Salm 62

Pa vez c’hoant braz euz eun dra bennag, e lavarer e vez naon ha sehed euz an dra-ze ; evel-se on ene ’neus c’hoant euz Doue, ’neus sehed euz Doue.ruz an hini a zo pardonet dezañ e behed. Levenez ar pardon a zeu da heul anzao ar faot.

Doue, o va Doue, da glask a ran a-dal ar beure,
Sehed ahanout e-neus va ene.
Va c’horv a langis etrezeg ennout
War eun douar kraz, skuiz ha dizour.
Hag ec’h arvestan ouzhit en da zantual,
Da weled da c’halloud ha da c’hloar.
Gwelloc’h da garantez eged ar vuhez :
Va muzellou a veulo ahanout.
Da venniga a rin a-hed va buez,
En da Ano e savin va daouarn.
’Vel gand druz ha lard e-neus va ene e walc’h ;
Youhadennou war va muzellou, meuleudiou em genou.
Nag e soñjan ennout war va gwele,
A-hed beillou an noz e prederian warnout.
Ya, eur skoazell out evidon,
Tridal a ran dindan skeud da ziouaskell ;
Ouzit en em stag va ene,
Da zorn dehou a zo krog ennon.
[Hag ar re a glask distruja va buhez,
Mond a raint a-zindan douar ;
Stlapet e vezint etre daouarn ar c’hleze,
Lod ar chakaled e vezint !
Ar roue a laouenaio e Doue,
An neb a dou drezañ en em veulo ennañ,
Tra ma vo serret o genou
D’ar re a lavar geier.]
Dieu, tu es mon Dieu,
je te cherche dès l’aube :
mon âme a soif de toi ;
après toi languit ma chair,
terre aride, altérée, sans eau.
Je t’ai contemplé au sanctuaire,
j’ai vu ta force et ta gloire.
Ton amour vaut mieux que la vie :
tu seras la louange de mes lèvres !
Toute ma vie je vais te bénir,
lever les mains en invoquant ton nom.
Comme par un festin je serai rassasié ;
la joie sur les lèvres, je dirai ta louange.
Dans la nuit, je me souviens de toi
et je reste des heures à te parler.
Oui, tu es venu à mon secours :
je crie de joie à l’ombre de tes ailes.
Mon âme s’attache à toi,
ta main droite me soutient.
[Mais ceux qui pourchassent mon âme,
qu’ils descendent aux profondeurs de la terre,
qu’on les passe au fil de l’épée,
qu’ils deviennent la pâture des loups !
Et le roi se réjouira de son Dieu.
Qui jure par lui en sera glorifié,
tandis que l’homme de mensonge
aura la bouche close !]