Euz ar 24 d’an 30 a viz Eost 2025
22 Oh ober hent war-zu Jeruzalem, e tremene Jezuz dre gêriou ha bourhadennou en eur gelenn.
23 Goulenn a reas eun dén outañ :
— « Aotrou, daoust ha nebeud a dud eo ar re a vo salvet ? »
24 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Poagnit da vond e-barz dre an nor striz, rag, lavared a ran deoh, gand kalz a dud e vo klasket mond tre, ha ne hellint ket.
25 « Pa vo savet mestr an ti da brenna an nor, ha c’hwi er-mêz, ma skoit war an nor en eur lavared :
— « Aotrou, digor deom ! »
e responto deoh :
— « N’ouzon ket a-beleh ez oh ».
26 Neuze e stagot da lavared :
— « Debret hag evet on-eus ganit, hag ez-peus kelennet war or plasennou ».
27 Respont a raio deoh :
— « N’ouzon ket a-beleh ez oh. Kit pell diouzin, c’hwi oll, mevelien an droug ».
28 « Eno e vo daelou ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaag ha Jakob hag an oll brofeted, e Rouantèlèz Doue, e-keid ha ma vezot-c’hwi taolet er-mêz. 29 Neuze e teuio tud euz ar zao-heol hag euz ar huz-heol, euz an hanter-noz hag euz ar hreisteiz, da gemered plas ouz taol, e Rouantèlèz Doue.
30 Ya, bez’ e vo lod euz ar re ziweza hag a vo da genta, ha lod euz ar re genta, da ziweza ».
Lavared a ree Jezuz :
13 « Gwaz-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a zo prennet ganeoh dor Rouantèlèz Doue ouz an dud : c’hwi hoh-unan ne ’z it ket e-barz, ha ne laoskit ket da vond e-barz ar re a gar.
15 « Gwaz-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a réd ar mor hag an douar evid gounid unan hepkén d’ho falz-kredennou, ha pa ho-peus gounezet unan bennag, e rit anezañ eur mab-ivern diou wech gwasoh egedoh.
16 « Gwaz-a-ze deoh, blenierien zall hag a lavar : Ma vez touet dre ar Zantual, ne gont ket kement-se, med ma vez touet dre aour ar Zantual, e vezer dalhet. 17 Tud diboell ha dall, petra a zo dreist egile : an aour ? pe ar Zantual a ra d’an aour-ze beza sakr ?
18 « Lavared a rit c’hoaz : Ma vez greet eul le-douet dre an aoter, ne gont ket kement-se, med ma vez greet eul le-douet dre ar brovadenn lakeet war an aoter, e vezer dalhet. 19 Tud dall, petra a zo dreist egile : ar brovadenn ? pe an aoter a ra d’ar brovadenn-ze beza sakr ?
20 « An néb eta a ra eul le-douet dre an aoter, dre an aoter ha dre gement a zo warni eo e ra e le-douet. 21 An néb a ra eul le-douet dre ar Zantual, dre ar Zantual ha dre an Hini a zo o chom ennañ eo e ra e le-douet. 22 Hag an néb a ra eul le-douet dre an neñv, dre drôn Doue, ha dre an Hini a zo azezet war an trôn-ze eo e ra e le-douet ».
Lavared a ree Jezuz :
23 « Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a bae an deog war ar vent, ar fanouill hag ar houmin, e-keid ha ma rit fae war ar péz a zo ar pouezusa el Lezenn : ar justis, an drugarez hag al lealded. Setu ar péz e oa réd ober heb lezel a-gostez ar peurest. 24 Blenierien zall : diwall a rit da lonka eur huibuenn, e-keid ha ma lonkit eur hañval !
25 « Gwaz-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a gempenn an diavêz euz ar werenn hag euz ar plad, e-keid ha ma ’z eo leun an diabarz euz frouez al laeronsi hag al lontègèz. 26 Farizian dall ! Kempenn da genta diabarz ar werenn evid ma teuio an diavêz da veza nêt ive ».
Lavared a ree Jezuz :
27 « Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz ! C’hwi hag a zo heñvel ouz beziou gwennet gand lêz-raz : kaer ez int da weled diouz an diavêz, med en diabarz, ez int leun a eskern tud varo hag a bep seurt loustoni.
28 « Evel-se ive, diouz an diavêz, ez oh, evid an dud, tud just da weled ; en diabarz avad, ez oh leun a falsentez hag a fallagriez.
29 Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a zav beziou ar brofeted, hag a laka kinkladuriou en-dro da veziou an dud just. 30 Hag e lavarit : « Ma vefem bet war an douar en amzer on tadou-koz, n’or-befe ket kemeret perz ganto da skuill gwad ar brofeted ». 31 Evel-se, e tougit testeni a-eneb deoh hoh-unan : bugale oh d’ar re o-deus lazet ar brofeted. 32 Dalhit da ober gwasoh eged ar péz o-deus greet ho takou-koz ! ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez :
42 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da zeiz e teuio ho Mestr.
43 « Intentit mad : m’e-nefe gouezet mestr an ti, da béd eur euz an noz e oa al laer da zond, e vefe chomet war héd, ha n’e-nefe ket laosket toulla moger e di. 44 Bezit eta prést, c’hwi ive : dond a raio Mab an Dén d’an eur na zoñjit ket deoh ».
45 Pehini eo eta ar zervicher féal ha fur, bet karget gand ar mestr da rén war dud e di, ha da rei dezo o boued d’ar mare ?
46 « Eûruz ar zervicher a vo kavet hoh ober evel-se, gand e vestr pa zigouezo ! 47 E gwirionez, e lavaran deoh : rei a raio dezañ ar garg euz e oll vadou.
