Accueil  -  Gouel an Dreinded ha naved sizunvez war ar bloaz

Gouel an Dreinded ha naved sizunvez war ar bloaz

Euz an 30 a viz Mae d’ar 5 a viz Mezeven 2021

Gouel an Dreinded

Mz 28, 16-20 (B)

16 Mond a reas an unneg diskib da Vro-Halilea, beteg ar menez merket dezo gand Jezuz.

17 O weled anezañ, e stoujont dirazañ ; med lod anezo a jomas diskrédig. 18 Tostaad a reas Jezuz outo, hag e lavaras dezo :

— « Roet eo bet din pep galloud en neñv ha war an douar. 19 Kit eta ! An oll boblou, grit anezo diskibien din : roit dezo ar vadeziant, en ano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. 20 Deskit dezo mired kement am-eus gourhemennet deoh. Ha setu m’emaon-me ganeoh a-héd an oll zeveziou beteg fin ar béd ».

Lun 31 a viz Mae
Gweladenn ar Werhez
(Gouel Mari e ti Elizabed)

Lk 1, 39-56

39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.

40 Mond a reas e-barz ti Zakarïaz, ha saludi Elizabed.

41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :

— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag, kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».

46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :

— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 abalamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.

« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.

50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.

51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.

52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.

53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.

54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».

56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.

Meurz 1 a viz Mezeven
Sant Ronan, lean hag eskob
Memor e Eskopti Kemper

Mk 10, 17-22, 28-30

17 Pa oa Jezuz o vond en hent, e tiredas eun dén evid dond d’e gaoud, hag o penndaoulina dirazañ, e houlennas outañ :

— « Mestr mad, petra a rañkan ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz da hêrez ? »

18 Lavared a reas dezañ :

— « Perag e lavarez ez on mad ? Dén e-béd n’eo mad, nemed Doue hepkén ! 19 Anaoud a rez ar gourhemennou : Ne lazi ket, ne ri ket avoultriez, ne laeri ket, ne lavari ket falz-testeni, ne ri gaou ouz dén ; da dad, da vamm a enori.

20 Respont a reas an dén dezañ :

— « Mestr, kement-se am-eus miret abaoe va yaouankiz ».

21 Para a reas Jezuz neuze, e zaoulagad warnañ, ha kared anezañ. Lavared a reas dezañ :

— « Eun dra hepkén a vañk dit c’hoaz : kee, gwerz da oll vadou, ro anezo d’ar re baour, hag ez-po eun teñzor en Neñv. Ha neuze, deus d’am heul ».

22 Med o kleved kement-se, e teuas e benn da veza teñval, hag ez eas kuit, glaharet e galon, rag braz e oa e beadra.

28 Staga a reas Pèr da lavared da Jezuz :

— « Ahanta ! Dilezet on-eus-ni pep tra, hag on-eus heuliet ahanout ».

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez e lavaran deoh : n’eus dén e-béd, kuiteet gantañ eun ti, breudeur, c’hoarezed, tad, mamm, bugale, pe barkeier, abalamour din ha d’ar Helou Mad, 30 ha ne resevo ket kant kwech muioh dija er béd-mañ : tiez, breudeur, c’hoarezed, mamm, bugale, parkeier, gand heskinou ouspenn, hag er béd da zond, ar vuhez peurbaduz ».

Meurz

Mk 12, 13-17

13 Kas a reas ar Veleien-Vraz, ar Skribed hag ar Re Goz lod euz Farizianed ha lod euz tud a-du gand Herodez, da gaoud Jezuz, evid tapoud anezañ war gomz pe gomz. 14 Deuet e oant da lavared dezañ :

— « Mestr, gouzoud a reom ez out eun dén gwirion ; ne rez forz euz dén e-béd, rag ne zellez ket ouz reñk an dud, med kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez. Hag aotre a zo, pe n’eus ket, da baea taillou da Zezar, an impalaer ? Daoust ha paea a rañkom, pe get ? »

15 Med Eñ, anad dezañ o zrubardèrèz, a lavaras dezo :

— « Perag emaoh o klask paka ahanon ? Diskouezit din eur péz-arhant ma welin ! »

16Diskouez a rejont unan dezañ. Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Euz piou eo ar skeudenn hag al lizerennou ? »

— « Euz Sezar, emezo ».

