Accueil  -  Gouel ar Pantekost ha eizved sizunvez war ar bloaz (B)

Gouel ar Pantekost ha eizved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 23 d’an 29 a viz Mae 2021

Gouel ar Pantekost

Yn 15, 26-27 ; 16, 12-15 (B)

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

26 « Pa zeuio ar Skoazeller a gasin-me deoh a-berz va Zad, Spered ar Wirionez a zeu euz an Tad, Eñ a roio testeni diwar va fenn. 27 Ha c’hwi ive, a roio testeni din, abalamour m’emaoh ganin abaoe ar penn kenta.

12 « Kalz a draou am-eus c’hoaz da lavared deoh, med n’oh ket evid dougenn anezo bremañ. 13 Pa zeuio ar Spered a Wirionez, e viot renet gantañ er wirionez penn-da-benn, rag ar péz a lavaro ne zeuio ket anezañ, med ar péz e-nevo klevet e vo lavaret deoh gantañ ; hag ar péz a zo da zond a vo ziskleriet deoh gantañ. 14 Gloar a roio din, rag kemer a raio euz ar péz a zo din, evid diskleria anezañ deoh. 15 Kement a zo e kerz an Tad a zo din-me ; setu perag em-eus lavaret deoh e tigemero ar Spered euz ar péz a zo din evid diskleria anezañ deoh ».

Lun goude Pantekost
Memor ar Werhez Glorius Vari, Mamm an Iliz

Yn 19,25-34

25 En amzer-ze, e kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwrég Kleofaz, ha Mari-Madalen.

26 O weled e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz dezi :

— « Maouez, setu amañ da vab ».

27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :

— « Setu amañ da vamm ».

Hag diwar an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.

28 Goude-ze, o houzoud e oa kaset peb tra da benn, hag evid ma teufe da wir ar Skritur, e lavaras Jezuz :

— « Sehed am-eus ».

29 Bez’ e oa eno eur pod leun a winègr. Lakeet e oe e penn eur gorzenn hizop eun tamm spoue, karget a winègr, ha tosteet ouz genou Jezuz. 30 Kemeret gantañ ar gwinègr, e lavaras Jezuz :

— « Peurhreet eo pép tra ».

Hag o soubla e benn, e roas ar spered.

31 Bez’ e oa derhent ar Pask (da lavared eo : ar gwener). Arabad neuze e chomfe ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat, hag e oa ar zabat-se unan braz. Rag-se e houlennas ar Juzevien digand Pilat ma vefe torret dezo o diwesker, ha ma vefent lammet kuit.

32 Mond a reas ar zoudarded da derri o diwesker d’an hini kenta ha goude-ze d’an eil, euz an daou a oa bet staget ouz ar groaz war eun dro gand Jezuz. 33 Digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne oe ket torret e ziwesker dezañ, 34 med toulla a reas unan euz ar zoudarded e gostez da Jezuz, gand e hoaf ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.

Meurz

Mk 10, 28-31

28 Staga a reas Pèr da lavared da Jezuz :

— « Ahanta ! Dilizet on-eus-ni pep tra, hag on-eus heuliet ahanout ».

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez e lavaran deoh : n’eus dén e-béd, kuiteet gantañ eun ti, breudeur, c’hoarezed, tad, mamm, bugale, pe barkeier, abalamour din ha d’ar Helou Mad, 30 ha ne resevo ket kant kwech muioh dija er béd-mañ : tiez, breudeur, c’hoarezed, mamm, bugale, parkeier, gand heskinou ouspenn, hag er béd da zond, ar vuhez peurbaduz ».

31 « Kalz euz ar re genta a vo da ziweza, hag ar re ziweza a vo da genta ».

Merher

Mk 10, 32-45

32 Bez’ e oa an diskibien en hent evid mond da Jeruzalem. E penn kenta, e kerze Jezuz, ha war e lerh e ziskibien a oa souezet, hag e heulient anezañ gand aon.

