Accueil  -  Lenn Oberou an Ebestel e-pad Amzer Fask

Lenn Oberou an Ebestel e-pad Amzer Fask

Eizvetez Pask

Eil sizunvez amzer Fask

Trede sizunvez amzer Fask

Pevare sizunvez amzer Fask

Pemped sizunvez amzer Fask

C’hwehved sizunvez amzer Fask

Seizved sizunvez amzer Fask


Eizvetez Pask

Sul Fask. Sul Adsao or Zalver

Ob 10, 34a.37-43

Digouezet e Sezare, e ti eun ofiser euz an arme roman, e lavaras Pèr :

37 « Gouzoud a rit petra c’hoarvezas dre vro Judea a-bez, war-lerh bro Halilea, el leh m’edo d’ar penn kenta goude ar vadeziant prezeget gand Yann ; 38 Jezuz, eñ, ginidig euz Nazared, c’hwi a oar e-neus Doue e zakret dre ar Spered Santel ha roet dezañ galloud. Tremenet e-neus en eur ober vad e peb leh hag o rei ar pare d’ar re oll a oa gwasket gand an droug-spered, rag Doue a oa gantañ. 39 Ni ’zo test euz kement e-neus greet e bro ar Juzevien hag e Jeruzalem ; eñ, an hini o-deus lazet, o staga anezañ ouz ar hoad, 40 Doue e-neus e zavet da veo d’an trede deiz, ha roet dezañ ar hras d’en em ziskouez, 41 n’eo ket d’ar bobl a-bez, med da destou bet dibabet en a-raog gand Doue : deom-ni hag on-eus debret hag evet asamblez gantañ, goude m’oa bet savet a-douez ar re varo. 42 Gourhemennet e-neus deom beza test hag embann kement-mañ : eñ eo e-neus Doue lakeet da varner war ar re veo hag ar re varo ; 43 dezañ eo e ro an oll brofeded an testeni-mañ : dre e ano e reseo ar pardon euz e behejou kement hini a laka e feiz ennañ. »

Lun Fask

Ob 2, 14.22b-32

Da zeiz ar Pantekost, 14 Pèr, hag a oa war al leh gand an unneg, a zavas e vouez hag a zisklerias kement-mañ : « Tud euz ar Judea ha c’hwi hag a zo e Jeruzalem, intentit mad ar pez a dremen ha digorit ho tiskouam da zelaou va homzou.

Jezuz a Nazared, an hini e-noa roet Doue da anaoud dre ar miraklou, ar burzudou, ar sinou e-neus greet drezañ en ho touez evel ma ouzoh, 23 an den-se, hervez ar pez e-noa divizet krenn, hag hervez ar pez a ouie en a-raog, c’hwi ho-peus e roet hag e lazet en eur lakaad tud difeiz d’e staga ouz ar groaz ; 24 med Doue e-neus e zavet a varo da veo, en eur denna anezañ euz poaniou ar maro, rag n’helle ket chom dindañ galloud ar maro ; 25 rag lavared a ra David diwar e benn : Gweled a reen dalhmad an Aotrou dirazoñ ; rag a-zehou din ema, evid mired ouzin da horjella. 26 Setu perag e tride va halon hag e kane laouen va muzellou, ouspenn, va horv a ziskuizo en esper. 27 Rag ne zilezi ket va ene e-touez ar re varo, ha ne lezi ket da vreina da zen santel. 28 Diskouezet az-peus din heñchou ar vuez ha leun e vezin a levenez pa vezin dirazout.

29 « Breudeur, me ’hell lavared deoh gand hardiesegez : maro eo an Tad-meur David, sebeliet eo bet, hag amañ c’hoaz ema e vez. 30 Med profed e oa, hag e ouie e-noa Doue greet le da lakaad da azeza war e dron unan euz e lignez hag euz e ouenn. 31 Gwelet e-neus en a-raog dasorhidigez ar Hrist, hag anezañ eo e-neus lavaret : n’eo ket bet dilezet e-touez ar re varo ha n’eo ket deuet e gorv da vreina. 32 Jezuz eñ, Doue e-neus e zavet da veo, test om oll a gement-se. »

Meurz Fask

Ob 2, 36-41

Da zeiz ar Pantekost, e lavaras Pèr d’an dud : 36 « An oll Juzevien a dle gouzoud mad kement-mañ : greet e-neus Doue anezañ Aotrou ha Krist, eñ hag ho-poa staget ouz ar groaz. »

37 Strafuillet e oe o halon o kleved ar homzou-se hag e houlennjont ouz Pèr hag an ebestel all : « Petra on-eus-ni da ober ? » 38 Hag e respountas Pèr : « Cheñchit buez, ra vezo badezet peb hini ahanoh en ano Jezuz Krist, evid kaoud ar pardon euz ho pehejou hag ho-pezo ar Spered Santel da zonezon. » 39 Ar bromesa a zo bet greet evidoh hag evid ho pugale hag ivez evid ar re a zo a-bell, ken niveruz ha ma plijo d’an Aotrou Doue o gelver. » 40 Kalz traou all a lavare c’hoaz dezo evid rei testeni ha kalon dezo : « Tehit, emezañ, diouz ar ouenn dud diroll-mañ. »

41 Ar re o doa greet degemer d’e gomzou a oe badezet hag e kreskas euz a dri mil niver ar gristenien.

Merher Fask

Ob 3, 1-10

1 Pêr ha Yann a oa o pignad d’an Templ evid ar bedenn deir eur goude kreizteiz ; 2 o tougenn edod di eun den a oa ganet ampechet. Bemdez e veze degaset e-kichenn dor an Templ anvet « Dor gaer » evid goulenn an aluzenn digand an dud a antree en Templ. 3 Pa welas Pèr ha Yann oh antreal en Templ e houlennas diganto an aluzenn. 4 Pèr neuze, ha Yann ivez, a zellas a-bann outañ hag a lavaras dezañ : » Sell ouzin. » 5 An den a zelle piz outo, war hed euz eun dra bennag euz o ferz. 6 Pèr a lavaras dezañ : « N’am-eus nag aour, nag arhant, med ar pez am-eus a roan dit : en ano Jezuz Krist, an Nazarean, sav da vale ! » 7 Hag o kregi en e zorn dehou, e lakeas anezañ da zevel ; kerkent e starteas e dreid hag e uverniou, 8 En eul lamm e oe en e zav hag e valee. Antreal a reas ganto en Templ en eur vale, en eur lammed hag en eur veuli Doue. 9 Ar bobl a-bez a welas anezañ o kerzed hag o veuli Doue. 10 Anavezet e oa, eñ eo, a-dra-zur, a veze dirag « Dor gaer » an Templ o houlenn an aluzenn ; hag e chome an dud souezet maro ha saouzanet gand kement a oa c’hoarvezet gantañ.

Yaou Fask

Ob 3, 11-26

11 An den mahagnet bet pareet gand Pèr ha Yann a dalhe tost dezo. Ar bobl a-bez estlammet a ziredas en-dro dezo, er porched anvet « Porched Salomon ». 12 O weled kement-se e lavaras Pèr d’ar bobl : « Juzevien, perag beza souezet gand kement-se, ha perag selled ouzom-ni, evel ma vefe dre on nerz on-unan, pe dre ar pedennou a reom, eo on-eus lakeet an den-mañ da vale ? 13 Doue Abraham, Izaag ha Jakob, Doue on tadou, e-neus karget a hloar e zervicher Jezuz, an hini ho-peus c’hwi droug-roet ha nahet dirag Pilat a oa en e zoñj frankiza anezañ. 15 C’hwi ho-peus nahet an hini santel ha just ha goulennet evidoh frankiz eur muntrer. 15 Mestr ar vuez, lakeet ganeoh d’ar maro, Doue e-neus e zavet a-douez ar re varo ; test ez om-ni a gement-se. 16 Dre ar feiz e Ano Jezuz, an Ano-se e-neus kennerzet an den-mañ a welit hag a anavezit. Hag ar feiz ennañ e-neus pareet mad an den-mañ dirazoh oll.

17 Mad, breudeur ! Sklêr eo din, heb gouzoud deoh petra reeh eo ho-peus greet kement-se, c’hwi hag ar re a zo en ho penn. 18 En-a-raog e-noa Doue, dre gomzou an oll brofeded, disklêriet e-nefe ar Mesias da houzañv, Doue e-ñeus kaset kement-se da benn. 19 Neuze ’ta cheñchit buez ha troit ouz Doue evid ma vo lamet ho pehejou. 20 Evel-se e paro an amzer a beoh roet gand an Aotrou, pa zegaso en-dro ar Hrist prometet, Jezuz, an hini a rank beza degemeret en Neñv, beteg ma vo adsavet an oll draou e-neus Doue komzet anezo dre gomzou ar brofeded santel a-wechall. 22 Da genta, Moizez e-neus lavaret : « An Aotrou a lakaio da zevel evidoh a-douez ho preudeur, eur profed eveldon-me, c’hwi a zelaouo anezañ war gement a lavaro deoh ; 23 ha kement den ha na zelaouo ket ar profed-se a vo tennet kuit euz a-douez ar bobl ; 24 hag an oll brofeded ivez, azaleg Samuel hag ar re a zo deuet war e lerh, o-deus komzet d’o zro evid rei da anaoud an deveziou a zo warnom bremañ.

25 Chwi eo a zo bugale ar brofeded, hag an Emgleo e-neus Doue greet gand ho tadou. 26 Evidoh-c’hwi da genta eo e-neus Doue savet ha kaset e zervicher evid ho penniga, peb hini ahanoh, ma teuit da drei kein d’hoh oberou fall. »

Gwener Fask

Ob 4, 1-12

1 Pèr ha Yann a oa c’hoaz o komz d’an dud pa zeuas daveto ar veleien gand gouarnour an Templ hag ar Saduseaned, 2 eet skuiz ouz o gweled o kelenn ar bobl hag oh embann diwar gomz Jezuz, adsao ar re varo da veo. 3 Lakaad a rejont kregi enno hag o zeurel er prizon beteg antronoz, rag deuet e oa dija an abardaez. 4 Kalz euz ar re o-doa klevet ar Gomz a oa deuet d’ar feiz, war-dro pemp mil a oa anezo.

5 Antronoz eta eo e oe greet bodadeg gand ar vistri, ar gozidi hag ar skribed a oa e Jeruzalem. 6 Bez’ e oa eno Anna ar beleg braz, Kaifas, Jonatan, Aleksandr hag an oll izili euz familhou ar veleien vraz. 7 Urz a rojont da zegas dirazo Pèr ha Yann, hag e rejont goulennou outo : « Gand peseurt galloud, pe en ano piou ho-peus c’hwi greet kement-se ? » 8 Karget euz ar Spered Santel e lavaras Pèr dezo : 9 « Mistri ar bobl ha c’hwi Kozidi, gourhemenn a reer deom hirio, ablamour d’ar vad on-eus greet d’eun den ampechet, diskleria gand piou eo bet pareet an den-se. 10 Red eo deoh oll ha da bobl Israel a-bez gouzoud eo en ano Jezuz Krist a Nazared, ho-peus c’hwi staget ouz ar groaz ; med savet eo bet gand Doue a-douez ar re varo ; gras dezañ eo ema dirazoh pare, an den-mañ ; 11 Eñ, ar mên ho-peus c’hwi, ar zaverien tiez, taolet kuit, hag a zo deuet da veza ar mên-korn ; 12 n’eus a zilvidigez dre hini all ebed, rag n’eus ket kinniget d’an dud dindan bolz an Neñv ano all ebed hag a zeufe drezañ hebken ar zilvidigez. »

Sadorn Fask

Ob 4, 13-21

En deiziou-ze, 13 e wele pennou-braz ar bobl, ar gozidi hag ar skribed hardiesegez Pèr ha Yann, ha mantret e choment rag ma ouient ez oant euz ar re a heulie Jezuz. 14 Sellent a reent ouz an den pare a oa en e zav dirazo, ha ne gavent netra da lavared. 15 Urz a rojont d’o has er-mêz euz ar huzul-meur, hag e klaskent gweled kenetrezo petra da ober. 16 « Petra a raim d’an dud-se, a lavarent kenetrezo, rag anavezet mad eo ar burzud o-deus greet ; eun dra sklêr eo kement-se evid an oll e Jeruzalem. N’hellom ket henn nah. » 17 Koulskoude, evid mired na z’afe pelloh ar brud e-touez an dud, gourdrouzom anezo evid ma ne gomzint mui euz an ano-se da zen ebed. »

18 Lakaad a rejont o degas en-dro hag e oe divennet a-grenn outo komz pe gelenn an ano a Jezuz. 19 Pèr ha Yann avad a respontas dezo : « Ha just eo dirag Doue ho selaou, c’hwi, pe e zelaou eñ, Doue ? Deoh da lavared… 20 Evidom-ni avad ne hellom ket, a-dra-zur, tevel war ar pez on-eus gwelet ha klevet. » 21 Gourdrouzet e oent adarre ha lezet da vond, rag ma n’oa kavet netra da damall dezo, med ablamour d’ar bobl e oa, rag an oll a rente gloar da Zoue evid ar pez a oa c’hoarvezet.

