Accueil  -  Seizved sizunvez amzer Fask (A)

Seizved sizunvez amzer Fask (A)

Euz an 21 d’ar 27 a viz Mae 2023

Seizved sul Fask

Yn 17, 1b-11a (A)

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, 1 e savas e zaoulagad war-zu an Neñv, hag e pedas evel-henn :

— « Va Zad, deuet eo an eur : Ro gloar d’az Mab, evid ma roio da Vab gloar dit.

2 Evel-se, evel m’az-peus roet galloud dezañ war beb dén, e roio ar vuhez peurbaduz da gement hini az-peus roet dezañ.

3 « Hogen, kement-mañ eo ar vuhez peurbaduz : ma’h anavezint ahanout, Te ha n’eus Doue gwirion e-béd nemedout, hag an hini az-peus kaset, Jezuz-Krist.

4 « Roet em-eus gloar dit war an douar, en eur gas da benn al labour az-poa fiziet ennon. 5 Dit-te eo bremañ, va Zad, da rei din en da gichenn, ar hloar a oa din en da gichenn, a-raog ma oa euz ar béd. 6 Roet em-eus da ano da anaoud d’an dud az-peus tennet euz ar béd evid rei anezo din. Dit e oent, roet ez-peus anezo din, ha miret eo bet da Gomz ganto.7 Gouzoud a reont bremañ eo diganit e teu kement az-peus roet din, 8 rag roet em-eus dezo ar homzou az-poa fiziet ennon ; digemeret int bet ganto, anavezet o-deus evid gwir ez on deuet ahanout, ha kredet ez on bet kaset ganit.

9 « Pedi a ran-me evito ; n’eo ket evid ar béd eo e pedan, med evid ar re az-peus roet din, rag dit-te ez int. 10 Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din ; hag enno e kavan va gloar. 11 Diwar-vremañ, n’emaon ket kén er béd ; int-i avad a zo er béd, hag emaon-me o vond etrezeg ennout ».

Lun

Yn 16, 29-33

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, 29 e lavare e ziskibien dezañ :

— « Setu ma komzez frêz bremañ, hag hep parabolennou. 30 Bremañ eh ouzom eh anavezez pep tra, ha n’ez-peus ket ezomm e rafe dén goulennou ouzit : abalamour da-ze, e kredom ez out deuet euz Doue ».

31 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Bremañ eo e kredit !

32 « Setu ma teu an eur, ha deuet eo, ma vezot strewet pep hini diouz e du, ha ma laoskot ahanon va-unan-penn. Med n’emaon ket va-unan, peogwir ema va Zad ganin.

32 « Kement-se am-eus lavaret deoh evid m’ho-po ar peoh ennon. Er béd-mañ, e kavoh trubuill, med dalhit mad ! treh on bet d’ar béd ».

Meurz

Yn 17, 1-11a

1 En amzer-ze, e savas Jezuz e zaoulagad war-zu an Neñv, hag e lavaras :

— « Va Zad, deuet eo an eur : Ro gloar d’az Mab, evid ma roio da Vab gloar dit.

2 Evel-se, evel m’az-peus roet galloud dezañ war beb dén, e roio ar vuhez peurbaduz da gement hini az-peus roet dezañ.

3 « Hogen, kement-mañ eo ar vuhez peurbaduz : ma’h anavezint ahanout, Te ha n’eus Doue gwirion e-béd nemedout, hag an hini az-peus kaset, Jezuz-Krist.

4 « Roet em-eus gloar dit war an douar, en eur gas da benn al labour az-poa fiziet ennon. 5 Dit-te eo bremañ, va Zad, da rei din en da gichenn, ar hloar a oa din en da gichenn, a-raog ma oa euz ar béd. 6 Roet em-eus da ano da anaoud d’an dud az-peus tennet euz ar béd evid rei anezo din. Dit e oent, roet ez-peus anezo din, ha miret eo bet da Gomz ganto.7 Gouzoud a reont bremañ eo diganit e teu kement az-peus roet din, 8 rag roet em-eus dezo ar homzou az-poa fiziet ennon ; digemeret int bet ganto, anavezet o-deus evid gwir ez on deuet ahanout, ha kredet ez on bet kaset ganit.

9 « Pedi a ran-me evito ; n’eo ket evid ar béd eo e pedan, med evid ar re az-peus roet din, rag dit-te ez int. 10 Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din ; hag enno e kavan va gloar. 11 Diwar-vremañ, n’emaon ket kén er béd ; int-i avad a zo er béd, hag emaon-me o vond etrezeg ennout ».

Merher

Yn 17, 11b-19

En amzer-ze, e zaoulagad savet war-zu an Neñv, e pede Jezuz evel-henn :

11b Tad Santel, mir va diskibien unanet en da ano, an ano az-peus roet din, dezo da veza unan eveldom-ni.

12 « Pa oan ganto, e viren anezo unanet en da ano, an ano az-peus roet din. Diwallet em-eus anezo, ha n’eus eet hini e-béd da goll, nemed ar mab a ya da goll, evid ma teuio ar Skritur da wir.

13 « Ha bremañ, p’emaon o vond war-zu ennout, e komzan evel-se, er béd, evid ma vezint leun-barr euz va levenez en he féz.