48 « Med ma lavar ar zervicher fall-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr » 49 ha ma stag da skei gand e gompagnuned, da zebri ha da eva gand al lonkerien, 50 neuze, pa zistroio ar mestr d’an deiz n’ema ket e zervicher o hortoz anezañ ha d’an eur ne oar ket, 51 e kaso ar zervicher-ze kuit, hag e raio dezañ evel d’an dud faoz. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».
17 Kaset e oa bet tud gand ar roue Herodez da dapoud krog e Yann-Vadezour, ha chadenna anezañ er prizon, abalamour da Herodiadez : deuet e oa houmañ da veza gwrég da Herodez daoust ha ma oa pried d’e vreur Filip. 18 Lavared a ree Yann da Herodez : « N’az-peus ket ar gwir da zelher ganit gwrég da vreur ».
19 Kasoni he-doa eta Herodiadez outañ, hag he-doa c’hoant da gas anezañ d’ar maro, med ne helle ket, 20 rag aon e-noa Herodez ouz Yann, o houzoud e oa eun dén just ha santel ; difenn a ree anezañ. P’e-neze klevet anezañ, e veze nehet braz, ha koulskoude e plije dezañ selaou anezañ.
21 Med digouezoud a reas eun dro vad, pa roas Herodez, da geñver e zeiz-ha-bloaz, eur bañvez d’e dud e karg, d’e ofïserien ha d’an dud a reñk uhel euz Bro-Halilea.
22 Dond a reas merh Herodiadez da zañsal, hag e plijas da Herodez ha d’e gouvidi. Neuze, e lavaras ar roue d’ar plah yaouank :
— « Goulenn diganin ar péz a gerez, hag e roin dit ».
23 Hag e touas dezi :
— « Kement a houlenni diganin, a roin dit, ha pa vefe an hanter euz va rouantèlèz ».
24 Mond a reas ar plah er-mêz, hag e lavaras d’he mamm :
— « Petra a houlennin ? »
Respont a reas hi :
— « Penn Yann, ar Badezour ».
25 Gand mall, e tistroas ar plah yaouank da gaoud ar roue, hag e lavaras dezañ :
— « Felloud a ra din, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».
26 Rannet braz e oe kalon Herodez, med abalamour d’e le ha d’e gouvidi, ne fellas ket dezañ nah he goulenn outi.
27 Dioustu, e kasas ar roue eur gward, gand an urz da zigas penn Yann. Mond a reas ar gward da zibenna Yann en e brizon. 28 Digas a reas ar penn war eur plad, rei anezañ d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank a roas anezañ d’he mamm.
29 Pa glevas diskibien Yann ar helou-ze, e teujont da gemer e gorv, hag e lakejont anezañ en eur béz.
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :
14 « Bez’ e vo kont evel gand eun dén o vond da bell-bro : gelver a reas e zervicherien, hag fizioud e vadou enno.
15 « Da unan, e roas pemp talant, da unan all, daou, d’an trede, unan hepkén ; da bep hini diouz e ampartiz. Hag e kuiteas ar vro.
16 « Raktal, an hini a oa bet roet dezañ pemp talant a yeas da lakaad anezo da dalvezoud, hag e hounezas pemp all. 17 Evel-se ive, an hini e-noa bet daou dalant a hounezas daou all. 18 Med an hini n’e-noa bet nemed unan a yeas da ober eun toull en douar, hag e kuzas ennañ arhant e vestr.
19 « Pell amzer goude-ze, e teuas en-dro mestr ar zervicherien-ze, hag e reas e gonchou ganto.
20 « Tostaad a reas an hini e-noa bet pemp talant, hag e kinnigas pemp talant all, en eur lavared :
— « Mestr, pemp talant az-poa fiziet ennon, setu pemp all gounezet ganin ».
21 « Lavared a reas e vestr dezañ :
— « Mad-tre, servicher mad ha féal. Féal out bet war nebeud a dra ; fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».
22 « Tostaad a reas ive an hini e-noa bet daou dalant, hag e lavaras :
— « Mestr, daou dalant az-poa fiziet ennon, setu daou all gounezet ganin ».
23 « Lavared a reas e vestr dezañ :
— « Mad-tre, servicher mad ha féal. Féal out bet war nebeud a dra ; fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».
24 « Tostaad a reas ive an hini e-noa bet eun talant hepkén, hag e lavaras :
— « Mestr, gouzoud a reen ez out eur rust a zén : eosti a rez el leh ma n’ez-peus ket hadet, ha dastum el leh ma n’ez-peus ket strewet greun. 25 Aon zo kroget ennon, hag ez on eet da guzad da dalant en douar. Setu-eñ amañ. Bez’ ez-peus ar péz a zo dit ».
26 Respont a reas e vestr dezañ :
— « Servicher fall ha lezireg. Gouzoud a ouiez eh eostan el leh ma n’em-eus ket hadet, hag e tastuman ar greun el leh ma n’eo ket bet strewet ganin. 27 Neuze e oa réd dit lakaad va arhant en eun ti-bank ; hag o tond en-dro, em-befe kavet va feadra gand an interest diwarnañ.
28 Lamit eta digantan e dalant, ha roit anezañ d’an hini e-neus dég. 29 Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ c’hoaz, hag e-no kalz ; med an hini n’e-neus netra, e vo lamet digantañ ar péz e-neus zokén. 30 Evid ar zervicher didalvez-man, stlapit anezañ er-mêz, en deñvalijenn. Eno, e vo daelou ha skrignadeg dent ».