Eil sizunvez amzer Fask

Eil sul Fask, Sul an Drugarez

BLOAZ A – B

Ob 2, 42-47

E deveziou kenta an Iliz, 42 ar gristenien a jome aketuz da gelennadurez an ebestel ha d’an unvaniez, da lid ar bara torret ha d’ar pedennou. 43 An doujañs a greske e kalonou an oll, kalz burzudou ha sinou a veze greet gand an ebestel.

44 Ar re oll a oa deuet da gredi a veve unanet hag a lakee o feadra e boutin. 45 Gwerza ’reent o leve hag o madou evid lodenna ar priz kenetrezo oll, hervez ezommou pép hini.

46 Aketuz e vezent da vond bemdez asamblez d’an Templ. Terri a reent ar bara er gêr ha kemered o frejou e-kreiz al levenez hag a-wir-galon. 47 Meuli a reent Doue, deuet mad e oent d’ar bobl a-béz. Hag an Aotrou a lakee da greski bemdez an niver euz ar re a gave ar zilvidigez.

BLOAZ C

Ob 5, 12-16

E Jeruzalem, 12 dre zaouarn an ebestel, e c’hoarveze kalz sinou ha burzudou greet e-touez ar bobl. Chom a reent oll unanet dindan porched Salomon. 13 Dén all e-béd ne grede mond ganto ha koulskoude ar bobl a veule anezo. 14 Muioc’h-mui e kreske an dud o-doa feiz en Aotrou, eur bern gwazed hag ivez merhed. 15 Dond a rejont da zegas ar re glañv war ar plasennou, d’o lakaad war gweleou pe war gravazou, evid ma teufe, pa dremenfe Pèr, e skeud da vianna da bara war hini pe hini anezo. 16 Diredeg a ree ivez eur bern tud euz ar c’hêriou tro-war-dro da Jeruzalem, ganto tud klañv pe dud gwallgaset gand droug-sperejou, hag oll e kavent ar pare.

Lun

Ob 4, 23-31

23 Eur wech frankizet ez eas Pèr ha Yann da gavoud o henvreudeur ha da gonta dezo kement o-doa klevet gand ar veleien-vraz hag ar gozidi. 24 Goude beza o zelaouet, oll a-unan e savjont o mouez war-zu Doue evel-henn : « Mestr, te eo az-peus krouet an Neñv hag an douar, ar mor ha kement a zo enno ; 25 Te eo az-peus lakeet, dre ar Spered Santel, ar homzou-mañ war muzellou on tad David, da zervicher : Perag ar bayaned o fuc’ha, perag ar poblou oh irienna disterajou ? 26 En em glevet o-deus rouaned an douar hag en em unanet ar vistri evid mond oll asamblez a-eneb an Aotrou, a-eneb an hini oleoet gantañ. »

27 « Ya, en em vodet o-deus e gwirionez er gêr-mañ, Herodez ha Pons-Pilat gand ar bayaned ha poblou Israel, a-eneb Jezuz da zervicher santel, bet oleoet ganit. 28 Evel-se o-deus kaset da benn kement menoz greet gand da zorn ha da volontez. 29 Ha bremañ, Aotrou, bez war evez ouz o gourdrouzou, ha ro tro d’az servicherien da helloud embann da gomz gand hardiesegez, 30 oh astenn da zorn evid ma vo greet pareañsou, sinou ha burzudou dre ano Jezuz, da zervicher santel. » 31 Pa oe echu ganto o fedenn, e krenas al leh m’edont ennañ. Oll e oent karget euz ar Spered Santel, ha gand hardiesegez eh embannent Komz Doue.

Meurz

Ob 4, 32-37

32 An niver braz a dud deuet d’ar feiz n’o-doa nemed eur galon hag eun ene. Den ne zoñje dezañ beza perhenn da dra pe dra euz e vadou. Er hontrol eo, kement tra o-doa a veze lakêt e boutin. 33 Gand galloud braz e roe an ebestel testeni da adsav an Aotrou Jezuz, ha gwelet mad e oant oll. 34 En o zouez n’oa den ezommeg, rag ar re a oa perhenn a dachennou pe a diez a werze anezo, 35 hag a zegase ar priz e-harz treid an ebestel. Ha peb hini en-deze e lod hervez e ezommou. 36 Evel-se Josef, lesanvet Barnabas gand an ebestel, da lavared eo « mab a frealzidigez », eul levit ginidig euz enez Chipr, e-noa eur park. 37 Gwerza ’reas e bark ha degas ar priz anezañ evid e lakaad e-harz treid an ebestel.

Merher

Ob 5, 17-26

17 Neuze e savas ar beleg braz hag e oll genseurted, a oa euz kostezenn ar Saduseaned, dirollet e oant gand ar gred. 18 Urz a rojont da gregi en ebestel, hag, a-wel d’an oll, e taoljont anezo er prizon. 19 Med e-pad an noz e tigoras êl an Aotrou doriou ar prizon evid o degas er-mêz hag e lavaras dezo : 20 « It, ha chomit en Templ hag eno embannit an oll gomzou a Vuez-se. » 21 Senti a rejont outañ, ha kerkent ha goulou-deiz ez-ejont d’an Templ da rei o helennadurez.

Pa zegouezas ar beleg braz hag e genseurted, ar re-mañ a halvas ar Huzul-meur ha sened ar Juzevien a-bez, hag e lakadjont kerhed an ebestel er prizon. 22 Med pa zegouesjont war al leh, ar zervicherien ne gavjont ket anezo er prizon. Pa oent dizroet e rentjont kont evel-henn : 23 « Kavet on-eus ar prizon prennet kloz, ar gwardou war evez dirag an dorojou, med, p’on-eus digoret, n’on-eus kavet den en diabarz. » 24 Pa glevas ar helou-se, Mestr an templ hag ivez ar veleien vraz a yeas en arvar diwar-benn an ebestel, oh houlenn outo o-unan petra hellfe beza degouezet. 25 Mond a reas neuze unan da gemenn dezo : « An dud ho-poa taolet er prizon, setu m’emaint en templ o kelenn ar bobl. » 26 Mond a reas neuze Mestr an templ hag e zervicherien da gerhed an ebestel, med n’eo ket dre forz koulskoude, gand aon na zeufe ar bobl d’o labeza.

Yaou

Ob 5, 27-33

27 Degas a rejont Mestr an templ hag e zervicherien dirag ar Huzul-meur, hag ar beleg braz a lavaras dezo : 28 « Divennet or-boa striz ouzoh, emezañ, kelenn an Ano-se, ha padal ho-peus skignet dre Jeruzalem ar gelennadurez-se, hag e fell deoh lakaad da goueza warnom gwad an den-se ! » 29 Med respont a reas Pèr hag an ebestel : « Red eo senti ouz Doue kentoh eged ouz an dud. 30 Doue on tadou e-neus adsavet a-douez ar re varo Jezuz ho-poa-c’hwi lakeet d’ar maro, o staga anezañ ouz ar hoad. 31 Hennez eo e-neus Doue uhelleet dre nerz e zorn dehou da veza rener ha Salver, evid ober da Israêl cheñch buez ha kaoud ar pardon euz ar pehejou ; 32 test om a gement-se, ni hag ar Spered Santel roet gand Doue d’ar re a zent outañ. » 33 Fuloret o kleved kement-se, e soñjent o lakaad d’ar maro.

Gwener

Ob 5, 34-42

En deiziou-ze, pa oa an ebestel dirag ar Huzul-meur, 34 e savas eur Farizian anvet Gamaliel, doktor war al Lezenn ha den a vrud vad e-touez ar bobl a-bez. Ober a reas kas er-mêz, evid eur pennadig, ar re a oa tamallet 35 hag e tisklerias : « Israelited, taolit evez mad ouz ar pez emaoh o vond da ober d’an dud-se ; 36 Nevez ’zo e savas Teudas, gwaz e oa war e veno, dastumet e-noa en-dro dezañ eur pevar hant den bennag ; eñ, e-unan, a zo bet lazet hag ar re oll a oa eet d’e heul a zo eet a-gleiz hag a-zehou ha n’eus chomet netra war e lerh. 37 Goude-ze e savas Judas ar Galilean da vare an niveredigez hag e sachas eur bern tud de heul. Eñ ivez a zo tremenet hag ar re oll o-doa heuliet anezañ a zo eet peb hini en e roud. 38 Neuze eta, m’henn lavar deoh, na vezit ket mui chalet gand an dud-se, lezit anezo da vond. Ma teu o menoz pe o hefridi a-berz an dud, e vo diskaret ; 39 ma teu a-berz Doue, n’helloh ket o diskar. Diwallit da veza o stourm eneb Doue. » A-du ez ejont gantañ.

40 Gelver a rejont a-nevez an ebestel ha goude beza o skourjezet ha kemennet dezo chom heb lavared ano Jezuz, e oent lezet da vond. 41 An ebestel a oe laouen o kuitaad ar Huzul-meur, da veza bet kavet din da houzañv dismegañsou ablamour d’an Ano. 42 Bemdez en templ koulz hag en tiez, ne baouezent da gelenn ha da embann kelou mad Jezuz Krist.

Sadorn

Ob 6, 1-7

1 En deiziou-se e kreske niver an diskibien hag e hrosmole ar Hresianed a-eneb an Hebreed, ablamour ma veze greet nebeutoh a stad ouz o intañvezed er zervich pemdezieg. 2 An daouzeg a halvas an diskibien d’eur vodadenn veur hag a lavaras dezo : « N’eo ket deread deom dilezel komz Doue evid servicha ouz taol ; 3 klaskit kentoh en ho touez, breudeur, seiz den brudet mad, leun a Spered Santel hag a furnez, ha ni a fizio enno ar garg-se. 4 Ni, diouz on tu, en em ouestlo d’ar bedenn ha da zervich ar brezegèrèz. »

5 Kement-se a oe kavet mad gand an oll, hag e oe dibabet Stevan, eun den leun a feiz hag euz ar Spered Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenas, ha Nicolas, eur prozelit euz Antiokia. 6 Degaset e oent dirag an ebestel a astennas warno o daouarn en eur bedi. 7 Kreski a ree komz Doue ha niveruz kenañ e teue da veza an diskibien e Jeruzalem ; ar veleien, eun niver braz anezo, a zuje d’ar feiz.

Trede sizunvez amzer Fask

Sul Trede sul Fask

BLOAZ A

2, 14 22b-33

Da zeiz ar Pantekost, 14 Pèr, hag a oa war al lec’h gand an unneg, a zavas e vouez hag a zisklêrias kement-mañ : « Tud euz ar Judea ha c’hwi hag a zo e Jeruzalem, intentit mad ar péz a dremen ha digorit ho tiskouarn da zelaou va c’homzou. 22 Jezuz a Nazared, an hini e-noa Doue diskouezet frêz dre ar miraklou, ar burzudou, ar sinou e- neus greet drezañ en ho-touez, evel ma ouzoc’h, 23 an dén- se, hervez ar péz e-noa divizet krenn, hag hervez ar péz a ouie en a-raog, c’hwi ho-peus e roet hag e lazet en eur lakaad tud difeiz d’e staga ouz ar groaz. 24 Med Doue e- neus e zavet a varo da veo, en eur denna anezañ euz poaniou ar maro, rag n’helle ket chom dindan galloud ar maro.

25 Rag lavared a ra David diwar e benn : « Gweled a reen dalh-mad an Aotrou dirazon ; rag a-zehou din ema, evid mired ouzin da horjella. 26 Setu perag e tride va halon hag e kane laouen va muzellou ; ous-penn, va horv a ziskuizo en esper. 27 Rag ne zilezi ket va ene e-touez ar re varo, ha ne lezi ket da vreina da zén santel. 28 Diskouezet az-peus din heñchou ar vuez ha leun e vezin a levenez pa vezin dirazout ».

