Accueil  -  Gouel ar Zakramant ha degved sizunvez war ar bloaz (B)

Gouel ar Zakramant ha degved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz ar 6 d’an 12 a viz Mezeven 2021

Gouel ar Zakramant

Mk 14, 12-16.22-26 (B)

12 Da zeiz kenta gouel ar Bara-Dihoell, ma veze lazet an Oan-Pask, e houlennas an diskibien outañ :

— « Peleh ez-peus c’hoant ez afem da bourchas kement a zo réd evid ma vo debret ar Pask ganit ? »

13 Kas a reas neuze daou euz e ziskibien, hag e lavaras dezo :

— « It beteg kêr ; en em gaoud a reot gand eun dén o tougen war e benn eur podad dour : 14 it d’e heul, hag e-barz an ti ma ’z aio ennañ, lavarit d’ar perhenn : « Lavared a ra ar Mestr kement-mañ evidout : E peleh ema ar zal ma hellin debri enni ar Pask gand va diskibien ? »

15 « Diskouez a raio deoh eur zal, war an neh, frank ha kempennet. Lakit aze evidom kement a zo réd ».

16 Mond a reas an diskibien kuit, hag ez eont e kêr. Kavoud a rejont pep tra evel ma oa bet lavaret dezo ; neuze e oe pourchaset ganto ar Pask.

22 E-pad ar préd, e kemeras Jezuz bara, hag o veza lavaret ar vennoz, e torras anezañ ha rei anezañ d’e ziskibien, en eur lavared :

— « Kemerit, va Horv eo kement-mañ ».

23 Kemer a reas ive eur haliriad gwin. O veza lavaret ar vennoz, e roas anezañ dezo, hag oll eh evjont anezañ. 24 Hag e lavaras dezo :

— « Va Gwad eo kement-mañ, gwad an Emgleo, skuillet evid e-leiz a dud. 25 E gwirionez, e lavaran deoh, ne evin ket mui euz frouez ar winienn, beteg an deiz ma ’h evin anezañ, nevez, e Rouantèlèz Doue ».

26 Goude beza kanet ar Zalmou, ez ejont da Venez an Olived.

Lun

Mz 5, 1-12

1 O weled kement-se a dud o tond d’e heul, e savas Jezuz ouz tor ar menez ; azeza a reas, hag e tosteas e ziskibien outañ.

2 Neuze, e stagas da gelenn anezo en eur lavared :

3 « Eüruz ar re a zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.

4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag bez’ e vo an douar o lod.

5 « Eüruz ar re a ouel, rag frealzet e vezint.

6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.

7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.

8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag gweled a rin Doue.

9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.

10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv abalamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.

11 « Eüruz oh-c’hwi ma taol an dud dismegañs warnoh, ma reont brezel deoh, ma lavaront e gaou a bep seurt droug a-eneb deoh abalamour din-me.

12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou : evel-se eo, eo bet heskinet ar brofeted a zo deuet en ho-raog.

Meurz

Mz 5, 13-16

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

13 « Bez’ ez oh-c’hwi holen an douar. Med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ en-dro ? N’eo mui mad da netra : taolet e vez er-mêz hag e vez breset gand treid an dud.

14 « Bez’ ez oh-c’hwi sklêrijenn ar béd. Eur gêr savet war gern eur menez ne hell ket beza kuzet.

15 « Ne vez ket enaouet eul lamp evid beza lakeet dindan an armel. Lakeet e vez war eur hantolor hag e skéd neuze da rei sklêrijenn d’an oll re a zo en ti.

16 « Evel-se, ra skedo ho sklêrijenn dirag an dud : neuze, o weled an oberou mad a rit, e rentint gloar d’ho Tad hag a zo en Neñv ».

Merher

Mz 5, 17-19

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

17 — « N’it ket da gredi ez on deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurechui anezo.

18 « Rag e gwirionez e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit diouz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.

19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou-ze, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo lakeet e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuillo anezo hag a zougo ar re all da ober kemend-all, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz Doue.

Yaou

Mz 5, 20-26

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.

21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.

22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.

23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.

25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ha ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.

26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.

Gwener
Gouel-meur Kalon-Zakr Jezuz

Yn 19, 31-37 (B)

31 Bez’ e oa derhent ar Pask (da lavared eo : ar gwener). Arabad neuze e chomfe ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat, hag e oa ar zabat-se unan braz. Rag-se e houlennas ar Juzevien digand Pilat ma vefe torret dezo o diwesker, ha ma vefent lammet kuit.

32 Mond a reas ar zoudarded da derri o diwesker d’an hini kenta ha goude-ze d’an eil, euz an daou a oa bet staget ouz ar groaz war eun dro gand Jezuz. 33 Digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne oe ket torret e ziwesker dezañ, 34 med toulla a reas unan euz ar zoudarded e gostez da Jezuz, gand e hoaf ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.

35 Testeni a ro a gement-se an hini e-neus gwelet, ha gwirion eo e desteni ; hennez a oar e lavar ar wirionez evid ma kredot, c’hwi ive. 36 Rag, c’hoarvezet eo kement-se evid ma teufe da wir ar Skritur : « Askorn e-béd dezañ ne vo torret ». 37 Ha c’hoaz en eul leh all, e lavar ar Skritur : « Selled a raint ouz an hini o-deus treuzet dezañ e gorv ».

Sadorn : Kalon dinamm Mari

Lk 2, 41-51

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ?»

50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.

Mired a ree e vamm kement-se oll en he halon.