo mestr war beb tra ; 2 sujet eo koulskoude da warded ha da gulatored. 3 Ha ni, en heveleb doaré : pa oam bugale e oam sujet da c’hoariou ar bed, sklav e oam. 4 P’e-neus greet an amzer e hent, Doue e-neus kaset e Vab ganet gand eur vaouez ha sujet d’al Lezenn, 5 evid paea frankiza an dud a oa sujet d’al Lezenn, ha ma vefe roet deom beza bugale perhennet da Zoue. 6 Mibien ez oh a-dra-zur ; Doue e-neus digaset en ho kalonou Spered e Vab a zo o krial : « Abba ! Tad ! ». 7 N’out ket mui eta sklav, med mab dezañ ez out ivez lodeg hag hêrez dre hras Doue.

8 Gwechall pa ne anavezeh ket Doue e oah sujet da zoueed ha n’int ket doueed e gwirionez, 9 med bremañ, pa anavezit Doue, pe gentoh pa ’z oh anavezet gantañ, penaoz e hellit distrei en-dro da stuziou gwan ha paour gand ar c’hoant da zuja dezo en-dro. 10 Mirout a rit gand aked an deiziou, ar miziou, mareou ar bloaveziou. 11 Aon a rit din, am-befe en aner kemeret poan ganeoh.

12 Renit ho puez eveldon, peogwir ez on deuet da veza evel unan ahanoh, me ho ped. N’ho-peus greet gaou ebed ouzin. 13 Her gouzoud mad a rit : eur hleñved eo e-neus roet tro din da brezeg deoh, evid ar wech kenta, ar helou mad. 14 Ha daoust d’an digonfort ma oa evidoh stad va horv, n’ho-peus ket diskouezet din na dispriz, na euz. Er hontrol eo, va degemeret ho-peus evel eun êl da Zoue, evel Jezuz Krist. 15 E peleh ema ho joa a neuze, rag an testeni-mañ a roan deoh, m’ho- pe fe gellet ho pefe tennet ho taoulagad euz ho penn evid o rei din. 16 Ha bremañ, daoust ha deuet e vijen hoh enebour en a beg ma lavaran deoh ar wirionez ? 17 An hast a vez greet ouzoh n’eo ket eeun, n’o-deus ken c’hoant nemed distaga ahanoh diouzin evid ma teufent int-i o-unan da gaoud o mignoniez. 18 Ar pez a zo brao eo gweled e vez greet hast ouzor, eun hast a youl vad, ha n’eo ket hebken p’edon en ho touez. 19 Va bugaligou, c’hwi hag a hanan en-dro er boan beteg ma vo stummet ennoh ar Hrist, 20 o, me garfe beza er mare-mañ en ho kichenn evid kavoud an doare a zere, rag n’ouzon ket kaer penaoz en em denna ganeoh.

21 Lavarit din, c’hwi hag a fell deoh suja d’al Lezenn, ha ne glevit c’hwi ket petra a lavar al Lezenn-se ? 22 Rag skrivet eo e-noa Abraham daou vab, unan euz eur sklavez hag unan euz eur vaouez frank. 23 Med mab ar sklavez a oa ganet hervez ar horv, hag hini ar wreg frank, diwar ar bromesa. 24 Eur skeudenn eo on-eus aze : an diou vaouez-se a zo daou emgleo : unan, an hini a zeu euz menez Sinaï, a han evid ar sklavelez, Agar an hini eo… 25 Rag en Arabia ema ar menez Sinaï, hag Agar a zo eur skeudenn euz ar Jeruzalem a vremañ, peogwir eo sklavez hag he bugale ganti. 26 Med ar Jeruzalem euz an neh a zo frank, hag hi eo or mamm. 27 Rag skrivet eo : « Bez laouen, maouez gaonah, te ha ne hanez ket ; tarz a levenez, te ha ne houzañvas ket ar gwentlou, rag niverusoh e vo bugale an hini dilezet eged an hini e-deus pried. » 28 Ha c’hwi, breudeur, evel Izaag, c’hwi a zo bugale ar bromesa. 29 Rag evel ma veze heskinet neuze an hini ganet hervez ar spered gand ar hrouadur ganet hervez ar horv, evel-se ema kont hirio c’hoaz. 30 Ahanta ! Petra lavar ar Skritur ? – Kas kuit ar sklavez hag he mab, rag ne dle ket mab eur sklavez beza heritour gand mab ar vaouez frank. 31 Evel-se eta, breudeur, n’om ket bugale eur sklavez, med re eur vaouez frank.

V. 1 Evid ober ahanom tud libr, e-neus or Zalver or frankizet ; dalhit mad eta ha diwallit da gemered en-dro chadennou ar sklaverez. 2 Me, Paol a lavar deoh : ma lakit hoh amdroha, ne dalvezo mui ar Hrist deoh da netra. 3 Testenia a ran adarre da gement hini a laka e amdroha : mired a rank al Lezenn penn da benn. 4 En em zistaget oh diouz ar Hrist, ma lakit ho justis el Lezenn ; n’emaoh mui en e hras. 5 Ni avad, eo dre ar Spered euz ar feiz eo e hortozom stard e-teufe da wir ar pez a ra deom esper ar justizadeg. 6 Rag evid an hini a zo e Jezuz Krist, nag an amdroh, nag an diam-droh n’o-deus talvoudegez, med ar feiz oh oberia dre ar garantez. 7 Redeg mad a reeh ; piou, o stanka an hent ouzoh, a vir ouzoh da veza sachet gand ar wirionez ? 8 Eur seurt levezon ne zeu ket a-berz an hini e-neus ho kalvet. 9 Eun tammig goell, hag an toaz a-bez a zeu da hoi. 10 Evidon-me am-eus fiziañs en Aotrou evid ar pez a zell ouzoh-c’hwi ; ne jeñchoh ket soñj. An neb avad a laka trubuill da zevel en ho touez a vo kastizet a gement-se, piou bennag e vefe : 11 Evidon-me breud-eur, ma prezegan c’hoaz an amdroh, perag e vezan neuze heskinet. Neuze eo echu gand droukskoill ar groaz. 12 Ha perag ne ’z afent ket beteg en em spaza ar re a had dizurz en ho touez ?

