Accueil  -  Pevare sizunvez war ar bloaz (A)

Pevare sizunvez war ar bloaz (A)

Euz an 29 a viz Genver d’ar 4 a viz C’hwevrer 2023

Pevare sul war bloaz

Mz 5, 1-12 (A)

1 O weled kement-se a dud o tond d’e heul, e savas Jezuz ouz tor ar menez ; azeza a reas, hag e tosteas e ziskibien outañ.

2 Neuze, e stagas da gelenn anezo en eur lavared :

3 « Eüruz ar re a zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.

4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag bez’ e vo an douar o lod.

5 « Eüruz ar re a ouel, rag frealzet e vezint.

6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.

7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.

8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag gweled a rin Doue.

9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.

10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv abalamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.

11 « Eüruz oh-c’hwi ma taol an dud dismegañs warnoh, ma reont brezel deoh, ma lavaront e gaou a bep seurt droug a-eneb deoh abalamour din-me.

12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou : evel-se eo, eo bet heskinet ar brofeted a zo deuet en ho-raog.

Lun

Mk 5, 1-20

1 Digouezoud a reas Jezuz hag e ziskibien en tu all d’ar mor, e bro ar Jerazenianed.

2 Pa oa Jezuz o tiskenn euz ar vag, e teuas en arbenn dezañ eun dén dalhet gand eur spered louz, o tond euz ar beziou. 3 Er beziou e oa o chom, ha ne helle mui dén e-béd staga anezañ gand eur jadenn zokén. 4 Rag aliez e oa bet staget gand hualou ha chadennou, med torret e oa bet gantañ ar chadennou, ha brevet an hualou, ha ne oa dén e-béd gouest da zond a-benn anezañ.

5 Noz ha deiz, e veze e-mesk ar beziou, pe war an torgennou, o youhal pe o tispenn e gorv gand mein.

6 O weled Jezuz a-ziabell, e tiredas hag e stouas dirazañ. 7 A vouez kreñv, e youhas :

— « Petra a glaskez ouzin, Jezuz, Mab Doue Uhel-Meurbéd ? Aspedi a ran ahanout, en ano Doue, ned-a ket da drubuilla ahanon ».

8 Rag Jezuz a lavare dezañ :

— « Kerz er-mêz euz an dén-ze, spered hudur ».

9 Goulenn a ree outañ :

— « Pe ano out ? »

— « Va ano, emezañ, eo bandennad, rag kalz a zo ahanom ».

10 Pedi hag aspedi a ree anezañ da jom hep kas anezo kuit euz ar vro. 11 Eno e oa, diouz kostez ar menez, eur vandennad vraz a voh o klask o boued. 12 Aspedi Jezuz a reas ar sperejou hudur en eur lavared :

— « Kas ahanom er moh, evid ma ’z aim enno ».

13 Aotre a roas Jezuz dezo, hag ez ejont er-mêz euz an dén evid mond e-barz ar moh, hag en em daolas ar vandennad er mor, diwar an tornaod. Eun daou vil bennag e oa anezo, hag ez int bet beuzet er mor.

14 Tehed a reas kuit ar re a oa o tiwall anezo, hag e oe kaset ar helou ganto e kêr ha war ar-mêz. Hag e teuas an dud da weled ar péz a oa c’hoarvezet.

15 Dond a reont beteg Jezuz, hag e welont, war e azez, an dén bet dalhet gand an droug-spered, gwisket, hag e skiant vad gantañ, eñ hag a oa bet an droug-spered bandennad ennañ. Hag e krogas ar spont enno.

16 Konta a reas ar re o-doa gwelet ar péz a oa c’hoarvezet gand an dén dalhet, ha diwar-benn ar moh. 17 Aspedi a rejont Jezuz da bellaad diouz o bro.

18 Pa oa Jezuz o pignad er vag, e oe pedet gand an hini a oa bet dalhet gand an droug-spered, da lezel anezañ da jom gantañ. 19 Ne roas ket Jezuz aotre dezañ, avad. Med lavared a reas :

— « Kee d’ar gêr da gaoud da dud, ha ro dezo da houzoud kement a zo bet greet gand an Aotrou Doue evidout, hag an drugarez diskouezet en da geñver gantañ ».

