Accueil  -  Pemped sizunvez amzer Fask (A)

Pemped sizunvez amzer Fask (A)

Euz ar 7 d’an 13 a viz Mae 2023

Pemped sul Fask

Yn 14, 1-12 (A)

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

1 « Na laoskit ket ho kalon da veza strafuillet : kredi a rit e Doue, kredit ennon-me ive.

2 « E ti va Zad, ez eus meur a zemeurañs. Ma ne vije ket bet evel-se, daoust ha lavaret em-bije deoh : « Mond a ran da bourchas deoh eur plas » ? 3 Ha pa vin eet da bourchas deoh eur plas, e teuin en-dro da gemer ahanoh ganin, evid ma vezot, c’hwi ive, el leh m’emaon-me. 4 Evid mond d’al leh ma ’z an, eh anavezit an hent ».

5 Lavared a reas Tomaz dezañ :

— « Aotrou, n’ouzom ket da beleh emaout o vond. Penaoz e hellfem anavezoud an hent ? »

6 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Bez’ ez on-me an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez ; n’ez a dén d’an Tad, nemed drezon-me ».

7 « Peogwir eh anavezit ahanon, eh anavezot ive va Zad. A-vremañ, eh anavezit anezañ, hag ho-peus gwelet anezañ ».

8 Lavared a reas Filip dezañ :

— « Aotrou, diskouez deom an Tad, hag ez eo tra-walh evidom ».

9 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Keid-all zo emaon ganeoh, ha ne anavezez ket ahanon, Filip ? An hini a wél ahanon a wél an Tad. Penaoz e hellez lavared : « Diskouez deom an Tad ? »

10 « Ha ne gredez ket eta emaon en Tad hag ema an Tad ennon ? Ar homzou a lavaran deoh, n’eo ket ahanon va-unan eo e lavaran anezo. An Tad, hag a zo ennon, a ra e oberou dezañ e-unan.

11 « Kredit ahanon : Me zo en Tad hag an Tad a zo ennon ; ma ne gredit ket ennon, kredit da vihanna abalamour d’an oberou o-unan.

12 « E gwironez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gréd ennon a raio an oberou a ran. Ober a raio reou brasoh zokén, peogwir ez an da gaoud va Zad.

Lun

Yn 14, 21-26

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

21 An hini a zalh d’am gourhemennou hag a vir anezo, hennez eo a gar ahanon, hag an hini a gar ahanon a vo karet gand va Zad ; ha diouz va zu, e karin-me anezañ, hag en em ziskouezin dezañ ».

22 Lavared a reas Jud dezañ (n’eo ket Judaz Iskariot) :

— « Petra zo kaoz, Aotrou, ma ’z ez d’en em ziskouez deom ha n’eo ket d’ar béd ? »

23 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « An hini a gar ahanon a zalho d’am Homz ha va Zad a garo anezañ ; dond a raim beteg ennañ, hag on demeurañs a raim ennañ.

24 « An neb ne gar ket ahanon, ne vir ket va Homz. Hogen, ar homzou a glevit n’eo ket va re-me int, med re an Tad e-neus kaset ahanon.

25 « Lavaret em-eus kement-mañ deoh e-pad m’emaon o chom ganeoh.

26 « Ar Skoazeller, ar Spered-Santel, a vo kaset deoh euz va ferz ; rei a raio deoh kemennadurez war bep tra, ha digas deoh da zoñj euz kement am-eus lavaret deoh ».

Meurz

Yn 14, 27-31a

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

27 « Ar peoh a laoskan ganeoh, va feoh a roan deoh ; n’eo ket evel ma ro ar béd eo e roan anezañ deoh. Na strafuill, na spont eta en ho kalon.

