Euz ar 15 d’an 21 a viz Meurz 2026
1 En eur vond er mêz euz an Templ, e welas Jezuz eun dén ganet dall. 2 Goulenn a reas e ziskibien outañ :
— « Rabbi, piou e-neus pehet, eñ pe e dud, evid ma vefe ganet dall ? »
3 Respont a reas Jezuz :
— « Nag eñ, nag e dud n’o-deus pehet. C’hoarvezet eo an dra-ze, evid ma vo diskouezet oberou Doue ennañ. 4 Red eo din kas da benn oberou an Hini on bet kaset gantañ keid ha m’eo deiz. Ema an noz o tond pa ne hell dén labourad.
5 « Keid ha m’emaon er béd, ez on sklêrijkenn ar béd ».
6 Goude ar homzou-ze, e tufas Jezuz d’an douar, hag e reas pri gand e grañch. Leda a reas ar pri-ze war zaoulagad an dén dall, 7 hag e lavaras dezañ :
— « Kee d’en em walhi e lenn Siloe (da lavared eo : Kannad) ».
Mond a reas eta d’en em walhi, ha pa zeuas en-dro, e wele sklêr.
8 Gand e amezeien hag ar re a oa boazet da weled anezañ a-raog (rag bez’e veze o klask e voued), e veze klevet :
— « Ha n’eo ket hemañ eo a veze azezet o klask e voued ? »
__ 9 « Hennez eo », a lavare lod. « Tamm e-béd, med unan heñvel outañ », a lavare lod all. 10 Eñ a-vad a lavare : « Me an hini eo ».
11 Hag e oe goulennet outañ : « Da zaoulagad, penaoz int bet digoret dit ? »
Respont a reas :
— « An dén m’eo Jezuz e ano, e-neus greet pri ha ledet anezañ war va daoulagad, hag e-neus lavaret din : « Kee da lenn Siloe d’en em walhi ». Eet on di eta, hag en em walhet em-eus ; neuze, on deuet da weled sklêr ».
12 Lavared a rejont dezañ :
— « Hag eñ, e peleh ema ? »
— « Ne ouzon dare », emezañ.
13 Kaset e oe d’ar Farizianed an dén-ze hag a oa bet dall.
14 Med eun deiz sabat e oa, p’e-noa Jezuz greet pri, ha digoret dezañ e zaoulagad.
15 D’o zro, e houlennas ar Farizianed outañ penaoz e oa deuet dezañ ar gweled sklêr. Respont a reas dezo :
— « Lakeet e-neus pri din war va daoulagad, eet on d’en em walhi, hag e welan sklêr ».
16 Lavared a ree lod euz ar Farizianed :
— « An dén-ze n’eo ket a-berz Doue, peogwir ne zent ket ouz lezenn ar zabat ».
Lavared a ree lod all :
— « Penaoz e hell eur dén hag a zo peher ober seurt sinou ? »
Dizemgleo a oa eta etrezo.
17 Neuze e rejont adarre goulennou ouz an dén dall.
— « Ha te, petra a lavarez euz an dén-ze, pa ’z eo bet digoret da zaoulagad gantañ ? »
— « Eur profet zo anezañ », emezañ.
18 Med ar Juzevien ne felle ket dezo kredi e oa bet dall an dén-ze, hag e oa deuet da weled sklêr bremañ. Neuze, e lakjont e dud da zond d’o haoud, 19 hag e houlennjont outo :
— « Ha bez’ ez eo hemañ ho mab, hag e lavarit e oa ganet dall ? Penaoz neuze e wél sklêr bremañ ? »
20 Respont a rejont :
« Gouzoud a reom eo hemañ or mab, hag eo bet ganet dall 21 Med penaoz eo deuet da weled sklêr bremañ, ne ouzom ket. Ha piou e-neus digoret dezañ e zaoulagad, ne ouzom ket muioh. Goulennit digantañ e-unan, oad a-walh e-neus ; dezañ da respont evitañ e-unan ».
22 Evel-se e komze e dud, abalamour m’o-doa aon rag ar Juzevien. Evid gwir, divizet o-doa dija ar re-mañ kenetrezo taoler er-mêz euz ar zinagogenn kement hini a anzavfe Jezuz evid ar Hrist. 23 Abalamour da-ze o-doa lavaret e dud : « Oad a-walh e-neus, goulennit digantañ e-unan ».
24 Evid an eilved gwech, e halvas ar Farizianed an dén bet dall dirazo, hag e lavarjont dezañ :
— « Rent gloar da Zoue ! Gouzoud a reom-ni eo an dén-ze eur peher ».