29 Breudeur, me ’hell lavared deoh gand hardisegez : maro eo an Tad-meur David, sebeliet eo bet, hag amañ c’hoaz ema e véz. 30 Med profet e oa, hag e ouie e-noa Doue greet le da lakaad da azeza war e dron unan euz e lignez hag euz e ouenn. 31 Gwelet e-neus en a-raog adsao ar Hrist, hag anezañ eo e-neus lavaret : n’eo ket bet dilezet e-touez ar re varo ha n’eo ket deuet e gorv da vreina. 32 Jezuz eñ, Doue e-neus e zavet da veo ; test om oll a gement-se. 33 Bet e-neus eta, digand an Tad, ar Spered Santel prometet hag e-neus e strewet evel ma welit ha ma klevit ».

BLOAZ B

Ob 3, 13-15.17-19

Neuze Pèr, di-rag ar bobl a-béz a zisklêrias kement-mañ : 13 « Doue Abraham, Izaag ha Jakob, Doue on tadou, e-neus karget a c’hloar e zervicher Jezuz, an hini ho- peus c’hwi droug-roet ha nahet di-rag Pilat a oa en e zoñj frankiza anezañ. 14 C’hwi ho-peus nahet an hini santel ha just ha goulennet evidoc’h frankiz eur muntrer. 15 Mestr ar vuez, lakeet ganeoc’h d’ar maro, Doue e-neus e zavet a-douez ar re varo ; test ez om-ni a gement-se. 17 Mad, breudeur ! Sklêr eo din, héb gouzoud deoh petra reeh eo ho-peus greet kement-se, c’hwi hag ar re a zo en ho penn. 18 En a-raog e-noa Doue, dre gomzou an oll brofeted, disklêriet e-nefe ar Mesiaz da houzañv, Doue e-neus kaset kement-se da benn. 19 Neuze ’ta cheñchit buez ha troit ouz Doue evid ma vo lamet ho pehejou. »

BLOAZ C

Ob 5, 27b.32.40b-41

Degaset e oa an Ebestel dirag ar Huzul-meur, 27 hag ar beleg-braz a lavaras dezo : « Difennet or-boa striz ouzoh, emezañ, kelenn an Ano-se, ha pa-dal ho-peus skignet dre Jeruzalem ar gelennadurez-se, hag e fell deoh lakaad da goueza warnom gwad an dén-se ! » 29 Med respont a reas Pèr hag an Ebestel : « Réd eo senti ouz Doue kentoc’h e-géd ouz an dud. 30 Doue on tadou e-neus adsavet, a-douez ar re varo, Jezuz ho-poa-c’hwi lakeet d’ar maro, o staga anezañ ouz ar c’hoad. 31 Hennez eo e-neus Doue uhelleet dre nerz e zorn dehou, da veza rener ha salver, evid ober da Izrael cheñch buez ha kaoud ar pardon euz ar pehejou. 32 Test om a gement-se, ni hag ar Spered Santel, roet gand Doue d’ar re a zent outañ.”

40 Goude beza skourjezet an Ebestel ha kemennet dezo chom héb lavared ano Jezuz, e oent lezet da vond. 41 An Ebestel a oe laouen, o kuitaad ar Huzul-meur, da veza bet kavet din da houzañv dismegañsou ablamour da ano Jezuz.

Lun

Ob 6, 8-15

8 Stevan, leun a hraz hag a halloud, a ree burzudou ha sinou souezuz e-touez an dud. 9 War gement-se, tud euz eur zinagog anvet ar « Frankized », gand Sireneaniz hag Aleksandriz, tud euz ar Silisia hag euz an Azia a zeuas da dabutal gand Stevan, 10 Ha peogwir n’hellent ket stourm ouz ar furnez hag ar spered 11 a oa en e gomzou, e touelljont tud da lavared : « Klevet on-eus anezañ o lavared komzou disakr a-eneb Moizez hag a-eneb Doue. » 12 Atiza a rejont ar bobl, ar gozidi hag ar skribed ha kregi e Stevan dre laer evid e gas dirag ar Huzul-meur. 13 Eno e oe degaset testou faoz : « An den-mañ, emezo, ne ra nemed komz a-eneb d’al Leh santel ha d’al Lezenn. 14 E gwirionez, e glevet on-eus o lavared e vefe gand ar Jezuz-se, an Nazarean, diskaret al Leh santel, cheñchet al lezennou roet deom gand Moizez. » 15 Ar re oll a oa er Huzul-meur a zelle piz outañ hag a welas e zremm evel dremm eun êl.

Meurz

Ob 7, 51 – 8, 1a

Dirag ar Huzul-meur, e lavare Stevan : 51 « Pennou kalet, diamdroh a galon hag a skouarn, dalhmad oh enebi ouz ar Spered Santel. Par d’ho tadou oh, c’hwi ivez. 52 Pehini euz ar brofeded n’eo ket bet gwallgaset gand ho tadou ? Lazet o-deus zoken ar re a roe da anaoud en a-raog donedigez an Hini Just, an hini, end-eeun, oh bet trubard ha muntrer en e geñver. 53 C’hwi hag a zo bet embannet deoh al Lezenn dre urz an Elez, n’ho-peus ket heuliet anezi. »

54 O kleved kement-se, e skrije o halonou hag o dent a skrigne a-eneb Stevan ; 55 med eñ, karget euz ar Spered Santel, o trei e zaoulagad war-zu an Neñv, a welas gloar Doue ha Jezuz en e zav en tu dehou da Zoue. 56 « Setu, emezañ ma welan digor an Neñvou, ha Mab an den en e zav en tu dehou da Zoue. » 57 Youhal a-bouez-penn a rejont en eur stouva o diskouarn, hag e sailljont warnañ oll asamblez. 58 Sacha a rejont anezañ er-mêz euz kêr ha staga d’e labeza. An testou o-doa lakeet o dillad e-harz treid eur pôtr yaouank anvet Saul. 59 E-pad m’edont ouz e labeza e ree Stevan ar bedenn-mañ : « Aotrou Jezuz, digemer va spered. » 60 Neuze e plegas e zaoulin hag e youhas forz : « Aotrou, na damall ket dezo er pehed-mañ. » Ha neuze e kouskas er maro.

8 1 Paol, eñ, a oe a-du ganto evid e laza.

Merher

Ob 8, 1b-8

1 Da zeiz maro Stevan, end-eeun, e tarzas a-eneb Iliz Jeruzalem eur gwall heskinèrèz. An oll, nemed an ebestel, en em strewas e mêziou bro Judea ha bro Samaria. 2 Tud devod a zebelias Stevan hag a reas kañv braz dezañ. 3 Saul, eñ avad, a zraste an Iliz. Mond a ree en tiez ha sacha er-mêz gwazed ha merhed evid o zeurel er prizon. 4 Ar re eta a oa en em dennet kuit a yeas amañ hag ahont en eur embann kelou mad ar Gomz.

5 Hag evel-se Filip, diskennet en eur gêr euz bro Samaria, a embanne eno ar Hrist. 6 Eur bobl tud, oll a-unan, a grede ar pez a lavare Filip, pa glevent anezañ o komz ha pa welent anezañ oh ober burzudou. 7 Kalz a sperejou hudur, en eur youhal forz, a dehe kuit euz an dud a oa en o dalh, ha kalz a dud seizet pe ampechet a gavas ar pare. 8 Braz e oe al levenez er gêr-se.

Yaou

Ob 8, 26-40

26 Eun êl d’an Aotrou a lavaras da Filip : « Sav ha kerz war-zu ar hreisteiz, dre an hent a ziskenn euz Jerusalem da vro Gaza ; n’euz den warnañ. 27 Ha kerkent ez eas Filip en hent ; ha setu m’edo o tond eur spazard Etiopiad, den a renk uhel euz tud Kandas, rouanez an Etiopia, merour-meur war he zeñzor. E perhirina oa bet e Jeruzalem ; 28 hag e tistroe d’ar gêr ; azezet en e garr, edo o lenn ar profed Izaiaz. 29 « Tosta, eme ar Spered da Filip, da dizoud ar harr-se. » 30 Filip a redas beteg ar harr ; kleved a reas ar spazard o lenn ar profed Izaiaz, hag e lavaras dezañ : « Ha kompren mad a rez ar pez a lennez ? » 31 « Ha penaoz e rafen, ma n’eus den d’am sklerijenna ? » Hag e pedas Filip da azeza en e gichenn. 32 O lenn edo ar pennad-mañ euz ar Skritur-zakr : « Heñvel ouz eun dañvad kaset da veza lazet ; heñvel ouz eun oan mud dirag an hini a zo ouz e douza, evel-se ivez ne zigor ket e henou. 33 Dre an izel ma oa, eo bet nahet outañ peb justis. E lignez, piou a gonto anezi ? Rag dilamet eo bet e vuez diwar an douar. »

34 Lavaret a reas ar spazard da Filip : « Mar plij, euz piou e komz evel-se ar profed ? Diwar-benn eñ e-unan, pe diwar-benn unan all bennag ? » 35 Filip a gomzas, ha diwar al lennadenn-se e roas dezañ da anaoud kelou mad Jezuz.

36 O vond gand an hent e tegouezjont war eur poull dour. « Sell, eme ar spazard, amañ ez eus dour ; petra virfe ouzin da veza badezet ? » (37) 38 Urz a roas da jom a-zav gand ar harr ; o-daou e tiskennjont en dour, Filip hag ar spazard, ha Filip a vadezas anezañ, 39 Pa oent deuet er-mêz euz an dour, Filip a oe tennet kuit gand Spered an Aotrou hag ar spazard ne welas mui anezañ, med kendelher a reas laouen gand e hent.

40 Filip, avad, en em gavas e Azot, hag ahano, en eur embann ar Helou mad dre gement kêr ma ’z ee, e tegouezas e Sezarea.

Gwener

Ob 9, 1-20

1 Saul, ha ne zoñje dalhmad nemed e gourdrouz ha lazèrèz e-keñver diskibien an Aotrou, 2 a yeas da houlenn digand ar beleg braz liziri evid ar sinagogou e Damas.

3 Hag o veza m’edo o vond gand e hent, e tostee ouz Damas ; en eun taol, e skedas en-dro dezañ eur sklerijenn deuet euz an Neñv. 4 Koueza a reas d’an douar hag e klevas eur vouez o lavared dezañ : « Saul, Saul, perag va heskina ? ». 5 « Piou out-te, Aotrou, emezañ ? » – « Jezuz on, an hini a heskinez, 6 med, sav en da zav, kee e kêr, hag e vo lavaret dit petra da ober. » 7 Ar wazed a ree hent gantañ a oa chomet a-zav, dilavar gand ar spont. Klevet a reent ar vouez, med ne welent den ebed. 8 Saul a zavas en e zav diwar an douar ; daoust ma oa digor braz e zaoulagad, ne wele mui netra ebed, hag e oe red rei an dorn dezañ evid antreal e Damas. 9 E-pad tri devez e chomas dall, heb eva na debri tamm.

10 Bez’ ez oa e Damas eun diskibl anvet Ananias. Doue, dre eur weledigez a halvas anezañ : « Ananias ! » – « Setu me, Aotrou, emezañ. » 11 Hag an Aotrou adarre : « Sav ha kerz, emezañ, d’ar ru anvet « Ru eeun » hag e ti Judas, goulenn war-lerh eun den euz Tarz 12 anvet Saul, rag o pedi ema hag o paouez gweled eun den anvet Ananias o tond davetañ hag oh astenn e zaouarn evid renta dezañ ar gweled. » 13 « Aotrou, eme Ananias, klevet am-eus kalz tud o komz diwar-benn an den-se hag o lavared pegement a zroug e-neus greet d’az sent e Jeruzalem, 14 hag amañ e-neus peb galloud a-berz ar veleien vraz evid chadenna kement hini a en em erbed ouzit. » 15 « Kee, eme dezañ an Aotrou, rag an den-se a zo eur beñveg dibabet ganin evid kas va hano dirag ar bayaned, ar rouaned ha bugale Israel, 16 rag me va-unan a ziskouezo dezañ kement e-no da houzañv en abeg d’am ano. » 17 Ananias a yeas, antreal a reas en ti hag astenn e zaouarn warnañ : « Saul, va breur, emezañ, an Aotrou eo am degas. – Jezuz, eñ, an hini e-noa en em ziskouezet dit war an hent edos o tond gantañ, – evid ma kavi a-nevez ar gweled ha ma vezi karget euz ar Spered Santel. » 18 Evel kohennou a gouezas raktal euz e zaoulagad hag a-nevez e teuas dezañ ar gweled. Reseo a reas ar vadeziant. 19 Hag o veza debret, e teuas nerz dezañ.

Tremen a reas eur pennad amzer gand diskibien euz Damas. 20 Heb dale muioh, eh embannas er zinagogou eo Jezuz Mab Doue.

