Accueil  -  Seizved sizunvez war ar bloaz ha penn kenta ar Horaiz (A)

Seizved sizunvez war ar bloaz ha penn kenta ar Horaiz (A)

Euz an 19 d’ar 25 a viz C’hwevrer 2023

Seizved sul war ar bloaz

Mz 5, 38-48 (A)

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

38 « Gouzoud a rit eo bet lavaret : Lagad evid lagad, dant evid dant.

39 Lavared a ran deoh avad chom heb ober kemend-all d’an dén droug ; er hontrol, ma vez skoet ganit war da jod dehou, tro c’hoaz da jod all.

40 « Ma fell da unan bennag ober prosez dit evid kaoud da dunikenn, laosk da vantell ive gantañ. 41 Ha ma teu unan bennag da waska warnout evid mond gantañ e-pad mil paz, chom gantañ e-pad daou vil.

42 « Ro d’an neb a houlenn diganit. Na dro ket kein d’an hini a houlenn diganit presta dezañ.

43 « Klevet ho-peus eo bet lavaret : Kared a ri da nesa, ha droug ho-po ouz da enebour. 44 Ahanta ! Lavared a ran deoh : Karit hoh enebourien, ha pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evidoh da veza evel-se gwir vugale d’ho Tad a zo en neñv, rag lakaad a ra e heol da zevel war an dud droug koulz ha war ar re vad, hag ar glao da goueza war an dud just koulz ha war ar re n’int ket.

46 « Ewid gwir, m’ho-peus karantez evid ar re a gar ahanoh, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? Hag ar bublikaned ne reont ket kemend-all ? 47 Ha ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra zo dispar e kement-se ? Ar bayaned zokén, daoust ha ne reont ket kemend-all ?

48 C’hwi eta, bezit parfet, evel m’eo parfet ho Tad euz an neñv ».

Lun

Mk 9, 14-29

14 O tond gand Pèr, Jakez ha Yann war-zu an diskibien all, e welas Jezuz tud e-leiz en-dro dezo, ha skribed o terhel kaoz ganto. 15 Kerkent ha ma weljont Jezuz, e oent oll sebezet, hag e teuent d’ar réd da zaludi anezañ.

16 Goulenn a reas Jezuz outo :

— « Euz petra zo kaoz ganeoh ? ».

17 Respont a reas dezañ eun dén euz a-douez an dud :

— « Mestr, digaset em-eus dit va mab hag a zo dalhet gand eur spered a laka anezañ da veza mud. 18 Kregi a ra ar spered-se ennañ n’eus forz e peleh, stlepel a ra anezañ d’an douar, dond a ra eonenn e genou ar paotr, skrignal a ra e zent, hag e teu e gorv da veza reud. Goulennet em-eus digand da ziskibien kas ar spered-se kuit, med n’int ket deuet da benn ».

19 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Tud diskredig hag a zo ahanoh ! Pegeid e vezin-me ganeoh ? Pegeid e rañkin gouzañv ahanoh ? Digasit anezañ din ».

20 Digaset e oe dezañ. Kerkent ha ma welas Jezuz, e stagas ar spered da heja ar paotr en eur doare rust. Koueza a reas d’an douar, hag e ruille, eonenn gantañ en e henou.

21 Goulenn a reas Jezuz ouz an tad :

— « Pegeid zo e c’hoarvez kement-se gantañ ? »

— « Abaoe e vugaleaj, emezañ. 22 Hag aliez eo bet stlapet en tan pe en dour gand ar spered, evid ober dezañ mervel. Med ma hellez ober eun dra bennag, deus d’or zikour, dre druez ouzom ! ».

23 Ha Jezuz dezañ :

– « Mar gellez » emezout...? Evid an hini a gréd, e hell pep tra en em gaoud ».

24 Kerkent e youhas tad ar paotr :

— « Kredi a ran ! Deus war zikour, gand al laosk m’eo va feiz ».

25 O weled e oa an dud o tiredeg, e hourdrouzas Jezuz ar spered hudur en eur lavared dezañ :

— « Spered a lak an dud da veza mud ha bouzar, gourhemenn a ran dit : kee kuit euz ar paotr-mañ, ha na zistro biken ennañ ».

26 Youhal a reas ar spered, heja ar paotr en eun doare rust, hag ez eas er-mêz anezañ. Dond a reas hemañ da veza evel unan maro, ken ma lavare an oll dud : « Maro eo ! ».

