Accueil  -  Sul Fask hag Eizvetez Pask

Sul Fask hag Eizvetez Pask

Noz Fask

Mk 16, 1-8 (B)

1 Tremenet ar zabat, e prenas Mari-Madalen, Mari mamm Jakez, ha Salome, louzeier c’hwéz-vad, evid mond da valzami korv Jezuz.

2 Mintin mad, da zeiz kenta ar zizun, ez ejont d’ar béz d’ar zao-heol. 3 Hag e lavarent kenetrezo :

— « Piou a ruillo deom ar mên diwar toull ar béz ? »

4 Gand eur zell, e weljont ar mên ruillet a gostez, braz koulskoude an tamm anezañ.

5 Eet tre er béz, e welont eun dén yaouank, gwisket e gwenn, azezet en tu-dehou, hag e oent spontet. 6 Med lavared a reas hemañ dezo :

— « N’it ket da sponta. Emaoh o klask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouz ar groaz : adsavet eo da veo. N’ema ket amañ. Setu al leh ma oa bet lakeet. 7 Bremañ, it da lavared d’e ziskibien ha da Bèr : « Mond a ra en ho-raog da Vro-Halilea ; eno, e welot anezañ, evel m’e-neus lavaret deoh ».

8 Mond a rejont er-mêz, ha tehed pell diouz ar béz, rag krena a reent, ha strafuillet e oant. Ne lavarjont netra da zén rag savet e oa aon ganto.

Sul Fask. Sul Adsao or Zalver

Yn 20, 1-9 (ABC)

1 D’an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c’hoaz, ez a Mari-Madalen d’ar béz, hag e wél ar mên lamet kuit diwar ar béz. 2 Mond a ra eta d’ar réd da gaoud Simon-Pèr hag an diskib all, an hini a oa karet gand Jezuz, hag e lavar dezo :

— « Lamet eo bet an Aotrou euz ar béz, ha ne ouezom ket e-peleh eo bet lakeet ».

3 Neuze, ez eas Pèr asamblez gand an diskibl all da vond war-zu ar béz. 4 Redeg a reent o-daou a-unan, med buannoh eged Pèr e redas an diskib all, hag e tigouezas da genta er béz. 5 Soubla a reas ha gweled al lurennou ledet a-blad eno. Padal, ne ’z a ket tre e-barz ar béz.

6 D’e dro war e lerh, en em gav ive Simon-Pèr. Mond a ra e-barz ar béz, hag e wél al lurennou ledet a-blad, 7 hag al lienenn a oa bet en dro da benn Jezuz : ne oa ket houmañ gand al lurennou, med rollet en he fart en he flas.

8 Neuze eo ez eas an diskib all er barz ar béz d’e dro, an hini a oa digouezet da genta. Gweled a reas, hag e kredas.

9 Beteg-henn avad, n’o-doa ket an diskibien intentet ar Skritur, pa lavare e rañke Jezuz adsevel a-douez ar re varo.

Lun Fask

Mz 28, 8-15

Goude beza klevet komzou an Êl, 8 ez eas ar merhed buan er-mêz euz ar béz. O krena ha laouen braz war eun dro, ez ejont d’ar réd da gas ar helou d’an diskibien.

9 Ha setu ma teuas Jezuz en arbenn dezo, hag e lavaras :

— « Salud deoh ! »

Tostaad a rejont outañ, ha starda e dreid dezañ, en eur stoui dirazañ.

10 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

— « N’ho pet ket aon. It da gas ar helou d’am breudeur, ha lavarit dezo e rañkont mond da Vro-Halilea : eno eo, e welint ahanon ».

