Euz an 20 d’ar 26 a viz Gwengolo 2026
Lavared a ree Jezuz ar barabolenn-mañ :
1 « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur penn-tiègèz, a yeas er-mêz kerkent ha tarz an deiz, da gemer e koumanant devezourien evid e winïeg.
2 « Marhad a reas ganto evid eun diner an devez (da lavared eo : eur péz arhant), hag e kasas anezo d’e winïeg.
3 « Eet er-mêz war-dro nav eur, e welas reou all aze, war ar blasenn, oh ober netra. 4 Ha da re-ze, e lavaras :
— « Kit, c’hwi ive, d’am gwinïeg, hag e roin deoh ar péz a zo just ».
5 « Hag ez ejont.
« Eet adarre war-dro kreisteiz, ha war-dro teir eur, e reas kemend-all.
6 War-dro pemp eur, ez eas c’hoaz er-mêz, hag e kavas reou all eno, hag e lavaras dezo :
— « Perag oh chomet aze, a-héd an deiz, oh ober netra ?
7 « Respont a rejont dezañ :
— « Peogwir n’eus deuet dén e-béd da glask ahanom ».
« Lavared a reas dezo :
— « Kit c’hwi ive d’am gwinieg ».
8 « Deuet an abardaez, e lavaras mestr ar winieg d’e verour :
— « Galv an devezourien ha ro dezo o fae, en eur vond euz ar re ziweza d’ar re genta ».
9 « Dond a reas ar re a oa staget da labourad da bemp eur, hag e oe roet dezo beb a ziner.
10 Pa zeuas tro ar re genta, e soñje dezo kaoud muioh, med reseo a rejont, int ive, beb a ziner.
11 En eur reseo o fae, e hrosmolent a-eneb ar penn-tiegez en eur lavared :
12 « Ar re-mañ, digouezet da ziweza, n’o-deus greet nemed eun eurvez labour, hag ho-peus roet dezo kement ha deom-ni, hag on-eus bet da houzañv beh an deiz hag an dommder ».
13 « Respont a reas ar mestr da unan anezo :
— « Va mignon, ne ran tamm gaou e-béd ouzit. Daoust ha n’eo ket evid eun diner eo ez-poa greet marhad ganin ? 14 Kemer ar péz a zo dit, ha kerz en da hent. Felloud a ra din rei d’an diweza-mañ kement ha dit. 15 Daoust ha n’em-eus ket aotre da ober ar péz a garan gand ar péz a zo din ? Pe gwarizi a vefe en da galon abalamour ma ’z on mad ? »
16 « Evel-se e vo ar re ziweza da genta, hag ar re genta da ziweza ».
9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :
— « Deus d’am heul ».
Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.
10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :
— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »
12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».
19 Dond a reas mamm ha breudeur Jezuz d’e gaoud, med ne hellent ket mond beteg ennañ, abalamour d’an dud.
20 Lavaret e oe dezañ :
— « Ema da vamm ha da vreudeur aze er-mêz ; c’hoant o-deus gweled ahanout ».
21 Respont a reas dezo :
— « Bez’ ez eo va mamm ha va breudeur ar re a zelaou Komz Doue, hag a lak anezi da dalvezoud ».
1 Bodet gantañ an Daouzeg , e roas Jezuz nerz ha galloud dezo war an oll zroug-sperejou hag ive da barea ar hleñvejou. 2 Kas a reas anezo da embann Rouantèlèz Doue, ha da barea ar re glañv. 3 Lavared a reas dezo :
— « Na gemerit netra ganeoh evid an hent, na baz, na sah, na bara, nag arhant. N’it ket da gaoud beb a ziou dunikenn.
4 E ti pe di ma ’z it, chomit ennañ. Ahano eo ez eot pelloh.
5 « Ma ne vez ket greet digemer deoh, kit kuit euz ar gêr-ze, hag hejit ar boultrenn diouz ho treid : eun testeni a-eneb dezo e vo kement-se ».
6 Mond a rejont gand o hent, ha tremen a reent a gêriadenn da gêriadenn, en eur embann ar Helou Mad, hag o parea ar re glañv e pep leh.
7 Kleved a reas Herodez, hag a oa e penn Bro-Haliliea, ano euz ar péz a c’hoarveze, hag e oa nehet. Rag darn a lavare e oa savet Yann-Vadezour a varo da veo. 8 Gand lod all e veze lavaret : « Elïaz eo e-neus en em ziskouezet ». Gand lod all c’hoaz : « Adsavet eo a varo da veo eur profet a-wechall ».
9 Evid Herodez, lavared a ree :
— « Yann, lakeet em-eus-me va-unan da zibenna anezañ. Med piou eo hemañ a glevan kement-se diwar e benn ? »
Hag e klaske gweled anezañ.
18 Eun devez ma oa Jezuz o pedi en eul leh distro, e ziskibien en-dro dezañ, e reas outo ar goulenn-mañ :
19 — « Evid an dud, piou on-me ? »
Respont a rejont :
— « Yann Vadezour ; evid lod all : Elïaz. Evid lod all c’hoaz : unan euz ar brofeted a-wechall, a vefe adsavet a varo da veo ».
20 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Ha c’hwi, piou a lavarit ez on-me ? »
O staga da gomz, e respontas Pèr :
— « Ar Hrist, Mesïaz Doue ».
21 Med difenna rust a reas Jezuz da lavared kement-se da zén e-béd, 22 hag e tisplegas dezo kement-mañ ouspenn :
— « Réd eo da Vab an Den gouzañv kalz poaniou, beza distaolet gand Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, hag adsevel da veo d’an trede deiz ».
43 Ken estlammet ma oa an oll dud o weled kemend a ree, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
44 — « Selaouit mad ar péz emaon o vond da lavared deoh bremañ : Bez’ ema Mab an Dén o vond da veza lakeet etre daouarn an dud ».
45 Med ne intente ket an diskibien ar gomz-se : damguz e chome evito, ken ne zeuent ket a-benn da intent ; ha ne gredent ket ober goulennou outañ war ar poent-se.