25 Respont a reas dezo :
— « Daoust hag eur peher zo anezañ ? N’ouzon dare. Eun dra a ouzon : dall e oan, ha bremañ e welan sklêr ».
26 Neuze, e lavarjont dezañ :
— « Petra e-neus greet dit ? Penaoz e-neus digoret dit da zaoulagad ? »
27 Respont a reas dezo :
— « Lavaret em-eus deoh dija, ha n’ho-peus ket selaouet. Perag ho-peus c’hoant kleved an dra-ze eur wech c’hoaz ? Ha c’hoant ho-pefe, c’hwi ive, dond da veza diskibien dezañ ? »
28 Taoler a rejont malloziou warnañ o lavared :
— « Te eo a zo diskibl dezañ. Ni a-vad a zo diskibien da Voizez. 29 Gouzoud a reom e-neus Doue komzet da Voizez ; méd hemañ, n’ouzom ket euz a beleh ez eo ».
30 Respont a reas an dén dezo :
— « Souezuz eo kement-se ! Ne ouezit ket euz peleh ez eo, ha koulskoude e-neus digoret din va daoulagad. 31 Gouzoud a reom : ne vez ket selaouet ar beherien gand Doue, med bez’ e vez selaouet gantañ kement hini a enor anezañ hag a ra e volontez. 32 Biskoaz n’eus bet klevet lavared e-nefe unan bennag digoret e zaoulagad d’eun dén ganet dall. 33 Ma ne vefe ket hemañ a-berz Doue, ne hellfe ober netra ».
34 Respont a rejont dezañ :
— « N’eus nemed pehed ahanout abaoe ma ’z out ganet, hag emaout oh ober skol deom ! »
Hag e oe taolet er-mêz ganto.
35 Dond a reas Jezuz da gleved e oa bet taolet er-mêz ganto. Neuze e teuas d’e gaoud, hag e lavaras dezañ :
— « Ha kredi a rez-te e Mab an Dén ? »
36 Respont a reas :
— « Ha piou eo, Aotrou, ma kredin ennañ ? »
37 Lavared a reas dezañ :
— « Gweled a rez anezañ, eñ eo a zo o komz ouzit ».
38 Respont a reas :
— « Kredi a ran, Aotrou »,
hag e stouas dirazañ.
39 Neuze e lavaras Jezuz :
— « Deuet on er béd-mañ evid dougenn eur varnedigez : ma teuio ar re na welont ket da weled, hag da veza dall ar re a wél ».
40 Klevet e oe e gomzou gand lod euz ar Farizianed a oa gantañ, hag e lavarjont dezañ :
— « Daoust ha dall ez om ni ive ? »
41 Respont a reas dezo :
— « Ma vefeh tud dall, n’ho-pefe ket a behed ; med peogwir e lavarit : « Gweled a reom sklêr », e chom ho pehed ennoh ».
43 Tremenet daou zevez gand Jezuz e kêr ar Zamaritaned, ez eas kuit alese evid distrei da Vro-Halilea. 44 Evid gwir, e-noa diskouezet Jezuz ne vez ket enoret eur profet en e vro dezañ e-unan. 45 Koulskoude, pa en em gavas e Bro-Halilea, e oe digemeret mad gand Galileiz, rag eet e oant int-i ive da Jeruzalem evid gouel Pask, hag o-doa gwelet kement e-noa greet Jezuz eno. 46 Distrei a reas Jezuz eta da Gana-Halilea, el leh m’e-noa troet an dour e gwin. Hogen, eno e oa eun ofiser d’ar roue, ma oa klañv e vab e Kafarnaom. 47 O veza klevet e oa deuet Jezuz euz Bro-Judea da Vro-Halilea, e teuas da weled anezañ. Pedi a ree anezañ da ziskenn da Gafarnaom evid parea e vab dare da vervel.
48 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Nemed ha gweled a rafeh sinou ha burzudou, n’oh ket evid kredi morse ? ».
49 Lavared a reas an ofiser dezañ :
— « Aotrou,diskenn a-raog ma varvo va bugel ».
50 Jezuz dezañ :
— « Kee, beo eo da vab ».
Kredi a reas an dén-ze er gomz e-noa lavaret Jezuz dezañ, hag ez eas en hent. 51 Pa oa war an diskenn, e teuas e zervicherien en arbenn dezañ, hag e lavarjont dezañ e oa beo e vugel. 52 Goulenn a reas outo da béd eur e oa gwelleet dezañ. « Deh eo, emezo dezañ, da eun eur goude kreisteiz, ez eo eet an derzienn dioutañ ».