Kemer a reas an Daouzeg gantañ adarre, hag e stagas da lavared dezo ar péz a oa da c’hoarvezoud gantañ :

33— « Setu m’emaom o vond da Jeruzalem. Lakeet e vo mab an Dén etre daouarn ar Veleien-Vraz hag ar Skribed. Kondaonet e vo d’ar maro ganto, ha lakeet etre daouarn ar bayaned. 34 Ober a raint goap outañ, tufa outañ, skourjeza anezañ ha lazet e vo ganto ; ha tri devez goude, e savo a varo da veo ».

35 Tostaad a ra Jakez ha Yann, paotred Zebede, ouz Jezuz, o lavared dezañ :

— « Mestr, c’hoant on-befe e rafes evidom ar péz emaom o vond da houlenn ouzit »

36 Respont a reas dezo :

— « Petra ho-peus c’hoant e rafen evidoh ? »

37— « Gra, emezo, ma vezim lakeet da azeza, unan en tu dehou, egile en tu kleiz dit, en da hloar ».

38 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « N’ouzoh ket petra emaoh o houlenn. Ha gouest oh da eva ar haliriad ez an da eva, ha da reseo ar vadeziant am-eus da gaoud ? ».

39 – « Ya, emezo, gouest om ! »

Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Ar haliriad ez an da eva, a vo evet ganeoh, hag ar vadeziant am-eus da gaoud e vezot badezet enni. 40 Evid beza azezet en tu dehou pe en tu kleiz din, n’eo ket din rei kement-se. Roet e vo ar plasou-ze d’ar re int bet kempennet evito ».

41 O kleved kement-se, ez eas an dég all droug enno a-eneb Jakez ha Yann. 42 Gervel a reas Jezuz anezo, ha lavared dezo :

— « Gouzoud a ouezoh : ar re a vez sellet outo evel renerien ar poblou payan a ra o mistri warno hag e lak ar pennou-braz-se o galloud da boueza warno. 43 Ganeoh-c’hwi ne vo ket kont evel-se. An hini ahanoh a glask beza braz en ho touez, a vo ho servicher deoh. 44 Hag an hini ahanoh a glask beza ar henta, a vo sklav d’an oll : 45 rag n’eo ket deuet Mab an dén evid beza servichet, med evid servicha, ha rei e vuhez evel dasprén evid e-leiz a dud ».

Yaou

Mk 10, 46-52

46 Deuet e oa Jezuz hag e ziskibien e Jeriko. Ha d’ar mare ma oa Jezuz o vond kuit euz Jeriko gand e ziskibien hag e-leiz a dud ganto, e oa eun dén dall, Bartime, mab Time, azezet, war bord an hent, o houlenn aluzenn.

47 O veza klevet e oa Jezuz a Nazared o tremen, e stagas da youhal :

— « Jezuz, Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »

48 Gourdrouzet e veze gand kalz a dud evid lakaad anezañ da jom peoh. Med youhal a ree gwasoh-gwaz :

— « Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »

49 Chomet a-zav, e lavaras Jezuz :

— « Galvit anezañ da zond ».

Gervel a reer an dén dall en eur lavared dezañ :

— « Bez fiziañs. Sav ! Galvet out gantañ ».

50 Stlepel a reas an dén dall e vantell, hag en eul lamm ez eas da gaoud Jezuz.

51 Goulenn a reas Jezuz outañ :

— « Petra az-peus c’hoant e rafen evidout ? »

— « Rabbouni, emezañ, gra din gweled sklêr ! ».

52 Ha Jezuz dezañ :

— « Kee ! Gand da feiz out bet salvet ».

Raktal, e welas an dén sklêr en-dro, hag ez ee da heul Jezuz war an hent.

Gwener

Mk 11, 11-25

Goude ma oa deuet Jezuz e Jeruzalem, an dud en-dro dezañ, o veuli Doue a vouez kreñv, ez eas en Templ. 11 Goude beza greet eur zell war bep tra en-dro dezañ, o veza ma oa dija ar zerr-noz, ez eas ahano da Vetani gand an Daouzeg.

