Euz an 29 a viz Du d’an 5 a viz Kerzu 2026
Komz a ree Jezuz gand e ziskibien euz e zistro :
33 « Diwalit ! Bezit war evez ha pedit ! Rag n’ouzoh ket pegoulz e vo ar mare.
34 « Heñvel eo kement-se ouz eun dén o vond da veaji. Lezet e-neus e di, roet karg d’e zervicherien, ha labour da bep hini, ha gourhemennet d’ar porzier beza war evez.
35 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da vare e tistroio mestr an ti, pe da hanter-noz, pe da gan ar hillog, pe diouz ar mintin. 36 Gand aon na zigouezfe a-greiz pep kreiz, ha ne gavfe ahanoh kousket.
37 « Ar pez a lavaran deoh, a lavaran d’an oll : bezit war evez ! »
18 O tremen a-héd ar Mor-Galilea, e welas Jezuz daou vreur : Simon, lesanvet Pèr, hag Andre e vreur, o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant.
19 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Deuit d’am heul hag e rin pesketerien tud ahanoh ».
20 Ha raktal, dilezet ganto o rouejou, ez ejont d’e heul.
21 Pelloh, e welas daou vreur all : Jakez, mab da Zebede ha Yann e vreur, en o bag, gand Zebede o zad, o kempenn o rouejou.
22 Gelver a reas anezo, ha kerkent e tilezjont o bag hag o zad evid mond d’e heul.
Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :
11 « Me eo ar Pastor Mad.
Rei e vuhez evid e zeñved a ra ar Pastor Mad.
12 « An hini n’eo nemed mevel avad,
n’eo ket eñ ar pastor :
pa n’eo ket an deñved e re dezañ :
ma wél ar bleiz o tond,
e tilez an deñved
hag e teh kuit.
Hag e vezont skrapet gand ar bleiz
a ra dezo mond amañ hag ahont.
13 « Tehel kuit a ra ar pastor-ze,
peogwir n’eo nemed mevel,
ha n’eo ket chalet gand an deñved.
14 « Me eo ar Pastor Mad.
Anaoud a ran va deñved,
hag anaoud ahanon a ra va deñved,
15 « evel ma’h anavez an Tad ahanon,
ha ma’h anavezan, me ive, an Tad.
Ha va buhez a roan evid va deñved.
16 « Deñved all am-eus c’hoaz,
ha n’emaint ket er park-deñved-mañ.
Ar re-ze ive am-eus da rén.
Kleved a raint va mouez,
ha ne vo nemed eun tropell
hag eur pastor hepkén ».
29 Dond a reaz Jezuz war vord mor Galilea. Sevel a reas war ar menez, hag eno eh azezas.
30 Tostaad a reas outañ e-leiz a dud, en o zouez tud kamm, tud dall, tud mahagnet, tud mud ha kalz re all. Lakeet e oent e-harz treid Jezuz, hag e oent pareet gantañ. 31 Neuze, o weled re vud o komz, re gamm o vale, re zall deuet da weled sklêr, re vahagnet pare, e oa an dud estlammet. Hag e rentjont gloar da Zoue Izrael. 32 Gervel a reas Jezuz e ziskibien, ha lavared dezo :
— « Truez am-eus ouz an dud-se, rag abaoe bremañ tri devez emaint ouz va heul, ha n’o-deus netra da zrebi. N’em-eus ket c’hoant kas anezo kuit war yun, gand aon na zeufent da zempla en hent ».
33 Lavared a reas an diskibien dezañ :
— « E peleh e kavim, en eur dezert, tra-walh a vara da derri o naon da gement-se a dud ? »
34 Goulenn a reas Jezuz outo :
— « Péd baraenn zo ganeoh ? »
— « Seiz, emezo, hag eun nebeud peskedigou ».
35 Gourhemenn a reas d’an dud neuze azeza war an douar. 36 Kemer a reas ar zeiz baraenn hag ar pesked, ober eur bedenn a drugarez, terri ar baraennou, rei anezo d’e ziskibien, hag an diskibien d’an dud.
37 Drebi a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga seiz panerad.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
21 « N’eo ket kement hini a lavar din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo a yelo e Rouantèlèz an neñvou, med an hini a ra bolontez va Zad a zo en neñvou.
24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant vad, savet ti gantañ war ar garreg. 25 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar froudou, c’hwezet o-deus an aveliou war an ti gand fulor. N’eo ket pilet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.
26 « Bez’ ez eo an dén a zelaou va homzou, hép senti outo, heñvel ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar froudou, savet eo an aveliou ha c’hwezet o-deus war an ti gand fulor. Kouezet eo en e boull, ha dizahet a-béz ».
27 Pa oa Jezuz o vond gand e hent, e teuas war e lerh daou zén dall, en eur youhal :
— « Bez truez ouzom, Mab da Zavid ! »
28 Pa oe eet Jezuz en ti, e tosteas an daou zén dall outañ, hag e lavaras Jezuz dezo :
— « Ha kredi a rit, e hellan ober kement-se ? »
— « Ya, Aotrou », emezo.
29 Neuze, e touchas ouz o daoulagad en eur lavared :
— « Ra vo greet deoh hervez ho feiz ! »
30 Hag e tigoras raktal dezo o daoulagad. Med Jezuz, rust dezo :
— « Diwallit na vefe gouezet kement-se gand dén e-béd ! »
31 Med a-veh er-mêz, e komzas ar re-mañ diwar e benn dre ar vro a-béz.
35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn er zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.
36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel dañvadezed hep pastor.
37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :
— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».
10. 1 Gelver a reas neuze, e zaouzeg diskib, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou, evid kas kuit anezo, ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.
6 « It kentoh, emezañ, war-zu an dañvadezed dianket euz pobl Izrael.
7 « Dre ma’z eot gand ho hent, roit da anaoud eo tostig-tost Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, roit ar vuhez d’ar re varo, glannait an dud lor, kasit kuit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra : roit evid netra ».