28 « Klevet ho-peus diganin : « Mond a ran kuit hag e teuan en-dro d’ho kaoud ». Ma karfeh ahanon, e vefeh laouen abalamour ma ’z an da gaoud an Tad, rag brasoh egedon eo an Tad. 29 Kement-se am-eus lavaret deoh bremañ, a-raog ma tigouezo, evid ma kredot pa zigouezo. 30 Diwar vremañ, ne gomzin nemeur ganeoh, rag ema Priñs ar béd o tond. E gwirionez, n’e-neus galloud e-béd warnon. 31 Med red eo d’ar béd gouzoud e karan an Tad, hag e ran evel m’eo bet gourhemennet din gand an Tad ».

Merher

Yn 15, 1-8

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

1 Me eo ar winienn wirion, ha va Zad eo ar gwiniennour. 2 Lamet e vo kuit kement skourr ennon ha na zougo ket a frouez ; ha glaneet e vo gantañ kement hini a zougo frouez evid ma tougo muioh a frouez. 3 Glan oh-c’hwi diwar-vremañ, abalamour d’ar homzou am-eus lavaret deoh. Chomit ennon, ha me ennoh.

4 « Evel ma ne hell ket eur skourr distag diouz ar winienn dougenn frouez drezañ e-unan, c’hwi kennebeud, ma ne jomit ket ennon.

5 « Me eo ar winienn, c’hwi ar skourrou. Dougen a ra kalz a frouez an hini a jom ennon ha me ennañ, rag distag diouzin ne hellit ober netra.

6 « Stlapet e vo kuit an hini ne jom ket ennon evel ma vez greet d’eur skourr, hag e tizeho ; dastumet e vo, ha taolet en tan da zevi.

7 « Ma chomit ennon, ha ma chom va homzou ennoh, e houlennot ar péz ho-po c’hoant kaoud, hag e vo roet deoh.

8 « Kement-mañ eo a roio gloar d’an Tad : ma tougit frouez e-leiz, ha ma vezit diskibien din ».

Yaou

Yn 15, 9-11

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

9 « Evel m’e-neus va Zad karet ahanon, em-eus, me ive, karet ahanoh. Chomit em harantez. 10 Ma virit va gourhemennou, e chomot em harantez, evel ma choman-me e karantez va Zad en eur vired e hourhemennou. 11 Kement-se am-eus lavaret deoh, evid ma vo va levenez ennoh, ha ma vo leun-barr ho levenez.

Gwener

Yn 15, 12-17

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

12 « Hemañ eo va gourhemenn din-me : En em garit an eil egile, evel m’em-eus karet ahanoh. 13 N’eus ket brasoh karantez eged rei ar vuhez evid ar re a garer.

14 « Mignoned din e vezot, ma rit ar péz a hourhemennan deoh.

15 « N’eo ket an ano a zervicher a roan deoh hiviziken, rag ar zervicher ne oar ket petra a ra e vestr. Bremañ e roan deoh an ano a vignon, rag kement am-eus klevet gand va Zad am-eus roet deoh da anaoud.

16 « N’eo ket c’hwi eo ho-peus dibabet ahanon ; med me eo em-eus dibabet ahanoh, ha roet karg deoh da vond ha da zougenn frouez, ha frouez paduz. Neuze, kement a houlennot digand va Zad, em ano, a vo roet deoh.

17 « Ar péz a hourhemennañ deoh eo en em gared an eil egile ».

Sadorn

Yn 15, 18-21

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

18 « M’e-neus ar béd kasoni ouzoh, e ouezot-c’hwi e-neus bet kasoni ouzin da genta.

19 « Ma vijeh euz ar béd, e-nije bet ar béd karantez ouz ar péz a vije dezañ. Med n’oh ket euz ar béd ; me eo am-eus dispartiet ahanoh diouz ar béd, ha setu perag e-neus ar béd kasoni ouzoh.

20 « Dalhit soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh : n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr. M’o-deus gwall-gaset ahanon, e vezot-c’hwi ive gwall-gaset ganto.

21 « Kement-se a raint deoh abalamour d’am ano, rag n’anavezont ket an hini e-neus kaset ahanon ».