53 Asanti a reas an tad eo d’an eur-ze end-eün, e-noa lavaret Jezuz dezañ : « Beo eo da vab ».
Kredi a reas neuze, eñ e-unan hag oll dud e diad.
54 Hemañ eo an eil sîn a reas Jezuz, pa zistroas euz Bro-Judea da Vro-Halilea.
1 Da-geñver eur gouel evid ar Juzevien, ez eas Jezuz da Jeruzalem.
2 E Jeruzalem, e-tal dor an deñved, ez eus eul lennad-dour, Bedzata heh ano en hebreeg, hag a zo pemp porched dezi.
3 Dindan ar re-mañ, e veze war o gourvez e-leiz a dud klañv, tud dall, re gamm, tud seizet.
5 Bez e oa eno eun dén, klañv abaoe eiz vloaz ha tregont. 6 O weled anezañ war e hourvez, hag o kleved e oa er stad-se abaoe hir amzer dija, e lavaras Jezuz dezañ :
— « Ha c’hoant ez-peus da barea ? »
7 — « Aotrou, eme ar hlañvour dezañ, n’em-eus dén e-béd da daoler ahanoun el lenn kerkent ha ma vez bourbouill gand an dour ; hag amzer din da vond, e tiskenn unan all en dour em-raog ».
8 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Sav, kemer da hravaz ha kerz ».
9 Kerkent e oe pareet an dén. Kemer a reas e hravaz : kerzed a ree ! Hogen, eun deiz sabat oa an deiz-se. 10 Setu ma lavaras ar Juzevien d’an hini a oa bet pareet :
— « Sabat a zo ; n’eo ket aotreet dit dougen da hravaz ».
11 Med respont a reas dezo :
— « An hini e-neus pareet ahanon eo e-neus lavaret din : « Kemer da hravaz, ha kerz ! ».
12 Goulenn a rejont outañ :
— « Piou eo an dén e-neus lavaret dit : « Kemer da hravaz, ha kerz » ?
13 Med an hini a oa bet pareet ne ouie ket piou e oa ; hag e oa eet Jezuz pelloh, rag e-leiz a dud a oa war al leh-se.
14 Diwezatoh, e kavas Jezuz anezañ en Templ, hag e lavaras dezañ :
— « Setu te pareet. Arabad dit pehi hiviziken, gand aon na zigouezfe gwasoh ganit ».
15 Mond a reas an dén da gonta d’ar Juzevien e oa Jezuz an hini e-noa pareet anezañ. 16 Setu perag e klaske ar Juzevien heskina Jezuz, abalamour m’e-noa greet kement-se eun deiz sabat.
Pareet eun dén seizet gand Jezuz eun deiz sabat, e lavaras d’ar Juzevien :
17 — « Beteg-henn ema va Zad o labourad, hag emaon-me o labourad ive ».
18 Setu perag, muioh-mui c’hoaz, e klaske ar Juzevien kas anezañ d’ar maro, rag ne oa ket tra-walh dezañ terri lezenn ar zabat, lavared a ree ouspenn e oa Doue tad dezañ e-unan, oh en em lakaad evel-se par da Zoue.
19 Kement-mañ a lavare Jezuz dezo :
— E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Ne hell ar Mab ober netra anezañ e-unan, ne ra nemed ar pez a wél an Tad oh ober. Rag ar péz a ra an Tad, a vez greet gand ar Mab en heveleb doare.
20 « Rag an Tad a gar ar Mab, ha diskouez a ra dezañ kement a ra eñ e-unan. Diskouez a raio dezañ oberou brasoh c’hoaz, ma vezot estlammet ganto.
21 « Evel ma lak an Tad ar re varo da zevel euz ar béz ha da veva, evel-se ive e roio ar Mab buhez d’an neb a gar.
22 « Ne vez barnet dén e-béd gand an Tad. Roet e-neus hemañ d’ar Mab pep galloud evid barn, 23 ma vo enoret ar Mab gand an oll, evel ma ’h enoront an Tad. An neb na rent ket enor d’ar Mab, ne rent ket enor kennebeud d’an Tad m’eo bet kaset gantañ.
24 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : An hini a zelaou va homzou, hag a gréd en Hini e-neus kaset ahanon, hennez ema ennañ ar vuhez peurbaduz, ha ne gouez ket dindan ar varnedigez, rag tremenet eo dija euz ar maro d’ar vuhez.
25 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Dond a ra an eur, ha bremañ eo, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag e vevo ar re o-do klevet anezi.
26 « Evel m’ema an Tad ar vuhez ennañ e-unan, evel-se e-neus greet d’ar Mab beza ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag e-neus roet dezañ ar galloud da zisklêria ar varnedigez, peogwir ez eo Mab an Dén.
