Accueil  -  Naontegved sizunvez war ar bloaz (B)

Naontegved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 8 d’ar 14 a viz Eost 2021

Naontegved sul war ar bloaz

Yn 6, 41-51 (B)

41 Grosmolad a ree ar Juzevien diwar benn Jezuz, abalamour m’e-noa lavaret : « Me eo ar bara diskennet euz an Neñv ».

Hag e lavarent :

42 « Ha n’eo ket eñ Jezuz, mab Jozef, a anavezom e dad hag e vamm ? Penaoz e hell lavared : « Euz an Neñv on diskennet » ?

43 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Arabad deoh grosmolad kenetrezoh.

44 « Ne hell dén dond d’am haoud nemed ha sachet e vefe gand an Tad e-neus kaset ahanon, ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza.

45 « Skrivet ez eus bet gand ar brofeted : « Kelennet e vezint oll gand Doue e-unan ».

Kement hini e-neus klevet an Tad, ha resevet e gelennadurez, a zeu d’am haoud.

46 « Moarvad, ne-neus dén e-béd gwelet an Tad biskoaz, nemed an hini a zeu a Zoue : hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.

47 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gred ennon, e-neus ar vuhez peurbaduz.

48 « Me eo bara ar vuhez. 49 Ho tadou-koz o-deus drebet ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50 Med ar bara a ziskenn euz an Neñv zo evel-henn : an hini a zebr anezañ ne varvo ket. 51 Me eo ar bara beo-buezeg diskennet euz an Neñv : an hini a zebr euz ar bara-mañ a vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va horv, roet evid buhez ar béd ».

Lun 9 a viz Eost
Gouel Santez Tereza-Benedikt a Groaz,
gwerhez ha merzéréz, ken-batronez Europa

Mz 25, 1-13

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :

1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.

2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.

5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.

6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :

— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »

7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :

— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».

9 « Respont a reas ar re fur dezo :

— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».

10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :

— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »

12 « Med respont a reas dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».

13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».

Meurz 10 a viz Eost
Sant Laorañs, diagon ha merzer

Yn 12, 24-26

Eur pennadig amzer araog ar Pask, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

24 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne varv ket ar hreunenn winiz kouezet en douar, e chom e-unan penn ; ma varv a-vad, e toug frouez e-leiz.

25 « An néb a gar e vuhez, a goll anezi ; an néb a zispriz anezi er béd-mañ, a viro anezi evid ar vuhez peurbaduz.

26 « An néb e-neus c’hoant servicha ahanon, ra zeuio d’am heul ; hag el leh ma vezin, e vezo ive va zervicher. An hini a vo servicher din, a vo enoret gand va Zad ».

Merher

Mz 18, 15-20

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

15 « Ma teu da vreur dit da vankoud en da geñver, kee da rebech dezañ, etrezoh ho taou, te hag eñ hepkén. Ma selaou ahanout, ez-po gounezet da vreur. 16 Ma ne zelaou ket ahanout, kemer c’hoaz ganit eun dén all pe zaou, evid ma vo reñket an afer, war lavar daou pe dri dést.

17 « Ma ne fell ket dezañ selaou anezo, lavar ze d’an Iliz, ha ma ne fell ket dezañ selaou an Iliz kennebeud, ra vo evidout evel eur payan hag eur publikan.

18 « E gwirionez, e lavaran deoh : kement ho-po liammet war an douar, a vo liammet en Neñv, ha kement ho-po diliammet war an douar, a vo diliammet en Neñv.

19 « E gwirionez, e lavaran deoh adarre : ma teu da zaou ahanoh war an douar en em gleved evid goulenn eun dra bennag, e vezo roet dezo gand va Zad a zo en Neñvou. 20 Rag pa vez daou pe dri bodet em ano, e vezan eno ganto ».

Yaou

Mz 18, 21-19, 1

21 Tostaad a reas Pèr ouz Jezuz evid goulenn outañ :

— « Aotrou, péd kwech, ma teu d’am breur mankoud ouzin, e rañkan pardoni dezañ ? Beteg seiz kwech ? »

22 Respont a reas Jezuz :

— « Ne lavaran ket dit beteg seiz kwech, med beteg deg-ha-tri-ugent kwech seiz kwech.

23 « Rag e gwirionez, heñvel eo Rouantèlèz an Neñvou ouz eur roue hag a fellas dezañ urzia e gonchou gand e zervicherien.

24 « Kroget e oa da urzia e gonchou, pa oe digaset dirazañ eun dén hag a oa dleour dezañ a zég mil talant.

