Accueil  -  Pemped sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Pemped sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Euz an 19 d’ar 25 a viz Gwengolo 2012

Pemped sul warn-ugent war ar bloaz (B)

Mk 9, 30-37

30 Bez’ e oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent a-dreuz Bro-Halilea, ha n’e-noa ket c’hoant e teufe dén da houzoud. 31 Rag setu amañ ar péz a gelenne d’e ziskibien :

— « Gwerzet e vo Mab an Dén da veza lakeet etre daouarn an dud. Kaset e vo ganto d’ar maro, ha tri devez goude-ze, eh adsavo da veo ».

32 Ne intente ket an diskibien avad ar homzou-ze, ha ne gredent ket ober goulennou outañ.

33 En em gaoud a rejont e Kafarnaom, hag eur wech degouezet en ti, e houlennas Jezuz outo :

— « Diwar-benn petra e oah o kaozeal a-héd an hent ? »

34 Chom a rejont dilavar, rag a-héd an hent, o-doa komzet etrezo evid gouzoud pehini anezo e oa ar brasa.

35 Azeza a reas Jezuz, hag e halvas an Daouzeg da zond d’e gaoud. Lavared a reas dezo :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag beza da genta, e rañk beza an diweza euz an oll, ha servicher an oll ».

36 Neuze, e halvas eur paotrig ha lakaad anezañ dirazo. O veza kemeret anezañ etre e ziouvreh, e lavaras dezo :

37 — « An hini a zigemer, em ano, eur paotrig evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan. Hag an hini a zigemer ahanon, n’eo ket me eo a zigemer, med an Hini on bet kaset gantañ ».

Lun

Lk 8, 16-18

Bodet an dud en-dro da Jezuz, e lavare d’e ziskibien :

16 « Ne elum dén eul lamp evid ma vo goloet gand eur pod pe lakeet dindan eur gwele ; med lakeet e vez war eur hantolor evid ma vo gwelet ar goulou gand ar re a zeu en ti.

17 « Rag n’eus netra goloet ha ne vo ket lakeet a-wél d’an oll ; n’eus netra guz ha ne vo ket anavezet, ha lakeet a-wél d’an oll.

18 « Taolit evez eta ouz an doare ma selaouit ; rag an neb e-neus, a vo roet dezañ ; hag an neb n’e-neus ket, a vo lamet digantañ ar péz zokén, a gav dezañ kaoud ».

Meurz 21 a viz Gwengolo
Gouel Sant Vaze, abostol hag avieler

Mz 9, 9-13

9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.

10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :

— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :

— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».

Merher

Lk 9, 1-6

1 Bodet gantañ an Daouzeg , e roas Jezuz nerz ha galloud dezo war an oll zroug-sperejou hag ive da barea ar hleñvejou. 2 Kas a reas anezo da embann Rouantèlèz Doue, ha da barea ar re glañv. 3 Lavared a reas dezo :

— « Na gemerit netra ganeoh evid an hent, na baz, na sah, na bara, nag arhant. N’it ket da gaoud beb a ziou dunikenn.

4 E ti pe di ma ’z it, chomit ennañ. Ahano eo ez eot pelloh.

5 « Ma ne vez ket greet digemer deoh, kit kuit euz ar gêr-ze, hag hejit ar boultrenn diouz ho treid : eun testeni a-eneb dezo e vo kement-se ».

6 Mond a rejont gand o hent, ha tremen a reent a gêriadenn da gêriadenn, en eur embann ar Helou Mad, hag o parea ar re glañv e pep leh.

Yaou

Lk 9, 7-9

7 Kleved a reas Herodez, hag a oa e penn Bro-Haliliea, ano euz ar péz a c’hoarveze, hag e oa nehet. Rag darn a lavare e oa savet Yann-Vadezour a varo da veo. 8 Gand lod all e veze lavaret : « Elïaz eo e-neus en em ziskouezet ». Gand lod all c’hoaz : « Adsavet eo a varo da veo eur profet a-wechall ».

9 Evid Herodez, lavared a ree :

— « Yann, lakeet em-eus-me va-unan da zibenna anezañ. Med piou eo hemañ a glevan kement-se diwar e benn ? »

Hag e klaske gweled anezañ.

Gwener

Lk 9, 18-22

18 Eun devez ma oa Jezuz o pedi en eul leh distro, e ziskibien en-dro dezañ, e reas outo ar goulenn-mañ :

19 — « Evid an dud, piou on-me ? »

Respont a rejont :

— « Yann Vadezour ; evid lod all : Elïaz. Evid lod all c’hoaz : unan euz ar brofeted a-wechall, a vefe adsavet a varo da veo ».

20 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Ha c’hwi, piou a lavarit ez on-me ? »

O staga da gomz, e respontas Pèr :

— « Ar Hrist, Mesïaz Doue ».

21 Med difenna rust a reas Jezuz da lavared kement-se da zén e-béd, 22 hag e tisplegas dezo kement-mañ ouspenn :

— « Réd eo da Vab an Den gouzañv kalz poaniou, beza distaolet gand Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, hag adsevel da veo d’an trede deiz ».

Sadorn

Lk 9, 43b-45

43 Ken estlammet ma oa an oll dud o weled kemend a ree, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

44 — « Selaouit mad ar péz emaon o vond da lavared deoh bremañ : Bez’ ema Mab an Dén o vond da veza lakeet etre daouarn an dud ».

45 Med ne intente ket an diskibien ar gomz-se : damguz e chome evito, ken ne zeuent ket a-benn da intent ; ha ne gredent ket ober goulennou outañ war ar poent-se.