13 C’hwi, breudeur, a zo bet galvet d’ar frankiz, med arabad e ve ar frankiz-se eun digarez deoh da heulia youlou fall an natur ; bezit kentoh dre ar garantez, servicherien an eil d’egile. 14 Al Lezenn penn da benn a gaver dastumet en eur gourhemenn hebken : « Karet a ri da nesa eveldout da-unan. » 15 Ma ne rit nemed en em gia hag en em zebri kenetrezoh, diwallit na zeufeh d’en em zistruja an eil egile.

16 Henn lavared a ran : lezit ar Spered Santel da ren ahanoh, ha neuze ne blegoh ket da youlou fall ho natur. 17 Rag c’hoantegeziou fall an natur ha c’hoantegeziou ar Spered a vez an eil a-eneb egile, beteg mired ouzoh da ober ar pez a garfeh. 18 Med ma lakit Spered Doue da ren ho puez n’hoh mui sujet d’al Lezenn. 19 Anad eo d’an oll petra eo oberou ar horv : ribodèrèz, loustoni, dirollèrèz, 20 idolatriez, sorsèrêz, kasoni, disunvaniez, gwarizi, buanegez, kevezèrêz, disemgleo, disrannèrèz, 21 drougrañs (avi), mezventi, lontegez, ha pehejou all evel-se ; ar re a ra seurt pehejou, henn lavared a ran deoh evel m’am-eus greet dija, n’o-devo ket lod e rouantelez Doue. 22 Ha bremañ setu amañ frouez ar Spered : karantez, levenez, peoh, pasianted, hegarated, madelez, feiz, 23 dousder, reizder ar vuez ; a-eneb d’an oberou-se n’eus lezenn ebed. 24 Ar re a zo d’ar Hrist o-deus eta staget ouz ar groaz o horv gand e youlou fall hag e c’hoantegeziou. 25 Ma vevom dre ar Spered, bevom ive poülzet gand ar Spered. 26 Na glaskom ket beza gwelet ; kenetrezom, netra dicheg ha tamm avi ebed.

VI. 1 Breudeur, ma teu gand unan bennag beza paket en eur faot bennag, deoh-c’hwi eo, tud speredel, repren anezañ gand douster a spered ; taol evez, te da-unan ha n’hellez-te ket beza tentet ivez ? 2 En em zikourit da zougen ho sammou, an eil egile : mirit evel-se Lezenn ar Hrist. 3 Rag ma kred da unan bennag beza eun den euz an dibab pa n’eo netra, e fazi warnañ e-unan. 4 Ra gompreno peb hini er pez a ra e vuez e-unan ; ma kav aze leh d’en em veuli, ennañ e -unan eo e vezo, ha n’eo ket oh en em lakaad e-skoaz gand un an all, 5 rag e garg e-unan eo e-nevo peb hini da zougen.

6 D’an hini e vez kelennet ar Gomz dezañ, rei eul lodenn euz e vadou d’an hini a gelenn anezañ. 7 N’it ket da fazia, ne lez ket Doue ober goap anezañ, rag eosti a ray an den ar pez e-no hadet ; 8 an hini a had evid ar horv a eosto frouez ar horv : ar vreinadurez ; an hini a had evid ar Spered a eosto frouez ar Spered : ar vuez peurbaduz. 9 Greom ar mad heb skuiza ganti, rag d’ar mare merket, e vo evidom mare an eost, ma talhom mad. 10 Neuze ’ta, e-keit ha m’on-eus amzer, poaniom evid mad an oll dreist oll e keñver ar re a zo tost deom er feiz.

11 Gwelit pebez lizerennou gand va dorn va-unan eo e skrivan deoh ! 12 Ar re a glak ho redia da veza amdrohet ne viront ket al Lezenn. Felloud a ra dezo avad e vefeh amdrohet evid kaoud, en ho korv, peadra da denna gloar. 14 Evidon-me, nann, ne glaskan tenna gloar euz netra all nemed euz kroaz an Aotrou Jezuz Krist, rag drezañ eo bet staget ar bed ouz ar groaz evidon ha me evid ar bed. 15 Rag an amdroh n’eo netra, nag an diamdroh ; ar pez a gont eo beza eur grouadelez nevez. 16 D’ar re a heulio ar reolenn-se (a vuez) peoh ha trugarez hag ivez da Israel Doue. 17 Ha bremañ, arabad eo da zen rei trubuill din, rag dougen a ran em horv merkou Jezuz. 18 Breudeur, ra vezo gras an Aotrou Jezuz Krist gand ho spered !