12 An deiz war-lerh, pa oant o vond kuit euz Betani, e teuas naon dezañ. 13 O weled euz a bell eur wezenn-fiez, deliou dezi, ez eas da weled ha kavoud a rafe enni eun dra bennag. Med o tostaad outi, ne gavas nemed deliou, rag ne oa ket mare ar fiez. 14 Neuze e lavaras d’ar wezenn-fiez :

— « Biken mui ne zebro dén euz da frouez ! ».

Hag e oa bet klevet gand an diskibien.

15 Digouezoud a rejont e Jeruzalem. Eet en Templ, e stagas Jezuz da gas er-mêz an dud a oa o werza hag ar re a oa o prena el leh-se. Teuler a reas d’an traoñ taoliou an eskemmerien-arhant ha kadoriou ar varhadourien goulmed ; 16 ha ne laoske dén e-béd da dreuzi an Templ sammet gand tra pe dra. 17 Kelenn a ree an dud o lavared :

— « Daoust ha ne lenner ket er Skrituriou : « Anvet e vo va zi : ti ar bedenn evid an oll boblou ? » C’hwi avad ho-peus greet anezañ eun toull laeron ».

18 Dond a reas ar Veleien-Vraz hag ar Skribed da houzoud kement-se, hag e klaskent an tu da gas anezañ d’ar maro, rag aon o-doa razañ, abalamour ma oa an oll dud estlammet gand e gelennadurez. 19 Deuet an abardaez-noz, ez eas Jezuz asamblez gand e ziskibien er-mêz euz kêr.

20 Antronoz vintin, en eur dremen, e weljont ar wezenn-fiez dizehet beteg he gwriziou. 21 Deuet da zoñj dezañ, e lavaras Pèr da Jezuz :

— « Rabbi ! Sell ta ! Seh-korn eo ar wezenn-fiez az-poa milliget ».

22 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ho-pet feiz e Doue. 23 E gwirionez, e lavaran deoh : ma lavar unan bennag d’ar menez-se : « Kerz kuit alese hag en em daol er mor », ma n’eus ket douetans en e galon, ha ma kréd e tigouezo ar péz a lavar, e c’hoarvezo kement-se.

24 « Abalamour da ze, e lavaran deoh : kement-tra a houlennit en ho pedennou, kredit ho-peus bet anezañ, hag e vo roet deoh.

25 « Ha pa vezit en ho-sav o pedi, m’ho-peus tra pe dra a-eneb unan bennag, pardonit dezañ, evid ma pardono deoh ive ho Tad a zo en Neñvou an droug ho-peus greet ».

Sadorn

Mk 11, 27-33

(26)27 En amzer-ze, e teuas Jezuz en-dro asamblez gand e ziskibien da Jeruzalem. E keid ha ma oa Jezuz en Templ o tond hag o vond, e teuas ar Veleien-Vraz, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl d’e gaoud. 28 Goulenn a rejont outañ :

— « Dre beseurt galloud e rez kement-se ? pe neuze : piou e-neus roet dit galloud da ober kement-se ? »

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ne rin nemed eur goulenn ouzoh. Respontit din, hag e lavarin deoh dre beseurt galloud e ran kement-se : 30 badeziant Yann, daoust hag euz an Neñv e teue, pe euz an dud ? Respontit din ».

31 Soñjal a reent enno o-unan : « Ma lavarom euz an Neñv, e responto : Perag ’ta n’ho-peus ket kredet ennañ ? 32 Med daoust hag e hellom lavared : gand an dud eo ez eo bet kaset ? »

Aon o-doa, rag an oll a grede e oa Yann eur profet evid gwir. 33 Neuze e respontont da Jezuz :

— « Ne ouezom ket ! »

Respont a ra Jezuz dezo :

— « Ahanta ! Me, kennebeud, ne lavarin ket deoh dre beseurt galloud e ran kement-se ».