Accueil  -  Pevare sizunvez ha tregont war ar bloaz B

Pevare sizunvez ha tregont war ar bloaz B

Euz an 21 d’ar 27 a viz Du 2021

Gouel ar Hrist Roue (B)

Yn 18, 33b-37

33 Pa en emgavas Jezuz dirag Pilat, e reas hemañ goulennou outañ :

— « Ha bez’ ez out-te roue ar Juzevien ? »

34 Respont a reas Jezuz :

— « Hag ahanout da unan e lavarez kement-se, pe re all eo o-deus lavaret dit diwar va fenn ? »

35 Respont a reas Pilat :

— « Daoust hag eur Juzeo on-me ? Lakeet out bet etre va daouarn gand da bobl hag ar Veleien-Vraz. Petra az-peus greet ? »

Ha Jezuz d’e dro :

36 — « Va Rouantèlèz n’eo ket euz ar béd-mañ. Ma vije bet va Rouantèlèz euz ar béd-mañ, o-defe va zervicherien stourmet evid mired na vijen lakeet etre daouarn ar Juzevien. Med n’eo ket va Rouantèlèz euz ar béd-mañ ».

37 Hag e lavaras Pilad dezañ :

— « Neuze ’ta ez out roue ? »

Respont a reas Jezuz :

— « Ar wirionez a lavarez, roue on : ganet on, ha deuet war an douar evid rei testeni d’ar wirionez, ha kement hini a zo dén a wirionez, a zelaou va mouez ».

Lun

Lk 21, 1-4

E-keid ma oa Jezuz o kelenn en Templ, 1 o sevel e zaoulagad, e welas an dud pinvidig o lakaad o frovou en Teñzor.

2 Gweled a reas ive eur paour-kêz intañvez o lakaad daou bézig bihan e-barz. 3 Neuze e lavaras :

— « E gwirionez, e tisklêrian deoh : bez’ he-deus lakeet an intañvez paour-ze muioh eged an oll re all. 4 Rag, evid rei o frov, o-deus kemeret ar re-mañ-oll, diwar ar péz a hellent dioueri ; hi avad, he-deus kemeret diwar he diénéz : roet he-deus kement hag he-devoa evid beva ».

Meurz

Lk 21, 5-11

5 Bez’ e oa ar gaoz gand lod euz an diskibien diwar-benn an Templ, bamet ha souezet ma oant o weled ar vein gaer ha provou an dud fidel. Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

6 — « Kement-se oll emaoh o selled outañ, e teuio eun deiz ma ne jomo ket mên war vên anezañ : distrujet e vo pep tra ».

7 Goulenn a rejont outañ :

— « Mestr, pedavare e c’hoarvezo kement-se ? Ha petra a vo ar zîn ma vo tost an dra-ze d’en em gaoud ? »

8 Respont a reas :

— « Diwallit da veza touellet, rag dond a raio meur a hini em ano o lavared : « Me eo ! » ha : « Tostig-tost ema an amzer ». Arabad mond d’o heul !

9 Pa glevot kont euz brezeliou, taoliou dispah, n’it ket da sponta ! Rag bez’ e rañk kement-se c’hoarvezoud da genta, med ne vo ket raktal ar fin ».

10 Neuze, e lavaras Jezuz ouspenn :

— « Bez’ e savo freuz, broad eneb broad, rouantèlèz eneb rouantèlèz. 11 Bez’ e vo meur a grén-douar braz, hag amañ hag a-hont bosenn ha kernèz ; c’hoarvezoud a raio traou spontuz, ha sînou braz en oabl.

Merher

Lk 21, 12-19

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez :

12 « Tapet e vo krog warnoh, hag e viot gwall-gaset ; roet e viot d’ar zinagogennou, lakeet er prizon, kaset dirag ar rouaned hag ar houarnourien, abalamour d’am ano. 13 Ha kement-se a roio tro deoh da rei testeni.

14 « Lakait mad en ho spered, n’ho-po ket da glask penaoz en em zifenn. 15 Sila a rin, me va-unan, en ho spered komzou ha eur furnez, ha ne hello ket hoh enebourien herzel outo, na dispenn anezo.

16 « Gwerzet e viot gand ho tad hag ho mamm zokén, gand ho preudeur, ho kerent hag ho mignoned ; lod ahanoh a vo kaset d’ar maro ganto. 17 Kas o-devezo an oll ouzoh abalamour d’am ano.

18 « Med blevenn e-béd diwar ho penn na vo kollet.

19 « Dalhit mad d’ho feiz hag e viot salvet ».

Yaou

Lk 21, 20-28

Komz a ree Jezuz gand e ziskibienn diwar-benn e zonedigez :

20 « Pa welot Jeruzalem kelhiet gand an armeou, e ouezot neuze eo deuet eviti eur an dismantr.

21 « Neuze, ar re a vo e Bro-Judea, dezo tehed d’ar meneziou ; ar re a vo e diabarz kêr, dezo pellaad diouti ; ar re a vo war ar mêziou, dezo chom hep dond e kêr.

22 « Rag deveziou a gastiz e vo an deveziou-ze, ma vo kaset da benn kement a zo bet skrivet.

23 « Gwaz-a-ze d’ar maouzed a vezo o tougenn, pe o vaga, en deveziou-ze, rag reuz braz a vo er vro, ha kounnar a-eneb ar bobl-mañ.

24 « Koueza a raio an dud dindan neudenn ar hleze, kaset e vezint da sklav en oll vroiou. Breset e vo Jeruzalem dindan treid ar bayaned, beteg ma vo eet da benn amzer ar bayaned ».

25 « Bez’ e vo sînou burzuduz en heol, el loar hag er stered, ha war an douar anken ar poblou, nehet ma vezint gand trouz ar mor hag an tarziou, 26 ken na vo an dud trohet o alan dezo gand ar spont, da hortoz ar péz a hoarvezo gand ar béd a-béz, rag bransella a raio galloudou an neñv.

27 « Neuze, e vo gwelet Mab an Dén o tond war eur goabrenn gand kalz a halloud hag a hloar.

28 « Pa vo krog kement-se da hoarvezoud, en em lakait sonn, ha savit ho penn rag bez’ e vo ho silvidigez o tostaad ».

Gwener

Lk 21, 29-33

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez, 29 hag e lavaras eur barabolenn dezo :

« Sellit ouz ar wezenn fïez, hag an oll gwéz all. 30 Sellit outo : pa grog ar broñsou enno, e komprenit ema tost an hañv.

31 « Evel-se, c’hwi ive, pa welot kement-se o c’hoarvezoud, e ouezot ema tost Rouantèlèz Doue.

32 « E gwirionez, e lavaran deoh : Ne dremeno ket ar rummad-mañ ken na vo digouezet an oll draou-ze. 33 Tremen a raio an neñv hag an douar, va homzou a-vad ne dremenint ket ».

Sadorn

Lk 21, 34-36

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez :

34 « Evidoh-c’hwi, bezit war evez, gand aon na vo pounnereet ho spered gand an debri-re hag ar vezventi, ha gand trubulliou ar vuhez ; a-hend-all e tigouezo an deiz-se warnoh dre laer, evel eur roued, 35 rag koueza a raio war an oll dud o chom war an douar a-béz.

36 « Chomit war zihun, o pedi e peb amzer : evel-se e vezot e stad d’en em denna euz kement a zo da hoarvezoud, ha da jom en ho sav dirag Mab an Dén ».