27 Med en eur gregi en e zorn, e reas Jezuz dezañ sevel : chom a reas ar paotr en e-zav. 28 Pa oe eet Jezuz tre en ti, e houlennas e ziskibien outañ, en o fart o-unan :

— « Perag n’on-eus ket ni gellet kas kuit ar spered-se ? »

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ne hell ket eur seurt spered beza kaset kuit, nemed dre ar bedenn hag ar yun ».

Meurz

Mk 9, 30-37

30 Bez’ e oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent a-dreuz Bro-Halilea, ha n’e-noa ket c’hoant e teufe dén da houzoud. 31 Rag setu amañ ar péz a gelenne d’e ziskibien :

— « Gwerzet e vo Mab an Dén da veza lakeet etre daouarn an dud. Kaset e vo ganto d’ar maro, ha tri devez goude-ze, eh adsavo da veo ».

32 Ne intente ket an diskibien avad ar homzou-ze, ha ne gredent ket ober goulennou outañ.

33 En em gaoud a rejont e Kafarnaom, hag eur wech degouezet en ti, e houlennas Jezuz outo :

— « Diwar-benn petra e oah o kaozeal a-héd an hent ? »

34 Chom a rejont dilavar, rag a-héd an hent, o-doa komzet etrezo evid gouzoud pehini anezo e oa ar brasa.

35 Azeza a reas Jezuz, hag e halvas an Daouzeg da zond d’e gaoud. Lavared a reas dezo :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag beza da genta, e rañk beza an diweza euz an oll, ha servicher an oll ».

36 Neuze, e halvas eur paotrig ha lakaad anezañ dirazo. O veza kemeret anezañ etre e ziouvreh, e lavaras dezo :

37 — « An hini a zigemer, em ano, eur paotrig evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan. Hag an hini a zigemer ahanon, n’eo ket me eo a zigemer, med an Hini on bet kaset gantañ ».

Merher al Ludu

Mz 6, 1-6.16-18

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, war ar menez, e lavare dezo :

1 « Diwallit da ober hoh oberou-mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-po digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.

2 « Neuze eta, pa rez aluzenn, arabad dit seni gand ar hornboud dirazout, evel ma ra ar re a vez er zinagogennou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez, e lavaran dit : bez’ o-deus dija o digoll.

3 « Te avad, pa rez aluzenn, ra jomo da zorn kleiz hep gouzoud ar péz a ro da zorn dehou, 4 hag evel-se, e chomo da aluzenn e kuz ; ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento anezi dit ».

5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.

6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.

16 « Ha pa vezit o yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o fenn teñval, evid ma vo sklêr d’an dud emaint o yun. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus bet dija o digoll.

17 « Te avad, pa vezez o yun, taol louzou-c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da fas. 18 Evel-se, ne vo anavezet gand dén e-béd emaout o yun, nemed gand da Dad hag a zo e pep leh kuz, ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit ».

Yaou goude al Ludu

Lk 9, 22-25

22 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « Red eo da Vab an Dén gouzañv kalz poaniou, beza distaolet gand Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha sevel da veo d’an trede deiz ».

23 Hag e lavare d’an oll :

— « M’e-neus unan bennag c’hoant dond d’am heul, dezañ trei kein dezañ e-unan, dougenn e groaz bemdez ha dond war va lerh.

24 « Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a hollo anezi, med an hini a goll e vuhez abalamour din, a zaveteio anezi.

25 « Da betra e talvez d’an dén gounid ar béd a-béz, ma ’z a e-unan d’ar maro pe da goll.

Gwener goude al Ludu

Mz 9, 14-15

14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :

— « Perag ’ta, en-dra ma yunom, ni hag ar Farizianed, ne yun ket da ziskibien-te ?

15 Hag e respontas Jezuz dezo :

— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.

Sadorn goude al Ludu

Lk 5, 27-32

27 Gweled a reas Jezuz eur publikan, Levi e ano, azezet e bureo ar maltoutèrèz, hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

28 Dilezet pep tra gantañ, e savas hag ez eas d’e heul.

29 Ober a reas Levi eur préd braz evid Jezuz, en e di. Bez’ e oa publikaned e-leiz ha maread a dud all ouz taol ganto.

30 Grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed ouz e ziskibien, en eur lavared :

— « Perag emaoh-c’hwi o trebi hag oh eva gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

31 Respont a reas Jezuz dezo :

— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 32 N’on ket deuet da hervel an dud just, med ar beherien, ma troint o halon ouz Doue ».