Sadorn

Ob 9, 31-42

31 An Iliz, dre ar Judea, ar Halilea ha bro Samaria a-bez, a oa eta e peoh ; kreski ha kerzed a ree muioh-mui en doujañs euz a Zoue, gand sikour ar Spered Santel. 32 Pèr hag a veze dalhmad o vond hag o tond, a ziskennas ive e-touez ar zent e Lidda. 33 Kavoud a reas eno eun den anvet Eneas astennet war eur hravas abaoe eiz vloaz ; seizet e oa. 34 « Eneas, a lavaras Pèr dezañ, Jezuz Krist a ro dit ar pare ; sav ha gra da unan da wele. » ; ha kerkent e savas. 35 O veza gwelet anezañ, ar re oll a oa o chom e Lidda hag e plenenn Saron a droas gand an Aotrou.

36 Bez’ e oa e-touez diskibien Joppe, eur vaouez anvet Tabita (Dorkas e Gresianeg) da lavared eo heizezig ; kalz oberou mad a ree ha mad oa da ober an aluzenn. 37 Ha setu ma kouezas klañv d’ar mare-se hag e varvas. Gwalhet e oe dezi e horv ha savet d’ar gambr-uhel. 38 Hag o veza ma n’edo ket Lidda pell diouz Joppe, an diskibien, klevet ganto edo Pèr e Lidda, a gasas dezañ daou zen da lavared dezañ : « Deus beteg ennom dizale. »

39 Kerkent ez eas Pèr ganto. Pa oe degouezet e oe greet dezañ sevel d’ar gambr uhel ; an oll intañvezed a oa eno o leñva. Diskouez a rejont an dillad, ar mantilli greet gand Dorkas pa oa beo. 40 Ober a reas Pèr dezo oll mond er-mêz ; hag eet war e zaoulin e pedas, ha goudeze, troet war-zu ar horv e lavaras : « Tabita, sav ! » Digeri a reas he daoulagad hag o weled Pèr e savas war he hoazez. 41 Astenn a reas dezi e zorn evid he zikour da zevel ; gelver a reas ar zent hag an intañvezed hag e rentas anezi dezo beo. 42 Ar brud a gement-se a redas dre Joppe a-bez ha kalz a dud a gredas e Doue.

Pevare sizunvez amzer Fask

Pevare sul Fask

BLOAZ A

Ob 2, 14a.36-41

Da zeiz ar Pantekost, 14 Pèr, hag a oa war al leh gand an unneg, a zavas e vouez hag a zisklêrias kement-mañ : 36 « Tud Izrael, réd eo deoh gouzoud mad kement-mañ : Jezuz, ho-peus-c’hwi staget ouz ar groaz, Doue e-neus greet anezañ an Aotrou hag ar C’hrist ». 37 Strafuillet e oe o halon o kleved ar homzou-se hag e houlennjont ouz Pèr hag an ebestel all : « Petra on-eus-ni da ober ? » 38 Hag e respontas Pèr : « Cheñchit buez, ra vezo badezet pép hini ahanoh en ano Jezuz-Krist, evid kaoud ar pardon euz ho pehejou hag ho-pezo ar Spered Santel da zonezon.

39 Ar bromesa a zo bet greet evidoh hag evid ho pugale hag ive evid ar re a zo a-bell, ken niveruz ha ma plijo d’an Aotrou Doue o gelver ». 40 Kalz traou all a lavare c’hoaz dezo evid rei testeni ha kalon dezo : « Tehit, emezañ, diouz ar ouenn dud diroll-mañ ». 41 Ar re o-doa greet degemer d’e gomzou a oe badezet hag e kreskas euz a dri mil niver ar gristenien.

BLOAZ B

4, 8-12

Karget euz ar Spered Santel, 8 e lavaras Pèr dezo : « Mistri ar bobl ha c’hwi Pennou-Braz, 9 gourhemenn a reer deom hirio, ablamour d’ar vad on-eus greet d’eun dén ampechet, disklêria gand piou eo bet pareet an dén-se.

10 Réd eo deoh oll ha da bobl Izrael a-béz gouzoud eo en ano Jezuz-Krist a Nazared, ho-peus c’hwi staget ouz ar groaz ; med savet eo bet gand Doue a-douez ar re varo ; gras dezañ eo ema dirazoh pare, an dén mañ. 11 Eñ, ar mên ho-peus c’hwi, ar zaverien tiez, taolet kuit, hag a zo deuet da veza ar mên-korn ; 12 n’eus a zilvidigez dre hini all e-béd, rag n’eus ket kinniget d’an dud dindan bolz an neñv ano all e-béd hag a zeufe drezañ hep-kén ar zilvidigez. »

BLOAZ C

Ob 13, 14.43-52

En deiziou-se, Paol ha Barnabaz 14 a oa digouezet e kêr Antiokia, e bro Bisidia. Da zeiz ar zabat, int eet d’ar zinagog. 43 Pa oe eet an dud kuit, eun niver braz a Juzevien hag a brozelited azeulerien Doue, a yeas da ambroug Paol ha Barnabaz ; hag ar re-mañ, dre o homzou, a alie anezo da jom fidel da hras Doue.

44 D’ar zabat war-lerc’h, kêr a-béz, koulz lavared, a zeuas da zelaou Komz an Aotrou. 45 O weloud ar bobl tud a oa, e fuloras ar Juzevien ha gwall responchou a rejont da gomzou Paol.

46 Hardiseet, Paol ha Barnabaz a lavaras neuze : « Deoc’h-c’hwi da genta, eo e oa da veza kemennet Komz Doue ; med péo-gwir ne fell ket deoh he degemered, ha ma kav deoh n’oh ket din euz ar vuez peurbaduz, ni bremañ a dro war-zu ar baianed. 47 Rag kement-se e-neus gourhemennet deom an Aotrou : Da lakeet am-eus evid sklêrijenna ar bobl, evid ma kasi ar zilvidigez beteg penn ar béd ».

48 Pa glevas ar Baianed kement-se, e oent laouen braz hag e rentent gloar da Gomz an Aotrou ; dond a reas d’ar feiz ar re-oll a oa merket evid ar vuez peurbaduz. 49 Evel- se, Komz Doue en em skigne dre ar vro a-béz.

50 Med ar Juzevien a atizas gwragez a reñk uhel a adore Doue, hag ive pennou-meur euz kêr. Lakaad a rejont heskina Paol ha Barnabas, hag o has kuit euz o bro. 51 An daou abostol, neuze, o veza strillet warno ar boultrenn euz o zreid, a zo eet da gêr Ikonium. 52 Hag an diskibien a oa leun o halon a levenez er Spered Santel.

Lun

Ob 11, 1-18

1 An ebestel hag ar vreudeur a oa o chom e bro Judea a glevas lavared o-doa ar bayaned resevet d’o zro Komz Doue. 2 Pa bignas Pèr da Jeruzalem e savas tabut etre an dud amdrohet hag eñ. 3 « Eet out, emezo, e ti tud diamdrohet ha ganto az-peus debret. »

4 Neuze Pèr a stagas adarre da gonta dezo an traou penn-da-benn : 5 « Me a oa e kêr Joppe o pedi, hag am-eus bet eur weledigez : evel eul lienenn vraz a-zistribill ouz he fevar horn o tiskenn euz an Neñv beteg ennon. 6 O para warni va daoulagad evid gweled petra oa, am-eus gwelet chatal pevarzroadeg, chatal gouez, ar re a stlej hag ar re a nij en oabl, 7 hag am-eus klevet eur vouez o lavared din : Alo, Pèr, laz ha debr. » 8 « Biken, Aotrou, emezon, morse em buez netra loudour pe zihlan n’eo bet eet em genou. » 9 Eur wech muioh, euz an Neñv, e lavaras ar vouez : « Ar pez e-neus Doue glanneet, ne da ket, te, da lavared eo dihlañ. » 10 Teir gwech e tegouezas kement-se, hag e oe savet peb tra a-nevez d’an Neñv.

11 D’an ampoent, setu ma tegouezas tri den en ti ma edon, degaset davedon euz Sezarea. 12 Lavared a reas ar Spered din mond ganto heb nehi. Ar c’hweh breur-mañ a zeuas d’am heul hag ez om antreet e ti an den-se. 13 Konta ’reas deom penaoz e-noa gwelet an êl o tond en e di da lavared dezañ : « Kas unan bennag da Joppe da gerhad Simon, lesanvet Pèr ; 14 eñ a lavaro dit ar homzou a zegaso ar zilvidigez dit ha da oll dud da diegez.

15 A-veh m’am-boa kemeret ar gaoz ma kouezas warno ar Spered Santel evel m’e-noa greet warnom-ni ivez er penn kenta. 16 Neuze e teuas din da zoñj ar pez e-noa lavaret an Aotrou : « Yann, emezañ, a vadezas en dour, med c’hwi a vo badezet er Spered Santel. » 17 Ha m’e-noa greet Doue dezo kenkoulz ha deom-ni, evid beza kredet en Aotrou Jezuz Krist, piou oan-me da helloud enebi ouz Doue ? »

18 War gement-se e siouleas ar re a oa o selaou hag e rentjont gloar da Zoue. « Setu, emezo, m’e-neus Doue greet d’ar bayaned cheñch buez evid kaoud ar vuez. »

Meurz

Ob 11, 19-26

19 Ar re a oa bet strewet, goude ar freuz savet diwar-benn Stevan, a oa eet beteg ar Fenisia, Chipr hag Antiokia, heb prezeg ar Gomz da zen ebed nemed d’ar Juzevien. 20 Lod anezo koulskoude, ginidig euz Chipr pe Ziren, en em gavet e Antiokia, a brezegas d’ar Hresianed ivez Kelou mad Jezuz an Aotrou. 21 Skoazellet e oant gand dorn an Aotrou, hag eun niver braz a dud a zeuas da gredi ha da drei a-du gand an Aotrou.

22 Ano a gement-se a zeuas beteg Iliz Jeruzalem hag e oe kaset Barnabas da Antiokia. 23 Pa zegouezas eno ha pa welas war al leh, al labour a ree gras Doue, e oe laouen hag e poanias warno da jom, a greiz kalon, fidel d’an Aotrou ; 24 rag eñ e-unan a oa eun den leal, karget euz ar Spered Santel ha leun a feiz. Eun niver braz a dud a zeuas evel-se da gredi en Aotrou.

25 Mond a reas Barnabas goudeze da Dars da glask Saul. 26 E gavoud a reas hag e zegas da Antiokia. Chom a rejont eno da labourad asamblez e-pad bloaz penn-da-benn, ha da gelenn eun niver braz a dud. E kêr Antiokia eo e oe roet evid ar wech kenta an ano a « Gristen » d’an diskibien.

Merher

Ob 12, 24 – 13, 5a

24 War gresk ez ee Komz Doue, hag ivez niver ar gristenien. 25 Barnabas ha Saul, greet ganto o zervich, a zistroas euz Jeruzalem o tegas ganto Yann lesanvet Mark. 13 1 An Iliz a oa e Antiokia a oa enni profeded ha kelennerien : Barnabas, Simeon, lesanvet Niger, Lusius a Ziren, Manaen, breur mager da Herodez an tetrark, ha Saul. 2 Eun devez, endra m’edont gand lidou an Aotrou, hag o yun, e lavaras ar Spered Santel : » Lakit din a-gostez Barnabas ha Saul evid al labour am-eus da fizioud enno. » 3 Neuze, goude beza pedet ha yunet hag astennet warno an daouarn, e lezjont anezo da vond. 4 Evel-se, o-daou, kaset e-giz misionerien gand ar Spered Santel, e tiskennjont e Seleusia hag ahano, dre vor, ez ejont da enez Chipr. 5 Pa oent degouezet e Salamina, eh embannjont Komz Doue e sinagogou ar Juzevien.

