Accueil  -  Sizunvez kenta ar Horaiz (A)

Sizunvez kenta ar Horaiz (A)

Euz ar 26 a viz C’hwevrer d’ar 4 a viz Meurz 2023

Sul kenta ar Horaiz

Mz 4, 1-11 (A)

1 Goude ma oe bet badezet, e oe kaset Jezuz d’an dezert gand ar Spered-Santel, evid beza tentet gand an diaoul.

2 E-pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez e chomas war yun. Neuze e teuas naon dezañ, 3 hag e tosteas outañ an toueller :

— « Mar d-out Mab Doue, emezañ, ro urz d’ar vein-mañ da zond da veza bara ».

4 Med respont a reas Jezuz :

— « Skrivet eo : N’eo ket diwar vara tra-kén e vev an dén, med diwar bep gér o tond euz genou Doue ».

5 Goudeze e kasas an diaoul anezañ d’ar Gêr zantel, hag e lakeas anezañ war lein uhella an Templ.

6 — « Mar d-out Mab Doue, emezañ, en em daol d’an traoñ ; rag skrivet eo : Rei a raio urz d’e êlez evidout, ha : Dougennet e vi ganto en o daouarn, gand aon na stokfe da droad ouz eur mên ».

7 — « Skrivet eo ive, eme Jezuz : Ne denti ket an Aotrou da Zoue ».

8 Kas a reas an diaoul anezañ c’hoaz war eur menez uhel meurbéd. Diskouez a reas dezañ oll rouanteleziou an douar hag o gloar :

9 — « Kement-se oll, emezañ, a roin dit, ma kouezez e-harz va zreid evid stoui dirazon ».

Neuze e lavaras Jezuz dezañ :

10 — « Kerz kuit Satan ! rag skrivet eo : An Aotrou da Zoue eo a adori, dezañ hepkén doujañs a renti ».

11 Neuze ez eas kuit an diaoul. Ha setu ma tosteas êlez ouz Jezuz, hag e servichent anezañ.

Lun

Mz 25, 31-46

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien euz e zonedigez :

31 « Pa zeuio Mab an dén en e hloar, gantañ an oll êlez, neuze eh azezo war e drôn a hloar. 32 Bodet e vo an oll boblou dirazañ, hag e tispartio an dud an eil re diouz re all, evel ma tisparti ar pastor an deñved diouz ar givri. 33 Lakaad a raio an dañvadezed en tu dehou dezañ, hag ar givri en tu kleiz.

34 Neuze, e lavaro ar roue d’ar re a vo en tu dehou dezañ :

— « Deuit, tud benniget gand va Zad, resevit da lod ar Rouantèlèz zo bet pourchaset evidoh azaleg krouidigez ar béd. 35 Rag, naon am-eus bet, hag ho-peus roet din da zebri ; sehed am-eus bet, hag ho-peus roet din da eva ; estranjour on bet, hag ho-peus digemeret ahanon. 36 En noaz e oan, hag ho-peus gwisket ahanon ; klañv e oan, hag ez oh deuet da weled ahanon ; er prizon e oan, hag ez oh deuet beteg ennon ».

37 « Neuze, e responto an dud just dezañ :

— « Pedavare on-neus-ni gwelet ahanout o kaoud naon, hag on-eus-ni roet dit da zebri ? O kaoud sehed, hag on-eus-ni roet dit da eva ? 38 Pedavare on-eus-ni gwelet ahanout estranjour, hag on-eus-ni digemeret ahanout ? En noaz, hag on-eus-ni gwisket ahanout ? 39 Pevare on-eus-ni gwelet ahanout klañv pe er prizon, hag ez om deuet da weled ahanout ? »

40 « Hag e responto ar roue dezo:

— « E gwirionez, e lavaran deoh : bewech m’ho-peus greet evel-se da unan euz an dud dister-mañ, a zo breudeur din, din-me eo ho-peus greet kement-se. »

41 « Neuze, e lavaro d’ar re a vo en tu kleiz dezañ :

— « It pell diouzin, tud villiget ahanoh, it d’an tan a bado da viken, bet c’hwezet evid an diaoul hag e êlez. 42 Rag, naon am-eus bet, ha n’ho-peus ket roet din da zebri ; sehed am-eus bet, ha n’ho-peus ket roet din da eva ; 43 estranjour e oan, ha n’ho-peus ket digemeret ahanon ; en noaz e oan, ha n’ho-peus ket gwisket ahanon, klañv hag er prizon, ha n’oh ket deuet da weled ahanon ».