14 « Roet em-eus-me da Gomz dezo, hag e-neus ar béd kemeret kas outo, abalamour n’int ket euz ar béd, evel ma n’on ket, me kennebeud, euz ar béd.

15 « N’eo ket tenna anezo euz ar béd eo a houlennañ diganit, med diwall anezo diouz an droug.

16 « N’int ket euz ar béd, evel ma n’on ket, me kennebeud, euz ar béd. 17 Gra ma vint santeleet dre ar wirionez : gwirionez eo da Gomz.

18 « Evel m’ez-peus kaset ahanon er béd, em-eus, me ive, kaset anezo er béd.

19 « Hag evito en em zantelaan, me va-unan, evid ma vint, int-i ive, santeleet er wirionez.

Yaou

Yn 17, 20-26

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e pede evel-henn :

20 « N’eo ket evid ar re-mañ hepkén e pedan, med ive evid ar re a gredo ennon diwar o Homz. 21 Ra vezint oll unan, evel m’emaout-te, va Zad, ennon, ha me ennout. Ra vezint unan ennom, int-i ive, evid ma kredo ar béd ez eo ganit on bet kaset.

22 « Ha roet em-eus-me dezo ar hloar az-peus roet din, evid ma vezint unan hepkén evel ma ’z om-ni unan : 23 me enno, ha te ennon. Ra zeuint da veza unan da vad evel-se, evid ma ouezo ar béd eo ganit on bet kaset, hag ez-peus karet anezo evel m’ez-peus karet ahanon.

24 « Va Zad, ar re az-peus roet din, felloud a ra din e vefent ganin el leh m’emaon, dezo da weled va gloar, an hini am-eus bet diganit, abalamour m’ez-peus karet ahanon a-raog krouidigez ar béd.

25 « Va Zad just, n’e-neus ket ar béd anavezet ahanout, med me am-eus anavezet ahanout, hag ar re-mañ o-deus anavezet eo ganit on bet kaset.

26 « Roet em-eus da ano dezo da anaoud, hag ober a rin c’hoaz, evid ma vo enno ar garantez az-peus evidon, ha ma vezin enno, me ive ».

Gwener

Yn 21, 15-19

En em ziskouez a reas Jezuz c’hoaz d’e ziskibien war vord lenn Tiberiad. 15 Echu ar préd ganto, e lavaras Jezuz da Zimon-Pèr :

— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon muioh eged ar re-mañ ? »

Respont a reas dezañ :

— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».

Ha Jezuz dezañ :

— « Bez pastor va deñvedigou ».

16 Evid an eil gwech, e houlennas Jezuz outañ :

— Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »

Respont a reas :

— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».

Hag e lavaras Jezuz dezañ :

— « Bez pastor va deñved ».

17 Evid an trede gwech, e lavaras :

— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »

Glaharet e oe Pèr abalamour m’e-noa Jezuz goulennet outañ evid an trede gwech : « Ha kared a rez ahanon ».

Respont a reas da Jezuz :

— « Aotrou, gouzoud a rez pep tra : gouzoud a rez mad e karan ahanout ».

Hag e lavaras Jezuz dezañ :

— « Bez pastor va deñved. 18 E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : pa oas yaouank, e lakees da-unan da houriz en-dro dit, hag ez ees d’al leh ma kares mond ; pa vi deuet koz, eh astenni da zaouarn, hag e vo lakeet dit da houriz gand unan all, a gaso ahanout d’al leh ma n’ez-pije ket c’hoant mond ».

19 Kement-se e lavaras Jezuz evid rei da intent dre beseurt maro e rofe Pèr gloar da Zoue. Ha goude ar homzou-ze, e lavaras c’hoaz :

— « Deus d’am heul ».

Sadorn

Yn 21 20-25

En amzer-ze, e oa Jezuz o paouez lavared da Bèr : « Deus d’am heul ».

20 En eur daoler eur zell war e giz, e welas Pèr an diskib karet gand Jezuz o tond war e lerh : hennez eo e-noa, e-pad ar préd, tosteet ouz kalon Jezuz, ha goulennet outañ : « Aotrou, piou eo an hini a zo o vond da werza ahanout ? »

21 O weled anezañ eta, e lavaras Pèr da Jezuz :

— « Hag evid hemañ, Aotrou, petra a c’hoarvezo gantañ ? »

22 Respont a ra Jezuz dezañ :

— « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? Evidout-te, deus d’am heul ».

23 Sevel a reas ar vrud eta, e-touez ar vreudeur, ne varvfe ket an diskib-se. E gwirionez, n’e-noa ket lavaret Jezuz da Bèr ne varvfe ket, med : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? »

24 Bez’ ez eo an diskib-se an hini a ro testeni euz kement-se oll, hag ez eo an hini e-neus skrivet anezo. Ha gouzoud a ouezom ez eo gwir e desteni.

25 Bez’ ez eus kalz traou all c’hoaz bet greet gand Jezuz, ha ma vefent skrivet hini hag hini, ne hellfe ket ar béd a-béz, a gav din, kaoud plas d’al leoriou a vefe skrivet.