11 E-keid ha ma oant o kerzed, ez eas lod euz ar warded e kêr da gonta d’ar Veleien-Vraz kement a oa c’hoarvezet. 12 En em voda a reas ar Veleien Vraz gand ar Re Goz, ha goude beza en em gleved kenetrezo, e rojont eur yalhad vad a arhant d’ar warded, 13 en eur lavared dezo :

— « Setu ar péz a lavarot : « Deuet eo e ziskibien da laerez e gorv, e-pad an noz, pa oam kousket ». 14 Ha ma teu ar gouarnour da houzoud eun dra bennag, e teuim a-benn anezañ, hag e vo miret na vefeh tregaset ».

15 Kemer a rejont an arhant, hag ober hervez an ali a oa bet roet dezo. Hag ez eo chomet beo ar brud fall-ze e-touez ar Juzevien beteg bremañ.

Meurz Fask

Yn 20, 11-18

11 Bez’ e oa Mari-Madalen en he zav er mêz, e-kichenn ar béz, hag e oa o ouela. E sèr gouela, e soublas war-zu ar béz. 12 Gweled a ra daou Êl, gwisket e gwenn, azezet el leh ma oa bet astennet korv Jezuz, unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.

Lavared a reont dezi :

13 — « Maouez, perag emaout o ouela ? »

Respont a ra dezo :

— « Kaset o-deus kuit va Aotrou, ha ne ouezan ket e-peleh eo bet lakeet ».

14 En eur gomz evel-se, e troas war-dreñv, hag e wélas Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.

15 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou emaout o klask ? »

Dre ma kave dezi e oa al liorzour, e lavaras dezañ :

— «  M’az-peus-te kaset anezañ ganit, lavar din e-peleh az-peus lakeet anezañ, hag ez in-me da gerhad anezañ ».

16 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Mariam ! »

Distrei a ra-hi ha lavared en hebreeg :

— « Rabbouni ! » da lavared eo : « Mestr ».

17 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Arabad dit derhel krog ennon, rag n’on ket savet c’hoaz etrezeg va Zad. Kee da gaoud va breudeur, ha lavar dezo : « Sevel a ran etrezeg va Zad hag ho Tad, etrezeg va Doue hag ho Toue ».

18 Mond a ra Mari-Madalen eta da rei da houzoud d’an diskibien :

— « Gwelet am-eus an Aotrou, ha kement-mañ eo bet lavaret din gantañ ».

Merher Fask

Lk 24, 13-35

13 D’an trede deiz goude maro Jezuz, e oa daou ziskib o vond war-zu eur gêriadenn, heh ano Emmaüz, hag a zo div eurvez bale diouz Jeruzalem. 14 Ha komz a reent etrezo euz kement a oa c’hoarvezet eno.

15 Pa oant o komz hag o lavared o zoñjou an eil d’egile, e tosteas Jezuz e-unan outo, hag e reas hent ganto. 16 Med ne oa ket o daoulagad evid anaoud anezañ. 17 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Diwar-benn petra emaoh o kaozeal, en eur vale ? »

Neuze, e chomjont a-zav, teñval o fenn. 18 Respont a ra unan anezo, Kleofaz e ano :

— « N’eus nemedout, diavezour e Jeruzalem, o chom hep gouzoud ar péz a zo c’hoarvezet, e kêr, en deveziou-mañ ».

19 — « Petra ? » emezañ dezo.

Respont a rejont dezañ :

— « Ar péz a zo c’hoarvezet gand Jezuz a Nazared, hag a oa eur profet, braz e halloud en e oberou hag en e gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl a-béz. 20 Penaoz ez eo bet roet gand ar Veleien-Vraz hag or renerien, evid beza kondaonet d’ar maro ha beza staget ganto ouz ar groaz.

21 Ni, avad, a gave deom e oa eñ o vond da zavetei Izrael. Ha goude kement-se, ez eo hirio an trede devez abaoe m’eo bet c’hoarvezet an traou.

22 « Gwir eo, ez eus merhed euz or re-ni, hag om bet lakeet nehet ganto : eet int, mintin mad, d’ar béz. 23 N’eo ket bet kavet e gorv ganto, ha deuet int en-dro. Lavaret o-deus zokén deom o-deus gwelet Elez ha klevet ganto ez eo beo.