44 Neuze, e respontint, int-i ive :

— « Aotrou, pedavare on-eus-ni gwelet ahanout, naon dit pe zehed, estranjour pe en noaz, klañv pe er prizon, ha n’om ket deuet war da zikour ? »

45 « Hag e responto dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : bewech ma n’ho-peus ket greet evel-se evid unan pe unan euz ar re vihan-mañ, din-me kennebeud n’ho-peus ket greet kement-se.

46 « Hag ez aio ar re-mañ d’eur hastiz a bado da viken, hag ar re just d’ar vuhez ne vo fin e-béd dezi ».

Meurz

Mz 6, 7-15

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».

9 « C’hwi eta, pedit evel-henn :

« On Tad, hag a zo en neñv,
« Hoh ano beza santelleet,
10 « Ho Rouantèlèz deuet deom,
« Ho polontez bezet greet war an douar evel en neñv.
11 « Roit deom hirio or bara pemdezieg.
12 « Pardonit deom or pehejou,
evel ma pardonom d’ar re o-deus manket ouzom.
13 « Mirit ouzom da goueza en tentadur,
« Med on diwallit diouz an Droug.

14 « Rag ma pardonit o mankou d’an dud, e pardono ho Tad euz an neñv deoh ive.

15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou ».

Merher

Lk 11, 29-32

29 O veza ma kreske an dud en-dro dezañ, e stagas Jezuz da lavared :

— « Eur rummad fall eo ar rumrnad-mañ : goulenn a ra eur zîn ; med sîn e-béd ne vo roet dezañ nemed sîn ar profed Jonaz.

30 « Rag evel ma oe Jonaz eur zîn evid tud Niniv, evel-se ive e vo Mab an Dén eur zîn evid ar rummad-mañ.

31 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreizteiz gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo ; rag deuet eo euz ar penn pella euz ar béd da zelaou fumez Salomon. Ahanta ! Brasoh eged Salomon a zo amañ.

32 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv gand ar rummad-mañ, hag e kondaonint anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegèrèz Jonaz. Ahanta ! brasoh eged Jonaz a zo amañ.

Yaou

Mz 7, 7-12

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

7 « Goulennit, hag e vo roet deoh ; klaskit, hag e kavot ; skoit, hag e vo digoret deoh. 8 Rag an neb a houlenn, a reseo ; an neb a glask, a gav ; hag an neb a sko war an nor, e vez digoret dezañ.

9 « Piou ahanoh, ma houlenn e vab bara digantañ, a roio eur mên dezañ ? 10 Pe ma houlenn eur pesk, a roio eun naer dezañ ? 11 Neuze ’ta, peogwir e ouezit-c’hwi, tud fallagr ahanoh, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioh e roio ho Tad euz an neñv traou mad d’ar re a houlenn digantañ.

12 « Setu eta, grit d’ar re all kement ho-peus c’hoant e rafent evidoh, rag aze ema al Lezenn hag ar Brofeted ».

Gwener 3 a viz Meurz,
Gouel Sant Gwenole, abad Landevenneg,
lidet e Eskopti Kemper ha Leon

Mz 19, 27-29

27 Lavared a reas Pèr da Jezuz :

— « Ahanta ! Ha ni hag on-eus dilezet pep tra evid mond d’az heul, pehini e vo ol lod-ni ?

28 Lavared a reas Jezuz dezo !

— « E gwirionez, e lavaran deoh : pa vo renevezet ar béd a-béz, pa azezo Mab an dén war e drôn a hloar, e vezot, c’hwi ive hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzeg trôn evid barn daouzeg meuriad Izrael.

29 « Ha da gement hini dilezet gantañ tiez, breudeur, c’hoarezed, tad ha mamm, bugale pe barkeier, abalamour d’am ano, e vo roet kant kwech muioh dezañ, hag e-no da lod ar vuhez peurbaduz.

30 Kalz euz ar re genta a vo da ziweza, ha kalz euz ar re ziweza a vo da genta ».

Gwener

Mz 5, 20-26

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.

21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.

22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.

23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.

25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.

26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.

Sadorn

Mz 5, 43-48

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

43 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : Kared a ri da nesa, ha kasaad da enebour. 44 Me avad, a lavar deoh : Karit hoh enebourien, pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evid beza evel-se gwir vugale d’ho Tad hag a zo en neñv, rag laka a ra e heol da zevel war an dud fall ha war ar re vad, hag ar glao da ober war an dud a zo just ha war ar re n’int ket.

46 « Rag m’ho-peus karantez evid ar re a gar ahanoh, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? Ha ne ra ket ar bublikaned kemend-all ? 47 Ha ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra zo dispar er péz a rit ? Ha ne ra ket ar bayaned kemend-all ?

48 C’hwi avad, ra vo peurvad ho madèlèz, evel ma z’ eo peurvad ho Tad euz an neñv ».