Yaou

Ob 13, 13-25

Kuiteet ganto enez Chipr evid mond en Azi Vihanna, ez eas er vag Paol hag ar re a oa asamblez gantañ, 13 e Pafos da baka Perge er Pamfilia. Neuze eo e kuiteas Yann anezo evid distrei da Jeruzalem. 14 Int-i, o tremen dre Berje, a zegouezas e Antiokia ar Pisidia. Da zeiz ar zabad ez ejont d’ar zinagog hag eh azezjont. 15 Goude ma oe lennet al Lezenn hag ar brofeded, mistri ar zinagog a gemennas dezo : « Breudeur, m’ho-peus eun dra bennag da lavared d’ar bobl, evid e frealzi, deuit da gaozeal. » 16 Paol a zavas, a reas eur zin gand e zorn hag a lavaras :

« Tud lsrael, emezañ, ha c’hwi, tud doujuz da Zoue, selaouit ahanon : 17 Doue or pobl Izrael e-noa dibabet on tadou. Lakeet e-noa da greski niver an dud e-pad m’edont o veva e bro Ejipt, ha goudeze, dre nerz e vreh e-neus o zennet euz ar vro-se. 18 E-pad daou ugent vloaz e-neus maget anezo er goueleh. 19 Goudeze e-neus distrujet seiz poblad e bro Kanaan ha roet o douarou da dud Izrael. 20 Kement-se oll a badas war-dro pevar hant hanter kant vloaz. Goudeze e roas dezo barnerien beteg ar profed Samuel. 21 Neuze o-deus goulennet eur roue, ha Doue e-neus roet dezo Saül, mab Kis, eun den euz meuriad Benjamin, a renas e-pad daou ugent vloaz. 22 Goude beza dilamet e garg digantañ, e roas Doue dezo David da roue, ha dezañ eo e-neus roet an testeni-mañ : » Kavet am-eus e David , mab da Jesse, eun den da blijoud din, hag a zento ouzin e peb tra. ». 23 Eñ eo an hini e-noa Doue prometet dezañ e savje euz e lignez da Izrael eur Zalver, Jezuz. 24 A-raog e zonedigez, e-noa Yann embannet eur vadeziant a binijenn evid pobl Izrael a-bez, 25 ha pa edo war-nes echui e amzer e lavare : « N’on ket an hini a gred deoh e vefen. Med o tond war va lerc’h emañ an hini n’on ket din da ziskoulma e zandalennou. »

Gwener

Ob 13, 26-33

Er zinagog Antiokia, e lavaras Paol : 26 «Va breudeur, c’hwi, bugale Abraham, hag ar re a zo en o touez, doujuz da Zoue, deom-ni eo bet roet ar helou-se a zilvidigez. 27 Tud Jeruzalem hag o mistri o-deus dianavezet Jezuz, hag o kondaoni anezañ, o-deus sevenet komzou ar brofeded a vez lennet beb sabad. 28 Heb beza kavet gwir abeg ebed evid e lakaad d’ar maro, o-deus goulennet digand Pilat lakaad laza anezañ. 29 Ha p’o-doa sevenet kement a oa bet skrivet diwar e benn, e tiskennjont anezañ diouz ar hoad, d’e lakaad en eur bez. 30 Med Doue e-neus e adsavet a-douez ar re varo. 31 Hag e-pad meur a zevez e-neus en em ziskouezet d’ar re a oa pignet asamblez gantañ euz bro Halilea da Jeruzalem, int-i hag a zo bremañ testou dezañ dirag ar bobl.

32 Ni ivez a zegas deoh ar Helou mad-mañ : ar bromesa greet d’on tadou, 33 e-neus Doue peursevenet evidom-ni o bugale, p’e-neus savet Jezuz a varo da veo, evel m’eo skrivet en eil salm : « Va mab out-te, me hirio am-eus da engehentet ».

Sadorn

Ob 13, 44-52

44 D’ar zabad war-lerh prezegenn genta Paol e Antiokia-Pisidi, kêr a-bez, koulz lavared, a zeuas da zelaou Komz an Aotrou. 45 O weloud ar bobl tud a oa, e fuloras ar Juzevien ha gwall responchou a rejont da gomzou Paol. 46 Hardiseet, Paol ha Barnabas a lavaras neuze : « Deoh-c’hwi da genta, eo e oa da veza kemennet Komz Doue, med peogwir ne fell ket deoh he degemered ha ma kav deoh n’hoh ket din euz ar vuez peurbaduz, ni bremañ a dro war-zu ar bayaned. 47 Rag kement-se e-neus gourhemennet deom an Aotrou : « Da lakeet am-eus evid sklerijenna ar bobl, evid ma kasi ar zilvidigez beteg penn ar bed. » 48 Pa glevas ar bayaned kement-se, e oent laouen braz hag e rentent gloar da Gomz an Aotrou ; dond a reas d’ar feiz ar re oll a oa merket evid ar vuez peurbaduz. 49 Evel-se Komz Doue en em skigne dre ar vro a-bez.

50 Med ar Juzevien a atizas gwragez a renk uhel a adore Doue, hag ivez pennou-meur euz kêr. Lakaad a rejont heskina Paol ha Barnabas, hag o has kuit euz o bro.

Pemped sizunvez amzer Fask

Pemped sul Fask

BLOAZ A

Ob 6,1-7

1 En deiziou-se e kreske niver an diskibien hag e hrosmole ar Hresianed a-enèb an Hebreed, ablamour ma veze greet nebeutoh a stad ouz o intañvezed er zervich pemdezieg. 2 An daouzeg a halvas an diskibien d’eur vodadenn veur hag a lavaras dezo : « N’eo ket deread deom dilezel komz Doue evid servicha ouz taol ; 3 klaskit kentoh en ho-touez, breudeur, seiz dén brudet mad, leun a Spered Santel hag a furnez, ha ni a fizio enno ar garg-se. 4 Ni, diouz on tu, en em ouestlo d’ar bedenn ha da zervich ar prezegèrèz. »

5 Kement-se a oe kavet mad gand an oll, hag e oe dibabet Stefan, eun dén leun a feiz hag euz ar Spered Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, eur prozelit euz Antiokia. 6 Degaset e oent di-rag an ebestel a astennas warno o daouarn en eur bedi.

7 Kreski a ree komz Doue ha niveruz kenañ e teue da veza an diskibien e Jeruzalem ; ar veleien, eun niver braz anezo, a zuje d’ar feiz.

BLOAZ B

Ob 9, 26-31

26 Pa oe erruet e Jeruzalem, Paol a glaske darempredi an diskibien ; med aon o-doa oll razañ, rag ne hellent ket dond da gredi e oa eñ eun diskibl. 27 Neuze Barnabaz a gemeras anezañ gantañ, hag e gasas da gavoud an ebestel ; diplega ’reas dezo e-noa, war an hent, gwelet an Aotrou, e-noa hemañ komzet outañ, e-noa e Damas prezeget gand hardisegez en ano Jezuz.

28 Azaleg neuze, Paol a zaremprede anezo, ha ganto e kerze dre gêr Jeruzalem. Hardiz e prezege di-rag an oll, en ano an Aotrou. 29 Divizoud a ree ivez gand Juzevien hag a gomze gresianeg ha tabutal ganto, med ar re-mañ a glaske e lakaad d’ar maro. 30 Ar vreudeur, o veza klevet kement-se, a ambrougas anezañ beteg Sezarea hag ahano a lakeas anezañ da vond da Darz.

31 An Iliz, dre ar Judea, ar Halilea ha bro Zamaria a-béz, a oa eta e peoc’h ; kreski ha kerzed a ree muioc’h-mui e doujañs Doue, gand sikour ar Spered Santel.

BLOAZ C

Ob 14, 21b-27

Paol ha Barnabaz o-doa embannet ar C’helou-Mad e Derbe, ha greet eun niver braz a ziskibien ; ha goude-ze e teujont war o hiz, dre Listr, Ikonium hag Antiokia. 22 Startaad a reent kalon an diskibien hag o alia a reent da zelher mad d’o feiz. « Red eo deom, emezo, gouzañv kalz trubuillou, evid antreal e rouantèlèz Doue. » 23 E péb Iliz o-doa astennet o daouarn war ar gozidi, ha goude beza pedet ha yunet, o-doa fiziet anezo en Aotrou, an hini o-doa lakeet ennañ o feiz.

24 Treuzi a reont neuze dre vro Pisidia evid mond da vro Pamfilia. 25 Goude beza prezeget ar Gomz e Perjé, e tiskennjont da Atalia, 26 ha mond goude-ze dre vor da Antiokia : Ahano eo e oant deuet, hag eno e oent bet fiziet e gras Doue, evid al labour kaset bremañ da-benn. 27 A-vec’h degouezet, ha bodet ganto an Iliz, o-doa disklêriet dezo kement e-noa Doue greet drezo, ha penaoz o-doa digoret dor ar feiz d’ar Baianed.

Lun

Ob 14, 5-18

En Ikonium, 5 payaned ha Juzevien a en em glevas gand o mistri evid gwallgas ha labeza an ebestel. 6 Ar re-mañ, o weled penaoz ez ee an traou, a yeas da glask repu er hêriou euz al Likaonia : Listr, Derbe, ha tro-war-dro. 7 Eno ivez eh embannent ar Helou-mad.

8 E Listr e oa eun den ha n’helle ket chom war e dreid, ampechet ma ’z oa abaoe m’oa ganet, morse n’e-noa kerzet. 9 Eun deiz p’edo o selaou Paol o komz, hemañ a zellas mad outañ, hag o weled e-noa feiz da gaoud ar pare, 10 e savas e vouez da lavared : « Sav sonn war da dreid ! » Lammed a reas an den, kerzed a ree. 11 O weled ar pez edo Paol o paouez ober, moueziou e Likaoneg a zavas da lavared : « An doueou deuet da veza heñvel ouz tud a zo diskennet en on touez ». 12 Barnabas a reent « Zeus » anezañ, hag « Hermes » euz Paol, peogwir eo eñ eo a veze o kaozeal. 13 Beleg an Doue « Zeus-rak-kêr » a lakeas degas tirvi ha kurunennou dirag doriou kêr, hag a-unan gand ar bobl, e felle dezañ kinnig eur zakrifis.

14 Pa glevjont kement-se, e rogas an ebestel Paol ha Barnabas o mantilli hag ez ejont a-benn-herr d’an dud en eur grial : 15 « O ! Oh ober petra emaoh aze ? emezo ; ni a zo tud tonket d’ar maro eveldoh. Ar Helou-mad a zegasom deoh eo ma tilezfeh ar zotoniou-se evid trei ouz an Doue beo, krouer an Neñv, an douar, ar mor ha kement a zo enno. 16 A-hed ar rummadou e-neuz lezet ar poblou payan da vond gand o hent o-unan, 17 heb paouez koulskoude da rei testeni dezañ e-unan oh ober vad, o tegas deoh euz an Neñv, glaoeier, amzer frouezuz ; o rei deoh magadurez a-leiz-kov ha levenez a-leiz-kalon. » 18 A-veh ma hellas ar homzou-se lakaad da zioulaad an dud, ha mired outo da ginnig eur zakrifis.

Meurz

Ob 14, 19-28

E-pad ma oa Paol ha Barnabe e Listr, 19 e tegouezas Juzevien, o tond euz Antiokia hag Ikonium. Ar re-mañ a zegasas an dud d’o menoz ; labezet e oe Paol ha stlejet er-mêz euz kêr ha dilezet ganto, o soñjal ez oa maro. 20 Med pa oe bodet an diskibien en-dro dezañ, e savas hag eh antreas e kêr. Antronoz gand Barnabas, ez eas da Zerbé. 21 Embannet o-doa ar Helou-mad e Derbe, ha greet eun niver braz a ziskibien, ha goude-ze e teujont war o hiz, dre Listr, Ikonium hag Antiokia. 22 Startaad a reent kalon an diskibien hag o alia a reent da zelher mad d’o feiz. « Red eo deom, emezo, gouzañv kalz trubuillou, evid antreal e rouantelez Doue. » 23 E peb lliz o-doa astennet o daouarn war ar gozidi, ha goude beza pedet ha yunet, o-doa fiziet anezo en Aotrou, an hini o-doa lakeet ennañ o feiz.

24 Treuzi a reont neuze dre vro Pisidia evid mond da vro Pamfilia. 25 Goude beza prezeget ar Gomz e Perjé, e tiskennjont da Atalia. 26 ha mond goudeze dre vor da Antiokia, ahano eo e oant deuet, hag eno e oent bet fiziet e gras Doue evit al labour kaset bremañ da benn. 27 A-veh degouezet, ha bodet ganto an Iliz, o-doa diskleriet dezo kement e-noa Doue greet drezo, ha penaoz o-doa digoret dor ar feiz d’ar bayaned. 28 Tremen a rejont eur pennad amzer gand an diskibien.

Merher

Ob 15, 1-6

1 Eun nebeud tud a ziskennas euz ar Judea evid klask kentelia ar vreudeur : « Ma ne fell ket deoh, emezo, beza amdrohet, hervez Lezenn Voizez, n’hellit ket beza salvet ». 2 Trouz ha tabut a zavas etre Paol, Barnabas hag int-i. Neuze e oe divizet ez afe Paol ha Barnabas hag eun nebeud re all, beteg Jeruzalem, da houlenn o ali digand an ebestel hag ar gozidi war ar gudenn se. 3 Pourvei a reas lliz Antiokia da gement a oa red evid o beach. Tremen a rejont dre ar Fenisia hag ar Samaria, en eur gonta e troe ar bayaned war-zu Doue, ar pez a lakee kalz a levenez e-touez ar vreudeur. 4 Pa oent degouezet e Jeruzalem, e oent degemeret gand an lliz, an ebestel hag ar gozidi, hag e kontjont dezo kement e-noa Doue greet drezo.