17 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Rentit eta, da Zezar kement a zo da Zezar, ha da Zoue kement a zo da Zoue ».

Hag e choment souezet braz diwar e benn.

Merher

Mk 12, 18-27

18 Dond a ra Saduseaned da gaoud Jezuz (lavared a ra ar re-ze n’eus ket a adsao da veo). Hag e rejont ar goulenn-mañ outañ :

19— « Mestr, skrivet e-neus Moizez evidom kement-mañ : ma c’hoarvez da vreur unan bennag mervel en eur laosker e wrég, med heb bugel e-béd avad, e rañko eur breur dezañ dimezi gand an intañvez evid sevel lignez d’e vreur. 20 Bez’ e oa seiz breur. Dimezi a reas ar henta hag e varvas dishèr. 21 Dimezi a reas an eil breur gand an intañvez hag e varvas hep lezel bugale kennebeud. An trede, kemend-all. 22 Ha ne laoskas, hini e-béd euz ar zeiz breur, bugel ebéd war e lerh. A-benn ar fin, war-lerh an oll, e varvas ive ar wrég. 23 Da vare an adsao, pa adsavint a varo da veo, da behini anezo e vo-hi gwrég, peogwir o-deus bet anezi da wrég o zeiz ».

24 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Daoust ha n’oh ket dihenchet dre ma ne anavezit ket ar Skrituriou na galloud Doue ? 25 Pa adsaver a varo da veo, ne gemerer na gwrég na gwaz, med heñvel e vezer ouz êlez en Neñvou.

26 « Ha diwar-benn adsao ar re varo da veo, ha n’ho-peus ket lennet e leor Moizez, e pennad ar « bod-spern entanet », penaoz e-neus lavaret Doue dezañ : « Bez’ ez on-me Doue Abraham, Doue Izaag, Doue Jakob ? » 27 N’eo ket Eñ Doue an dud varo, med Doue ar re veo. Dihenchet oh a-grenn ».

Yaou

Mk 12, 28b-34

28 Tostaad a reas eur skrib ouz Jezuz, hag e houlennas outañ :

— « Pehini eo ar henta euz an oll hourhemennou ? »

29 Respont a reas Jezuz :

— « An hini kenta eo : Selaou Izrael, an Aotrou on Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetañ. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.

31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout-te da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».

32 Neuze, e lavaras ar skrib dezañ :

— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar péz az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 33 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered, ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».

34 O weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, e lavaras Jezuz dezañ :

— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ».

Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.

Gwener

Mk 12,35-37

35 Pa oa Jezuz o kelenn en Templ, e lavare :

— « Penaoz e hell ar Skribed lavared ez eo ar Hrist mab da Zavid ? 36 David e-unan, sklêrijennet gand ar Spered-Santel, e-neus lavaret :

« Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou :
« Azez en tu dehou din,
« beteg m’am-bo greet euz da enebourien
« eur skabell dindan da dreid ».

37 « Bez’ e ra David e-unan Aotrou anezañ : penaoz neuze ez eo Mab dezañ ? »

Hag e oa an dud, stank anezo, o selaou Jezuz gand plijadur.

Sadorn

Mk 12, 38-44

38 En e gelennadurez, e lavaras Jezuz :

— « Taolit evez ouz ar Skribed : plijoud a ra dezo mond ha dond, gwisket gand saeou hir, ha beza saludet war ar plasennou, 39 mond da azeza war ar hadoriou kenta er zinagogennou, ha kaoud ar reñkou kenta er hoaniou. 40 Debri a reont madou an intañvezed, ha war zigarez e reont pedennou hir. Seul rustoh e vo evito ar varnedigez ».

41 Azezet dirag kéf ar provou, e selle Jezuz penaoz e taole an dud péziou mouneiz e-barz, ha kalz a re binvidig a daole e-leiz.

42 Dond a reas eun intañvez paour o lakaad daou bézig. 43 Gervel a reas Jezuz e ziskibien d’e gaoud, hag e lavaras dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh, lakeet he-deus an intañvez paour-mañ er héf muioh eged an oll dud all. 44 Lakeet o-deus ar re-mañ euz ar péz o-doa da zioueri, med hi he-deus kemeret war he diénéz, ha roet kemend a oa dezi, kemend a jome ganti da veva ».