Accueil  -  Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Euz ar 30 a viz Here d’ar 5 a viz Du 2022

Kenta sul ha tregont war ar bloaz (C)

Lk 19, 1-10

1 En em gavet e Jeriko, e oa Jezuz o treuzi kêr. 2 Bez’ e oa eno eun dén, Zache e ano, unan euz pennou-braz ar Bublikaned, eun dén pinvidig anezañ. 3 Klask a ree gweled Jezuz, med ne zeue ket a-benn abalamour d’ar stank ma oa an dud, rag bihan e oa a vent.

4 Neuze e redas en a-raog, hag e pignas en eur wezenn zikomor, evid gweled anezañ, rag dre eno e oa da dremen. 5 Pa zigouezas Jezuz war al leh, e savas e zaoulagad, hag e lavaras dezañ :

— « Zache, hast buan diskenn, rag hirio e rañkan mond da loja en da di ».

6 Diskenn a reas buan neuze da zigemer anezañ gand levénez. 7 O weled kement-se, e hrosmole an dud o lavared :

— « Da di eur peher eo eet da loja ».

8 Deuet dirag an Aotrou, e lavaras Zache dezañ :

— « Sell Aotrou, mond a ran da rei an hanter euz va madou d’ar re baour, ha m’am-eus greet gaou ouz unan bennag, e rentin dezañ peder gwech muioh ».

9 Neuze, e lavaras Jezuz dezañ :

— « Hirio eo deuet ar zilvidigez evid an ti-mañ, pa ’z eo hemañ ive eur mab da Abraham. 10 Rag deuet eo Mab an Dén da glask ha da zavetei ar péz a oa eet da goll ».

Lun

Lk 14, 12-14

Eet e oa Jezuz da zebri e ti unan euz pennou-braz ar Farizianed.

12 Lavared a ree d’an hini e-noa pedet anezañ :

— « Pa rez eul lein pe eur goan, arabad dit pedi da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidig, gand aon da veza pedet ganto d’o zro, hag evel-se digollet.

13 « Er hontrol, pa rez lein vraz, péd tud paour, tud vahagnet, tud kamm, tud dall ; 14 eüruz e vezi rag ne hellont ket ober dit kemend-all : digollet e vezi pa zavo an dud just a varo da veo ».

Meurz 1 a viz Du
Gouel-Meur an Oll-Zent

Mz 5, 1-12a (ABC)

1 O weled kement-se a dud o tond d’e heul, e savas Jezuz ouz tor ar menez ; azeza a reas, hag e tosteas e ziskibien outañ.

2 Neuze, e stagas da gelenn anezo en eur lavared :

3 « Eüruz ar re a zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag bez’ e vo an douar o lod.
5 « Eüruz ar re a ouel, rag frealzet e vezint.
6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.
7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.
8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag gweled a rin Doue.
9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.
10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv abalamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
11 « Eüruz oh-c’hwi ma taol an dud dismegañs warnoh, ma reont brezel deoh, ma lavaront e gaou a bep seurt droug a-eneb deoh abalamour din-me.
12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou.

Merher 2 a viz Du
Gouel an Anaon

Yn 6, 37-40

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

37 « Ar re oll bet roet din gand va Zad, a zeuio beteg ennon ; hag an hini a zeu d’am haoud, ne vo ket taolet er-mêz ganin.

38 « Rag diskennet on euz an Neñv, evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an Hini on bet kaset gantañ.

39 « Ha bolontez an Hini on bet kaset gantañ eo : ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo, d’an deiz diweza.

40 Rag bolontez va Zad eo : m’e-nefe ar vuhez peurbaduz ar re oll a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezo a varo da veo d’an deiz diweza ».

Yaou 3 a viz Du
Sant Gwenael, abad.
Memor e Eskopti Kemper

Mz 5, 13-16

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

13 « Bez’ ez oh-c’hwi holen an douar. Med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ en-dro ? N’eo mui mad da netra : taolet e vez er-mêz hag e vez breset gand treid an dud.

14 « Bez’ ez oh-c’hwi sklêrijenn ar béd. Eur gêr savet war gern eur menez ne hell ket beza kuzet.

15 « Ne vez ket enaouet eul lamp evid beza lakeet dindan an armel. Lakeet e vez war eur hantolor hag e skéd neuze da rei sklêrijenn d’an oll re a zo en ti.

16 « Evel-se, ra skedo ho sklêrijenn dirag an dud : neuze, o weled an oberou mad a rit, e rentint gloar d’ho Tad hag a zo en Neñv ».

Yaou

Lk 15, 1-10

1 Bez’ e veze an oll bublikaned hag an oll beherien o klask mond tost da Jezuz evid selaou anezañ ; 2 grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed , en eur lavared :

— « Digemer vad a ra an dén-ze d’ar beherien, ha drebi ganto ».