5 Tud deuet d’ar feiz euz rumm ar Farizianed a zeuas neuze da lavared e ranker amdroha ar bayaned, ha lakaad anezo da heulia Lezenn Voizez. 6 An ebestel hag ar gozidi a reas eur vodadenn da studia kenetrezo ar gudenn-se.

Yaou

Ob 15, 7-21

Dond a ree payaned da gredi en Aotrou Doue, ha kement-se a lakee tabut da zevel e Iliz Jeruzalem. Neuze, 7 e savas Pèr da lavared : « Breudeur, emezañ, gouzoud a rit eo azaleg ar penn kenta, hag en ho touez, dre an dibab greet gand Doue, o-deus ar broiou payan klevet ganin-me Komz an Aviel, ha greet dezo testeni, o rei dezo, evel deom-ni, ar Spered Santel ; 9 heb ober kemm ebed etrezo ha ni, e-neus dre ar feiz, glanneet o halonou. 10 Neuze ’ta, perag beza dicheg e-keñver Doue, o lakaad war jouk an diskibien, eur yeo ha n’o-deus ket gellet on tadou dougenn, na ni kennebeud ? 11 Eur wech c’hoaz, dre hras an Aotrou Jezuz, her hredi a reom, eo ez om bet salvet eveldo o-unan. » 12 Sioul e chomas ar vodadenn a-bez, hag e oe selaouet Barnabas ha Paol o tisplega an oll zinou hag ar burzudou greet drezo gand Doue e-touez ar bayaned.

13 P’ho-doa ehanet, Jakez a lavaras d’e dro : « Breudeur, selaouit ahanom : 14 Simeon e-neus displeget deom eo fellet da Zoue azaleg ar penn-kenta, kemered a-douez ar bayaned eur bobl evid e ano ; 15 kement-se a zegoueze mad gand komzou ar brofeded, rag skrivet eo : goude-ze e teuin da adsevel teltenn David kouezet en he foull. An dismantrou anezi a adsavin hag e lakin anezi en e zav. 17 Neuze ar peurrest euz an dud a vo war glask euz an Aotrou gand an oll boblou payan a zoug va ano. Setu ar pez a lavar an Aotrou, eñ hag a gas da benn e vennadou 18 bet anavezet a oll-viskoaz. 19 D’am zoñj din-me eta ne ve ket mad deom samma ar re euz ar bayaned hag a dro ouz Doue, 20 med skriva da lavared dezo dioueri kement a zeu diwar azeulèrèz ar fals-doueou, an dizonestiz, ar hig chatal mouget hag ar gwad. 21 A rumm da rumm e-neus Moizez prezegerien e peb kêriadenn, peogwir e vez lennet da beb sabad er zinagogou. »

Gwener

Ob 15, 22-31

22 An ebestel hag ar gozidi a-unan gand an Iliz a-bez a zivizas neuze dibab en o zouez tud da gas da Antiokia asamblez gand Paol ha Barnabas : Jud, lesanvet Barsabas, ha Silas, o-daou galloudeg e-touez ar vreudeur. 23 Fiziet e oe enno al lizer-mañ : « An ebestel, ar gozidi hag ar vreudeur, d’ar vreudeur deuet a-douez ar bayaned hag a zo o chom e Antiokia, er Siria hag er Silisia, salud deoh ! 24 Klevet on-eus ez eus eet tud euz on touez deom-ni d’ho strafuilla gand o homzou heb beza bet urz ebed euz or perz, hag o-deus evel-se lakeet douetañs en ho spered. 25 Setu perag on-eus divizet, oll a-unan, dibab kannaded da gas davedoh gand or breudeur ker Paol ha Barnabas. 26 Tud int hag o-deus gouestlet o buez da zervich Jezuz Krist on Aotrou. 27 Kas a reom eta Jud ha Silas evid displega deoh dre o homzou ar memez tra. 28 Rag ar Spered Santel ha ni on-eus divizet chom heb lakaad samm all ebed warnoh nemed kement-mañ hag a zo red : 29 chom heb debri kig bet proved d’an idolou, heb eva gwad, heb debri kig chatal bet mouget, heb ober hudurnez. Diwallit ouz kement-se hag e reoh mad. Salud deoh. »

30 Ar re-mañ pa oent digouviet a ziskennas eta da Antiokia, hag eno e oe bodet an dud, evid rei dezo al lizer. 31 Laouen e oent, ha nerz-kalon a roe dezo kleved e lenn.

Sadorn

Ob 16, 1-10

Goude beza kuiteet Antioch asamblez gand Silas, 1 e tegouezas Paol e Derbe hag e Listr. Setu ez oa eno eun diskib anvet Timote, e vamm a oa eur Juzevez deuet d’ar feiz, e dad eur Gresian. 2 Brud vad e-noa e-touez ar vreudeur e Listr hag e Ikonium. 3 Paol e-noa c’hoant d’her has d’e heul. E gemered a reas, hag eh amdrohas anezañ, rag ar Juzevien a oa o chom en andread-se a ouie oll oa e dad eur Gresian. 4E kement kêriadenn a veze gwelet ganto, Paol ha Silas a roe da anaoud ar reolennou bet divizet gand an ebestel ha kozidi Jeruzalem, hag e houlennent ma vefe sentet outo. 5 Startaad a ree eta muioh-mui ar feiz en Ilizou, hag e kreske an niver anezo euz an eil devez d’egile.

6 Treuzi a rejont ar Frijia ha bro ar Halated, rag miret oa bet outo, gand ar Spered Santel, mond da embann ar Gomz en Azia. 7 Pa oent degouezet war harzou ar Misia ; e klaskjont mond da Vitinia, med ar Spered Santel n’o lezas ket d’henn ober. 8 Treuzi a rejont neuze bro Misia ha diskenn e Troas. 9·Eun nozvez, Paol e-noe eur weledigez. Dirazañ, en e zav, ez oa eur Makedoniad hag a aspede anezañ : « Treuz d’ar Makedonia, deus war or zikour. ». 10 War-lerh ar weledigez e-noa bet Paol, on-eus raktal klasket an tu da vond d’ar Makedonia, rag kredi stard a reem e-noa Doue or galvet da vond di da embann ar Helou mad.

C’hwehved sizunvez amzer Fask

C’hwehved sul Fask

BLOAZ A

Ob 8,5-8.14-17

5 Filip, diskennet en eur gêr euz bro Samaria, a embanne eno ar Hrist. 6 Eur bobl tud, oll a-unan, a grede ar péz a lavare Filip, pa glevent anezañ o komz ha pa welent anezañ oh ober burzudou. 7 Kalz a sperejou hudur, en eur youhal forz, a dehe kuit euz an dud a oa en o dalh, ha kalz a dud seizet pe ampechet a gavas ar pare. 8 Braz e oe al levenez er gêr-se.

14 An ebestel chomet e Jeruzalem, o veza klevet he-doa ive bro Zamaria degemeret Komz Doue, a gasas dezo Pèr ha Yann. 15 Pa oent diskennet eno, ar re-mañ a bedas evid ar Zamaritaned, evid ma resevfent ar Spered Santel, 16 rag n’oa ket kouezet ar Spered Santel war hini e-béd anezo. N’o-doa resevet nemed ar vadeziant en ano Jezuz. 17 Astenn a reas eta Pèr ha Yann o dorn warno hag e reseve ar Zamaritaned ar Spered Santel.

BLOAZ B

Ob 10, 25-26.34-35.44-48

25 D’an eil antronoz e tegouezas Pèr e Sezarea. Korneli, diouz e du, a oa ouz o gortoz. Pedet e-noa da zond e gerentiez hag e wella mignoned. Pa zegouezas Pèr, ez eas Korneli en arbenn dezañ ; gand doujañs ez eas d’an daoulin dirazañ evid e azeuli. 26 « Sao en da zav », eme Pèr dezañ ; hag e sikouras anezañ da zevel, « me kennebeud n’on nemed eun dén. »

34 Neuze e stagas Pèr da gôzeal hag e lavaras : « E gwirionez, gweled a ran ne ra ket Doue hervez dremm an dud ; e kement pobl a zo, an néb a zouj dezañ hag a heuill ar justis a zeu mad dezañ. » 44 Pèr a oa c’hoaz o tisplega kement a oa bet c’hoarvezet pa gouezas ar Spered Santel war ar re oll o-doa selaouet ar Gomz.

45 Sebezet e chomas an dud amdrohet a oa deuet da heul Pèr. Evel-se eta, beteg ar baianed a ziskenne warno bremañ ar Spered Santel. 46 Kleved a reent an dud-se o komz e yezou all hag o kanveuli braster an Aotrou Doue ; Pèr a gemeras adarre ar gomz : 47 « Daoust ha piou a hellfe mired na ve badezet en dour ar re-mañ hag o-deus resevet ar Spered Santel eveldom-ni ? » 48 Urz a roas d’o badezi en ano Jezuz-Krist ; hag int-i neuze a houlennas digantañ chom c’hoaz eun nebeudig deveziou.

BLOAZ C

Ob 15, 1-2.22-29

1 Eun nebeud tud a ziskennas euz ar Judea evid klask kentelia ar vreudeur : « Ma ne fell ket deoh, emezo, beza amdrohet, hervez Lezenn Voizez, n’hellit ket beza salvet ». 2 Trouz ha tabut a zavas etre Paol, Barnabaz hag int-i. Neuze e oe divizet ez afe Paol ha Barnabaz hag eun nebeud re all, beteg Jeruzalem, da houlenn o ali digand an ebestel hag ar gozidi, war ar gudenn-ze.

22 An ebestel hag ar gozidi, a-unan gand an Iliz a-béz, a zivizas neuze dibab en o-zouez tud da gas da Antiokia, asamblez gand Paol ha Barnabaz : Jud, lesanvet Barsabaz, ha Silas, o-daou galloudeg e-touez ar vreudeur.

23 Fiziet e oe enno al lizer-mañ : « An ebestel, ar gozidi hag ar vreudeur, d’ar vreudeur deuet a-douez ar Baianed hag a zo o chom e Antiokia, er Siria hag er Silisia, salud deoh ! 24 Klevet on-eus ez eus eet tud euz on-touez deom-ni d’ho strafuilla gand o homzou, héb beza bet urz e-béd euz or perz, hag o-deus evel-se lakeet douetañs en ho spered. 25 Setu perag on-eus divizet, oll a-unan, dibab kannaded da gas davedoh gand or breudeur ker Paol ha Barnabaz. 26 Tud int hag o-deus gouestlet o buez da zervich Jezuz-Krist on Aotrou.

27 Kas a reom eta Jud ha Silaz evid displega deoh, dre o homzou, ar memez tra. 28 Rag ar Spered Santel ha ni on-eus divizet chom héb lakaad samm all e-béd warnoh nemed kement-mañ hag a zo réd : 29 diwallit da zebri kig bet provet d’an idolou, da eva gwad, da zebri kig chatal bet mouget, d’ober hudurnez. Diwallit ouz kement-se hag e reoh mad. Salud deoh ».

Lun

Ob 16, 11-15

Gand Paol, 11 om eet er vag e Troas hag on-eus skoet war eeun da Zamotras, hag antronoz da Neapolis ; 12 ahano ez om eet da Filip, brasa kêr a oa e bro Makedonia, trevadenn roman. Chomet om eno eur pennad amzer. 13 Da zeiz ar zabad ez om eet er-mêz euz kêr, evid mond war ribl eur ster beteg eul leh a zoñje deom beza eul leh a bedenn. Eet war on azez, on eus komzet ouz ar merhed a oa eno bodet. 14 Unan anezo anvet Lidia, eur varhadourez moug euz kêr Tiatir hag a adore dija Doue, a zelaoue gand evez, rag an Aotrou e-noa digoret he halon evid ma vefe war evez ouz komzou Paol. 15 Pa oent bet badezet, hi ha tud he zi, e pedas ahanom evelhen : « peogwir ho-peus kredet am-eus feiz en Aotrou, deuit d’am zi da loja. » Red e oe deom senti outi.