24 « Eet ez eus unan bennag ahanom beteg ar béz, hag o-deus kavet pep tra evel m’o-doa lavaret ar merhed ; med eñ, n’o-deus ket gwelet anezañ ».

25 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

— « O tud poud a spered, ha dale ganto o kredi kement a zo bet lavaret gand ar brofeted ! 26 Daoust ha ne rañke ket ar Mesïaz gouzañv ar poaniou-ze evid mond en e hloar ? »

27 Hag o staga gand Moïzez hag an oll Brofeted, e tisplegas dezo, en oll Skrituriou, kement a oa diwar e benn.

28 Tostaad a rejont evel-se ouz ar gêriadenn, el leh ma oant o vond, hag e reas Jezuz an neuz da gerzed pelloh. 29 Med pourchu a rejont warnañ, en eur lavared :

— « Chom ganeom, rag deuet eo an abardaez, hag ema serr-noz o tond ». Hag ez eas tre evid chom ganto.

30 Eet Jezuz ouz taol gand e ziskibien, e kemeras ar bara, hag e lavaras ar bedenn a drugarez da Zoue : torret gantañ ar bara, e roas anezañ dezo.

31 Neuze, e tigoras o daoulagad, hag eh anavezjont anezañ. Med mond a reas kuit diwar o gwél. 32 Hag e lavarjont an eil d’egile :

— « Ha n’eo ket gwir e oa or halon o virvi ennom, pa oa o komz ouzom en eur ober hent, hag o tisplega deom ar Skrituriou ? »

33 Sevel a rejont raktal, ha distrei da Jeruzalem. Eno, e kavjont bodet an unneg abostol hag ar re a veze ganto. Hag ar re-mañ da lavared :

34 — « Gwir mad eo ! Adsavet eo an Aotrou, hag en em ziskouezet e-neus da Zimon-Pèr ».

35 Hag an daou ziskib, d’o zro, da gonta petra a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaoz o-doa anavezet anezañ p’e-noa torret ar bara.

Yaou Fask

Lk 24, 35-48

35 Deuet en-dro euz Emmaüz, e oa an diskibien o konta d’an unneg abostol ha d’ar re a oa ganto, ar péz a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaoz o-doa anavezet an Aotrou p’e-noa torret ar bara. 36 O komz e oant c’hoaz, pa zigouezas Jezuz en o zouez, hag e lavaras dezo :

– « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».

37 Souezet braz ma oant, e krogas aon enno ; kavoud a ree dezo gweled eur spéz.

38 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Perag beza strafuillet ha kaoud douetañs en ho kalon ? 39 Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid : Me an hini eo ! Touchit ouzin ha sellit mad : eur spéz n’e-neus na korv nag eskern, evel ma welit am-eus anezo ».

40 Goude beza komzet evel-se, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e dreid. 41 Dre ma ne gredent ket c’hoaz, ken braz ha ma oa o joa, ha ken bamet ma choment gand ar zouez, e lavaras Jezuz dezo :

— « Ha bez’ ho-peus eun dra bennag da zebri, amañ ? »

42 Kinnig a rejont dezañ eun tamm pésk bet grillet. 43 Kemer a reas anezañ, ha debri dirazo.

44 Goude-ze, e lavaras dezo :

— « Dalhit soñj euz ar homzou-mañ am-eus bet lavaret deoh pa oan c’hoaz en ho touez : Bez’ e rañke dond da wir kement a zo bet skrivet diwar va fenn e Lezenn Voïzez, er Brofeted hag er Salmou ».

45 Neuze, e tigoras dezo o spered da intent ar Skrituriou.

46 Hag e lavaras dezo :

— « Evel-se, ez eo skrivet : Diwaska poan a raio ar Hrist, ha sevel a varo da veo d’an trede deiz ; 47 d’an oll boblou, ha da genta e kêr Jeruzalem, e vo prezeget, en e ano, trei ar galon ouz Doue evid kaoud ar pardon euz ar pehejou.

