Accueil  -  Pevare sizunvez an Azvent (A)

Pevare sizunvez an Azvent (A)

Euz an 18 d’ar 24 a viz Kerzu 2022

Pevare sul an Azvent (A)

Mz 1, 18-24

18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.

19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ dizenori anezi, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.

20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :

— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.

21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».

22 C’hoarvezoud a reas kement-se, evid ma teufe da wir ar péz e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet : 23 « Setu ar Werhez o tond da veza dougéréz ; ha genel a raio eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo : « Doue ganeom ».

24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret êl an Aotrou dezañ : kemer a reas e bried en e di.

Lun (overenn an 19 a viz kerzu)

Lk 1, 5-25

5 En amzer Herodez, roue Bro-Judea, e oa eur beleg anvet Zakarïaz, euz rummad Abia ; e wrég euz lignez Aaron a oa Elizabed heh ano.

6 O-daou, e oant just dirag Doue. Heulia a reent direbech oll lezennou ha gourhemennou an Aotrou.

7 N’o-doa ket a vugale, difrouez ma oa Elizabed, hag eet e oant o-daou war an oad.

8 Ha setu eun deiz e oa Zakarïaz oh ober war dro e garg a veleg dirag Doue, rag deuet e oa tro beleien e rummad d’hen ober. Hervez ar hiz miret gand ar veleien, e oe tennet ar zort ganto, hag evel-se, galvet eñ evid mond e santual an Aotrou, da lakaad ezañs da zevi.

10 Bez’ e oa ar bobl en he féz o pedi en diavêz, d’an eur ma oad o tevi an ezañs.

11 Dond a reas eun êl d’an Aotrou da bara dirag Zakarïaz, en e-zav en tu dehou da aoter an ezañs. 12 Strafuillet e oe Zakariaz ouz e weled, hag e oe spontet.

13 Med, lavared a reas an êl dezañ :

— « Arabad dit kaoud aon, Zakarïaz, rag selaouet eo bet da bedenn gand an Aotrou Doue. Rei a roio dit da wrég Elizabed eur mab, ha te a roio dezañ an ano a Yann. 14 Bez’ e vo evidout leh da gaoud joa ha levenez, hag e vo laouen kalz tud gand e hanedigez . 15 Rag braz e vo-eñ dirag an Aotrou. Ne evo ket a win, nag a voeson, rag azaleg korv e vamm, e vo karget gand ar Spered-Santel. 16 Lakaad a raio da zistrei ouz Doue kalz euz bugale Izrael. Kerzed a raio e-unan dirag an Aotrou, gantañ spered ha galloud Elïaz, evid distrei kalonou an tadou war-zu o bugale, ha lakaad an dud dizent war hent furnez an dud just, evid sevel d’an Aotrou eur bobl prest evitañ ».

18 Lavared a reas Zakariaz d’an êl :

— « Penaoz e ouezin eo gwir kement-se ? rag eun dén koz on, ha war an oad eo eet va gwrég ive ».

19 Respont a reas an êl :

— « Me eo Gabriel ; dalhmad e vezan dirag Doue. Kaset on bet da gomz ouzit, ha da gemenn dit ar helou mad-se. 20 Ha setu ma vezi dilavar, hep gelloud mui komz, beteg ar mare ma c’hoarvezo kement-se oll, ablamour n’az-peus ket kredet em homzou, hag a zeuio da wir d’o amzer ».

21 O hortoz Zakarïaz edo an dud, hag e oant souezet o weled e talee e diabarz ar zantual. 22 Pa zeuas er-mêz, ne oa ket evid komz outo. Intent a rejont, e-noa bet eur weledigez er zantual : Ober a ree sinou dezo, med mud e chome.

23 Echu gantañ e zeveziou-servich, ez eas d’ar gêr. 24 Eur pennad amzer goude-ze, e oa dougéréz e wrég.

E-pad pemp miz, e kuzas Elizabed he stad. Hag e lavare outi heh-unan : 25 « Setu ar péz e-neus greet an Aotrou em heñver ; plijet eo bet gantañ bremañ, teuler eur zell warnon, evid lakaad fin d’ar péz a oa eur véz evidon, dirag an oll dud ».

Meurz (overenn an 20 a viz kerzu)

Lk 1, 26-38

26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.

28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :

— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».

29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.

30 Lavared a reas an êl dezi :

— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».

34 Lavared a reas Mari d’an êl :

— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz e-béd ? »

35 Respont a reas an êl dezi :

— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »

38 Lavared a reas Mari neuze :

— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».

Hag ez eas an êl kuit diouti.

Merher (overenn an 21 a viz kerzu)

Lk 1, 39-45

39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.

40 Mond a reas e-barz ti Zakariaz ha saludi Elizabed.

41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :

— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».

Yaou (overenn an 22 a viz kerzu)

Lk 1, 46-56

46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :

— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 ablamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.

« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.

50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.

51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.

52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.

53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.

54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».

56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.

Gwener (overenn an 23 viz kerzu)

Lk 1, 57-66

57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouen ganti.

59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.

60 Lavared a reas e vamm, avad :

— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».

61 Med, lavared a reas ar re all dezi :

— « N’eus den e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».

62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.

64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.

65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar pez a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :

— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »

Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.

Sadorn (overenn an 24 a viz kerzu)

Lk 1, 67-79

67 Ganet Yann-Vadezour, e oe karget Zakarïaz, e dad, euz ar Spered-Santel, hag e tiouganas en eur lavared :

68 — « Ra vo benniget an Aotrou, Doue Izrael, rag m’eo deuet da ober war dro e bobl ha da zigas dezi ar zilvidigez.

69 « Lakeet e-neus da zevel evidom eur zalver leun a nerz, e rummad David e zervicher,

70 « kement-se e-noa lavaret dre henou e brofeted santel, a zo anezo a viskoaz :

71 « evid salvi ahanom diouz on enebourien, ha diouz ar re oll om gwasket ganto.

72 « Diskouezet e-neus e vadèlèz e-keñver on tadou-koz, dalhet e-neus soñj euz an emgleo santel e-noa greet ganto,

73 « Al le e-noa greet da Abraham on tad, da lakaad ahanom da veza dispont, goude beza diframmet ahanom diouz daouarn on enebourien, ha da zervicha anezañ, 75 santel ha just dirazañ a-hed or buhez penn-da-benn.

76 « Hag te, bugelig, anvet e vi profet an Uhel-Meurbéd, rag kerzed a ri en a-raog, dindan lagad Doue, evid kempenn e heñchou,

77 « evid rei da anaoud d’e bobl ar zilvidigez, dre ar pardon euz he fehejou.

78 « Dond a ra kement-se diwar madèlèz dreist-muzul on Doue, a-drugarez dezi eo deuet beteg ennom, euz an uhel, sklerjenn an heol o sevel,

79 « evid sklerijenna ar re a oa en deñvalijenn hag e skeud ar maro, da lakaad on treid da gerzed war hent ar peoh ».