Meurz

Ob 16, 22-34

E kêr Filip, 22 e tirollas ar bobl a-eneb dezo. Ar bretored a lakeas diframma o dilhad diwarno hag o skourjeza. 23 Goude beza roet kalz taoliou dezo, e taoljont anezo er prizon. Greet e oe d’ar gwardou teurel evez outo. 24 Ha peogwir e-noa resevet an urz-se, e taolas anezo en toull donna, o zreid stardet e pejou koad.

25 War-dro hanter-noz, Paol ha Silas a oa o pedi hag o kana meuleudi da Zoue hag ar brizonidi all a oa ouz o zelaou. 26 A greiz toud e oe eur seurt krén-douar, ma vrallas diazezou an ti-gward. Digeri a reas kerkent an oll dorojou ha terri Iiammou ar brizonidi. 27 O veza dihunet, ar gward a welas digor dorojou ar prizon, kavoud a ree dezañ oa tehet ar brizonidi. Tenna ’reas e gleze ; o vond d’en em Iaza edo. 28 Med Paol a zavas e vouez da grial dezañ : « Na ra droug ebed dit da-unan rag oll emaom amañ. » 29 Ar gward a houlennas goulou hag a yeas a-benn-herr en toullbah, hag en eur grena euz e oll izili, eh en em daolas e-harz treid Paol ha Silas. 30 O has a reas er-mêz hag e houlennas outo : « Aotrounez, petra am-eus da ober evid beza salvet ? » 31 Respont a rejont dezañ : « Bez feiz en Aotrou Jezuz hag e vezi salvet, te ha da dud. » 32 Neuze e rojont da anaoud Komz Doue dezañ ha d’ar re all a oa o chom en e di. 33 D’an eur-ze, end-eeun, e-kreiz an noz, ar gward o hasas da walhi o gouliou, ha goudeze, heb dale pelloh, e resevas ar vadeziant, eñ hag oll e dud. 34 Pedi a reas goudeze Paol ha Silas da vond d’e di ; eur pred a bourchasas dezo, hag eñ hag e famill a oe laouen asamblez o veza kredet e Doue.

Merher

Ob 17, 15.22 – 18, 1

15 Ar re a oa oh ambroug Paol a yeas beteg Atena ha goudeze e teujont en-dro gand urz da lavared da Zilas ha da Dimote dond beteg ennañ kenta ma hellfent.

22 Paol, en e zav e-kreiz an Areopaj, a lavaras : « Ateniz, emezañ, d’am zoñj din-me, c’hwi ho-peus, evel pa lavarfen, re a relijion. 23 Dre ma ’z an gand ruiou kêr e welan ho savaduriou sakr, ha zoken eun aoter skrivet warnañ « d’an Doue dianav ». An Doue a enorit eta heb e anaoud, me a zo o vond d’e gemenn deoh. 24 An Doue e-neus krouet ar bed ha kement a zo ennañ, eñ, mestr an Neñv hag an douar, n’ema ket o chom e templou savet gand an dud ; 25 Evid e zervich n’e-neus ket ezomm kennebeud euz daouarn tud, evel m’e-nefe ezomm euz tra pe dra, eñ hag a ro d’an oll buez, lusk hag an oll draou all. 26 Diwar eun den hebken e-neus krouet an oll boblou, evid pobla an douar a-bez, merket e-neus dezo da be vare dond hag e peleh beva, 27 evid klask Doue, ha marteze zoken e hellfent e gavoud dre zastorn eñ ha n’ema ket e gwirionez pell diouz peb hini ahanom, 28 rag ennañ on-eus bezañs, lusk ha buez., evel m’o-deus lavaret hiniennou euz ho parzed, rag ni a zo ivez euz e ouenn dezañ. 29 Neuze ’ta, peogwir ez om euz gouenn Doue, ne dleom ket soñjal e vefe an doueelez heñvel ouz aour, arhant pe varbr kizellet hervez ijin ha faltazi an den.

30 Ha Doue bremañ, heb delher kont euz an amzer ma oent dianaoudeg, a embann d’an dud o-deus oll hag e peb leh da jeñch buez. 31 Rag merket e-neus an deiz ma teuio da varn ar bed gand justis, dre an hini e-neus dibabet. An asur a gement-se e-neus roet d’an oll o sevel anezañ a-douez ar re varo. 32 O kleved ano euz adsao ar re varo, lod a reas goap, lod all a lavaras : « Ni da glevo war gement-se eun dro all bennag ».

33 Evel-se eo e kuiteas Paol anezo. 34 Lod koulskoude a jomas gantañ hag a zeuas d’ar feiz, evel Denez an Areopajad, hag eur vaouez anvet Damaris, ha re all c’hoaz ganto. 18 1 Pa guiteas Atena, Paol a yeas da Gorint.

Ar Yaou-Bask

Ob 1, 1-11

1 Va levr kenta, Teofil, am eus kontet ennañ kement e-neus greet ha kelennet Jezuz abaoe ar penn-kenta, 2 beteg an deiz ma oe pignet d’an Neñv, goude beza roet e gemennadurez, dre ar Spered Santel, d’an ebestel e-noa dibabet. 3 Leun a vuez, e teuas dirazo goude e basion ; ouspenn eur wech e-noa merket dezo kement-se ; e-pad daou ugent devez e-noa en em ziskouezet dirag o daoulagad, ha komzet ganto euz rouantelez Doue. 4 E-pad m’edo o preja ganto, e kemennas dezo chom heb kuitaad Jeruzalem, med chom da hortoz eno promesa an Tad, an hini, emezañ, ho-peus klevet ganin : 5 « Ar vadeziant en dour e-noa roet Yann, med er Spered Santel eo e vezoh-hwi badezet dizale. »

6 Bodet e oant eta hag e rejont outañ ar goulenn-mañ : « Aotrou, daoust ha bremañ eo deuet ar mare dit da adsevel ar rouantelez evid Izrael ? » 7 Respont a reas : « N’ho-peus ket da houzoud evid pe da boent eo bet deiziet kement-se gand an Tad en e halloud. 8 C’hwi a-vad, a resevo nerz o veza ma tiskenno ennoh ar Spered Santel hag e vezoh testou din e Jeruzalem, dre vro Judea ha Samaria a-bez ha beteg ar penn pella euz ar bed. »

9 War gement-se e oe dibradet en êr dirag o daoulagad hag e teuas eur goumoulenn da guzad anezañ ouz o daoulagad. 10 Hag o veza ma choment c’hoaz da zelled ouz an Neñv, el leh m’oa pignet Jezuz, setu ma tegouezas en o hichenn daou zen gwisket e gwenn 11 hag a lavaras dezo : « Gwazed a Halilea, perag chom da zelled ouz an Neñv ? Jezuz, eñ hag a zo bet tennet diganeoh hag a zo pignet d’an Neñv, a zistroio er memez doare m’ho-peus e weled o vond kuit d’an Neñv.

Gwener

Ob 18, 9-18

E Korint, 9 eun nozvez, en eur weledigez, an Aotrou a lavaras da Baol : « Bez dineh, kendalh da brezeg, arabad dit tevel, 10 rag me a zo ganit ha den na grogo ennout evid ober droug dit, rag eun niver braz a dud er gêr-mañ a zo galvet da veza din. » 11 E-pad bloaz hanter e chomas Paol eno dalhmad o prezeg Komz Doue.

12 D’ar mare m’edo Gallion prokonsul en Akaia, e savas an oll Juzevien a-eneb Paol, hag e tegasjont anezañ dirag al lez-varn : 13 « An den-mañ, emezo, a zegas an dud da zervicha Doue en eun doare ha n’eo ket hervez al Lezenn ». 14·Paol a oa o vond da respont, pa lavaras Gallion d’ar Juzevien : « Ma vije bet ano euz eur gwall daol bennag, pe euz eun dra mezuz, am-befe degemeret ho klemm deoh, Juzevien, evel just. 15 Med peogwir e sav trouz etrezoh diwar-benn kelennadurez, geriou, diwar ho Lezenn deoh, an dra-ze a zell ouzoh. Ne fell ket din barn war draou evel-se. 16 Hag e kasas anezo er-mêz euz al lez-varn. 17 Neuze e teuas an oll da gregi e Sosten, rener ar zinagog. Kanna ’rejont anezañ dirag al lez-varn. Gallion avad ne gemeras tamm perz ebed e kement-se. 18 Paol a jomas c’hoaz eur pennad mad a amzer, e Korint ; goudeze e kuiteas ar vreudeur hag e kemeras al lestr evid mond d’ar Siria. Prisilla hag Akuila a oa asamblez gantañ. Eur gouestl e-noa greet ; setu perag e-noa lakeet touza e vleo e Sankrea.

Sadorn

Ob 18, 23-28

23 Goude beza chomet eur pennad amzer e Antiokia, ez eas Paol kuit ; Goudeze ez eas adarre en hent hag e welas bro Galatia ha bro Frijia an eil goude eben evid kalonekaad an oll ziskibien. 24 Eur Juzeo, anvet Apollos, ginidig euz Aleksandria, a oa degouezet e Efez ; eun den helavar e oa ha gwizieg war ar Skrituriou. 25 Desket oa bet dezañ Hent an Aotrou, ha gand eur galon virvidig e prezege hag e kelenne heb fazi war gement a zelle ouz Jezuz, daoust ma ne anaveze nemed badeziant Yann. 26 Gand hardiesegez e stagas da brezeg er zinagog med p’o devoa e glevet Prisilla hag Akilaz a gemeras anezañ en e bart-e-unan evid diskouez dezañ sklerroh c’hoaz Hent Doue. 27 Hag o veza m’edo en e zoñj mond da Akaia, ar pez a gavas mad ar vreudeur, ar re-mañ a skrivas d’an diskibien evid ma rafent eun degemer mad dezañ. Pa oe degouezet, e oe, dre hras Doue eur zikour vad evid an dud fidel, 28 rag galloud e lavariou a zeue a-benn euz ar Juzevien dirag an oll, pa zeue dre ar Skrituriou da ziskouez oa Jezuz ar Mesias.

Seizved sizunvez amzer Fask

Seizved sul Fask

BLOAZ A

Ob 1, 12-14

12 Kuitaad a reas neuze an Ebestel menez an Olivez, ha distrei da Jeruzalem ; ar menez n’edo ket pell ahano : héd eun deveziad bale d’eun deiz-sabat. 13 Pa oent distro, e pignjont d’ar gambr uhel, el leh ma reent o demeurañs. Eno edo Pèr, Jakez hag Andre, Filip ha Tomaz, Bertele ha Maze, Jakez mab Alfe, Simon ha Jud, mab da Jakez. 14 Oll, a-unan, e vezent aketuz da bedi gand eun nebeud merhed, en o zouez Mari, mamm Jezuz, ha gand e vreudeur.

BLOAZ B

Ob 1, 15-17.20a.20c-26

15 En deveziou-ze, Pèr a zavas en e zav e-touez ar vreudeur. Bez-ez oa eno bodet war-dro c’hweh-ugent dén, hag e lavaras : 16 « Réd e oa kas da benn ar péz e-noa lavaret ar Spered Santel er Skritur Zakr, dre deod David, diwar-benn Judaz, deuet da rén ar re o-doa kemeret krog e Jezuz ; 17 unan ahanom e oa ; bet e-noa lod en or servich.

20 Skrivet eo e leor ar Salmou : « Ra vezo goullo e di, ha dén e-béd o chom ennañ » ; ha c’hoaz : « Ra zeuio unan all da gemered e garg ». 21 Bez’ ez eus gwazed hag a zo deuet d’on heul, e-pad an oll amzer ma kerze Jezuz en or penn, 22 azaleg badeziant Yann beteg an deiz m’eo bet lamet diganeom. Réd eo eta e teufe unan anezo da veza test ganeom euz e adsao da veo. »

23 Daou a oe lakeet war ar reñk ; Jozef anvet Barsaba ha lesanvet Justus, ha Mazeaz. 24 Greet e oe neuze ar bedenn-mañ : « Anaoud a rez, Aotrou, kalon an oll, diskouez deom pehini euz an daou-mañ az-peus dibabet 25 evid kemer, er garg a abostol, ar plas e-neus dilezet Judaz evid mond d’al leh m’ema ». 26 Tennet e oe d’ar plouz ha Mazeaz eo a oe dibabet ; hag azaleg neuze e kemeras reñk gand an unneg abostol.