3 Neuze, e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ dezo :

4 — « Piou ahanoh, hag e-neus kant dañvadez, ma teu dezañ koll unan anezo, na laosk ket an naonteg ha pevar-ugent all en dezert, evid mond war glask an hini a zo dianket, beteg ma vo kavet.

5 « Pa ’z eo kavet, e lak anezi gand levenez war e ziskoaz, 6 ha digouezet er gêr, e halv e vignoned hag e amezeien, hag e lavar dezo : « Bezit laouen ganin, rag kavet am-eus va dañvadez, an hini a oa kollet ».

7 « Evel-se, e lavaran deoh : Bez’ e vo brasoh levenez en Neñv, evid eur peher hepken troet e galon gantañ ouz Doue, eged evid naonteg ha pevar-ugent dén just ha n’o-deus ket ezomm trei o halon ».

8 « Pe c’hoaz, peseurt maouez dezi dég péz arhant, ma tigouez ganti koll unan anezo, ne elum ket ar goulou, ne skub ket he zi, ha ne glask ket gand evez beteg ma vo kavet ganti.

9 « P’he-deus kavet anezañ, e halv he mignonezed hag he amezegézéd, hag e lavar dezo : « Bezit laouen ganin, rag kavet em-eus ar péz arhant bet kollet ganin ».

10 « Evel-se, e lavaran deoh : Bez’ ez eus levenez e-touez êlez Doue diwar eur peher hepkén hag a dro e galon ouz Doue ».

Gwener

Lk 16, 1-8

1 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « Bez’ e oa eun dén pinvidig, dezañ eur merour. Disklêriet e oe dezañ e oa e verour o forani e vadou.

2 « Gelver a reas anezañ d’e gaoud, hag e lavaras dezañ :

— « Petra a glevan diwar da benn ? Rent kont din euz da verèrèz, rag hivziken ne helli ket beza va merour ».

3 « Lavared a reas ar merour outañ e-unan :

— « Petra a rin, pa lam va mestr va harg diganin ? Mond da labourad an douar ? N’am-eus ket nerz a-walh. Astenn va dorn evid kaoud va boued ? Méz am-befe. 4 Gouzoud a ran petra a rin evid ma vo tud da rei digemer din, pa vo kollet va harg ganin.

5 « Gelver a reas d’e gaoud, hini hag hini, ar re a oa dleour d’e vestr. D’ar henta e lavaras :

— « A begement out dleour d’am mestr ? »

6 « Respont a reas :

— « A gant barillad eoul ».

« Lavared a reas ar merour dezañ :

— « Kemer da baper-diskarg, azez, ha buan, skriv : hanter-kant ».

7 « Goude-ze, e lavaras da unan all :

— « Ha te, a begement out dleour ? »

— « A gant sahad gwiniz » emezañ.

— « Kemer da baper, eme ar merour, ha skriv : pevar-ugent ».

8 « Ha meuli a reas ar mestr ar merour dizonest-se evid e ampartiz ; evid gwir, bez’ ez eo bugale ar béd-man ampartoh kenetrezo eged bugale ar sklêrijenn.

Sadorn

Lk 16, 9-15

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

9 Ahanta ! lavared a ran deoh : gand an arhant dizonest, grit mignoned deoh, evid, pa zeuio hemañ marteze da vankoud, beza digemeret ganto, en teltennou peurbaduz.

10 « An neb a heller kaoud fiziañs ennañ e traou dister, a heller kaoud fiziañs ennañ ive e traou braz. An neb a zo dizonest e traou dister, a zo ken dizonest all e traou braz.

11 « Ma n’oh ket bet dîn a fiziañs eta, gand an arhant dizonest, piou a fizio ennoh ar pinvidigeziou gwirion ?

12 « Ha ma n’oh ket bet dîn a fiziañs gand madou a zo da dud all, piou a roio deoh ar madou hag a zo deoh hoh-unan ?

13 « Ne hell servicher e-béd servicha daou vestr : pe e-no kasoni ouz unan ha karantez ouz egile, pe en em stago ouz unan, hag e tisprijo egile. Ne hellit ket servicha Doue hag an arhant, war eun dro ».

14 Pa gleve ar Farizianed kement-se, tud troet gand an arhant ma ’z int, e reent goap anezañ. 15 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Bez’ ez oh-c’hwi tud euz ar re a glask beza sellet outo evel tud just gand ar re all, med anaoud a ra Doue ho kalon ; rag evid gwir, ar péz a zo uhel evid an dud, a zo eun dra euzuz dirag daoulagad an Aotrou Doue ».