20 Mond a reas kuit an dén, hag en em lakaad da embann e bro an Degkêr, kement a oa bet greet gand Jezuz evitañ, hag e oe sebezet an oll.

Meurz

Mk 5, 21-43

21 Treuzet adarre ar mor er vag gand Jezuz, ha dre ma oa tost ouz an aot, e oa eur bobl tud bodet en-dro dezañ.

22 Neuze, e teu beteg ennañ unan euz renerien ar zinagogenn, Jaïr e ano, hag o weled anezañ, e kouez d’an douar e-harz e dreid, 23 o pédi stard anezañ en eur lavared :

— « Bez’ ema va merhig war he zremeñvan. Deus da astenn da zorn warni, ma vo pareet ha ma chomo beo ».

24 Mond a reas Jezuz gantañ, ha kalz a dud d’e heul, ken ma oa gwasket ganto.

25 Padal, e oa eur vaouez, klañv gand ar holl-gwad abaoe daouzeg vloaz. 26 Kalz he-doa bet da houzañv a-berz e-leiz a vedisined. Dispignet e oa bet ganti kement a oa en he herz, hep kaoud gwellaenn e-béd, med kentoh o vond war wasaad.

27 Klevet ganti ano euz Jezuz, e teuas e-touez an dud, a-dreñv dezañ, hag e touchas ouz e vantell.

28 Lavared a ree dezi heh-unan :

— « Ha pa ne rafen nemed touch ouz e zillad, e vin pareet ».

29 Ha kerkent, e torras ar holl-gwad enni, hag e santas en he horv e oa pareet euz he hleñved.

30 Kerkent, e ouezas Jezuz e oa eet eur vertuz er-mêz anezañ. Distrei a reas war-zu an dud en eur houlenn :

— « Piou e-neus touchet ouz va dillad ? »

31 Lavared a ree e ziskibien dezañ :

— « Gweled a rez ez out gwasket gand e-leiz a dud, hag e houlennez piou e-neus touchet ouzit ? »

32 Med selled a ree Jezuz en-dro dezañ, evid klask gweled an hini he-doa greet kement-se. 33 Neuze, en eur grena gand an aon, rag gouzoud a ouie petra a oa c’hoarvezet ganti, e teuas ar vaouez hag e kouezas e-harz e dreid, hag e lavaras dezañ ar wirionez penn-da-benn.

34 Lavared a reas Jezuz dezi avad :

— « Va merh, da feiz he-deus saveteet ahanout. Kerz e peoh, ha bez pareet euz da gleñved ».

35 E-pad ma oa c’hoaz o komz, e tigouezas tud euz ti ar rener-zinagogenn da lavared dezañ :

— « Maro eo da verh. Perag direnka c’hoaz ar Mestr ? »

36 Med o veza klevet ar homzou-ze, e lavaras Jezuz d’ar rener-zinagogenn :

— « Arabad dit kaoud aon. Bez feiz nemetkén ».

37 Ne roas aotre da zén e-béd da vond asamblez gantañ, nemed da Bèr, da Jakez ha da Yann breur Jakez. 38 En em gaoud a reont e ti ar rener-zinagogenn. Gweled a ra Jezuz tud, o ouela hag o youhal forz, ha trouz braz ganto.

39 Eet en ti, e lavar Jezuz dezo :

— « Perag e rit trouz, ha perag e ouelit ? N’eo ket maro ar plahig. Kousket eo ! »

40 Ha goap a ree an dud anezañ. Med ober a ra dezo oll mond er-mêz ; kemer a ra gantañ tad ha mamm ar plahig, hag an diskibien deuet d’e heul, ha mond el leh ma oa ar plahig. 41 Kregi a ra en he dorn, hag e lavar dezi :

— « Talita koum ! da lavared eo : Plahig, me lavar dit : sao en da zav ! 

42 Kerkent e oa ar plahig en he-zav, hag e stagas da vale, rag daouzeg vloaz e oa. Kerkent ive, setu an dud-se er-mêz anezo o-unan, ken souezet e oant. 43 Difenn stard a reas Jezuz outo na vefe gouezet kement-se gand dén e-béd, hag e lavaras rei dezi da zrebi.