25 « O veza ma n’e-noa ket hemañ peadra da baea e zle, e roas ar mestr urz da werza anezañ, e wrég hag e vugale ha kement e-noa, evid kaoud evel-se an diskarg euz e zle.

26 « Neuze, en em daolet ar zervicher e-harz e dreid, eh aspede e vestr en eur lavared :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein kement a zlean dit ».

27 « Kroget an druez er mestr, e lezas e zervicher da vond kuit en eur rei dezañ an diskarg euz e zle.

28 « Med, a-boan eet er-mêz, e kavas hemañ unan euz e gompagnuned-labour, hag a oa dleour dezañ euz a gant diner. Tapoud a reas krog ennañ, ha gwaska war e houzoug beteg beza prést da vouga anezañ, en eur lavared :

— « Paee da zle ! »

29 « Neuze, en em daolas ar zervicher e-harz e dreid en eur aspedi anezañ :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein dit va dle en e-béz ».

30 « Egile a-vad, ne fellas ket dezañ. Mond a reas da lakaad taoler anezañ er prizon, beteg m’e-nefe paeet e zle.

31 « O weled kement-se, e oe glaharet braz ar zervicherien all, hag e teujont da gonta d’o mestr kement a oa bet c’hoarvezet.

32 « Neuze, e lakeas e vestr gervel anezañ, hag e lavaras dezañ :

— « Servicher fallagr, kement ha ma oas dleour din, am-eus roet-me an diskarg anezañ dit, o veza m’az-poa aspedet ahanon. 33 Daoust ha ne oa ket réd dit d’az-tro kaoud truez ouz da gompagnun, evel m’am-eus bet-me truez ouzit ? »

34 « Ha fuloret braz, e lakeas ar mestr anezañ etre daouarn ar vourrevien, beteg m’e-nefe paeet e zle penn-da-benn.

35 « Evel-se, e raio en ho-keñver va Zad hag a zo en Neñv, ma ne bardonit ket pep hini ahanoh d’e vreur, a-greiz ho kalon ».

19 1 P’e-noa Jezuz echu ar prezegennou-ze, e kuiteas Bro-Halilea hag ez eas da Vro-Judea, en tu all d’ar Jordan.

Gwener

Mz 19, 3-12

3 Tostaad a reas Farizianed ouz Jezuz evid paka anezañ en e gomzou ; goulenn a rejont outañ :

— « Daoust hag aotreet eo ar gwaz da gas e wrég kuit, diwar bep seurt digarez ?

4 Respont a reas Jezuz :

— « Daoust ha n’ho-peus ket lennet ? Er penn kenta, e reas Doue anezo gwaz ha maouez, ha lavaret : 5 « Rag-se, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, hag en em stago ouz e wrég, hag e teuint o-daou da veza eur horv kepkén ». 6 Evel-se, n’eus ket mui daou anezo, med eur horv kepkén. Arabad d’an dén eta dispartia ar péz a zo bet unanet gand Doue ».

7 Respont a reas ar Farizianed dezañ :

— « Perag eta, e-neus Moïzez roet urz da rei eur paper a dorr-dimezi, pa gaser kuit ar wrég ? »

8 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Abalamour d’ar haledet m’eo ho kalon, e-neus Moizez roet an aotre deoh da gas kuit ho kwragez. Med er penn kenta, ne oa ket evel-se.

9 « Lavared a ran deoh avad : Kement hini a gas kuit e wrég, – nemed e vefe eur falz-dimezi, – hag a gemer unan all, a ra avoultriez ».

10 Lavared a reas an diskibien dezañ :

— « Mar d-ema evel-se stad ar gwaz e-keñver e wrég, eo gwelloh chom dizimez ».

11 Respont a reas dezo :

— « N’eo ket an oll a intent kement-se, med hepkén ar re a zo roet dezo da intent.

12 « Bez’ ez eus tud ha ne zimezont ket, rag ne hellont ket, o veza m’int bet ganet evel-se gand o mamm. Bez’ ez eus re all ha ne hellont ket dimezi, rag mahagnet int bet gand an dud. Ha bez’ ez eus re all hag a zo chomet dizimez abalamour da Rouantèlèz Doue. An hini a hell intent, ra intento ! ».

Sadorn

Mz 19, 13-15

13 Digaset e oe bugale da Jezuz, dezañ da astenn e zaouarn warno gand eur bedenn. Med kaset e oent buan diwar e dro gand an diskibien.

14 Lavared a reas Jezuz :

— « Laoskit ’ta ar vugale, na virit ket outo da zond d’am haoud, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue ».

15 Ha goude beza astennet warno e zaouarn, ez eas kuit ahano.