48 « C’hwi eo a zo lakeet da dést a gement-se ».

Gwener Fask

Yn 21, 1-14

1 En em ziskouez a reas Jezuz adarre d’e ziskibien war bord mor Tiberiad, ha setu amañ penaoz.

2 Bez’ e oa bodet asamblez Simon-Pèr, Tomaz, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), Natanael euz Kana-Halilea, paotred Zebede, ha daou all euz e ziskibien.

3 Lavared a reas Simon-Pèr dezo :

— « Emaon o vond da besketa ».

Lavared a reont dezañ :

— « Mond a reom, ni ive, ganit ».

Mond a rejont ha sevel er vag. En nozvez-se avad, ne bakjont netra.

4 Da houlou deiz, e oa Jezuz aze, war an aot. Ne ouie ket an diskibien avad, e oa Jezuz.

5 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Paotred, ha n’ho-pefe ket eun dra bennag da zebri ? »

— « Nann avad » emezo dezañ.

6 Lavared a reas dezo :

— « Taolit ar roued en tu dehou d’ar vag, hag e kavot ».

Taoler a rejont ar roued, hag e oa kement a besked enni, ma ne oent ket evid sacha anezo ganto.

7 Neuze, e lavaras an diskib karet gand Jezuz da Bèr :

— « An Aotrou eo ! »

O kleved e oa an Aotrou, e wiskas Pèr eun tamm dillad bennag – rag en noaz e oa – hag e lammas er mor.

8 Dond a reas an diskibien all gand ar vag, o sacha war ar rouedad leun a besked : ne oant nemed eur hant metrad bennag diouz an douar.

9 Goude beza diskennet d’an douar, e weljont eun tan-glaou-beo gand pesked warnañ, ha bara.

10 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Digasit ’ta euz ar pesked emaoh o paouez paka ».

11 Sevel a reas Simon-Pèr en-dro er vag, hag e sachas d’an douar ar rouedad leun a besked braz : bez’ e oa kant-tri hag hanter-kant anezo. Ha daoust dezo da veza ken stank, ne oa ket bet freuzet ar roued.

12 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Deuit da zebri ».

Ne grede hini e-béd euz an diskibien goulenn outañ :

— « Piou out-te ? »

Gouzoud mad a ouient e oa an Aotrou.

13 Tostaad a reas Jezuz, kemer ar bara ha rei anezañ dezo ; hag e reas kemend-all gand ar pesked.

14 An trede gwech e oa da Jezuz d’en em ziskouez d’e ziskibien, abaoe ma oa adsavet a-douez ar re varo.

Sadorn Fask

Mk 16, 9-15

9 Adsavet Jezuz da veo diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, en em ziskouezas da genta da Vari-Madalen, seiz droug-spered beza bet kaset kuit diouti gantañ.

10 Mond a reas hi da gas ar helou d’ar re a oa bet gand Jezuz : glaharet e oant hag o skuill daelou. 11 Med o kleved e oa beo Jezuz, hag he-doa-hi gwelet anezañ, ne grédjont ket enni.

12 Goude-ze, en em ziskouezas Jezuz en eur stumm all da zaou anezo, a oa oh ober hent da vond war ar-mêz. 13 Dond a reas an daou-mañ war o hiz da gas ar helou d’ar re all, med chom a reas ar re-ziweza-mañ hep kredi anezo kennebeud.

14 Da ziweza-oll en em ziskouezas Jezuz d’an unneg pa oant ouz taol ; hag e rebechas dezo beza bet diskredig ha kaled a galon, abalamour n’o-doa ket kredet ar re o-doa gwelet anezañ savet a varo da veo.

15 Hag e lavaras dezo :

— « It dre ar béd a-béz, embannit Kelou-Mad an Aviel d’an oll dud.