Merher 1a a viz C’hwevrer, Santez Berhed, abadez Kildare
Memor e Eskoptiou Kemper ha Sant-Brieg

Lk 10, 38-42

38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.

39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :

— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».

41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :

— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».

Merher

Mk 6, 1-6

1 Dond a reas Jezuz d’e vamm-vro, Nazared, e ziskibien ouz e heul.

2 Da geñver deiz ar zabat, ez eas da gelenn er zinagogenn. O kleved anezañ, e chome bamet kalz a dud, hag e lavarent :

— « Euz peleh e teu dezañ kement-se ? Pebez furnez a zo bet roet dezañ ! Ha nag a vurzudou a hoarvez dre e zaouarn !

3 Daoust ha n’eo ket hemañ ar halvez, mab Mari, breur da Jakez, da Jozef, da Jud ha da Zimon ? Daoust ha n’ema ket ive e hoarezed, amañ, en on-touez ? » Hag e oent feuket diwar e benn.

4 Ha Jezuz o lavared dezo :

— « Ne vez disprizet eur profet nemed en e vro, en e gerentiez hag en e famill ».

5 Ha ne oa ket evid ober eno burzud e-béd. Koulskoude, e roas ar pare d’eun nebeud tud klañv, en eur astenn e zaouarn warno. 6 Souezet e chome gand o diouer a feiz.

Neuze, e tremene Jezuz dre ar hêriadennou tro-war-dro, en eur rei e gelennadurez.

Yaou 2 a viz C’hwevrer, Gouel Jezuz kaset d’an Templ
(Gouel ar Chandelour)

Lk 2, 22-40

22 Pa oe deuet ar mare merket gand Lezenn Voïzez, evid beza glanneet, e oe kaset Jezuz gand e dud da Jeruzalem, evid beza kinniget d’an Aotrou, 23 hervez m’eo skrivet el Lezenn : « Pep paotr kenta-ganet zo da veza gouestlet d’an Aotrou ».

24 Deuet e oant ive evid kinnig eur zakrifis, hervez m’eo skrivet e Lezenn an Aotrou : eur houblad turzunelled pe diou goulmig.

25 Bez’ e oa, neuze, e Jeruzalem, eun dén anvet Simeon, dén just hag a zoujañs Doue. Gortoz a ree ar frealzidigez da zond evid pobl Izrael, hag e oa ar Spered-Santel warnañ.

26 Roet e oa bet dezañ da anaoud gand ar Spered-Santel, ne welje ket ar maro a-raog beza gwelet Mesïaz an Aotrou.

27 Poulzet gand ar Spered-Santel, e teuas d’an Templ, pa vedo tad ha mamm ar Mabig Jezuz o tigas anezañ evid ober en e-geñver kement a oa hervez al Lezenn. 28 Kemer a reas Simeon ar hrouadur etre e zivreh, hag e veulas Doue en eur lavared :

29 « Bremañ, ô Mestr, e hellez lezel da servicher
« da vond e peoh, hervez da lavar,
30 « rag gwelet o-deus va daoulagad da zilvidigez,
31 « an hini bet kempennet ganit a-viskoaz,
war wél an oll vroiou :
32 « ar sklêrijenn a yelo war ar poblou payan
« hag a vo gloar Izrael da bobl ».

33 Souezet e oa e dad hag e vamm, gand kement a glevent diwar e benn. 34 Rei a reas Simeon e vennoz dezo, hag e lavaras da Vari, e vamm :

— « Setu m’ema ar hrouadur-mañ o kas da goll, hag o kas da veza salvet kalz a dud en Izrael ; bez’ e vo eur zîn, hag a lakaio enebiez da zevel war e goust, 35 ken na vo da galon dit-te treuzet gand eur hleze. Evel-se, e vo diskuliet ar zoñjou kuzet e kalon eur halz a dud ».

36 Eno e oa ive eur brofetez : Anna, merh da Fanuel, euz rummad Azer. Oajet braz e oa. Goude beza bevet seiz vloaz gand he fried war lerh an dimezi, 37 e oe intañvezet hag e oa d’ar mare-ze pevar bloaz ha pevar-ugent.

Ne guitee ket an Templ, o servicha Doue noz-deiz, er yun hag er bedenn.