28 « Arabad deoh beza souezet a gement-se : ema an eur o tond, ma klevo e vouez an oll re a zo er beziou. 29 Dond a raint er-mêz anezo : ar re o-do greet ar mad a zavo a varo da veo evid ar vuhez, ar re o-do greet an droug, evid sevel a varo da veo ha beza barnet.
30 « Ahanon va-unan, ne hellan-me ober netra. Barn a ran diouz ar péz a glevan ; hag ez eo just va barnedigez, rag ne glaskan ket va bolontez din-me, med bolontez an Hini e-neus kaset ahanon.
16 Tad eo bet Jakob da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz anvet ar Hrist.
18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.
19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.
20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :
— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.
21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».
24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret dezañ Êl an Aotrou.
41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.
42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.
43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.
44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.
46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.
48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :
— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».
49 Lavared a reas dezo :
— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ? »
50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.
51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.
2 Tostaad a ree gouel ar Juzevien, gouel an Teltennou.
10 Pa oe en em gavet breudeur Jezuz e Jeruzalem evid ar gouel, ez eas eñ ive di, med n’eo ket war-wél d’an dud, med e kuz.
14 Pa oe dija eet e-biou eun hanter euz ar gouel, ez eas Jezuz d’an Templ, hag e stagas da gelenn.
25 Lavared a ree eun nebeud tud euz Jeruzalem :
— « Daoust ha n’eo ket hemañ an hini a glaskont kas d’ar maro ? Setu ema o prezeg war-wél d’an oll, ha ne lavar dén e-béd netra dezañ. 26 Daoust hag e vije deuet ar Pennou-Braz da anaoud eo eñ ar Hrist ? 27 Hemañ, koulskoude, e ouezom euz a beleh ez eo. Ha pa zeuio ar Hrist, ne ouezo dén e-béd euz a beleh ez eo ».
28 E-keid ma oa Jezuz o kelenn en Templ, e lavaras a vouez kreñv :
— « Anaoud a rit ahanon ! Ha gouzoud a rit euz a beleh ez on ! N’on ket deuet ahanon va-unan : med ar wirionez a zo gand an hini e-neus kaset ahanon, Eñ ha na anavezit ket. 29 Anaoud a ran-me anezañ, rag dond a ran dioutañ, ha gantañ eo on bet kaset ».
30 Klask a rejont neuze tapoud krog ennañ, med ne zeuas dén e-béd a-benn anezañ, rag ma ne oa ket deuet e eur c’hoaz.
O kelenn e oa Jezuz e Templ Jeruzalem :
40 E-touez an dud o-doa selaouet e gomzou, e lavare lod anezo :
— « E gwirionez, hemañ eo ar profet braz ! ».
41 Lavared a ree lod all :
— « Ar Hrist eo hennez ! ».
Med goulenn a ree lod all c’hoaz :
— « Daoust hag e hell ar Hrist dond euz Bro-Halilea ? 42 Ha ne lavar ket ar Skritur eo euz lignez David hag euz Betleem, kêriadenn David, e teuio ar Hrist ? »
43 Sevel a reas eta dizemgleo e-touez an dud diwar e benn.
44 C’hoant o-doa eun nebeudig anezo da baka krog ennañ, med ne daolas dén e-béd e zorn warnañ. 45 Dond a reas ar warded en-dro da gaoud ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, hag e lavaras ar re-mañ dezo :
— « Perag n’ho-peus ket digaset anezañ deom ? »
46 Respont a reas ar warded :
— « Biskoaz n’e-neus dén komzet evel ma komz an dén-ze ».
47 Lavared a reas ar Farizianed dezo :
– « Daoust ha diheñchet e vefeh bet c’hwi ive ? 48 E-touez ar Pennou-Braz pe euz ar Farizianed, daoust hag unan bennag e-neus kredet ennañ ? 49 N’eus nemed an dud-hont ha ne anavezont ket al Lezenn, tud villiget anezo ! »
50 Lavared a reas Nikodem, unan euz ar Farizianed hag a oa bet o weled Jezuz, nebeud amzer a-raog :
51 — « Daoust ha gelloud a reom, diwar ol Lezenn, kondaoni eun dén heb beza klevet anezañ, a-benn gouzoud petra e-neus greet ? »
52 — « Petra ! emezo, daoust hag euz Bro-Halilea ez out-te ive ? Klask mad, hag e weli ne zav biskoaz profet e-béd euz Bro-Halilea ».
53 Hag ez eas peb hini d’ar gêr.