Euz an 21 d’ar 27 a viz Gwengolo 2025
1 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « Bez’ e oa eun dén pinvidig, dezañ eur merour. Disklêriet e oe dezañ e oa e verour o forani e vadou.
2 « Gelver a reas anezañ d’e gaoud, hag e lavaras dezañ :
— « Petra a glevan diwar da benn ? Rent kont din euz da verèrèz, rag hivziken ne helli ket beza va merour ».
3 « Lavared a reas ar merour outañ e-unan :
— « Petra a rin, pa lam va mestr va harg diganin ? Mond da labourad an douar ? N’am-eus ket nerz a-walh. Astenn va dorn evid kaoud va boued ? Méz am-befe. 4 Gouzoud a ran petra a rin evid ma vo tud da rei digemer din, pa vo kollet va harg ganin.
5 « Gelver a reas d’e gaoud, hini hag hini, ar re a oa dleour d’e vestr. D’ar henta e lavaras :
— « A begement out dleour d’am mestr ? »
6 « Respont a reas :
— « A gant barillad eoul ».
« Lavared a reas ar merour dezañ :
— « Kemer da baper-diskarg, azez, ha buan, skriv : hanter-kant ».
7 « Goude-ze, e lavaras da unan all :
— « Ha te, a begement out dleour ? »
— « A gant sahad gwiniz » emezañ.
— « Kemer da baper, eme ar merour, ha skriv : pevar-ugent ».
8 « Ha meuli a reas ar mestr ar merour dizonest-se evid e ampartiz ; evid gwir, bez’ ez eo bugale ar béd-man ampartoh kenetrezo eged bugale ar sklêrijenn. 9 Ahanta ! lavared a ran deoh : gand an arhant dizonest, grit mignoned deoh, evid, pa zeuio hemañ marteze da vankoud, beza digemeret ganto, en teltennou peurbaduz.
10 « An neb a heller kaoud fiziañs ennañ e traou dister, a heller kaoud fiziañs ennañ ive e traou braz. An neb a zo dizonest e traou dister, a zo ken dizonest all e traou braz.
11 « Ma n’oh ket bet dîn a fiziañs eta, gand an arhant dizonest, piou a fizio ennoh ar pinvidigeziou gwirion ?
12 « Ha ma n’oh ket bet dîn a fiziañs gand madou a zo da dud all, piou a roio deoh ar madou hag a zo deoh hoh-unan ?
13 « Ne hell servicher e-béd servicha daou vestr : pe e-no kasoni ouz unan ha karantez ouz egile, pe en em stago ouz unan, hag e tisprijo egile. Ne hellit ket servicha Doue hag an arhant, war eun dro ».
Bodet an dud en-dro da Jezuz, e lavare d’e ziskibien :
16 « Ne elum dén eul lamp evid ma vo goloet gand eur pod pe lakeet dindan eur gwele ; med lakeet e vez war eur hantolor evid ma vo gwelet ar goulou gand ar re a zeu en ti.
17 « Rag n’eus netra goloet ha ne vo ket lakeet a-wél d’an oll ; n’eus netra guz ha ne vo ket anavezet, ha lakeet a-wél d’an oll.
18 « Taolit evez eta ouz an doare ma selaouit ; rag an neb e-neus, a vo roet dezañ ; hag an neb n’e-neus ket, a vo lamet digantañ ar péz zokén, a gav dezañ kaoud ».
19 Dond a reas mamm ha breudeur Jezuz d’e gaoud, med ne hellent ket mond beteg ennañ, abalamour d’an dud.
20 Lavaret e oe dezañ :
— « Ema da vamm ha da vreudeur aze er-mêz ; c’hoant o-deus gweled ahanout ».
21 Respont a reas dezo :
— « Bez’ ez eo va mamm ha va breudeur ar re a zelaou Komz Doue, hag a lak anezi da dalvezoud ».
1 Bodet gantañ an Daouzeg , e roas Jezuz nerz ha galloud dezo war an oll zroug-sperejou hag ive da barea ar hleñvejou. 2 Kas a reas anezo da embann Rouantèlèz Doue, ha da barea ar re glañv. 3 Lavared a reas dezo :
— « Na gemerit netra ganeoh evid an hent, na baz, na sah, na bara, nag arhant. N’it ket da gaoud beb a ziou dunikenn.
4 E ti pe di ma ’z it, chomit ennañ. Ahano eo ez eot pelloh.
5 « Ma ne vez ket greet digemer deoh, kit kuit euz ar gêr-ze, hag hejit ar boultrenn diouz ho treid : eun testeni a-eneb dezo e vo kement-se ».
6 Mond a rejont gand o hent, ha tremen a reent a gêriadenn da gêriadenn, en eur embann ar Helou Mad, hag o parea ar re glañv e pep leh.
7 Kleved a reas Herodez, hag a oa e penn Bro-Haliliea, ano euz ar péz a c’hoarveze, hag e oa nehet. Rag darn a lavare e oa savet Yann-Vadezour a varo da veo. 8 Gand lod all e veze lavaret : « Elïaz eo e-neus en em ziskouezet ». Gand lod all c’hoaz : « Adsavet eo a varo da veo eur profet a-wechall ».
9 Evid Herodez, lavared a ree :
— « Yann, lakeet em-eus-me va-unan da zibenna anezañ. Med piou eo hemañ a glevan kement-se diwar e benn ? »
Hag e klaske gweled anezañ.
18 Eun devez ma oa Jezuz o pedi en eul leh distro, e ziskibien en-dro dezañ, e reas outo ar goulenn-mañ :
19 — « Evid an dud, piou on-me ? »
Respont a rejont :
— « Yann Vadezour ; evid lod all : Elïaz. Evid lod all c’hoaz : unan euz ar brofeted a-wechall, a vefe adsavet a varo da veo ».
20 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Ha c’hwi, piou a lavarit ez on-me ? »
O staga da gomz, e respontas Pèr :
— « Ar Hrist, Mesïaz Doue ».
21 Med difenna rust a reas Jezuz da lavared kement-se da zén e-béd, 22 hag e tisplegas dezo kement-mañ ouspenn :
— « Réd eo da Vab an Den gouzañv kalz poaniou, beza distaolet gand Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, hag adsevel da veo d’an trede deiz ».
43 Ken estlammet ma oa an oll dud o weled kemend a ree, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
44 — « Selaouit mad ar péz emaon o vond da lavared deoh bremañ : Bez’ ema Mab an Dén o vond da veza lakeet etre daouarn an dud ».
45 Med ne intente ket an diskibien ar gomz-se : damguz e chome evito, ken ne zeuent ket a-benn da intent ; ha ne gredent ket ober goulennou outañ war ar poent-se.