38 Digouezet d’an eur-ze end-eün, en em lakeas d’he zro da veuli Doue. Ha komz a ree euz ar bugel d’an oll dud a oa o hortoz silvidigez Jeruzalem.

39 Eur wech echu ganto kement a oa da ober hervez Lezenn an Aotrou, ez ejont en-dro da Vro-Halilea, da Nazared o hêr. 40 Hag e kreske ar bugel, nerz o tond dezañ ; leun e oa a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

Gwener

Mk 6, 14-29

14 Kleved a reas ar roue Herodez ano euz Jezuz, rag brudet e oa deuet e ano da veza.

Lavaret e veze : « Yann ar Badezour eo, adsavet a-douez ar re varo, hag e labour ennañ ar galloud da ober burzudou ».

15 Lavaret e veze gand reou all : « Elïaz eo ». Lod all : « Eur profet eo, heñvel ouz unan euz or profeted ».

16 O kleved kement-se, e lavare Herodez : « Yann, an hini am-eus lakeet dibenna, hennez eo a zo adsavet da veo ».

17 Evid gwir, e-noa lakeet Herodez paka Yann ha chadenna anezañ er prizon, abalamour da Herodiadez : deuet e oa houmañ da veza gwrég da Herodez daoust ha ma oa pried d’e vreur Filip. 18 Lavared a ree Yann da Herodez : « N’az-peus ket ar gwir da zelher ganit gwrég da vreur ».

19 Kasoni he-doa eta Herodiadez outañ, hag he-doa c’hoant da gas anezañ d’ar maro, med ne helle ket, 20 rag aon e-noa Herodez ouz Yann, o houzoud e oa eun dén just ha santel ; difenn a ree anezañ. P’e-neze klevet anezañ, e veze nehet braz, ha koulskoude e plije dezañ selaou anezañ.

21 Med digouezoud a reas eun dro vad, pa roas Herodez, da geñver e zeiz-ha-bloaz, eur bañvez d’e dud e karg, d’e ofïserien ha d’an dud a reñk uhel euz Bro-Halilea.

22 Dond a reas merh Herodiadez da zañsal, hag e plijas da Herodez ha d’e gouvidi. Neuze, e lavaras ar roue d’ar plah yaouank :

— « Goulenn diganin ar péz a gerez, hag e roin dit ».

23 Hag e touas dezi :

— « Kement a houlenni diganin, a roin dit, ha pa vefe an hanter euz va rouantèlèz ».

24 Mond a reas ar plah er-mêz, hag e lavaras d’he mamm :

— « Petra a houlennin ? »

Respont a reas hi :

— « Penn Yann, ar Badezour ».

25 Gand mall, e tistroas ar plah yaouank da gaoud ar roue, hag e lavaras dezañ :

— « Felloud a ra din, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».

26 Rannet braz e oe kalon Herodez, med abalamour d’e le ha d’e gouvidi, ne fellas ket dezañ nah he goulenn outi.

27 Dioustu, e kasas ar roue eur gward, gand an urz da zigas penn Yann. Mond a reas ar gward da zibenna Yann en e brizon. 28 Digas a reas ar penn war eur plad, rei anezañ d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank a roas anezañ d’he mamm.

29 Pa glevas diskibien Yann ar helou-ze, e teujont da gemer e gorv, hag e lakejont anezañ en eur béz.

Sadorn

Mk 6, 30-34

30 Bodet en-dro da Jezuz, e tisplegas an ebestel dezañ kement o-doa greet ha kelennet. 31 Hag e lavaras Jezuz dezo :

— « Deuit en eul leh distro diouz an dud, evid diskuiza eun tammig ».

Ken stank e oa an dud o vond hag o tond en-dro dezo, ma n’o-doa ket zokén amzer da zebri. 32 Gand ar vag ez ejont kuit, da gaoud eul leh distro, evid beza en o fart o-unan.

33 Med gwelet int bet o vond kuit, ha komprenet eo bet gand kalz a dud da beleh e oant o vond. War o zroad, e tiredjont di, euz an oll gêriou, hag e oent digouezet en o-raog.

34 En eur ziskenn euz ar vag, e welas Jezuz tud e-leiz, hag e-noe truez outo, abalamour ma oant evel deñved, ha pastor e-béd da ober war o zro. Staga a reas neuze da gelenn anezo war galz a draou.