BLOAZ C

Ob 7, 55-60

En deiziou-se, setu Stefan di-rag ar Yuzevien a glask e gondaoni. 55 Ar Spered Santel o leunia e galon, e zellou troet war-zu an neñv, Stefan a welas gloar Doue ha Jezuz en e zav en tu dehou da Zoue. 56 « Setu emezañ, ma welan digor an neñvou, ha Mab an dén en e zav en tu dehou da Zoue ». 57 Youhal a-bouez-penn a rejont en eur stouva o diskouarn, hag e sailljont warnañ oll asamblez. 58 Sacha a rejont anezañ er-mêz euz kêr ha staga d’e labeza. An testou o-doa lakeet o dillad e-harz treid eur pôtr yaouank anvet Saul.

59 E-pad m’edont ouz e labeza, e ree Stefan ar bedenn-mañ : « Aotrou Jezuz, digemer va spered ». 60 Neuze e plegas e zaoulin hag e youhas forz : « Aotrou, na damall ket dezo ar pehed-mañ ». Ha neuze e kouskas er maro.

Lun

Ob 19, 1-8

1 E-pad m’edo Apollos e Korint eo e tegouezas Paol e Efez. Tremenet e-noa dre horre ar vro. Kavoud a reas eno eun nebeud diskibien, 2 hag e houlennas outo : « Ha resevet ho-peus ar Spered Santel pa oah deuet d’ar feiz ? » – « Med, emezo dezañ, n’on-eus ket klevet zoken ober ano euz Spered Santel. » 3·Goulenn a reas Paol : « Peseurt badeziant ho-peus eta resevet ? » – « Badeziant Yann », emezo. 4 Ha Paol adarre : « Eur vadeziant evid cheñch buez eo a roe Yann, eñ a houlenne digand ar bobl kredi en hini a zeufe war e lerh, da lavared eo e Jezuz. »

5 E zelaou a rejont, hag e oent badezet en ano an Aotrou Jezuz. 6 Astenn a reas Paol e zorn warno, hag ar Spered Santel a ziskennas warno. Staga rejont da gomz e yezou ha da brofedi. 7 Bez’ ez oa anezo oll eun daouzeg gwaz bennag.

8 Mond a reas Paol d’ar zinagog, hag e-pad tri miz, gand hardiesegez e tivizas diwar-benn Rouantelez Doue. Dalhmad e veze o klask degas d’ar feiz ar re anezo a veze ouz e zelaou.

Meurz

Ob 20, 17-27

Mall warnañ da zond en-dro da Jeruzalem goude beza treuzet ar Gres, e reas Paol eun ehan e Milet. 17 Euz Milet, Paol a halvas da zond davetañ kozidi lliz Efez. 18 Pa oent digouezet e lavaras dezo : « Goûd a ouzoh petra eo bet va darempredou ganeoh abaoe m’on degouezet en Azia. 19 Servichet am-eus an Aotrou gand eur galon izel, e-kreiz an daerou hag an trubuillou deuet din dre droiou-kamm ar Juzevien. 20 N’on bet morse lezireg war gement a helle ober vad deoh, er hontrol eo, prezeget am-eus, kelennet am-eus, koulz dirag an oll hag en ho tiez. 21 An testeni a roen a halve ar Juzevien koulz hag ar bayaned da jeñch buez, da drei ouz Doue ha da gaoud feiz e Jezuz an Aotrou. 22 Ha bremañ me, dalhet gand ar Spered, a zo en hent da vond da Jeruzalem. N’ouzon ket petra zeuin eno da veza. 23 Med, n’eus forz penaoz, ar Spered Santel a gemenn din, euz an eil gêr d’eben, ez eus chadennou ha trubuill ouz va gortoz. 24 Va buez va-unan, n’he-deus evidon talvoudegez ebed, klask a ran kas da benn va redadenn hag ar zervich bet fiziet ennon gand Jezuz an Aotrou : rei testeni da Aviel gras Doue. 25 Hiviziken, her gouzoud mad a ran, ne weloh mui va dremm, c’hwi oll hag am-eus tremenet en ho touez en eur embann ar Rouantelez. 26 Setu perag e hellan rei hirio an testeni-mañ : divlamm on euz gwad an oll. 27 Morse n’on ket bet lezireg ; er hontrol eo, mennad Doue en e bez am-eus roet deoh da anaoud.

Merher

Ob 20, 28-38

En eur gimiadi ouz ar gozidi lliz Efez, e lavare Paol dezo : 28 « Evesait warnoh hoh-unan ha war an dud a zo fiziet ennoh ; evito e-neus ar Spered Santel greet ahanoh episkobed evid beza pastored Iliz Doue, dasprenet gantañ dre e wad e-unan. 29 Gouzoud mad a ran e teuio en ho touez bleizi kriz pa vezin eet kuit, ha n’o-do damant ebed d’an dropell. 30 Euz ho touez zoken e savo tud, dezo komzou fallagr evid sacha ganto diskibien d’o heul. 31 Bezit war evez eta, dalhit soñj n’am-eus ehanet, noz-deiz e-pad tri bloaz, gand daerou, da guzulia peb hini ahanoh.

32 Ha bremañ e fizian ahanoh e Doue hag e komz e hras, gouest da zevel an Iliz ha da rei o hêrez d’ar re oll a zo santeleet. 33 N’am-eus c’hoanteet nag arhant nag aour, na dilhad den ebed. 34 An daouarn-mañ, her gouzoud a rit hoh-unan, o-deus pourveet da va ezommou ha da re va hompagnuned. 35 Henn diskouezet am-eus deoh dalhmad eo evel-se, o poania, eo e tleer dond war zikour an dud dinerz ha delher soñj euz ar homzou e-noa lavaret an Aotrou e-unan : « Brasoh levenez a vez o rei eged o reseo ».

36 Goude ar homzou-se, ez eas war e zaoulin, asamblez ganto oll, hag e pedas. 37 An oll neuze a zirollas da ouela, hag ez eent a-dro-vriad gand Paol evid pokad dezañ. 38 Glaharet e oant dreist oll ablamour m’o-doa e glevet o lavared ne welfent mui e zremm. Goudeze e oe ambrouget beteg al lestr.

Yaou

Ob 22, 30 ; 23, 6-11

Harzet e oa bet Paol e Jerusalem. 30 Antronoz, komandant ar gohortenn a c’hoanteas gouzoud heb douetañs ebed a betra oa tamellet Paol gand ar Juzevien, urz a roas da zijadenna anezañ ha da voda ar veleien vraz gand ar Huzul-meur a-bez ha diskenn Paol da vond dirazo.

23 6 Goud a ouie ez oa dirazañ diou gostezenn hini ar Saduseaned hag hini ar Farizianed, neuze e youhas e-kreiz ar Huzul-meur : « Breudeur, farizian on, mab da farizianed ; ablamour d’am esperañs en adsao ar re varo da veo eo ez on degaset dirag al lezvarn ». 7 A-veh m’e-noa echu da ziskleria kement-se, ma savas dizemgleo etre Farizianed ha Saduseaned hag e oe disparti etre an dud. 8 Hervez ar Saduseaned, n’eus nag adsao da veo, nag elez, na spered, e-leh ar Farizianed a gelenn ez eus anezo. 9 Neuze e savas eur pez karnach. Hiniennou euz ar skribed diouz kostezenn ar Farizianed a zavas hag a zisklerias stard : « Ne gavom netra da rebech d’an den-mañ… ha m’e-nije komzet eur spered outañ pe eun êl 10 Hag o veza ma ’z ee an traou gwasoh gwaz, ar homandant, gand aon na ve draillet Paol ganto, a roas urz d’ar zoudarded da ziskenn evid e denna euz o zouez hag e gas a-nevez d’ar hastell-kreñv.

11 En noz war-lerh, an Aotrou a zeuas dirag Paol hag a lavaras dezañ : « Dalh mad ! rag emaout o paouez rei din testeni e Jeruzalem hag e ranki rei din ivez testeni e Rom.

Gwener

Ob 25, 13-21

13 Ar roue Agrippa ha Berenis, deuet da zaludi Festus, a zegouezas e Sezarea. 14 Ha peogwir e taleent eno eur pennad, Festus a gomzas d’ar roue diwar-benn Paol. « Amañ, emezañ, ez-eus eun den bet dalhet er prizon gand Felisius. 15 E-pad m’edon e Jeruzalem, ar veleien vraz ha kozidi ar Juzevien a zo deuet d’am havoud da zougenn klemm a-eneb dezañ ha goulenn ma ve kondaonet. 16 Respontet am-eus dezo n’oa ket kustum ar Romaned da rei eun den tamallet heb na vefe bet lakeet dirag e damallerien ha roet tro dezañ d’en em zivenn a-eneb an tamallou greet dezañ. 17 En em gavet int eta amañ, hag heb dale tamm, antronoz end-eeun, am-eus kemeret plas el lézvarn ha roet urz da zegas an den-se. 18 Pa oant bodet en-dro dezañ, an damallerien n’o-deus kavet da damall dezañ netra euz an traou grevuz edon o hortoz. 19 N’o-doa da rebech dezañ, n’ouzon ket petra diwar-benn o hredennou dezo ha dreist oll diwar-benn eun den anvet Jezuz hag a zo maro, med hervez Paol a zo beo atao. 20 O veza ma ne ouien ket penaoz dirouestla ar gudenn-se, am-eus kinniget dezañ mond da Jeruzalem evid beza barnet eno war gement-se, 21 Med Paol e-neus greet galv da varnedigez e veurded an Impalaer, ha me am-eus roet urz d’e zelher er prizon beteg ma vo kaset dirag an Impalaer ».

Sadorn

Ob 28,16-20.23b-24.28-31

16 Pa oem en em gavet e Rom e oe roet aotre da Baol da jom en e di e-unan gand eur zoudard evid e ziwall. 17 Tri devez war-lerh e pedas ar pennou braz euz ar Juzevien da zond davetañ. Pa oent degouezet e lavaras dezo : « Va breudeur, me, daoust n’am-eus greet netra a-eneb ar bobl, nag a-eneb al lezennou deuet deom digand on Tadou, a zo er prizon abaoe m’on bet lakeet e Jeruzalem etre daouarn ar Romaned. 18 Goude beza greet goulennou ouzin, e felle dezo rei din va frankiz, o veza ma n’oa netra war va hont hag a veritfe ar maro. 19 Med peogwir edo ar Juzevien a-eneb din, am-eus ranket gelver an Impalaer da varner, n’eo ket avad m’am-befe bet difiziañs euz tud va bro ; 20 setu perag am-eus goulennet ho kweled ha komz ganeoh, rag ablamour da Esperañs Izrael eo e tougan ar chadennou-mañ ».

Euz ar mintin beteg an noz e klaskas Paol o degas d’ar feiz en eur gomz euz Jezuz azaleg lezenn Voizez hag ar brofeded. 24 Lod a oe desevet gand ar pez a lavare, lod all ne felle ket dezo kredi. Neuze, e lavaras Paol dezo : 28 « Red eo deoh gouzoud eo d’ar bayaned eo bet kaset ar zilvidigez. Int-i a zelaouo.»

30 E-pad daou vloaz penn-da-benn e vevas Paol evel-se, diwar e goust e-unan hag e roe degemer da gement-hini a zeue d’e gavoud. 31 Embann a ree rouantelez Doue, gand hardiesegez ha gand frankiz e kelenne kement a zelle ouz Jezuz Krist an Aotrou.

Pantekost

Ob 2, 1-11

1 Pa zegouezas deiz ar Pantekost, edont oll bodet asamblez. 2 A-greiz peb kreiz e teuas euz an Neñv eun trouz heñvel ouz hini eur gorventenn ; an ti m’edont ennañ a oe karget a-bez gantañ. 3 Neuze e weljont evel teodou tan a en em ranne da blava war beb hini anezo. 4 Oll e oent karget euz ar Spered Santel hag e stagjont da gomz e yezou all evel ma roe dezo ar Spered Santel da lavared.

5 Hogen e Jeruzalem ez oa o chom Juzevien devod, ginidig euz an oll vroiou a zo dindan an Neñv. 6 O veza klevet an trouz-se, eur bobl tud a zegouezas war al leh. Strafuillet e oent, rag peb hini a gleve anezo o komz en e yez dezañ. 7 Souezet, estlammet e oent, hag e lavarent : « An dud a zo o komz aze, daoust ha n’int ket oll Galileaned ? 8 Penaoz eta eh intent anezo peb hini ahanom e yez e vamm : 9 Parted, Meded, Elamitiz, tud euz ar Mezopotamia, euz bro Judea, euz ar Hapadosia, ar Pont, an Azia, 10 ar Pamfilia, an Ejipt, euz al lodenn euz al Libia a sko war Ziren, Romaned o chom amañ, 11 oll Juzevien koulz ha Prozelited, Kretiz hag Arabed, ni o hlev o tiskleria en or yez burzudou Doue ».